Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Kanenn ar C’hanennoù » Pennad 3

Kanenn ar C’hanennoù - Pennad 3

Levr : Kanenn ar C’hanennoù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8

Pennad 3



Sur mon lit, la nuit, j’ai cherché celui que mon âme désire ; je l’ai cherché ; je ne l’ai pas trouvé. Ct 3, 1 : War va gwele, a-hed an noz em eus klasket an hini ’zo karantez va ene ; e glasket em eus ha n’em eus ket e gavet.

Oui, je me lèverai, je tournerai dans la ville, par les rues et les places : je chercherai celui que mon âme désire ; je l’ai cherché ; je ne l’ai pas trouvé. Ct 3, 2 : Sevel a rin eta evit mont dre Gêr, dre ar straedoù, dre ar plasoù, o klask an hini ’zo karantez va ene. E glasket em eus ha n’em eus ket e gavet.

Ils m’ont trouvée, les gardes, eux qui tournent dans la ville : « Celui que mon âme désire, l’auriez-vous vu ? » Ct 3, 3 : Ar warded o deus kejet ganin ar re a ra o ged-noz e Kêr : "Hag eñ hoc’h eus e welet, an hini karet gant va ene ?"

À peine les avais-je dépassés, j’ai trouvé celui que mon âme désire : je l’ai saisi et ne le lâcherai pas que je l’aie fait entrer dans la maison de ma mère, dans la chambre de celle qui m’a conçue. LUI Ct 3, 4 : Diouzhtu ma oan aet diouto em eus kavet an hini ’zo karantez va ene : Kroget em eus ennañ, n’hen laoskin ket da vont, ken n’am bezo e lakaet da antren e ti va mamm, e kambr an hini he deus va c’hoñsevet. AN DEN NEVEZ

Je vous en conjure, filles de Jérusalem, par les gazelles, par les biches des champs, n’éveillez pas, ne réveillez pas l’Amour, avant qu’il le veuille. CHŒUR Ct 3, 5 : Hoc’h aspediñ a ran, merc’hed Jeruzalem, en anv gazelenned hag heizezed ar maezioù, na zihunit ket, na zihunit ket va c’harantez, a-raok an eur a blijo dezhi. AL LAZ-KANAÑ

Qu’est-ce là qui monte du désert comme une colonne de fumée odorante d’encens et de myrrhe, de tous les aromates des marchands ? Ct 3, 6 : Petra eo se a sav eus ar gouelec’h, evel ur golonenn a voged, o skuilh c’hwezh-vat ar mir hag an ezañs, hag holl frondoù an estrenvro. AR WREG NEVEZ

– C’est la litière de Salomon ! Tout autour, soixante braves d’entre les braves d’Israël, Ct 3, 7 : Setu leter Salomon, tri-ugent den kadarn endro dezhañ, an dibab eus gouroned Israel,

tous armés de glaives, entraînés à la guerre, chacun son épée à la hanche contre les terreurs de la nuit. Ct 3, 8 : holl, tud ampart da c’hoari ar c’hleze, embreget d’an emgann ; pep unan gant e gleze ouzh e gostez gant aon rak trapoù an noz.

Le palanquin fait pour le roi Salomon est en bois du Liban ; Ct 3, 9 : Ar Roue Salomon en deus lakaet d’ober dezhañ ur daez gant koad eus al Liban.

il a fait les colonnes d’argent, le toit en or, le siège de pourpre ; l’intérieur fut tapissé avec amour par les filles de Jérusalem. Ct 3, 10 : Ar postoù anezhañ en deus graet en arc’hant, ar stel en aour, hag ar sez e limestra. An diabarzh a zo bet brodet gant karantez merc’hed Jeruzalem.

– Sortez et regardez, filles de Sion, le roi Salomon avec la couronne dont sa mère le couronna au jour de ses noces, au jour de la joie de son cœur. Ct 3, 11 : Deuit da welout, merc’hed Sion, hag arvestit ouzh ar Roue Salomon o tougen an talgen he deus e vamm e gurunet gantañ da zeiz e briedelezh, da zeiz levenez e galon.