Kanenn ar C’hanennoù - Pennad 4
Pennad 4
LUI Ct 4, 0 : AN DEN NEVEZ
Ah ! Que tu es belle, mon amie ! Ah ! Que tu es belle ! Tes yeux sont des colombes au travers de ton voile. Ta chevelure : un troupeau de chèvres qui dévalent du mont Galaad. Ct 4, 1 : Na kaer ez out, va mignonez, na kaer ez out-te ! Da zaoulagad a zo koulmed a-drek da ouel ! Da vlev heñvel ouzh ur bagad givri oc’h houlennañ war diribinoù Menez Galaad.
Tes dents : un troupeau de brebis tondues qui remontent du bain ; chacune a sa jumelle, nulle n’en est privée. Ct 4, 2 : Da zent evel un tropell dañvadezed o tistreiñ eus ar stivell-walc’hiñ ; pep unan o kaout ganti menned-gevell, rak n’eus hini a ve gaonac’h.
Comme un ruban d’écarlate, tes lèvres ; tes paroles : une harmonie. Comme une moitié de grenade, ta joue au travers de ton voile. Ct 4, 3 : Un neudenn skarlek eo da ziweuz ; da lavaroù ’zo hoalus. Da zivjod, a-drek da ouel a zo skejennoù greunadez.
Ton cou : la tour de David, harmonieusement élevée ; mille boucliers sont suspendus, toutes les armes des braves. Ct 4, 4 : Da c’houzoug a zo evel tour David savet evit bezañ ur c’hreñvlec’h. Mil skoed outañ ’zo skourret, holl skoedoù ar gadarnidi.
Tes deux seins : deux faons, jumeaux d’une gazelle ; ils pâturent parmi les lis. Ct 4, 5 : Da zivronn a zo daou vennig, gevelled ur c’hazelenn, o peuriñ e-touez al lili.
Avant le souffle du jour et la fuite des ombres, j’irai à la montagne de la myrrhe, à la colline de l’encens. Ct 4, 6 : A-raok ma c’hwezho aezhenn an deiz ha ma steuzio an deñvalded, ez in da venez ar mir da grec’hienn an ezañs.
Tu es toute belle, ô mon amie ! Nulle tache en toi ! LUI Ct 4, 7 : Hollgaer ez out, va mignonez, ha n’eus ennout namm ebet.
Avec moi, du Liban, ô fiancée, avec moi, du Liban, tu viendras. Tu regarderas du haut de l’Amana, des hauteurs du Sanir et de l’Hermon, depuis les repaires des lions, depuis les montagnes des léopards. Ct 4, 8 : Deus ganin eus al Liban, danvez-pried, ganin eus al Liban e teui, eus lein an Amana, eus lein ar Sanir hag an Hermon, eus menezioù-repu al louparded.
Tu as blessé mon cœur, ma sœur fiancée. tu as blessé mon cœur, d’un seul de tes regards, d’un seul anneau de ton collier. Ct 4, 9 : Paket ac’h eus va c’halon, o va c’hoar, va fried, paket ac’h eus va c’halon gant unan hepken eus da selloù, gant unan hepken eus perlez da dro-gerc’henn.
Qu’elles sont belles, tes amours, ma sœur fiancée ! Qu’elles sont bonnes, tes amours : meilleures que le vin ! L’odeur de tes parfums, une exquise senteur ! Ct 4, 10 : Pegen kaer eo da garantez, o va c’hoar, va fried, pegen c’hwek da garantezioù, c’hwekoc’h eget ar gwin. Ha c’hwezh-vat da frondoù a zo trec’h d’an holl valzamoù !
Un miel pur coule de tes lèvres, ô fiancée, le miel et le lait, sous ta langue ; l’odeur de tes vêtements est comme l’odeur du Liban. Ct 4, 11 : Eus da vuzelloù, o va fried, e tever mel-terennoù ; mel ha laezh a zo dindan da deod, ha c’hwezh-vat da zilhad a zo evel porfum al Liban.
Jardin fermé, ma sœur fiancée, fontaine close, source scellée. Ct 4, 12 : Ul liorzh kloz-mat eo va c’hoar, va fried, ul liorzh kloz-mat, ur feunteun siellet.
Tes formes élancées : un paradis de grenades aux fruits délicieux, le nard et le cypre, Ct 4, 13 : Da ganouc’helloù a zegas dour d’ul liorzh a wez-greunadez gant frouezh dispar enno, bodoù frondus.
le nard et le safran, cannelle, cinnamome, et tous les arbres à encens, la myrrhe et l’aloès, tous les plus fins arômes. Ct 4, 14 : Nard ha safran, kanell ha kinamona, gwez-ezañs a bep seurt ; ar mir, an aloez, gant ar gwez-balzam ar gwellañ. AR WREG NEVEZ
Ô source des jardins, puits d’eaux vives qui ruissellent du Liban ! ELLE Ct 4, 15 : Feunteun al liorzhoù, mammenn a zourioù bev, gwazh-dour o tiskenn eus al Liban.
Éveille-toi, Vent du nord ! Viens, Vent du sud ! Souffle sur mon jardin et ses arômes s’exhaleront ! Qu’il entre dans son jardin, mon bien-aimé, qu’il en mange les fruits délicieux. Ct 4, 16 : Sav, avel-sterenn, ha deus, avel-greisteiz ! C’hwezhit war va liorzh, ma ’n em skigno va balzamoù ! Ma-z antreo va muiañ karet en e liorzh, ma tañvaio he frouezhioù saourus !
