Kanenn ar C’hanennoù - Pennad 6
Pennad 6
CHŒUR Ct 6, 0 : AL LAZ-KANAÑ
Où est parti ton bien-aimé, ô belle entre les femmes ? Où s’en est allé ton bien-aimé que nous le cherchions avec toi ? ELLE Ct 6, 1 : Da belec’h eo aet da vuiañ karet, o te an hini gaerañ eus ar merc’hed ? War-zu pelec’h eo tec’het da gariad ma-z aimp d’e glask a-gevret ganit ? AR WREG NEVEZ
Mon bien-aimé est descendu dans son jardin, dans les parterres d’aromates, pour mener ses brebis paître aux jardins, et pour cueillir des lis. Ct 6, 2 : Va c’hariad, diskennet eo d’e liorzh, d’ar bodadoù balzam, evit mesa e dropell em liorzhoù, evit kutuilh bleuñ lili.
Je suis à mon bien-aimé, mon bien-aimé est à moi, lui qui mène paître ses brebis parmi les lis. LUI Ct 6, 3 : Me ’zo d’am muiañ-karet, ha va muiañ-karet ’zo din-me, eñ hag a vesa e dropell e-touez al lili. AN DEN NEVEZ
Tu es belle, ô mon amie, comme Tirsa, splendide comme Jérusalem, terrible comme des bataillons ! Ct 6, 4 : Kaer ez out, va mignonez, evel Tirsa, hoalus evel Jeruzalem, spouronus evel strolladoù-emgann.
Détourne de moi tes yeux, car ils me troublent. Ta chevelure : un troupeau de chèvres qui dévalent du Galaad. Ct 6, 5 : Distro diouzhin da zaoulagad, rak va strafuilhañ a reont. Da vlev a zo heñvel ouzh ur bagad givri oc’h houlennañ war diribinoù Menez Galaad.
Tes dents : un troupeau de brebis qui remontent du bain ; chacune a sa jumelle, nulle n’en est privée. Ct 6, 6 : Da zent evel un tropell dañvadezed o tistreiñ eus ar stivell-walc’hiñ ; pep unan a zo ganti menned-gevell, ha n’eus hini a vefe ur c’haonac’h anezhi.
Comme une moitié de grenade, ta joue au travers de ton voile. Ct 6, 7 : Evel skejennoù greunadez da zivjod a-dreñv da ouel.
Soixante sont les reines, quatre-vingts, les compagnes, sans nombre, les jeunes filles. Ct 6, 8 : Tri-ugent ’zo rouanezed ha pevar-ugent serc’hed,
Unique est ma colombe, ma parfaite, unique pour sa mère, merveille pour qui l’a mise au monde. Les jeunes filles l’ont vue, l’ont dite bienheureuse ; reines et compagnes ont chanté ses louanges : Ct 6, 9 : n’eus nemet unan a ve va c’houlmig, unan a ve va hollgaer. Unverc’h he mamm ez eo hi, hi, an hini garet ar muiañ gant ar vaouez he deus he ganet. Ar merc’hed yaouank ouzh he gwelout a ra evurus anezhi. Ar rouanezed hag ar serc’hed a gan he meuleudi :
« Qui donc est celle qui surgit, semblable à l’aurore, belle autant que la lune, brillante comme le soleil, terrible comme des bataillons ? » Ct 6, 10 : Piv eo honnezh a bar evel gouloù-deiz, kaer evel al loar, skedus evel an heol, spouronus evel bagadoù-stourm ?
Je suis descendu au jardin du noyer voir le vallon qui verdoie, voir si la vigne bourgeonne, si les grenadiers sont en fleurs… ELLE Ct 6, 11 : E liorzh ar gwez-kraoñ on diskennet da welout glasvez nevez ar saonenn, da welout hag-eñ emañ ar winienn o vroñsañ, hag-eñ emañ ar gwez greunadez o vleuniañ. AR WREG NEVEZ
Je ne sais plus, mon âme m’a transportée sur les chars de mon peuple-prince. Ct 6, 12 : N’ouzon ket… met ar garantez he deus va lakaet da bignat war girri va fobl, evel priñs !
