Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Kanenn ar C’hanennoù » Pennad 7

Kanenn ar C’hanennoù - Pennad 7

Levr : Kanenn ar C’hanennoù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8

Pennad 7



CHŒUR Ct 7, 0 : AL LAZ-KANAÑ

Reviens, reviens, ô Sulamite ! Reviens, reviens : que nous t’admirions ! – Qu’admirez-vous de la Sulamite tandis qu’elle danse au milieu des deux chœurs ? Ct 7, 1 : Distro, distro, Soulamiadez, distro, distro, ma sellimp ouzhit ! [AN DEN NEVEZ] Perak e sellit ouzh ar Soulamiadez evel en un dañsadeg div vandenn ?

Comme ils sont beaux, tes pieds, dans tes sandales, fille de prince ! Les courbes de tes hanches dessinent des colliers, œuvre de mains artistes. Ct 7, 2 : Na kaer eo da dreid ez sandalennoù, merc’h ur priñs ! Krommenn da zivlez a zo evel un dro-c’houzoug, oberenn ampart un arzour.

Ton nombril : une coupe ronde où le vin ne tarit pas. Ton ventre : un monceau de blé dans un enclos de lis. Ct 7, 3 : Da vegel a zo un hanaf kelc’hiek ha na vank ket ennañ gwin temzet-mat. Da gof a zo ur bern gwinizh gant bleuñv lili tro-zro.

Tes deux seins : deux faons, jumeaux d’une gazelle. Ct 7, 4 : Da zivronn evel daou vennig gevelled ur c’hazelenn.

Ton cou : une tour d’ivoire. Tes yeux : les vasques de Heshbone à la porte de Bath-Rabbim, et ton nez, comme la Tour du Liban, sentinelle tournée vers Damas. Ct 7, 5 : Da c’houzoug a zo un tour-olifant. Da zaoulagad evel feunteunioù Hesbon e-tal dor Bath-Rabbim. Da fri a zo evel tour al Liban. Oc’h ober ged war-du Damask.

Ta tête se dresse comme le Carmel. Sa parure est de pourpre ; un roi s’est pris dans ces tresses. LUI Ct 7, 6 : Da benn a zo warnout evel ar C’harmel ; da vlev evel limestra a chadenn ur roue gant o rodelloù.

Ah ! Que tu es belle ! Que tu es douce, amour, en tes caresses ! Ct 7, 7 : Na pegen kaer ez out, na pegen hoalus, o va c’harantez, o va dudi !

Tu es élancée comme le palmier, tes seins en sont les grappes. Ct 7, 8 : Da vent uhel a zegas soñj eus ur balmezenn a vefe da zivronn he blokadoù-frouezh.

J’ai dit : je monterai au palmier, j’en saisirai les fruits. Tes seins, qu’ils soient comme des grappes de raisins, ton haleine, comme une odeur de pomme, Ct 7, 9 : Lavaret em eus : Krapat a rin ouzh ar balmezenn hag e krogin en he blokadoù-frouezh. Ra vo da zivronn evel barroù-rezin, alan da fronelloù evel frond an avaloù.

ta bouche, un vin exquis… ELLE Il s’écoule vers mon bien-aimé, abreuvant des lèvres endormies. Ct 7, 10 : Da staon a zo ur gwin eus ar c’hwekañ, o teverañ war-eeun evit ar muiañ karet, o riklañ war e ziweuz da goulz an hun. AR WREG NEVEZ

Je suis à mon bien-aimé : vers moi, monte son désir. ELLE Ct 7, 11 : Me ’zo d’am muiañ karet ha davedon en em dro e c’hoantadenn.

Viens, mon bien-aimé… Nous sortirons dans les champs, nous passerons la nuit dans la campagne. Ct 7, 12 : Deus eta, va c’hariad, deomp d’ar maezioù ! Tremenomp an noz er berjeoù.

Au matin, nous irons dans les vignes, nous verrons si les pampres fleurissent, si le bourgeon s’est ouvert, si les grenadiers sont en fleurs. Là, je t’offrirai mes amours… Ct 7, 13 : A-dal ar beure ez aimp d’ar gwiniegi, hag e welimp hag-eñ emañ ar winienn o vroustañ, hag ar bleuñv o ’n em zispakañ war o skourroù, hag-eñ e tigor ar gwez-greunadez o bleunioù. Eno e roin dit va c’harantezioù.

Les mandragores ont exhalé leur parfum… Et à nos portes, toutes les délices, les nouvelles comme les anciennes. Mon bien-aimé, je les ai gardées pour toi. Ct 7, 14 : Ar mandragoned a skuilh o frond, e-tal hon treuzoù ez eus frouezh saourus, reoù nevez ha reoù gozh, o miret em eus evidout, va c’hariad !