Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Ar Prezeger » Pennad 1

Ar Prezeger - Pennad 1

Levr : Ar Prezeger
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12

Pennad 1



PAROLES de Qohèleth,   fils de David, roi de Jérusalem. Qo 1, 1 : Lavaroù ar Prezeger, mab da Zavid, roue e Jeruzalem.

Vanité des vanités disait Qohèleth. Vanité des vanités, tout est vanité ! Qo 1, 2 : Avel an avelioù, eme ar Prezeger. Avel an avelioù ! Avel eo pep tra !

Quel profit l’homme retire-t-il de toute la peine qu’il se donne sous le soleil ? Qo 1, 3 : Peseurt gounid a zo d’an den gant an holl boan a vez poaniet ganti dindan an heol ?

Une génération s’en va, une génération s’en vient, et la terre subsiste toujours. Qo 1, 4 : Ur rumm o vont, ur rumm o tont, hag an douar a chom dalc’hmat.

Le soleil se lève, le soleil se couche ; il se hâte de retourner à sa place, et de nouveau il se lèvera. Qo 1, 5 : An heol a sav, an heol a ya da guzh, ha termal a ra betek al lec’h ma adsavo c’hoazh dioutañ.

Le vent part vers le sud, il tourne vers le nord ; il tourne et il tourne, et recommence à tournoyer. Qo 1, 6 : An avel a ya d’ar c’hreisteiz, treiñ a ra d’an hanternoz, treiñ-distreiñ a ra, hag adkregiñ en-dro gant he redadennoù.

Tous les fleuves vont à la mer, et la mer n’est pas remplie ; dans le sens où vont les fleuves, les fleuves continuent de couler. Qo 1, 7 : An holl stêrioù a ya d’ar mor, hag ar mor ne vez ket leuniet ; ha war-zu al lec’h ma-z eont e kendalc’h ar stêrioù da redek.

Tout discours est fatigant, on ne peut jamais tout dire. L’œil n’a jamais fini de voir, ni l’oreille d’entendre. Qo 1, 8 : Skuizh eo an holl draoù, n’hall ket an den lavarout pegement ! An daoulagad n’o devez ket o gwalc’h dre forzh gwelout, nag an divskouarn ne vezont ket leuniet dre forzh klevout.

Ce qui a existé, c’est cela qui existera ; ce qui s’est fait, c’est cela qui se fera ; rien de nouveau sous le soleil. Qo 1, 9 : Rak ar pezh a zo bet eo ar pezh a vo ; ar pezh a vez graet eo ar pezh a vezo graet en-dro, ha n’eus mann ebet nevez dindan an heol.

Y a-t-il une seule chose dont on dise : « Voilà enfin du nouveau ! » – Non, cela existait déjà dans les siècles passés. Qo 1, 10 : Lakaomp un dra bennak e vije lavaret diwar e benn : "Dalc’h ’ta ! Sed amañ un dra nevez !" N’eo ket ! Dija er c’hantvedoù tremenet ez eus bet anezhañ.

Mais, il ne reste pas de souvenir d’autrefois ; de même, les événements futurs ne laisseront pas de souvenir après eux. Qo 1, 11 : Nemet ne van ket soñj eus an traoù a-wechall ; evel kennebeut-all, en amzer da zont, n’o devo ket soñj ar re a zeuio diwezhatoc’h.

Moi, Qohèleth, j’étais roi d’Israël à Jérusalem. Qo 1, 12 : Me, ar Prezeger, a zo bet roue war Israel e Jeruzalem ;

J’ai pris à cœur de rechercher et d’explorer, grâce à la sagesse, tout ce qui se fait sous le ciel ; c’est là une rude besogne que Dieu donne aux fils d’Adam pour les tenir en haleine. Qo 1, 13 : ha staget em eus va c’halon da imbourc’hiñ ha da furchal dre ar furnez kement a vez graet dindan an neñv. Ya ! Ur gwall-labour eo hennezh, en deus Doue roet da vugale Adam da blediñ gantañ.

J’ai vu tout ce qui se fait et se refait sous le soleil. Eh bien ! Tout cela n’est que vanité et poursuite du vent. Qo 1, 14 : Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu ! Avel eo pep tra, redadenn war-lerc’h avel !

Ce qui est courbé ne se redresse pas et ce qui manque ne peut être compté. Qo 1, 15 : Kement a zo kamm n’hall ket bezañ eeun, Hag ar pezh a vank, n’hall ket bezañ kontet.

J’ai réfléchi et je me disais : C’est moi qui ai fait grandir et progresser la sagesse plus que tous mes prédécesseurs à Jérusalem. J’ai approfondi la sagesse et le savoir. Qo 1, 16 : Komzet em eus ennon-me va-unan, ha lavaret : Setu ma ’m eus-me dastumet ha berniet kalz a furnez ken ez on trec’h war neb hini a zo bet em raok e Jeruzalem. Pleustret em eus em c’halon war furnez ha skiant e-leizh.

J’avais à cœur de connaître la sagesse, de connaître aussi la sottise et la folie, et j’ai su que cela encore était tourment de l’esprit. Qo 1, 17 : Studiet em eus gant aked ar furnez hag an anaoudegezh, ar sotoni hag ar follentez. Met komprenet em eus eo kement-se ivez redadenn war-lerc’h avel,

Beaucoup de sagesse, c’est beaucoup de chagrin. Qui augmente son savoir augmente sa douleur. Qo 1, 18 : rak : Kalz a furnez a zo kalz a zoan ; Seul vuioc’h a skiant, seul vuioc’h a boan.