Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Ar Prezeger » Pennad 10

Ar Prezeger - Pennad 10

Levr : Ar Prezeger
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12

Pennad 10



Une seule mouche morte infeste et gâte l’huile du parfumeur. Un petit grain de folie pèse plus que sagesse et plus que gloire. Qo 10, 1 : Kelien marv a gontamm ur c’hopad a borfum. Muioc’h eget furnez hag enor e pouez ur c’hreunenn a follentez.

Le raisonnement du sage est droit, le raisonnement du fou va de travers. Qo 10, 2 : Kalon an den fur a zo en tu dehoù, ha kalon an den foll a zo en tu kleiz.

Quand le fou marche sur la route, le bon sens lui fait défaut, et il dit aux autres qu’ils sont fous. Qo 10, 3 : Neuze pa vez an den foll o vont gant an hent e vank dezhañ skiant vat, hag e lavar diwar-benn pep unan : ur foll ez eo !

Si la colère du chef s’allume contre toi, ne quitte pas ton poste : le sang-froid fait éviter de grandes fautes. Qo 10, 4 : Mar sav a-enep dit kounnar ar roue, na guita ket da blas ; rak chom habask a vir diouzh brasoc’h fazioù.

Il est un mal que j’ai vu sous le soleil, comme une erreur échappée au souverain : Qo 10, 5 : Ur gwall a zo am eus gwelet dindan an heol, evel ur fazi a-berzh ar penn-rener :

la folie placée au plus haut rang et des riches assis au plus bas. Qo 10, 6 : ar follentez savet d’an enorioù uhelañ, ha tud pinvidik o chom e kargoù izel ;

J’ai vu des esclaves sur des chevaux, et des princes aller à pied comme des esclaves. Qo 10, 7 : gwelet em eus sklaved o vont war varc’h, ha priñsed o kerzhout war o zreid evel sklaved.

Qui creuse un trou tombera dedans ; qui perce un mur, un serpent le mordra. Qo 10, 8 : An neb a gleuz ur foz a gouezh e-barzh ; an neb a ziskar ur voger a vez flemmet gant an naer.

Qui extrait des pierres s’y blessera ; qui fend du bois court un danger. Qo 10, 9 : An neb a zistag mein a vez gloazet ganto, an neb a faout skirioù a c’hell tapout droug diouto.

Si la lame est émoussée, que son tranchant n’est pas affûté, il faut redoubler d’efforts. Y remédier est sagesse. Qo 10, 10 : Mar bez dall ar vouc’hal dre faot n’eo ket bet lemmet he dremm, e ranker skeiñ div wech kreñvoc’h ; met gant furnez e reer berzh.

Si le serpent mord, faute d’être charmé, il ne rapporte rien au charmeur. Qo 10, 11 : Mar flemm an naer dre faot n’eo ket bet achantet, n’eus ket a c’hounid evit an achantour.

Les paroles du sage le gratifient, les lèvres du fou le dévorent. Qo 10, 12 : Komzoù genoù an den fur a zegas grad-vat dezhañ ; met muzelloù an den foll a goll anezhañ.

Il commence par débiter des sottises et termine en proférant des insanités. Qo 10, 13 : Sotoni eo penn kentañ lavaroù e c’henoù, ha follentez rik o fenn diwezhañ.

Le fou multiplie ses prédictions. Mais l’homme ignore l’avenir : ce qui arrivera après lui, qui peut le lui révéler ? Qo 10, 14 : An den diskiant a vergn komzoù war gomzoù, met ne oar ket an den petra c’hoarvezo gantañ ; ha petra a c’hello diskuliañ dezhañ ?

Le travail du fou le fatigue, lui qui n’est même pas capable d’aller en ville. Qo 10, 15 : Labour an den diboell a enoe anezhañ ; ha n’hall ket mont betek kêr, pa n’anavez ket an hent.

Malheur à toi, pays dont le roi n’est qu’un enfant et dont les princes festoient dès l’aurore ! Qo 10, 16 : Gwa te, bro hag a zo ur bugel he roue hag a vez he friñsed enni o tebriñ a-dal ar beure !

Heureux es-tu, pays dont le roi est de noble race et dont les princes mangent au moment voulu pour reprendre des forces et non pour s’enivrer ! Qo 10, 17 : Evurus out-te, bro hag a zo he roue mab da noblañsoù, a vez he friñsed o tebriñ p’emañ ar c’houlz, evit adkavout nerzh ha n’eo ket evit en em reiñ d’an evaj.

Entre des mains paresseuses, la charpente s’écroule ; entre des mains nonchalantes, la maison prend l’eau. Qo 10, 18 : Da heul leziregezh e kouezh an treust, ha gant tud didalvez e ra glav e-barzh an ti.

Pour s’amuser, on fait un bon repas, le vin égaie la vie, l’argent permet tout. Qo 10, 19 : Met daoust ha n’eo ket evit c’hoarzhin e reer predoù ? Hag ar gwin a laouena ar vuhez, n’eo ket ’ta ? Hag an arc’hant a respont da bep tra !

Même en pensée, ne maudis pas le roi ; même en privé, ne maudis pas le riche, car un oiseau du ciel colporterait ta voix, tout ce qui vole divulguerait tes propos. Qo 10, 20 : Zoken e diabarzh da soñj, na villigez ket ar roue ; zoken ez kambr-kousket, na villigez ket an den pinvidik : rak laboused a neñv a gas ar brudoù da bell, hag an div-askellerien a ziskler al labennajoù.