Ar Prezeger - Pennad 5
Pennad 5
Ne te presse pas d’ouvrir la bouche, que ton cœur ne se hâte pas de parler à Dieu, car Dieu est au ciel, et toi, sur la terre. Donc, que tes paroles soient rares. Qo 5, 1 : Na hastez ket da gomz, na rez ket buan da venoz d’ober gouestloù dirak Doue : rak Doue ’zo en Neñvoù, ha te war an douar. Na vo ket stank eta da gomzoù :
Trop de tracas fait délirer, trop de discours fait divaguer. Qo 5, 2 : Rak eus trabas e-leizh e tiwan hurlinkoù, hag eus e-leizh a gomzoù, lavaroù diskiant.
Quand tu fais à Dieu une promesse, ne tarde pas à l’accomplir. Dieu n’aime pas les insensés : ce que tu as promis, tiens-le. Qo 5, 3 : Mar grez ur gouestl da Zoue, na zale ket d’hen seveniñ, rak Doue ne gar ket an dud diboell ; ar pezh az po gouestlet, hen gra !
Mieux vaut ne rien promettre que promettre sans tenir. Qo 5, 4 : Kentoc’h eo evidout chom hep ober gouestloù eget ober hep o seveniñ.
Évite les mots qui conduisent au péché et font dire devant le messager de Dieu : « C’est une erreur ! » Faudrait-il que Dieu s’irrite de tes propos et ruine le travail de tes mains ? Qo 5, 5 : Na lez ket da c’henoù d’az kas da bec’hiñ, ha n’a ket goude-se da lavarout da gannad Doue n’ac’h eus ket graet a-zevri-kaer ! Perak reiñ tro da Zoue da gounnariñ a-enep da gomzoù, ha da rivinañ oberoù da zaouarn ?
Quand foisonnent les délires et prolifèrent les paroles vaines, alors, crains Dieu. Qo 5, 6 : Ober rakdivizoù e-leizh a zegas kerse, Evel re a gomzoù a zo amzer gollet. Setu perak, az pez doujañs ouzh Doue.
Si tu vois, dans le pays, l’oppression du pauvre, le droit et la justice violés, ne t’étonne pas de tels agissements ; car un grand personnage est couvert par un plus grand, et ceux-là le sont par de plus grands encore. Qo 5, 7 : Mar gwelez en ur rannvro ar paour mac’homet, ar reizh hag ar justis torret, na vez ket souezhet ! Rak a-us d’ur penn bras ez eus ur penn bras all o teurel evezh outañ, hag evel-se penn-da-benn.
Mais la terre profite à tous : le roi lui-même en dépend. Qo 5, 8 : Lavaret e vo dit ivez ez eo mad ar vro, mad an holl ivez, hag e tle ar vro servijout d !ar roue...
Qui aime l’argent n’a jamais assez d’argent, et qui aime l’abondance ne récolte rien. Cela aussi n’est que vanité. Qo 5, 9 : An neb a gar an arc’hant n’en devo morse e walc’h a arc’hant. Hag an neb a gar ar binvidigezh, n’en devo morse leve a-walc’h. Sed aze c’hoazh avel ha kerse !
Plus il y a de richesses, plus il y a de profiteurs. Que va en retirer celui qui les possède, sinon un spectacle pour ses yeux ? Qo 5, 10 : Diouzh ma kresk ar madoù e kresk ivez niver ar grignerien. Ha peseurt gounid evit ar perc’henn ? Dudi evit e zaoulagad ?
Le travailleur dormira en paix, qu’il ait peu ou beaucoup à manger, alors que, rassasié, le riche ne parvient pas à dormir. Qo 5, 11 : Dous eo kousked al labourer, pe nebeut pe galz e tebrfe ; met kalon stambouc’h an den pinvidik ne lez ket anezhañ da gousket.
Voici un triste cas que j’ai vu sous le soleil : une fortune amassée pour le malheur de son maître. Qo 5, 12 : Ur gwall-dra a welan c’hoazh dindan an heol : pinvidigezhioù miret gant o ferc’henn evit e walleur ;
Il perd son avoir dans une mauvaise affaire, et quand lui naît un fils, celui-ci n’a rien en main. Qo 5, 13 : lakaomp e kollfe ar madoù-se en un afer fall bennak ; neuze, mar bez ganet ur mab dezhañ, ne chomo netra etre daouarn hemañ.
Sorti nu du sein de sa mère, il s’en ira comme il est venu. Il n’emportera rien de son travail, rien que sa main puisse tenir. Qo 5, 14 : Evel ma oa deuet er-maez eus korf e vamm, en noazh, evel-se e tistro ; hag eus e labour ne chom netra a virfe etre e zaouarn.
C’est aussi une triste chose qu’il s’en aille comme il était venu. Qu’a-t-il gagné en peinant pour du vent ? Qo 5, 15 : Drougeur doanius evitañ distreiñ da vezañ ken dibourc’h ha m’eo deuet er bed ! Peseurt gounid en deus o vezañ labouret evit netra ?
Il ronge ses jours dans le noir, la tristesse profonde, la souffrance et l’irritation. Qo 5, 16 : Ha tremenet en devo e holl zeizioù e kreiz teñvalijenn, glac’har, tregas, kleñved, kounnar.
Voilà donc ce que moi j’ai vu : c’est chose belle et bonne, pour quelqu’un, de manger et de boire, de trouver son bonheur dans toute la peine qu’il se donne sous le soleil pendant les jours que Dieu lui accorde. Telle est la part qui lui revient. Qo 5, 17 : Sed eta petra am eus gwelet-me : an eurvad evit an den eo debriñ, evañ, ha kemer joa, e kreiz an holl boan en deus da boaniañ ganti dindan an heol, bep m’en em zibun deizioù ar vuhez roet dezhañ gant Doue, rak hennezh eo e lod.
Si Dieu donne à quelqu’un biens et richesses avec pouvoir d’en profiter, d’en prendre sa part et de jouir ainsi de son travail, c’est là un don de Dieu. Qo 5, 18 : Ha pa ro Doue d’an den pinvidigezhioù ha teñzorioù, pa lak anezhañ barrek d’o zañva, da gaout diouto e damm dudi, ha da dennañ plijadur eus e boan, eo kement-se un donezon digant Doue.
Il ne s’inquiète guère pour sa vie tant que Dieu emplit de joie son cœur. Qo 5, 19 : Rak neuze ne soñj ket an den e deizioù e vuhez, tra m’emañ Doue o treiñ e galon da dañva ar joa.
