Ar Prezeger - Pennad 12
Pennad 12
Souviens-toi de ton Créateur, aux jours de ta jeunesse, avant que viennent les jours mauvais, et qu’approchent les années dont tu diras : « Je ne les aime pas » ; Qo 12, 1 : Az pez soñj eus da Grouer e deizioù da yaouankiz a-raok ma teuio an deizioù fall, ma tegouezho ar bloavezhioù ma lavari diwar o fenn : N’em eus ganto plijadur ebet ken !
avant que s’obscurcissent le soleil et la lumière, la lune et les étoiles, et que reviennent les nuages après la pluie ; Qo 12, 2 : A-raok ma teñvalaio an heol hag ar sklêrijenn, al loar hag ar stered, ha ma teuio en-dro ar c’houmoul goude ar glav ;
au jour où tremblent les gardiens de la maison, où se courbent les hommes vigoureux ; où les femmes, l’une après l’autre, cessent de moudre, où le jour baisse aux fenêtres ; Qo 12, 3 : d’an deiz ma kreno gwarded an ti, ma krommo an dud nerzhus, ma paouezo ar malerezed a valañ, deuet ma vezint da vezañ re nebeut ; ma teñvalaio an deiz evit ar sellerezed dre ar prenestroù,
quand la porte se ferme sur la rue, quand s’éteint la voix de la meule, quand s’arrête le chant de l’oiseau, et quand se taisent les chansons ; Qo 12, 4 : ha ma prennor war ar ru daou stalaf an nor ; pa zigresko mouezh ar vreo, pa baouezo geizh al labous, pa wanaio holl verc’hed ar c’han ;
lorsqu’on redoute la montée et qu’on a des frayeurs en chemin ; l’amandier est en fleurs, la sauterelle s’alourdit, et la câpre ne produit aucun effet ; lorsque l’homme s’en va vers sa maison d’éternité, et que les pleureurs sont déjà au coin de la rue ; Qo 12, 5 : d’ar c’houlz ma spontor rak ur c’hrav ha ma trealanor gant an hent ; d’ar mare ma vleunio ar wezenn-alamandez, ma teuio al lamperez da bounneraat, ma chomo diefed frouezh ar gaprezenn, e-keit ma-z aio an den etrezek e di a beurbadelezh ha ma troio dija al leñverien er straed...
avant que le fil d’argent se détache, que la lampe d’or se brise, que la cruche se casse à la fontaine, que la poulie se fende sur le puits ; Qo 12, 6 : A-raok ma torro an neudenn arc’hant, ma ’n em vruzhuno ar gleuzeur aour, ma faouto ar pod-dour er feunteun, ma tiskrogo ar pole 'us d’ar puñs,
et que la poussière retourne à la terre comme elle en vint, et le souffle de vie, à Dieu qui l’a donné. Qo 12, 7 : ma tistroy ar poultr d’an douar ma-z eo deuet dioutañ, hag ar vuhez da Zoue en deus roet anezhi.
Vanité des vanités, disait Qohèleth, tout est vanité ! Qo 12, 8 : Avel an avelioù, eme ar Prezeger, avel eo pep tra !
Qohèleth ne fut pas seulement un sage, il a encore enseigné son savoir au peuple. Il a pesé, scruté et serti lui-même un grand nombre de proverbes. Qo 12, 9 : Ouzhpenn ma voe ar Prezeger un den fur, en deus c’hoazh kelennet d’ar bobl ar furnez. Pouezet en deus, imbourc’het ha reizhet ur c’halz a grennlavarioù.
Qohèleth a cherché et trouvé de belles sentences, il a écrit des mots justes et vrais. Qo 12, 10 : Klasket en deus ar Prezeger sevel komzennoù dudius ha skrivañ pizh soñjezonoù a wirionez.
Les paroles des sages sont des aiguillons et les recueils de dictons, des clous bien plantés – présents d’un incomparable Berger. Qo 12, 11 : Evel broudoù eo lavaroù ar furien, hag o dastumadoù evel tachoù plantet-mat, done-zon un hevelep mesaer.
Prends garde, mon fils, à n’y rien ajouter. Écrire de nombreux livres est une tâche sans fin. À trop étudier, le corps s’épuise. Qo 12, 12 : Ouzhpenn-se, va mab, desk ez eo sevel levrioù ul labour hep diwezh, hag ez eo kalz a studi un dra skuizhus evit ar c’horf.
Pour conclure ces paroles, et tout bien considéré, crains Dieu et observe ses commandements. Tout est là pour l’homme. Qo 12, 13 : Klozadur al lavar : bet klevet pep tra, douj Doue ha mir e c’hourc’hemennoù, sed aze an holl eus an den.
Dieu mettra en jugement toutes les actions, tout ce qui est caché, bon ou mauvais. Qo 12, 14 : Rak Doue a c’halv dirak e lez-varn an holl oberoù, gant kement a zo kuzh, pe vat, pe fall.
