Deuxième Livre des Martyrs d’Israël - Chapitre 6
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15
Chapitre 6
Peu de temps après, le roi envoya Géronte l’Athénien pour contraindre les Juifs à se détourner des lois de leurs pères et à ne plus se gouverner selon les lois de Dieu. 2M 6, 1 : Nebeut amzer goude, e kasas ar roue un henaour, un Atenad, evit rediañ ar Yuzevien da zilezel lezennoù o zadoù ha mirout outo da vevañ hervez lezennoù Doue,
Ils devaient en outre souiller le temple de Jérusalem en le dédiant à Zeus Olympien, et le temple du Garizim en le dédiant à Zeus Hospitalier, comme le demandaient les habitants de ce lieu. 2M 6, 2 : hag evit disakrañ Templ Jeruzalem hag hen dediañ da Zeus Olimpia, hag hini Menez Garizim da Zeus Herberc’hour evel m’o devoa goulennet tud al lec’h-se ;
Cette invasion du mal fut pénible et difficile à supporter, même pour la population. 2M 6, 3 : an dirollerezh eus an drougoù-se a oa, evit al lodenn vrasañ eus ar bobl zoken, un dra boanius-tre ha diaes da c’houzañv.
Débauches et parties de plaisir emplissaient le Temple : les païens s’y divertissaient avec des prostituées, avaient commerce avec des femmes sur les parvis sacrés, où ils introduisaient aussi des choses défendues. 2M 6, 4 : Leun e oa an Templ a orgederezh hag a zizurzhioù gant paganed diroll ha merc’hed fall, rak daremprediñ a raent merc’hed war al leurennoù sakr hag e tegasent di traoù difennet.
L’autel était recouvert d’offrandes non conformes aux lois et illicites. 2M 6, 5 : Goloet e veze an aoter a draoù difennet ha berzet gant al lezennoù.
Il n’était possible ni de célébrer le sabbat, ni d’observer les fêtes de nos pères, ni simplement de se déclarer juif. 2M 6, 6 : Ne oa ket aotreet zoken lidañ deiz ar Sabad na mirout gouelioù an tadoù, na zoken anzav bezañ Yuzev.
Chaque mois, le jour anniversaire de la naissance du roi, on était contraint par une amère nécessité de prendre part à un repas sacrilège. Et lors des fêtes dionysiaques, on était forcé de suivre, couronné de lierre, le cortège en l’honneur de Dionysos. 2M 6, 7 : O c’has a raed dre ur redi kalet, d’ar predoù lidel a veze kinniget bep miz, da geñver deiz-ha-bloaz ganedigezh ar roue, ha pa zegouezhe gouelioù Dionisos e ranked mont gant ur gurunenn iliav war an tal, e amheuliadeg Dionisos.
Un décret fut promulgué, à l’instigation de Ptolémée, pour que, dans les villes grecques du voisinage, on tienne la même conduite à l’égard des Juifs, on organise des repas sacrilèges, 2M 6, 8 : Ur c’hemennadur a zeuas d’ar c’hêrioù gresianek amezek, war atiz Ptoleme, da heuliañ an hevelep doare-ober e-keñver ar Yuzevien ha d’o rediañ d’ar predoù lidel ;
et que l’on égorge ceux qui ne choisiraient pas d’adopter les coutumes grecques. Tout ceci laissait entrevoir l’imminence de la détresse. 2M 6, 9 : ar re na rafent ket o menoz da dreiñ ouzh ar gizioù gresian a vefe lazhet ; tu a oa da welout edo ar reuz o kregiñ.
Ainsi, deux femmes furent déférées en justice pour avoir fait circoncire leurs enfants. On suspendit leurs nourrissons à leurs seins et on les traîna publiquement à travers la ville, avant de les précipiter du haut des remparts. 2M 6, 10 : Degaset e voe div vaouez hag o devoa amdroc’het o bugale, hag o magadelled a-ispilh ouzh o brennid, hag e voent baleet dre ar gêr dirak an dud ha stlapet diwar ar ramparzh.
D’autres étaient accourus ensemble dans les cavernes voisines, pour y célébrer en cachette le septième jour. On les dénonça à Philippe, et ils furent tous brûlés, car ils s’étaient gardés de se défendre eux-mêmes, par respect pour la sainteté du jour. 2M 6, 11 : Darn all, bodet tostik-tost er c’hevioù evit lidañ e-kuzh ar seizhvet deiz, ha flatret da Filip, a voe devet holl a-gevret, hep na glaskjent en em zifenn o-unan, dre zoujañs evit santelezh an deiz-se.
Je recommande donc à ceux qui liront ce livre de ne pas se laisser décourager par ces événements, mais de penser que ces châtiments ont eu lieu non pour la ruine, mais pour l’éducation de notre race. 2M 6, 12 : Aspediñ a ran ar re a gouezho al levr-mañ etre o daouarn ma tiwallint da vezañ abafet en abeg d’ar gwall reuzioù-mañ, ha ma kredint ez eo bet c’hoarvezet ar gwallgaserezh-se, n’eo ket evit hon distrujañ, hogen evit kenteliañ hor gouenn.
Car c’est le signe d’une grande bonté que de ne pas tolérer longtemps ceux qui commettent l’impiété, mais de leur infliger sans retard des châtiments. 2M 6, 13 : Rak pa ne chom ket ar bec’herien pell amzer digastiz, hogen ma vezont kastizet dizale, ez eo kement-se ur merk eus ur vadelezh vras.
En effet, à l’égard des autres nations, le Maître attend avec grande patience, pour les châtier, qu’elles aient atteint le comble de leurs péchés. Mais ce n’est pas ainsi qu’il a jugé bon d’agir avec nous, 2M 6, 14 : Evit gwir, ar Mestr Hollc’halloudek, kent kastizañ ar pobloù all, a c’hortoz gant pasianted ken m’o devez kaset o fallagriezh d’he barr pellañ ; n’eo ket evel-se en deus kavet mat ober ganeomp,
afin de ne pas avoir à nous punir plus tard, quand nos péchés seraient arrivés à leur pleine mesure. 2M 6, 15 : Abalamour ma ne vije ket ret dezhañ hor c’hastizañ pa vije savet hor pec’hedoù betek ar barr.
Il est donc vrai que jamais il ne nous retire sa miséricorde : tout en éduquant son peuple par des événements, il ne l’abandonne pas. 2M 6, 16 : Setu perak ne zilam morse e drugarez diwarnomp ; ouzh he c’hastizañ dre ar gwalleur, ne zilez ket e bobl evit-se.
Qu’il nous suffise d’avoir rappelé cela. Après ces quelques mots, il nous faut revenir à notre récit. 2M 6, 17 : Tra-walc’h ez eo deomp bezañ degaset da soñj ar wirionez-se ; ha goude an nebeudig komzoù-se ez eo dav deomp adkregiñ gant hon danevell.
Éléazar était l’un des scribes les plus éminents. C’était un homme très âgé, et de très belle allure. On voulut l’obliger à manger du porc en lui ouvrant la bouche de force. 2M 6, 18 : En deizioù-se, Eleazar, unan eus ar skribed kentañ, un den erru dija war an oad, hag ur penn eus ar c’haerañ dezhañ, a voe graet dezhañ dre nerzh digeriñ e c’henoù evit e lakaat da zebriñ kig-moc’h.
Préférant avoir une mort prestigieuse plutôt qu’une vie abjecte, il marchait de son plein gré vers l’instrument du supplice, 2M 6, 19 : Met eñ, gwell gantañ kaout ur marv glorius eget ren ur vuhez a zizenor, a grañchas ar boued hag a yeas a galon vat etrezek lec’h ar bazhataerezh,
après avoir recraché cette viande, comme on doit le faire quand on a le courage de rejeter ce qu’il n’est pas permis de manger, même par amour de la vie. 2M 6, 20 : e-giz ma tle ober ar re o deus nerzh-kalon a-walc’h da zisteurel kuit ar pezh n’eo ket permetet debriñ, zoken dre garantez evit ar vuhez.
Ceux qui étaient chargés de ce repas sacrilège le connaissaient de longue date. Ils le prirent à part et lui conseillèrent de faire apporter des viandes dont l’usage était permis, et qu’il aurait préparées lui-même. Il n’aurait qu’à faire semblant de manger les chairs de la victime pour obéir au roi ; 2M 6, 21 : Ar re a oa karget eus ar pred sakrilaj-se, hag a anaveze Eleazar abaoe pell 'zo, a gasas anezhañ a-gostez, hag a alias anezhañ da lezel degas kig hag a oa permetet debriñ hag a aozje e-unan : ober a raje van da zebriñ kig eus loen-ar-sakrifis, evel m’en devoa gourc’hemennet ar roue,
en agissant ainsi, il échapperait à la mort et serait traité avec humanité grâce à la vieille amitié qu’il avait pour eux. 2M 6, 22 : hag evel-se e savetaje e vuhez diouzh ar marv hag e raje e vad eus ar vadelezh a ziskouezent en e geñver abalamour d’ar vignoniezh kozh a oa etrezo.
Mais il fit un beau raisonnement, bien digne de son âge, du rang que lui donnait sa vieillesse, du respect que lui valaient ses cheveux blancs, de sa conduite irréprochable depuis l’enfance, et surtout digne de la législation sainte établie par Dieu. Il s’exprima en conséquence, demandant qu’on l’envoyât sans tarder au séjour des morts : 2M 6, 23 : Met Eleazar a zivizas ober un dra enorus, un dra o tereout ouzh e oad hag ouzh ar pouez a roe dezhañ ar gozhni, un dra o tereout ouzh e vlev gwennaet dre al labour ha douget gant kement a enor, un dra o tereout ouzh e vuhez divlam abaoe e vugeliezh, un dra o tereout dreist-holl ouzh al lezennoù santel roet gant Doue e-unan. Respont a reas eta e oa poent bras e gas da vro an anaon :
« Une telle comédie est indigne de mon âge. Car beaucoup de jeunes gens croiraient qu’Éléazar, à quatre-vingt-dix ans, adopte la manière de vivre des étrangers. À cause de cette comédie, par ma faute, ils se laisseraient égarer eux aussi ; et moi, pour un misérable reste de vie, j’attirerais sur ma vieillesse la honte et le déshonneur. 2M 6, 24 : D’hon oad, emezañ, ne zere ket ober ar seurt seblant gant aon na zeufe kalz a dud yaouank da grediñ e vije deuet Eleazar da vezañ un nac’h-e-feiz, d’an oad a zek vloaz ha pevar-ugent evit heuliañ gizioù an estrañjourien. Ma rafen ar seurt seblant evit ur pennadig bihan a vuhez, e vijent risklet da vezañ diheñchet o-unan, hag evel-se, dre va faot-me, e tennfen mezh ha dizenor war va c’hozhni.
Même si j’évite, pour le moment, le châtiment qui vient des hommes, je n’échapperai pas, vivant ou mort, aux mains du Tout-Puissant. 2M 6, 26 : Ha pa c’hellfen tec’hout en amzer-mañ diouzh kastiz an dud, ne c’hellfen biken, nag em buhez, na goude va marv, en em ziwall diouzh daouarn an Hollc’halloudeg.
C’est pourquoi, en quittant aujourd’hui la vie avec courage, je me montrerai digne de ma vieillesse 2M 6, 27 : Dre-se, ma kuitaan ar vuhez-mañ gant nerzh-kalon, ec’h en em ziskouezin dellezek eus va c’hozhni,
et, en choisissant de mourir avec détermination et noblesse pour nos vénérables et saintes lois, j’aurai laissé aux jeunes gens le noble exemple d’une belle mort. » Sur ces mots, il alla tout droit au supplice. 2M 6, 28 : hag e lezin gant ar yaouankiz skouer uhel ur marv kaer gouzañvet laouen, ha kalonek evit lezennoù enorus ha santel". Ha goude bezañ lavaret ar c’homzoù-se ez eas, war-eeun, da lec’h ar bazhataerezh.
Pour ceux qui le conduisaient, ces propos étaient de la folie ; c’est pourquoi ils passèrent subitement de la bienveillance à l’hostilité. 2M 6, 29 : Ar re a oa ouzh e gas di, a droas e krizder ar vadelezh o devoa diskouezet ur pennadig a-raok en e geñver, rak evito ar c’homzoù en devoa lavaret, ne oant nemet traoù diskiant.
Quant à lui, au moment de mourir sous les coups, il dit en gémissant : « Le Seigneur, dans sa science sainte, le voit bien : alors que je pouvais échapper à la mort, j’endure sous le fouet des douleurs qui font souffrir mon corps ; mais dans mon âme je les supporte avec joie, parce que je crains Dieu. » 2M 6, 30 : Met eñ, p’edo o vervel dindan an taolioù, a lavaras en ur hirvoudiñ : "An Aotrou Doue hag a zo gantañ ar ouiziegezh santel, a wel a-walc’h ar poanioù a c’houzañvan em c’horf dindan ar bazhadoù, daoust m’am bije gallet tec’hout diouzh ar marv, nemet e oar ivez e c’houzañvan anezho em ene, gant levenez, dre zoujañs evitañ".
Telle fut la mort de cet homme. Il laissa ainsi, non seulement à la jeunesse mais à l’ensemble de son peuple, un exemple de noblesse et un mémorial de vertu. 2M 6, 31 : Evel-se ez eas Eleazar eus ar vuhez-mañ, en ur lezel dre e varv, neket hepken gant ar yaouankiz, met ivez gant al lodenn vrasañ eus e genvroiz, ur skouer a nerzh-kalon hag un eñvor a vertuz.
