Livre de Jérémie - Chapitre 11
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Chapitre 11
Parole du Seigneur adressée à Jérémie : Jr 11, 1 : Sed ar gomz a voe kaset da Jeremias a-berzh an Aotrou, da lavarout dezhañ :72
Écoutez les paroles de cette alliance ; dites-les aux gens de Juda et aux habitants de Jérusalem. Jr 11, 2 : Selaouit komzoù an Emglev-se : O lavarout a reot da annezerien Jeruzalem.
Tu leur diras : « Ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël : Maudit soit l’homme qui n’écoute pas les paroles de cette alliance, Jr 11, 3 : Lavarout a ri dezho : "Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : "Ra vo milliget an den na selaou ket komzoù an emglev-se
paroles que j’ai prescrites à vos pères, le jour où je les fis sortir de la terre d’Égypte, cette fournaise à fondre le fer. Je leur ai dit : “Écoutez ma voix et mettez en pratique tout ce que je vous prescris : vous serez mon peuple, et moi, je serai votre Dieu.” Jr 11, 4 : am eus gourc’hemennet d’ho tadoù, d’an deiz m’am eus graet dezho mont er-maez eus bro-Egipt, eus ar fornez-houarn, en ur lavarout : "Selaouit va mouezh ha sevenit ervat kement a gemennan deoc’h ; evel-se e teuiot da vezañ va fobl din-me ha me a zeuio da vezañ ho Toue ;
Et ainsi je tiendrai le serment juré à vos pères de leur donner un pays ruisselant de lait et de miel, comme vous le voyez aujourd’hui. » Et je répondis : « Amen, Seigneur » ! Jr 11, 5 : ma c’hellin neuze derc’hel d’al le am eus touet d’ho tadoù, reiñ dezho ur vro ma red enni al laezh hag ar mel, evel ma c’hoarvez hiziv". Respont a ris, en ur lavarout : "Amen ! Aotrou !".
Alors, le Seigneur me dit : « Proclame toutes ces paroles dans les villes de Juda et dans les rues de Jérusalem ! Tu leur diras : “Écoutez les paroles de cette alliance et mettez-les en pratique.” Jr 11, 6 : An Aotrou neuze a lavaras din : "Kae da youc’hal an holl gomzoù-se e kêrioù Youda hag e straedoù Jeruzalem : Selaouit komzoù an emglev-se ha sevenit anezho».
Car j’ai instamment averti vos pères, au jour où je les fis monter du pays d’Égypte, et jusqu’à ce jour. Sans cesse, je les ai avertis en disant : “Écoutez ma voix !” Jr 11, 7 : Rak testeniet em eus d’ho tadoù d’an deiz ma ’m eus graet dezho pignat eus bro-Egipt betek an deiz-mañ, hep skuizhañ em eus roet dezho testeni oc’h adlavarout : Selaouit va mouezh !"
Mais ils n’ont pas écouté, ni prêté l’oreille ; chacun a suivi les penchants de son cœur endurci. Alors, je leur ai appliqué toutes les paroles de cette alliance, que je leur avais prescrit de mettre en pratique, et qu’ils n’ont pas mises en pratique. » Jr 11, 8 : Met selaou n’o deus ket graet, treiñ o skouarn davedon n’o deus ket graet ; kerzhet en deus pep unan hervez aheurterezh e galon fall. Ha lakaet da dalvezout en o enep holl gomzoù an emglev-se am boa gourc’hemennet dezho seveniñ ha n’o deus ket sevenet".
Et le Seigneur me dit : « Un complot a été découvert chez les gens de Juda et les habitants de Jérusalem. Jr 11, 9 : Hag an Aotrou a lavaras din : "Un irienn o deus steuñvet gwazed Youda hag annezerien Jeruzalem :
Ils sont retournés aux fautes de leurs pères d’autrefois qui refusaient d’écouter mes paroles, et ils ont suivi d’autres dieux pour les servir. La maison d’Israël et la maison de Juda ont rompu l’alliance que j’avais conclue avec leurs pères. Jr 11, 10 : Distroet int da bec’hedoù o hendadoù o devoa nac’het selaou va c’homzoù ; int ivez setu ma redont war-lerc’h doueed estren evit o servijout. Tud Israel ha tud Youda o deus evel-se torret an emglev am boa skoulmet gant o zadoù.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur : Voici que je fais venir sur eux un malheur auquel ils ne pourront échapper. Ils crieront vers moi, et je ne les écouterai pas. Jr 11, 11 : Setu perak e komz an Aotrou evel-hen : Setu ma lakaan da zont warno un drougeur na c’hellint ket en em sachañ kuit diouti ! Va gervel a raint ; me avat n’o selaouin ket.
Alors les villes de Juda et les habitants de Jérusalem iront crier vers les dieux pour lesquels ils ont brûlé de l’encens, mais ceux-là ne les sauveront pas au temps de leur malheur. Jr 11, 12 : Neuze e c’hello annezerien kêrioù Youda ha Jeruzalem mont da aspediñ an holl zoueed ma tevont ezañs dezho, met n’eo ket ar re-se a savetaio anezho da goulz o drougeur.
Oui, Juda, tes dieux sont aussi nombreux que tes villes, et les autels, aussi nombreux que les rues de Jérusalem, ces autels que vous avez édifiés pour la Honte, où l’on brûle de l’encens au dieu Baal. Jr 11, 13 : Rak ken niverus ha da gêrioù, O Youda eo deut da zoueed da vezañ, ha ken niverus ha straedoù Jeruzalem eo an aoterioù hoc’h eus savet evit kinnig ezañs da Vaal.
Et toi, n’intercède pas en faveur de ce peuple, n’élève pour lui ni supplication ni prière, car je n’écouterai pas quand ils m’invoqueront à cause de leur malheur. » Jr 11, 14 : Te avat, n’asped ket evit ar bobl-se ; na sav ket a-du ganto, na klemm nag aspedenn ; rak ne selaouin ket, p’am galvint e deiz o drougeur".
Pourquoi vient-elle dans ma maison, ma bien-aimée, elle qui mène tant d’intrigues ? Arrête de sacrifier de la viande ; alors, quand le malheur t’atteindra, tu pourras bien jubiler ! Jr 11, 15 : Petra ' zeu d’ober em Zi va muiañ-karet ? Pa-z eo troioù-kamm a vez ijinet ganti. Daoust hag e c’hell ar gouestloù hag ar c’hig sakr pellaat diouzhit da zrougeur ma vi evit laouenaat en-dro ?
« Olivier toujours vert, orné de fruits superbes », ainsi t’avait nommée le Seigneur ; au bruit d’un grand fracas, il met le feu à ton feuillage, et tes rameaux sont mis à mal. Jr 11, 16 : Olivezenn bepred glas ha mentet-kaer, hennezh eo an anv en devoa an Aotrou roet dit. E-kreiz trouz ha freuz bras eñ en deus skoet an tan en he delioù ; emañ he skourroù o teviñ.
Et le Seigneur de l’univers, celui qui t’a plantée, a proféré contre toi le malheur, à cause du mal que la maison d’Israël et la maison de Juda se sont fait à elles-mêmes, en brûlant, pour m’offenser, de l’encens au dieu Baal. Jr 11, 17 : Aotrou an armeoù, hag en doa da blantet, en deus divizet droug a-enep dit, en abeg d’an droug o deus sevenet tiegezh Israel ha tiegezh Youda, oc’h hegasiñ anezhañ, o kinnig ezañs da Vaal !
Seigneur, tu m’as fait savoir, et maintenant je sais, tu m’as fait voir leurs manœuvres. Jr 11, 18 : An Aotrou en deus graet din hen gouzout hag hen gouzout a ran. Neuze ac’h eus diskouezet din o c’horvigellerezh.
Moi, j’étais comme un agneau docile qu’on emmène à l’abattoir, et je ne savais pas qu’ils montaient un complot contre moi. Ils disaient : « Coupons l’arbre à la racine, retranchons-le de la terre des vivants, afin qu’on oublie jusqu’à son nom. » Jr 11, 19 : Ha me hag a oa evel un oan doñv emeur o kas d’al lazhti, ne ouien ket e oant oc’h itrikañ a-enep din : "Distrujomp ar wezenn-se a zo sev enni, he dilamomp eus douar ar re vev, hag hec’h anv na vo ket ken meneg anezhañ.
Seigneur de l’univers, toi qui juges avec justice, qui scrutes les reins et les cœurs, fais-moi voir la revanche que tu leur infligeras, car c’est à toi que j’ai remis ma cause. Jr 11, 20 : Met te, Aotrou an armeoù, hag a varn gant reizhded, hag a furch e goueled ar c’halonoù hag al lounezhi, gra ma welin da veñjañs warno ; rak ennout am eus fiziet va c’haoz.
Oui, ainsi parle le Seigneur contre les gens d’Anatoth qui en veulent à ta vie et qui disent : « Ne prophétise pas au nom du Seigneur, sinon tu mourras de notre main ! » Jr 11, 21 : Rak-se, eo evel-hen en deus komzet an Aotrou a-enep tud Anatot, a glask lemel da vuhez diganit, en ur lavarout : "Na ziougani ket en anv an Aotrou, mar ne fell ket dit mervel dre hon dorn".
Oui, ainsi parle le Seigneur de l’univers : Je vais les châtier, leurs jeunes gens mourront par l’épée, leurs fils et leurs filles mourront par la famine. Jr 11, 22 : Rak-se, eo evel-hen en deus komzet Aotrou an armeoù : "Setu ma-z an da zegas kastiz warno : o zud yaouank a varvo dre ar ar c’hleze, o mibien hag o merc’hed a varvo diwar an naonegezh.
Il ne leur restera plus personne, car je ferai venir le malheur sur les gens d’Anatoth, l’année de leur châtiment. Jr 11, 23 : Den ebet ne chomo diouto, rak an drougeur a lakain da zont war dud Anatot, er bloavezh ma vint kastizet.
