Livre de Jérémie - Chapitre 31
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Chapitre 31
En ce temps-là – oracle du Seigneur –, je serai le Dieu de toutes les familles d’Israël, et elles seront mon peuple. Jr 31, 1 : En amzer-se - lavar an Aotrou - e vezin Doue holl diegezhioù Israel hag int a vo va fobl.
Ainsi parle le Seigneur : Il a trouvé grâce dans le désert, le peuple qui a échappé au massacre ; Israël est en route vers Celui qui le fait reposer. Jr 31, 2 : Evel-hen e komz an Aotrou : Kavet he deus trugarez er gouelec’h ar bobl tec’het hebiou d’ar c’hleze ; Israel a gerzh etrezek e ziskuizh.
Depuis les lointains, le Seigneur m’est apparu : Je t’aime d’un amour éternel, aussi je te garde ma fidélité. Jr 31, 3 : A-ziabell en deus an Aotrou en em ziskouezet dezhi : "A garantez beurbadus em eus da garet ; ha gant se em eus da sachet ouzhin gant fealded.
De nouveau je te bâtirai, et tu seras rebâtie, vierge d’Israël. De nouveau tu prendras tes tambourins de fête pour te mêler aux danses joyeuses. Jr 31, 4 : Da adsevel a rin adarre hag adsavet e vi gwerc’hez Israel ; en em stipañ a ri adarre gant da daboulinoùigoù hag ez i er-maez en ur gorolliñ c’hoarzhus,
De nouveau tu planteras des vignes dans les montagnes de Samarie, et ceux qui les planteront en goûteront le premier fruit. Jr 31, 5 : adarre e planti gwiniegi war venezioù Samaria ; ar re o flanto o devo diwarno ar frouezh kentañ".
Un jour viendra où les veilleurs crieront dans la montagne d’Éphraïm : « Debout, montons à Sion, vers le Seigneur notre Dieu ! » Jr 31, 6 : Rak emañ an deiz o tont ma youc’ho ar veilherien war venez Efraim : "War-sav ! pignomp etrezek Sion Davet an Aotrou hon Doue !"
Car ainsi parle le Seigneur : Poussez des cris de joie pour Jacob, acclamez la première des nations ! Faites résonner vos louanges et criez tous : « Seigneur, sauve ton peuple, le reste d’Israël ! » Jr 31, 7 : Rak evel-hen e komz an Aotrou : Taolit kriadennoù a levenez evit Jakob, youc’hit evit an hini gentañ eus ar broadoù ! En em lakait da vezañ klevet, meulit ha lavarit : "An Aotrou en deus savetaet e bobl, ar restad eus Israel !"
Voici que je les fais revenir du pays du nord, que je les rassemble des confins de la terre ; parmi eux, tous ensemble, l’aveugle et le boiteux, la femme enceinte et la jeune accouchée : c’est une grande assemblée qui revient. Jr 31, 8 : Setu m’o lakain-me da zistreiñ eus bro an hanternoz ha m’o dastumin eus penn pellañ an douar, mesk-ha-mesk an hini dall hag an hini kamm, ar vaouez o tougen hag an hini wilioudet : brasat bodadeg a zistroio amañ !
Ils avancent dans les pleurs et les supplications, je les mène, je les conduis vers les cours d’eau par un droit chemin où ils ne trébucheront pas. Car je suis un père pour Israël, Éphraïm est mon fils aîné. Jr 31, 9 : En o gouelvan e oant aet kuit hogen er frealzidigezh e tegasin anezho en-dro ; o c’has a rin etrezek an doureier-red dre un hent kompez, e-lec’h ne strebotint ket. Rak un tad ez on evit Israel hag Efraim eo va c’hentañ-ganet.
Écoutez, nations, la parole du Seigneur ! Annoncez dans les îles lointaines : « Celui qui dispersa Israël le rassemble, il le garde, comme un berger son troupeau. Jr 31, 10 : Selaouit, pobloù, komz Doue, kasit ar c’heloù d’an inizi pellañ ha lavarit : «An hini en devoa stlabezet Israel a zastum anezhañ hag a vesa anezhañ evel ur pastor e dropell".
Le Seigneur a libéré Jacob, l’a racheté des mains d’un plus fort. Jr 31, 11 : Rak an Aotrou en deus dasprenet Jakob, e saveteet en deus eus dorn unan kreñvoc’h egetañ.
Ils viennent, criant de joie, sur les hauteurs de Sion : ils affluent vers les biens du Seigneur, le froment, le vin nouveau et l’huile fraîche, les génisses et les brebis du troupeau. Ils auront l’âme comme un jardin tout irrigué ; ils verront la fin de leur détresse. Jr 31, 12 : Dont a reont en ur youc’hal war venez Sion, o teredek etrezek madoù Doue. Etrezek ar gwinizh, ar fro, an eoul fresk, etrezek an dañvadezed hag an oc’hen ; hag o ene a vo evel ul liorzh douraet mat, mui ken ne vint damantet.
La jeune fille se réjouit, elle danse ; jeunes gens, vieilles gens, tous ensemble ! Je change leur deuil en joie, les réjouis, les console après la peine. Jr 31, 13 : Neuze he devo levenez ar werc’hez o tañsal, ar baotred yaouank hag ar gozhidi ivez. Ganin e vo troet o c’hañv e joa, frealzet ganin, laouenaet eus o zristidigezh.
Je nourris mes prêtres de festins ; mon peuple se rassasie de mes biens » – oracle du Seigneur. Jr 31, 14 : Ene ar veleien a stambouc’hin gant druzoni, ha va fobl he devo he gwalc’h eus va madoù - lavar an Aotrou -.
Ainsi parle le Seigneur : Un cri s’élève dans Rama, une plainte et des pleurs d’amertume. C’est Rachel qui pleure ses fils ; elle refuse d’être consolée, car ses fils ne sont plus. Jr 31, 15 : Evel-hen e komz an Aotrou : Selaouit ! E Rama e klever ur glemmadenn, ur gouelvan leun a c’hwervoni Rac’hel an hini eo, o ouelañ d’he mibien ; ne fell ket dezhi bezañ frealzet, en abeg n’eus mui anezho.
Ainsi parle le Seigneur : Retiens le cri de tes pleurs et les larmes de tes yeux. Car il y a un salaire pour ta peine, – oracle du Seigneur : ils reviendront du pays de l’ennemi. Jr 31, 16 : Evel-hen e komz an Aotrou : Mir ouzh da vouezh da ouelañ hag ouzh da zaoulagad da skuilhañ daeroù ; rak un digoll a zo evit da boan - lavar an Aotrou - : distreiñ a raint diouzh bro an enebour.
Il y a un espoir pour ton avenir, – oracle du Seigneur : tes fils reviendront sur leur territoire. Jr 31, 17 : Ya, un esper a zo e-keñver da amzer da zont - lavar an Aotrou - da vibien a zistroio war o douar !
J’entends bien Éphraïm se plaindre : « Tu m’as corrigé, et je suis corrigé, comme un jeune taureau non dressé. Fais-moi revenir, et je reviendrai, car c’est toi qui es le Seigneur mon Dieu. Jr 31, 18 : Klevout, klevout a ran huanad Efraim "Va c’hastizet ac’h eus ha kastizet on bet, evel un tarv yaouank dizoñv. Va laka da zistreiñ ha distreiñ a rin, rak te eo an Aotrou va Doue.
Oui, je me repens après être revenu ; après avoir reconnu qui je suis, je me frappe la poitrine. Je rougis et je suis confus, car je porte la honte de ma jeunesse. » Jr 31, 19 : Ya, war-lerc’h treiñ kein, em eus bet keuz, ha kavet desk ganin, em eus skoet war va morzhed. Mezh am boa ha ruziañ a raen zoken, dismegañs va yaouankiz a zougen !"82
Éphraïm n’est-il pas pour moi un fils précieux, n’est-il pas un enfant de délices, puisque son souvenir ne me quitte plus chaque fois que j’ai parlé de lui ? Voilà pourquoi, à cause de lui, mes entrailles frémissent ; oui, je lui ferai miséricorde – oracle du Seigneur. Jr 31, 20 : Daoust hag ez eo Efraim evidon ur mab ken ker, ur bugel ken karet, ken e rankan, bewech ma komzan en e enep, kaout c’hoazh soñj anezhañ ? Setu perak e skrij evitañ va askre ; truez, truez am eus outañ - lavar an Aotrou -.
Dresse pour toi des signaux, pose pour toi des jalons ; sois attentive à la route, au chemin sur lequel tu as marché ! Reviens, vierge d’Israël, reviens ici, vers tes villes ! Jr 31, 21 : Sank dit da-unan peulioù en douar, laka dit da-unan arouezennoù, taol evezh ouzh an hent meinet, ouzh an hent out deuet drezañ. Distro, Gwerc’hez Israel, distro etrezek ar c’hêrioù-se dit-te.
Combien de temps, fille rebelle, vas-tu encore vagabonder ? Le Seigneur crée du nouveau dans le pays : la femme entourera l’homme ! Jr 31, 22 : Betek pegoulz e vezi o kantren, merc’h disfeal ? Rak an Aotrou a grou nevezinti e-barzh ar vro : Ar Vaouez a glask en-dro d’ar gwaz !
Ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : On dira encore cette parole au pays de Juda et dans ses villes, quand je ramènerai leurs captifs : « Que le Seigneur te bénisse, demeure de justice, montagne de sainteté ! » Jr 31, 23 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : Lavaret e vo c’hoazh ar gomz-mañ e bro Youda hag en he c’hêrioù, p’am bo kemmet o flanedenn. An Aotrou d’az pennigo, te, annez a reizhed, menez a santelezh !
Là, habiteront ensemble les gens de Juda et de toutes ses villes, les laboureurs et les nomades. Jr 31, 24 : Eno en em ziazezo Youda hag e holl gêrioù anezhañ a-gevret, ar gouerien hag ar re a ziblas o zropelloù.
Car je vais désaltérer l’âme qui défaille ; toute âme en détresse, je la comblerai. Jr 31, 25 : Rak reiñ a rin e walc’h da evañ d’an ene sec’hedik, hag e walc’h da zebriñ da bep ene asik.
Là-dessus, je me suis réveillé et j’ai compris. Que mon sommeil avait été agréable ! Jr 31, 26 : War-se e tihunis hag e tigoris va daoulagad ; bet e oa bet plijus din va c’housk.
Voici venir des jours – oracle du Seigneur –, où j’ensemencerai la maison d’Israël et la maison de Juda d’une semence d’homme et d’une semence de bétail. Jr 31, 27 : Setu deizioù o tont - lavar an Aotrou - ma taolin e tiegezh Israel hag e tiegezh Youda un had a dud hag un had a loened.
Et, de même que j’ai veillé sur eux pour arracher et renverser, pour démolir et détruire, pour provoquer le malheur, de même je veillerai sur eux pour bâtir et planter – oracle du Seigneur. Jr 31, 28 : Neuze, evel m’on bet war evezh outo evit digrakañ hag evit diskar, evit dismantrañ, evit koll hag evit ober droug, evel-se e vin war evezh outo evit sevel-ti hag evit plantañ - lavar an Aotrou -.
En ces jours-là, on ne dira plus : « Les pères ont mangé du raisin vert, et les dents des fils en sont irritées. » Jr 31, 29 : En deizioù-se ne vo mui lavaret : An tadoù o deus debret rezin glas hag ar vibien eo bet tozonet o dent.
Mais chacun mourra pour sa propre faute ; tout homme qui mangera du raisin vert, ses propres dents en seront irritées. Jr 31, 30 : Met pep hini a varvo en abeg d’e faot : kement den en devo debret rezin glas eo e zent e-unan a vo tozonet.
Voici venir des jours – oracle du Seigneur –, où je conclurai avec la maison d’Israël et avec la maison de Juda une alliance nouvelle. Jr 31, 31 : Setu deizioù o tont - lavar an Aotrou - ma skoulmin gant tiegezh Israel ha gant tiegezh Youda ur Gevredelezh nevez,
Ce ne sera pas comme l’Alliance que j’ai conclue avec leurs pères, le jour où je les ai pris par la main pour les faire sortir du pays d’Égypte : mon alliance, c’est eux qui l’ont rompue, alors que moi, j’étais leur maître – oracle du Seigneur. Jr 31, 32 : n’eo ket evel ar Gevredelezh am boa skoulmet gant o zadoù, en deiz m’o c’hemeris dre an dorn evit o c’has er-maez eus bro-Egipt, ar gevredelezh-se, va hini-me, o deus torret, evidon da vezañ o mestr, - lavar an Aotrou -.
Mais voici quelle sera l’Alliance que je conclurai avec la maison d’Israël quand ces jours-là seront passés – oracle du Seigneur. Je mettrai ma Loi au plus profond d’eux-mêmes ; je l’inscrirai sur leur cœur. Je serai leur Dieu, et ils seront mon peuple. Jr 31, 33 : Met sed amañ ar Gevredelezh a skoulmin gant tiegezh Israel goude an deizioù-se - lavar an Aotrou - : en o diabarzh e lakain va lezenn ha war o c’halon e skrivin anezhi ; me a vezo neuze o Doue hag int a vezo va fobl.
Ils n’auront plus à instruire chacun son compagnon, ni chacun son frère en disant : « Apprends à connaître le Seigneur ! » Car tous me connaîtront, des plus petits jusqu’aux plus grands – oracle du Seigneur. Je pardonnerai leurs fautes, je ne me rappellerai plus leurs péchés. Jr 31, 34 : N’o devo ket ezhomm d’en em gelenn ken kenetrezo, en ur lavarout an eil d’egile : "Anavezit an Aotrou", rak int holl am anavezo, adal an hini bihanañ betek an hini brasañ - lavar an Aotrou -. Rak pardoniñ a rin o faot hag o fec’hed n’em bo mui soñj anezhañ.
Ainsi parle le Seigneur, lui qui a fait le soleil pour éclairer pendant le jour, qui a établi les lois de la lune et des étoiles pour éclairer pendant la nuit, qui soulève la mer et fait mugir ses flots. Son nom est « Le Seigneur de l’univers ». Jr 31, 35 : Evel-hen e komz an Aotrou Eñ hag en deus lakaet an heol da reiñ sklerijenn en deiz, al loar hag ar stered evit reiñ sklerijenn en noz, Eñ hag a vres ar mor ken e kroz e donnoù, Aotrou an armeoù a zo e anv.
Si jamais ces lois disparaissent devant ma face – oracle du Seigneur –, alors la descendance d’Israël cessera, elle aussi, pour toujours d’être une nation devant ma face. Jr 31, 36 : Ma c’hoarvezfe gant al lezennoù-mañ mont-kuit a zirazon - lavar an Aotrou -, neuze ivez e paouezfe gouenn Israel da vezañ ur vroad dirazon da viken.
Ainsi parle le Seigneur : Si jamais on peut mesurer le ciel, là-haut, et sonder les fondations de la terre, en bas, alors moi aussi, je rejetterai toute la descendance d’Israël pour tout ce qu’elle aura fait – oracle du Seigneur. Jr 31, 37 : Evel-hen e komz an Aotrou : Ma c’hellfed mentañ an Neñvoù, war-laez, ha sontañ, d’an traoñ, diazezoù an douar, neuze me a c’hellfe ivez disteurel gouenn Israel, en abeg da gement o deus graet - lavar an Aotrou -.
Voici venir des jours – oracle du Seigneur – où la ville sera reconstruite pour le Seigneur, depuis la tour de Hananéel jusqu’à la porte de l’Angle. Jr 31, 38 : Setu deizioù o tont - lavar an Aotrou - ma vo adsavet ar Gêr evit an Aotrou, adalek Tour Hananel betek Dor ar C’horn.
On sortira de nouveau le cordeau à mesurer, pour le tendre sur la colline de Gareb ; ensuite, on le tournera vers Goa. Jr 31, 39 : Ar gordenn-vuzuliañ a vo c’hoazh stennet eeun betek torgenn Gareb, evit treiñ war-zu Goa.
Et toute la vallée des cadavres et des cendres, tous les cimetières, jusqu’au torrent du Cédron, jusqu’à l’angle de la porte des Chevaux, à l’est, tout sera consacré au Seigneur. On n’arrachera plus, on ne démolira plus jamais. Jr 31, 40 : Hag holl draonienn ar c’horfoù marv hag al ludu druz, kenkoulz hag an holl barkoù betek stankenn Kedron, betek korn dor ar C’hezeg, diouzh tu ar reter, a vo gouestlet d’an Aotrou : ne vo mui digraket netra, ne vo mui dismantret netra biken ken !
