Livre des Proverbes - Chapitre 13
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Chapitre 13
Le fils sage écoute les leçons de son père, l’insolent reste sourd aux menaces. Pr 13, 1 : Ur mab fur a gar digant e dad kelennadur, met ar goapaer ne selaou ket ar rebechoù.
On peut tirer de la parole un fruit savoureux, mais les fourbes n’ont faim que de violence. Pr 13, 2 : Gant labour e c’henoù en em vag an den eus ar pezh a zo mat, met kalon ar re zrouk en em vag a zrouknerzh.
Qui surveille ses lèvres garde son âme, qui ouvre trop le bec court au désastre. Pr 13, 3 : An neb a ziwall war e c’henoù ne vougo ket dezhañ e c’horzailhenn, met an neb a zigor e vuzelloù da gomz re, a ya d’an emgoll !
Le paresseux soupire, et rien ne vient ; les gens actifs ne restent pas sur leur faim. Pr 13, 4 : Lezirek a c’hoanta hep pakañ netra, diouzh o c’hoant o devez an dud oberiant.
Le juste déteste le mensonge, le méchant empeste et fait scandale. Pr 13, 5 : Ar just a gasa ar gomz a dromplerezh, met ar fallakr a daol war ar re all dizenor ha mezhegezh.
Leur justice protège ceux qui marchent droit ; le péché fait la ruine des méchants. Pr 13, 6 : Ar reizhder a ziwall hent an den direbech, an drougiezh avat a gas ar pec’her d’ar rivin.
Tel joue au riche, qui n’a rien du tout, et tel joue au pauvre, qui a de grands biens. Pr 13, 7 : Hemañ a ra e binvidik, hag eñ paour-razh ; hennezh a ra e baour, hag eñ pinvidik-bras.
La fortune d’un homme lui sert de rançon ; pour le pauvre aucun bruit de menace ! Pr 13, 8 : Pinvidigezh un den, ur priz-daspren 'vit e vuhez ! Met ar paour n’eus netra o c’hourdrouz anezhañ !
La lumière des justes est joyeuse ; la lampe des méchants s’éteint. Pr 13, 9 : Lugerniñ 'ra laouen sklêrijenn an dud reizh tra ma voug goulaouenn ar re zrouk.
La vaine prétention cause des polémiques ; la sagesse est avec celui qui prend conseil. Pr 13, 10 : Eus rogoni ne zeu nemet rioterezh, gant an dud izelek emañ ar furnez.
Fortune trop soudaine s’évanouira ; qui amasse peu à peu la verra grossir. Pr 13, 11 : Pinvidigezh prim, buan a vihana, neb a zastum difonn, hennezh 'binvidika.
Attente prolongée : cœur dolent ; désir satisfait : arbre de vie. Pr 13, 12 : Gant esper ampellet, kalonad ; Met ur c’hoant sevenet, ur wezenn a vuhez.
Qui fait fi des conseils le paiera ; qui respecte un ordre aura sa récompense. Pr 13, 13 : Disprizer ar gomz en em gollo, doujer ar gourc’hemenn en em salvo.
L’enseignement du sage est source de vie : il détourne des pièges mortels. Pr 13, 14 : Kelennadur ar fur ’zo mammenn a vuhez evit en em ziwall diouzh pechoù an Ankoù.
Un bon discernement permet de trouver grâce ; le chemin des traîtres est interminable. Pr 13, 15 : Skiantegezh a zegas grad-vat ; un hent kalet avat, hini an dud gaouiat.
Tout homme avisé agit à bon escient, mais l’insensé déploie sa folie. Pr 13, 16 : An neb ’zo skiantek a labour gant poellegezh ; hogen ar pampez a ra stal a follentez.
Un messager malveillant tombera dans le malheur ; le remède, c’est un ambassadeur fidèle. Pr 13, 17 : Kannad fallakr a zegas reuz, kannad feal, pareidigezh.
Misère et mépris à qui refuse l’éducation, gloire à celui qui tient compte des avertissements ! Pr 13, 18 : Reuzeudigezh ha mezh d’an neb a zistaol ar gelennadurezh ; enor d’an neb a ra e vad eus ar rebechoù.
Un désir comblé est bien doux pour l’âme. Les insensés ont horreur de s’écarter du mal. Pr 13, 19 : C’hoantadenn sevenet, un douster d’an ene ; euzhus eo d’ar sodien tec’hout diouzh an droug !
Qui fait route avec les sages deviendra sage ; qui fréquente les insensés tournera mal. Pr 13, 20 : Darempred ar re fur ha furaat a ri met henter ar re sot, fallaat a raio.
Le malheur poursuit les pécheurs, le bonheur récompense les justes. Pr 13, 21 : War-lerc’h ar pec’her e red ar gwalleur ; met gopr ar re vat eo an eurvad.
À ses petits-enfants l’homme de bien transmet son héritage ; au juste est réservée la fortune du pécheur. Pr 13, 22 : An den mat a lez e hêrezh gant mibien e vibien ; met d’an den reizh eo miret pinvidigezh ar bec’herien.
Il y a beaucoup à manger quand les pauvres défrichent ; que l’un vienne à périr, quelle injustice ! Pr 13, 23 : Park difraostet a ro d’ar paour bevañs e-leizh ; met tud ’zo hag a varv dre faot a reizhder.
Qui ménage sa trique n’aime pas son fils, qui l’aime vraiment veille à le corriger. Pr 13, 24 : Neb a espern e vazh n’eo ket mignon d’e vab ; neb a gar anezhañ a glask e gastizañ.
Le juste mange à satiété, l’estomac des méchants reste vide. Pr 13, 25 : An den reizh en devez e walc’h da zebriñ ; met kof ar re fall en devez naon du.
