Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre des Proverbes » Chapitre 23

Livre des Proverbes - Chapitre 23

Levr : Levr ar C'hrennlavarioù
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Chapitre 23



Si tu es à la table d’un grand, fais bien attention à ce qui est devant toi ; Pr 23, 1 : Ma’z ez d’azezañ ouzh taol un den uhel, en em ziwall diouzh ar pezh a vezo dirazout :

mets un couteau sur ta gorge si tu es gourmand ; Pr 23, 2 : lak ur gontell ez kouzoug mar n’out ket evit derc’hel war da naon ;

ne lorgne pas les bons plats : en manger te décevra ! Pr 23, 3 : na c’hoantaez ket e veuzioù lipous, rak ur boued tromplus ez eo.

Ne cours pas après la richesse, qu’elle cesse de t’obséder ! Pr 23, 4 : Nann n’en em skuizhez ket da c’hounid pinvidigezh, na lakaez ket da spered e kement-se.

L’as-tu suivie des yeux ? Elle a disparu ! Car elle se donne des ailes ; comme un aigle, elle s’envole vers le ciel ! Pr 23, 5 : Perak stagañ da sell ouzh kement a ziflip ? Rak ar binvidigezh a gemer divaskell hag evel an erer e tinij kuit d’an Neñvoù.

Ne partage pas le pain de l’envieux, ne lorgne pas ses bons plats ! Pr 23, 6 : Na zebr ket ouzh taol an den avius, na c’hoanta ket debriñ eus e veuzioù saourus :

Car il calcule tout, il est ainsi fait ; il te dit : « Mange et bois ! », mais il n’est pas de cœur avec toi. Pr 23, 7 : Rak eñ a zo e gwirionez ar pezh a soñj en e greiz-don : "Debr hag ev !" emezañ, met e galon 'mañ ket ganit.

La bouchée sitôt avalée, tu vas la vomir, et tu en seras pour tes compliments ! Pr 23, 8 : Dislonkañ a ri an tamm az po debret, ha da lavaroù meulus az po kollet.

À l’oreille d’un sot ne dis mot : il n’a que mépris pour tes paroles sensées ! Pr 23, 9 : Na gomzez ket ouzh divskouarn an diskiant, disprizout a rafe poellegezh da gomzoù.

Ne déplace pas une borne ancienne, n’empiète pas sur la terre des orphelins Pr 23, 10 : Na zilec’h ket ar bonn a wechall-gozh, n’antre ket e parkoù ar vinored :

car leur Défenseur est puissant, il plaiderait leur cause contre toi. Pr 23, 11 : Rak galloudek eo o diwaller, difenn a ray o c’haoz a-enep dit.

Dispose ton cœur à l’instruction et tes oreilles aux paroles du savoir. Pr 23, 12 : Stag da galon ouzh ar reizhadurezh, da ziskouarn ouzh komzoù a skiantegezh.

N’hésite pas à corriger ton garçon, il ne va pas mourir pour des coups de baguette ! Pr 23, 13 : Na espern ket ar c’hefestad d’az pugel, ne varvo ket evit bezañ bet kelastrennet :

Toi, par des coups de baguette, c’est de la tombe que tu le sauveras ! Pr 23, 14 : Met en ur skeiñ c’hwistad outañ e tieubi e ene diouzh ar marv.

Mon fils, si tu as le cœur sage, mon cœur à moi se réjouira, Pr 23, 15 : Va mab, mar bez fur da galon e vo laouen ivez va c’halon-me ;

et j’exulterai de tout mon être quand tes lèvres parleront avec droiture. Pr 23, 16 : Va ene a drido gant ar joa pa gomzo da ziweuz gant reizhder.

Que ton cœur n’envie pas les pécheurs, mais qu’il reste tout le jour dans la crainte du Seigneur : Pr 23, 17 : Na lez ket da galon d’aviañ ar bec’herien, ha ra chomo bepred e doujañs an Aotrou,

il y a, certes, un avenir, tu n’auras pas espéré en vain. Pr 23, 18 : Rak un dazont a zo ha da esper ned aio ket da get.

Et toi, mon fils, écoute et sois un sage ; garde ton cœur dans le droit chemin ! Pr 23, 19 : Va selaou, te va mab, ha furaat a ri, hag e reni da galon en hentoù reizh ha pur !

Ne sois pas de ceux qui s’enivrent et qui font bonne chère, Pr 23, 20 : An everien win, n’ez ket d’o fleustriñ, nag al lonkerien gig, d’o daremprediñ :

car l’ivrogne et le glouton courent à la ruine ; ils se réveillent un jour vêtus de haillons. Pr 23, 21 : Rak ever ha brifer e tec’h kuit o madoù, hag ar mored a laka da zougen truilhoù.

Écoute ton père, c’est lui qui t’a engendré ; ne méprise pas ta mère en ses vieux jours. Pr 23, 22 : Selaou da dad hag en deus da engehentet, na zispriz ket da vamm goude ma vo koshaet :

– Achète la vérité, ne la vends jamais ! De même, la sagesse, l’instruction, l’intelligence ! – Pr 23, 23 : Pren ar wirionez ha n’ez ket d’he gwerzhañ, ar furnez, ar gelennadurezh, ar boellegezh.

Il exulte, le père d’un homme juste ; celui qui engendre un sage est comblé de joie. Pr 23, 24 : Tad un den just en devez joa vrasañ, ha mamm un den poellek he devez levenez.

Que se réjouissent ton père et ta mère, qu’elle exulte, celle qui t’a donné le jour ! Pr 23, 25 : Ra ’n em laouenaio da dad ha da vamm diwar da benn, ha ra drivlio an hini he deus da c’hanet.

Donne-moi ton cœur, mon fils ; que tes yeux suivent mes pas ! Pr 23, 26 : Va mab, ro da galon d’am lavaroù, da zaoulagad da viro va hentoù !

La prostituée est un gouffre profond, l’étrangère est un puits dont on ne peut sortir. Pr 23, 27 : Ur poull don eo an oriadez, hag an diavaeziadez, ur puñs strizh !

Elle aussi, comme un voleur, est aux aguets, multipliant les perfidies entre les hommes. Pr 23, 28 : 'Vel ul laer emañ war he spi o c’hedal, ha ganti 'vez touellet meur a hini.

Pour qui les « Aïe ! » ? Pour qui les « Hou-là-là ! » ? Pour qui les querelles ? Pour qui les soupirs ? Pour qui les coups à tort et à travers ? Pour qui le regard trouble ? Pr 23, 29 : Evit piv ar "Gwa !", evit piv ar "Siwazh !", evit piv ar rendaeloù, evit piv ar c’hlemmadennoù ? Evit piv ar gloazioù hep abeg ? Evit piv an daoulagad morlivet ?

Pour ceux qui perdent leur temps à s’enivrer, à courir après les boissons fortes ! Pr 23, 30 : Evit ar re a chom da straniñ e-tal ar gwin, evit ar re a ya da gestal gwin kemmesket !

Ne lorgne pas le vin qui rougeoie, si beaux que soient ses reflets dans la coupe, car il va droit au but : Pr 23, 31 : Na sellez ket ouzh ar gwin pegen flamm eo, pegement e lugern er c’hop, pegen linkus e tiver !

il finit par mordre comme un serpent, il pique comme une vipère ; Pr 23, 32 : A-benn ar fin e krog evel un naer, hag e flemm evel ur sarpant !

tes yeux verront d’étranges choses, tu diras des absurdités, Pr 23, 33 : Da zaoulagad a spurmanto neuze traoù iskis, da galon a lavaro komzoù hep penn na lost.

tu seras comme pris du mal de mer comme à la dérive tout en haut d’un mât : Pr 23, 34 : Bez e vi evel un den gourvezet e kreiz ar mor, pe 'vel unan o kousket e beg ur wern.

« On m’a frappé, mais je n’ai pas mal, on m’a battu, mais je ne sais plus… Quand vais-je me réveiller ? J’en redemanderai encore ! » Pr 23, 35 : Skoet on bet a lavari "ha n’em eus droug ebet !" "Pilet on bet, ha ne santan netra ! Pegoulz e tihunin ? C’hoant am eus c’hoazh !"