Livre des Proverbes - Chapitre 31
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Chapitre 31
Paroles de Lemouël, roi de Massa, instruit par sa mère. Pr 31, 1 : Komzoù Lamouel, roue Masa, hag en devoa desket digant e vamm.
Non, mon fils, non, fils de mes entrailles, non, fils de mes vœux ! Pr 31, 2 : Petra, va mab ! Petra, mab va c’halon ! Petra, mab va gouestloù !
Ne livre pas aux femmes ta vigueur, ta conduite à celles qui perdent les rois ! Pr 31, 3 : Na ro ket da nerzh d’ar merc’hed na da galon d’ar re a goll ar rouaned.
Jamais les rois, Lemouël, jamais les rois ne doivent boire de vin, ni les princes de boissons fortes, Pr 31, 4 : N’eo ket tra rouaned, Lamouel, n’eo ket tra rouaned evañ gwin, n’eo ket diouzh ar briñsed en em reiñ d’an evajoù kreñv,
de peur qu’en buvant ils n’oublient les lois et ne lèsent tous les miséreux de leurs droits. Pr 31, 5 : Gant aon na zeufent, war-bouez evañ, da ankounac’haat al lezenn ha da gammañ ar gwir e-keñver ar reuzeudien.
Donne une boisson forte à qui va mourir, du vin à qui trouve la vie trop amère : Pr 31, 6 : Roit likorioù kreñv d’an neb a ya da vervel, ha gwin d’an den a zo e galon leun a c’hwervder,
qu’il boive et qu’il oublie sa misère, qu’il cesse de remâcher ses tourments ! Pr 31, 7 : Ra evo ! Dezhañ da ankounac’haat e gaezhnezh ha da chom hep soñjal en e boan.
Prends la parole en faveur du muet, pour la cause de tous les affligés ; Pr 31, 8 : Digor da c’henoù evit ar mud, evit kaoz an holl dud dilezet ;
prends la parole et dis le droit pour la cause du pauvre et du malheureux ! Pr 31, 9 : digor da c’henoù evit rentañ setañsoù reizh, evit difenn gant justis ar reuzeudig hag ar paour.
Aleph — Une femme parfaite, qui la trouvera ? Elle est précieuse plus que les perles ! Pr 31, 10 : Alef - Ur wreg kalonek, piv he c’havo ? He friz a zo dreist da hini ar perlez.
Beth — Son mari peut lui faire confiance : il ne manquera pas de ressources. Pr 31, 11 : Bet - Enni en em fiz kalon he fried, ha ganti n’eo ket ar gounid a vanko dezhañ.
Gimel — Elle fait son bonheur, et non pas sa ruine, tous les jours de sa vie. Pr 31, 12 : Gimel - Hi a ra e eurvad, ha n’eo ket e walleur a-hed holl deizioù e vuhez.
Daleth — Elle sait choisir la laine et le lin, et ses mains travaillent volontiers. Pr 31, 13 : Dalet - Klask a ra kaout gloan ha lin evit o labourat gant daouarn mibin.
Hé — Elle est comme les navires marchands, faisant venir ses vivres de très loin. Pr 31, 14 : He - Heñvel eo ouzh listri bras ur marc’hadour hag a zegas bevañs eus a bell.
Waw — Elle est debout quand il fait encore nuit pour préparer les repas de sa maison et donner ses ordres aux servantes. Pr 31, 15 : Vav - Sevel a ra pa vez noz anezhi c’hoazh evit reiñ boued d’he ziegezh ha lodennañ o labour d’he mitizhien.
Zaïn — A-t-elle des visées sur un champ ? Elle l’acquiert. Avec le produit de son travail, elle plante une vigne. Pr 31, 16 : Zain - Soñjal a ra en ur park hag en prenañ, diwar gounid he daouarn e plant ur winieg.
Heth — Elle rayonne de force et retrousse ses manches ! Pr 31, 17 : C’het - Gourizañ a ra gant nerzh he c’hroazlez ha startaat he divrec’h 'vit al labour.
Teth — Elle s’assure de la bonne marche des affaires, sa lampe ne s’éteint pas de la nuit. Pr 31, 18 : Tet - Anavezout a ra talvoudegezh he zrevell, ne lazh ket he gouloù e-pad an noz.
Yod — Elle tend la main vers la quenouille, ses doigts dirigent le fuseau. Pr 31, 19 : Yod - Lakaat a ra he dorn er gegel hag he bizied a grog er werzhid.
Kaph — Ses doigts s’ouvrent en faveur du pauvre, elle tend la main au malheureux. Pr 31, 20 : Kaf - Digeriñ a ra he boz d’an ezhommeg, hag astenn he divrec’h d’ar reuzeudig.
Lamed — Elle ne craint pas la neige pour sa maisonnée, car tous les siens ont des vêtements doublés. Pr 31, 21 : Lamed - N’he deus aon rak an erc’h evit he ziegezh, rak hec’h holl dud o deus dilhad doubl.
Mem — Elle s’est fait des couvertures, des vêtements de pourpre et de lin fin. Pr 31, 22 : Mem - Ober pallennoù eviti hec’h-unan, lin moan ha skarleg eo danvez he dilhad.
Noun — Aux portes de la ville, on reconnaît son mari siégeant parmi les anciens du pays. Pr 31, 23 : Noun - Ouzh dorioù-kêr e reer stad eus he fried pa-z a d’azezañ gant henaoured ar vro.
Samek — Elle fabrique de l’étoffe pour la vendre, elle propose des ceintures au marchand. Pr 31, 24 : Samek - Gwiadiñ a ra lin hag en gwerzhañ, pourchas a ra gourizoù d’ar marc’hadour.
Aïn — Revêtue de force et de splendeur, elle sourit à l’avenir. Pr 31, 25 : Hain - Nerzh ha kened a zo he gwiskamant, c’hoarzhin a ra laouen ouzh an deizioù da zont.
Pé — Sa bouche s’exprime avec sagesse et sa langue enseigne la bonté. Pr 31, 26 : Pe - Gant furnez e tigor he genoù, war he diweuz ez eus komzoù a vadelezh.
Çadé — Attentive à la marche de sa maison, elle ne mange pas le pain de l’oisiveté. Pr 31, 27 : Tsade - Teurel a ra pled ouzh monedone tud he zi, ne zebr ket bara oc’h ober he didalvez.
Qoph — Ses fils, debout, la disent bienheureuse et son mari fait sa louange : Pr 31, 28 : Qof - He mibien a sav evit he diskleriañ evurus, hag he fried evit reiñ dezhi meuleudi.
Resh — « Bien des femmes ont fait leurs preuves, mais toi, tu les surpasses toutes ! » Pr 31, 29 : Resh - "Kalz a verc’hed a zo bet kalonek, Te avat a zo trec’h dezho-holl".
Shine — Le charme est trompeur et la beauté s’évanouit ; seule, la femme qui craint le Seigneur mérite la louange. Pr 31, 30 : Shin - Touellus eo koantiri ha dibad eo braventez, ar vaouez a zoujañs doue, hounnezh a zo da veuliñ.
Taw — Célébrez-la pour les fruits de son travail : et qu’aux portes de la ville, ses œuvres disent sa louange ! Pr 31, 31 : Tav - Roit enor dezhi evit frouezh he labour, ha dirak dorioù-kêr, hec’h oberoù a zegaso dezhi meuleudi.
