Levr ar Furnez - Pennad 10
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19
Pennad 10
La Sagesse elle-même a veillé sur celui qui fut façonné le premier, créé seul, le père du monde ; puis elle l’arracha à sa propre faute, Sg 10, 1 : Hi eo an hini a warezas Tad ar bed, an den kentañ bet stummet gant Doue pa voe krouet e-unan-penn. Hi eo a dennas anezhañ eus e bec’hed,
et lui donna la force de dominer toute chose. Sg 10, 2 : hag a roas dezhañ nerzh da vezañ mestr war bep tra.
Or un homme injuste, pris de colère, se détourna d’elle et périt de cette rage fratricide ; Sg 10, 3 : Met pa ’n em zispartias diouti ar pec’her en e gounnar, ez eas d’en em goll war-bouez e fulorioù lazh-e-vreur.
à cause de lui, la terre fut submergée par le déluge, mais la Sagesse, de nouveau, la sauva en pilotant le juste sur un simple morceau de bois. Sg 10, 4 : Ha pa voe beuzet an douar en abeg d’an den fall e voe ar Furnez a salvas c’hoazh ar bed dre leviañ an den just war ur prenn didalvoud.
Lorsque les nations, unanimes dans le mal, furent confondues, c’est elle qui reconnut le juste, le garda irréprochable devant Dieu, et assez fort pour surmonter sa tendresse envers son enfant. Sg 10, 5 : Ha goude ma voe bet droukvesket ar broadoù, a-unvan en o falloni, hi eo a anavezas an den reizh, a viras anezhañ direbech dirak Doue, hag a lakaas ennañ kalonegezh da drec’hiñ war e denerded ouzh e vab.
Alors que les impies périssaient, la Sagesse délivra un homme juste, qui fuyait le feu s’abattant sur les Cinq-Villes. Sg 10, 6 : Hi eo a salvas an den just da zeiz distrujadenn ar re fallakr pa roas dezhañ tec’hout dirak an tan o tiskenn war ar Pemp Kêr.
En témoignage de leur perversité reste une terre aride et fumante, des plantes dont les fruits ne mûrissent plus, et, en mémoire d’une âme qui ne voulut pas croire, se dresse une colonne de sel. Sg 10, 7 : Hag en testeni d’o fallagriezh e tivoged bepred an douar mantrus-se, lec’h ma ro ar brousgwez frouezh na zarevont ket, lec’h ma sav, eñvoradur un ene difeiz, ur golonenn holen.
Car ceux qui dédaignent la Sagesse non seulement se privent de la connaissance du vrai bien, mais laissent encore aux vivants un souvenir de leur folie, pour que leur égarement ne passe pas inaperçu. Sg 10, 8 : Rak o vezañ diroudet diwar hent ar Furnez, n’eo ket hepken gouzañv poan o deus graet an dud-se gant koll anaoudegezh ar mad, met lezet o deus c’hoazh d’ar re vev un testeni eus o follentez evit na c’hellfe ket chom kuzh e petra o devoa manket.
Quant à ceux qui servent la Sagesse, elle les délivre de leurs épreuves. Sg 10, 9 : Hogen ar Furnez he deus dieubet eus o foanioù he fideled :
Elle guida elle-même sur des sentiers droits un homme juste qui fuyait la colère de son frère : elle lui fit voir en songe le royaume de Dieu et lui donna la connaissance de réalités saintes ; elle récompensa ses efforts et multiplia le fruit de ses labeurs ; Sg 10, 10 : Hi a vlenias war hentoù eeun an den just pa dec’he dirak kounnar e vreur. Dezhañ e tiskouezas rouantelezh Doue, en ur reiñ dezhañ anaoudegezh eus an traoù santel ; e binvidikaat a reas en e labourioù hag e lakaas e strivoù da zougen frouezh ;
elle l’assista contre la cupidité de ceux qui l’exploitaient, et le rendit riche. Sg 10, 11 : e skoazellañ a reas a-enep gwallc’hoantegezh e waskerien, pourchas a reas dezhañ madoù bras.
La Sagesse l’a protégé de ses ennemis et l’a préservé de tous les pièges, elle lui a donné la victoire dans un combat redoutable ; elle lui a fait comprendre ainsi que la piété est plus puissante que tout. Sg 10, 12 : E ziwall a reas ouzh e enebourien, e zifenn a reas a-enep ar re a stegne pechoù dezhañ. Reiñ a reas dezhañ an trec’h en ur stourmad kalet, evit ma teskfe ez eo an deoliezh galloudekoc’h eget tra.
Quand le juste eut été vendu, la Sagesse ne l’a pas abandonné : mais elle l’a arraché au péché, Sg 10, 13 : Hi ne zilezas ket an den just bet gwerzhet, met e ziwall a reas diouzh ar pec’hed ;
elle est descendue avec lui au fond de sa prison, dans les chaînes elle ne l’a pas quitté, jusqu’au jour où elle lui donna le sceptre royal et le pouvoir sur ceux qui l’avaient opprimé. Elle a convaincu de mensonge ses accusateurs et lui a donné une gloire éternelle. Sg 10, 14 : diskenn a reas gantañ en e brizon, ne zilezas ket anezhañ e-unan-penn en e chadennoù, betek degas dezhañ bazh ar roueelezh hag ar vestroniezh war e vac’homerien, betek diskouez gaouiat ar re o devoa divrudet anezhañ, betek reiñ dezhañ klod peurbadel.
La Sagesse a délivré d’une nation d’oppresseurs le peuple saint, la race irréprochable. Sg 10, 15 : Hi eo a zieubas eus ur vroad waskerien ar bobl santel, ar ouenn didamall.
Elle entra dans l’âme d’un serviteur du Seigneur et, par des prodiges et des signes, s’est opposée à des rois redoutables. Sg 10, 16 : Antren a reas e ene ur servijer eus an Aotrou, ha gant burzhudoù ha sinoù, e talc’has penn ouzh rouaned spouronus.
La Sagesse a récompensé les saints de leurs peines, les a conduits sur un chemin de merveilles. Le jour, elle fut pour eux un abri, et la nuit, une clarté d’étoiles. Sg 10, 17 : D’ar re santel e rentas gopr o labourioù ; o bleinañ a reas dre an hent burzhudus o vezañ evito ur goudor e-pad an deiz hag evel ur sklaerder eus ar stered e-pad an noz.
Elle leur fit traverser la mer Rouge et franchir les eaux profondes. Sg 10, 18 : O lakaat a reas da dreizhañ ar Mor Ruz, o bleinañ a reas a-dreuz d’an dourioù bras,
Elle noya leurs ennemis, et les vomit du fond de l’abîme. Sg 10, 19 : e-keit ma veuze ar mor o enebourien ha ma tistaole anezho eus donder an islonk.
Alors les justes ont dépouillé les impies : ils ont clamé, Seigneur, ton saint nom, et chanté, d’un seul cœur, ta main qui les défend. Sg 10, 20 : Evel-se ar re reizh a zibourc’has ar re fallakr : Lidañ a rejont, Aotrou, da anv santel hag a-unvouezh e kanjont da zorn gwarezus ;
La Sagesse a ouvert la bouche des muets et délié la langue des tout-petits. Sg 10, 21 : rak ar Furnez a zigoras o genoù d’ar vuded, hag a zistagellas a zeod d’ar vugaligoù.
