Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Furnez » Pennad 14

Levr ar Furnez - Pennad 14

Levr : Levr ar Furnez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Pennad 14



Cet autre, sur le point d’appareiller pour traverser les flots sauvages, invoque un morceau de bois, plus pourri que le bateau qui l’emporte ! Sg 14, 1 : Ha sed un all a zo war-nes mont war vor hag a venn treuzañ an houl ferv : Aspediñ a ra un tamm-koad breskoc’h c’hoazh eget al lestr a zoug anezhañ ;

Or ce bateau a été conçu par désir de profit, et la sagesse de l’artisan l’a construit. Sg 14, 2 : rak al lestr-se, eo c’hoant ar gounid en deus e ijinet, eo furnez ar micherour he deus e savet ;

Mais c’est ta providence, ô Père, qui tient la barre, car tu as ouvert un chemin dans la mer, un sentier sûr au milieu des flots. Sg 14, 3 : met da rakwelerez, o Tad, eo an hini a vlegn anezhañ, Te hag ac’h eus digoret un hent er mor zoken, ha war an tonnoù ur wenodenn asur,

Tu as montré par là que tu peux sauver de tout danger, même si l’on embarque sans être du métier. Sg 14, 4 : en ur ziskouez gant se e c’hellez diwall diouzh pep riskl an neb a ya war vor, zoken hep skiant-prenet.

Tu veux que les œuvres de ta Sagesse ne restent pas stériles ; c’est pourquoi des hommes osent confier leur vie à un peu de bois, et, traversant la mer houleuse sur un radeau, ils restent sains et saufs. Sg 14, 5 : Ne fell ket dit e chomfe displetus oberoù da furnez, ha setu perak e fiz an dud o buhez zoken en un tamm-koad dister, ha goude treizhañ an houl war ur vag vresk e c’hellont douarañ salv ha disgwall.

Ainsi, aux origines, quand périssaient des géants orgueilleux, l’espoir du monde, se réfugiant sur un radeau, préserva une semence pour de nouvelles générations, car c’est ta main qui tenait la barre. Sg 14, 6 : Hag evit gwir, en amzerioù kent, e-pad ma kases da get ar ramzed lorc’hus, en em repuas war ur vag esperañs an hollved ; hag hi, leviet gant da zorn, a lezas d’ar bed hadenn ur ouenn nevez.

Béni est le bois par lequel advient la justice ! Sg 14, 7 : Rak benniget eo ar c’hoad eo drezañ e c’hoarvez ar reizhder ;

Mais l’idole, elle, est maudite, avec celui qui l’a fabriquée, celui-ci pour en avoir été l’artisan, et cet objet corruptible, pour avoir reçu le nom de dieu. Sg 14, 8 : milliget avat an idolenn, labour daouarn an den, hi hag hec’h oberour, hemañ evit bezañ graet anezhi, hag hi, breinadus evel ma-z eo, dre ma vez anvet Doue.

Car Dieu déteste autant l’impie que son impiété, Sg 14, 9 : Un hevelep kasoni en deus Doue ouzh an den direizh evel ouzh e zireizhder :

et l’œuvre sera châtiée avec son auteur. Sg 14, 10 : Oberenn hag oberour a vo kastizet en hevelep doare.

C’est pourquoi, contre les idoles des nations, il y aura aussi une intervention divine, car elles sont devenues, parmi les créatures de Dieu, une abomination, un scandale pour les âmes des hommes, un piège sous les pas des insensés. Sg 14, 11 : Setu perak e vo skoet ar varnedigezh ouzh idolennoù ar Broadoù, o vezañ ma-z int deuet da vezañ e krouadelezh Doue, un euzhusted, un drouk-skoilh evit eneoù an dud, ur pech evit treid an dud diseblant.

L’idée de faire des idoles, c’est le commencement de la prostitution ; leur invention a corrompu la vie. Sg 14, 12 : Ar soñj d’ober idolennoù a zo bet penn-orin ar c’hadaliezh, o dizoloadenn he deus breinet ar vuhez.

Il n’y avait pas d’idoles au commencement, et il n’y en aura pas toujours. Sg 14, 13 : Ne oa ket anezho er penn kentañ, ha ne badint ket da viken.

C’est par la vaine imagination des hommes qu’elles sont entrées dans le monde ; aussi une fin rapide leur est-elle réservée. Sg 14, 14 : Emlorc’h an dud eo an hini en deus roet dezho dor-digor er bed ; ha kenkoulz all eo un diwezh trumm a zo merket dezho.

Un père, affligé par un deuil prématuré, a fait le portrait de son enfant trop vite enlevé ; cet être humain qui n’est plus qu’un cadavre, il l’honore maintenant comme un dieu, et il a transmis aux siens les rites d’un culte secret ; Sg 14, 15 : Un tad mantret gant ur c’hañv araok koulz en deus lakaet d’ober skeudenn e vugel skrapet re abred ; hag an hini na oa dec’h c’hoazh nemet un den marv, e enoriñ a ra bremañ evel un Doue. Diazezañ evit tud e di lidoù-kuzh ha misterioù :

puis, avec le temps, cet usage impie s’est fortifié : il a pris force de loi. De même, sur l’ordre des souverains, on rendait un culte à leurs statues : Sg 14, 16 : Gant an amzer e kreñva ar c’hustum disakr-se, ha miret e vez evel ul lezenn.

les gens qui habitaient trop loin pour venir les voir en personne et les honorer firent réaliser chez eux leur effigie : on fabriqua une image bien visible du roi vénéré, pour faire une cour empressée à l’absent comme s’il était présent. Sg 14, 17 : Pe c’hoazh eo dre urzh ar briñsed ma voe azeulet ar skeudennoù skultet : An dud ha n’hellent ket enoriñ o friñsed war-eeun dre ma oant o chom re bell anezho, a lakaas d’ober o skeudenn evit kaout ur poltred gwelus eus ar roue a gehelent, en doare ma c’hellfent diskouez o doujañs gredus d’an ezveziad, evel pa vije bezant.

Le culte s’étendit même à ceux qui ne connaissaient pas le souverain, grâce à l’ambition de l’artiste ; Sg 14, 18 : Zoken e-touez ar re n’anavezent ket ar roue e labouras lorc’hentez an arzour da astenn ur seurt kehelerezh :

celui-ci, désireux sans doute de plaire à son maître, mit tout son art à le représenter plus beau que nature. Sg 14, 19 : Rak hemañ o c’hoantaat moarvat plijout d’ar mestr-rener a strivas en e arz d’ober ar skeudenn kenedusoc’h eget ar wirionez ;

Alors la foule fut séduite par le charme de l’œuvre, et celui qui était jusque-là honoré comme un homme fut bientôt objet d’adoration. Sg 14, 20 : hag an engroez, hoalet gant kaerder an oberenn, a sellas evel un Doue, an hini a veze kehelet, ne oa ket pell c’hoazh, evel un den.

Ce fut un piège mortel, lorsque des hommes, devenus esclaves du malheur ou du pouvoir, attribuèrent à la pierre et au bois le Nom incommunicable. Sg 14, 21 : Ur pech e voe kement-se evit ar re vev ma teuas an dud, dindan levezon ar gwalleur pe galloud ar briñsed, da reiñ d’ur maen pe da dammoù prenn an Anv n’hall ket bezañ lodennet.

De plus, il ne leur suffit pas d’errer au sujet de la connaissance de Dieu, mais, alors que leur vie est pleine de conflits dus à l’ignorance, ils donnent le nom de « paix » à ces fléaux si grands : Sg 14, 22 : Hep dale ne voe ket a-walc’h dezho diheñchañ e anaoudegezh Doue : Daoust d’ar stourm garv ma voent splujet ennañ gant o diouiziegezh, setu-int o reiñ an anv a beoc’h da zrougoù ken bras !

meurtres rituels d’enfants, célébrations de mystères occultes, délires et cortèges au cérémonial extravagant ; Sg 14, 23 : Gant o sakrifisoù lazh-bugale, o misterioù kuzh, o mezvadegoù feuls hag o lidoù iskis

ainsi, ils ne respectent plus la pureté ni de la vie ni du mariage, mais ils conspirent pour s’entretuer et s’infligent les tourments de l’adultère. Sg 14, 24 : ne virent ken purentez ebet nag en o buhez, nag er briedelezh ; an eil a lazh egile dre dreitouriezh pe a zismegañs anezhañ gant an avoultriezh.

Tout est mêlé : sang et meurtre, vol et fraude, corruption, déloyauté, sédition, parjure, Sg 14, 25 : Dre holl, mesk-ha-mesk, gwad, muntrerezh, laeroñsi, trubardiezh, lorberezh, dislealded, dispac’h, fals-le,

confusion des valeurs, oubli des bienfaits, souillure morale, perversion sexuelle, désordre dans le mariage, adultère et débauche. Sg 14, 26 : strafuilh ar re vat, ankounac’h ar madoberoù, saotridigezh an eneoù, dirollerezh enep-natur, dizurzhioù en dimezi, avoultriezh, dizurzh.

Oui, le culte des idoles sans nom est le commencement, la cause et le comble de tout mal. Sg 14, 27 : Rak azeulerezh an idoloù goullo a zo penn-kentañ, penn-abeg ha diwezh pep gwall.

Ceux qui participent à ces réjouissances délirent ou profèrent de faux oracles, vivent dans l’injustice ou se parjurent aussitôt : Sg 14, 28 : Pe en em ziduiñ a reont betek diskiantiñ, pe e tistagont diouganoù faos, pe e vevont en direizhder, pe e torront diwar skañv o leoù-touet :

quand on se fie à des idoles inanimées, on peut jurer à tort et à travers, sans redouter aucun préjudice. Sg 14, 29 : O vezañ ma lakaont o fiziañs en idolennoù divuhez, ne c’hortozont kastiz ebet evit o faosoni.

Mais c’est à double titre que la justice les poursuivra : parce qu’ils se sont mépris sur Dieu, en s’attachant aux idoles, et que, dans leur perfidie, ils ont fait de faux serments par mépris de la sainteté. Sg 14, 30 : Ar setañsoù reizh koulskoude a skoio ganto evit an torfed doubl-mañ : O ’n em stagañ ouzh an idolennoù n’o deus ket bet ur menoz reizh eus Doue, hag o tismegañsiñ ar pezh a zo santel o deus touet gant dislealded a-enep ar wirionez.

Ce qui sanctionne la faute des coupables, ce n’est pas la puissance de ce que l’on prend à témoin mais la justice réservée aux pécheurs. Sg 14, 31 : Rak n’eo ket dre c’halloud an idolennoù e c’helle bezañ touet, hogen ar c’hastiz dleet d’ar bec’herien a sko bepred ouzh torfedoù an dud fallakr.