Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Furnez » Pennad 7

Levr ar Furnez - Pennad 7

Levr : Levr ar Furnez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Pennad 7



Moi aussi, je suis un mortel, pareil à tous, descendant du premier homme façonné à partir de la terre ; au ventre d’une mère, j’ai été sculpté dans la chair, Sg 7, 1 : Ned on me ivez, nemet un den marvel, heñvel ouzh an holl reoù all, o tiskenn eus an hini kentañ bet stummet war an douar. e askre va mamm on bet furmet e kig

jusqu’au dixième mois, j’ai pris consistance dans le sang, à partir de la semence virile et du plaisir, compagnon du sommeil. Sg 7, 2 : o kaletaat en he gwad e-pad dek mizvezh diwar sper ur gwaz hag ar blijadur kumpagnun ar c’housked.

Moi aussi, en naissant, j’ai aspiré l’air commun, je suis tombé sur la même terre où tous ont à souffrir ; et mon premier cri, comme pour tous, ce fut des pleurs. Sg 7, 3 : Me ivez bet ganet, em eus alanet an aer kumun ; kouezhet on war an douar hor resev holl en hevelep doare, hag evel gant an holl e voe ur gouelvan va c’hriadenn gentañ.

J’ai été élevé dans les langes, avec sollicitude. Sg 7, 4 : Desavet on bet el lienennoù gant aked bras.

En fait, aucun roi n’a connu d’autre début dans l’existence : Sg 7, 5 : Ha n’eus roue ebet en divije bet un deroù disheñvel ;

pour tout être humain, il n’y a qu’une façon d’entrer dans la vie, et une seule d’en sortir. Sg 7, 6 : n’eus, evit an holl nemet un hevelep doare da antren er vuhez. Hag un hevelep doare da vont er-maez diouti.

Aussi j’ai prié, et le discernement m’a été donné. J’ai supplié, et l’esprit de la Sagesse est venu en moi. Sg 7, 7 : Setu perak em eus pedet, ha poellegezh a zo bet roet din, azgoulennet em eus, ha deuet eo din ar spered a Furnez.

Je l’ai préférée aux trônes et aux sceptres ; à côté d’elle, j’ai tenu pour rien la richesse ; Sg 7, 8 : Prizet em eus anezhi muioc’h eget ar bizhier-Roue hag an tronioù, ha kontet em eus ar binvidigezh evel netra en he c’heñver.

je ne l’ai pas comparée à la pierre la plus précieuse ; tout l’or du monde auprès d’elle n’est qu’un peu de sable, et, en face d’elle, l’argent sera regardé comme de la boue. Sg 7, 9 : N’em eus ket he lakaet e skoaz gant ar maen priziusañ, rak holl aour ar bed, en he feur, ned eo nemet traezh, hag an arc’hant, en he c’hichen, ne dalv nemet fank.

Plus que la santé et la beauté, je l’ai aimée ; je l’ai choisie de préférence à la lumière, parce que sa clarté ne s’éteint pas. Sg 7, 10 : He c’haret em eus muioc’h eget yec’hed ha kened, muioc’h eget ar sklêrijenn em eus prizet anezhi, o vezañ nan eus en he sked digresk ebet.

Tous les biens me sont venus avec elle et, par ses mains, une richesse incalculable. Sg 7, 11 : Ganti avat ez eo deuet din an holl vadoù, ha dre he daouarn, pinvidigezhioù diniver.

Je me suis réjoui de tous ces biens, les sachant gouvernés par la Sagesse ; j’ignorais pourtant qu’elle en était aussi la mère. Sg 7, 12 : Ha gant an holl vadoù-se on bet laouenaet, peogwir eo ar Furnez a zegase anezho. N’ouien ket koulskoude e oa hi o mammenn.

Ce que j’ai appris sans calcul, je le partage sans réserve, je ne veux rien dissimuler de ses richesses : Sg 7, 13 : Ha peogwir n’eo ket dre flodañ em eus desket anezhi e lodennan ivez anezhi d’ar re all hep gwarizi : Ne fell ket din derc’hel kuzh he finvidigezh ;

la Sagesse est pour les hommes un trésor inépuisable, ceux qui l’acquièrent gagnent l’amitié de Dieu, car les bienfaits de l’éducation les recommandent auprès de lui. Sg 7, 14 : rak un teñzor diheskus ez eo evit an dud : Ar re a berc’henn anezhi a c’hounez mignoniezh Doue, erbedet ma-z int dirazañ gant donezonoù ar gelennadurezh.

Que Dieu m’accorde de parler comme je comprends, et de concevoir une pensée à la mesure de ses dons, puisque lui-même guide la Sagesse et dirige les sages ; Sg 7, 15 : Doue a roio din komz diwar he fenn hervez e c’hrad ha kaout soñjoù dellezek eus an donezonoù am eus resevet, peogwir eo Eñ e-unan a zo bleiner ar Furnez ha rener ar re Fur ;

car nous sommes dans sa main : nous-mêmes, nos paroles, toute notre intelligence et notre savoir-faire. Sg 7, 16 : en e zorn emaomp, ni hag hol lavaroù, hon holl boellegezh, hag hon holl ampartiz.

C’est lui qui m’a donné une connaissance exacte du réel, pour que je comprenne la structure de l’univers et l’activité des éléments, Sg 7, 17 : Eñ en deus roet din anaoudegezh difazi eus an traoù, skiant kenaozadur ar bed ha perzhioù an elfennoù,

le commencement, la fin et le milieu des temps, l’alternance des solstices et le changement des saisons, Sg 7, 18 : penn-kentañ, diwezh ha kreiz an amzerioù, pebeiladur goursavioù an heol ha kemmadur mareoù ar bloaz,

le cycle des années et la position des astres, Sg 7, 19 : dibunadur ar bloavezh ha lec’hiadur ar stered,

la nature des animaux et l’instinct des bêtes sauvages, l’impulsion des esprits et les raisonnements de l’homme, la variété des plantes et les vertus des racines. Sg 7, 20 : skiant-natur an anevaled hag ijin al loened gouez, galloud ar speredoù, ha soñjezonoù an dud, seurtoù disheñvel ar plant ha vertuzioù ar gwriziennoù :

Toute la réalité, cachée ou apparente, je l’ai connue, car la Sagesse, artisan de l’univers, m’a instruit. Sg 7, 21 : Kement a zo kuzh ha kement a zo gwelus am eus desket ; rak oberourez an holl draoù, ar Furnez, eo an hini he deus va c’henteliet.

Il y a dans la Sagesse un esprit intelligent et saint, unique et multiple, subtil et rapide ; perçant, net, clair et intact ; ami du bien, vif, Sg 7, 22 : Ar spered ’zo enni a zo evit gwir ur spered a skiantegezh, santel, unel, ha lies, soutil, eskuit, lemm, disaotr, sklaer, distrafuilh, karour ar mad, treantus,

irrésistible, bienfaisant, ami des hommes ; ferme, sûr et paisible, tout-puissant et observant tout, pénétrant tous les esprits, même les plus intelligents, les plus purs, les plus subtils. Sg 7, 23 : diharzus, madoberus, mignon an dud, digemm, start, dinec’h, peurc’halloudus, holl-evezhier, trebarzher an holl speredoù, ar re skiantek, ar re bur, ar re skañvañ.

La Sagesse, en effet, se meut d’un mouvement qui surpasse tous les autres ; elle traverse et pénètre toute chose à cause de sa pureté. Sg 7, 24 : Rak dilu eo ar Furnez muioc’h eget pep fiñverezh ; treantañ ha trebarzhañ a ra pep tra en abeg d’he glanded.

Car elle est la respiration de la puissance de Dieu, l’émanation toute pure de la gloire du Souverain de l’univers ; aussi rien de souillé ne peut l’atteindre. Sg 7, 25 : Hi a zo ur c’hwezhadenn eus galloud Doue, un deveradur glan-meurbet eus klod an Hollc’halloudeg ; ha gant-se ne c’hell netra saotret en em silañ enni.

Elle est le rayonnement de la lumière éternelle, le miroir sans tache de l’activité de Dieu, l’image de sa bonté. Sg 7, 26 : Rak un dassked eus ar sklêrijenn beurbadel ez eo, ur melezour didarzh eus obererezh Doue, ur skeudenn eus e vadelezh.

Comme elle est unique, elle peut tout ; et sans sortir d’elle-même, elle renouvelle l’univers. D’âge en âge, elle se transmet à des âmes saintes, pour en faire des prophètes et des amis de Dieu. Sg 7, 27 : Eviti da vezañ hec’h-unan-penn, e c’hell pep tra, hag en ur chom enni hec’h-unan, ez adnevesa pep tra. O tremen a oadvezh da oadvezh en eneoù santel, e ra ganto mignoned da Zoue ha profeded ;

Car Dieu n’aime que celui qui vit avec la Sagesse. Sg 7, 28 : rak Doue ne gar nemet an neb a vev gant ar Furnez,

Elle est plus belle que le soleil, elle surpasse toutes les constellations ; si on la compare à la lumière du jour, on la trouve bien supérieure, Sg 7, 29 : hi hag a zo kaeroc’h eget an heol, splannoc’h eget ar strolladoù-stered. Keñveriet gant ar sklêrijenn ez a an trec’h ganti :

car le jour s’efface devant la nuit, mais contre la Sagesse le mal ne peut rien. Sg 7, 30 : Rak honnezh a lez he lec’h d’an noz, e-keit ne dap ket un droug a-enep ar Furnez.