Diskuliadur Sant Yann - Pennad 18
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22
Pennad 18
Après cela, j’ai vu descendre du ciel un autre ange, ayant un grand pouvoir, et la terre fut illuminée de sa gloire. Ap 18, 1 : Goude-se e welis un Ael all o tiskenn eus an Neñv, dezhañ ur galloud bras, hag an douar a voe sklerijennet gant e splannder.
Il s’écria d’une voix puissante : « Elle est tombée, elle est tombée, Babylone la Grande ! La voilà devenue tanière de démons, repaire de tous les esprits impurs, repaire de tous les oiseaux impurs, repaire de toutes les bêtes impures et répugnantes ! Ap 18, 2 : Hag e krias gant ur vouezh kreñv en ur lavarout : « Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon, ar Gêr Veur ; ha deuet eo da vezañ ur chomadur d’an Diaouled, ur repu evit an holl speredoù hudur, hag ur repu evit an holl evned hudur hag euzhus ;
Car toutes les nations ont bu du vin de sa fureur, de sa prostitution ; les rois de la terre se sont prostitués avec elle, et les marchands de la terre se sont enrichis de son luxe insolent. » Ap 18, 3 : Rak eus gwin feuls he riboderezh o deus evet an holl vroadoù, ha rouaned an douar a zo en em saotret ganti, ha marc’hadourien an douar o deus tennet eus he fompadoù diroll, pinvidigezh ».
Et j’entendis une autre voix venant du ciel qui disait : « Sortez de la ville, vous mon peuple, pour ne pas prendre part à ses péchés et ne rien subir des fléaux qui l’affligent. Ap 18, 4 : Hag e klevis ur vouezh all eus an Neñv a lavare : « O va fobl, kit er-maez anezhi, gant aon na vefec’h kablus ganti eus he fec’hedoù ha n’ho pefe da c’houzañv eus he gwalennoù.
Car ses péchés se sont amoncelés jusqu’au ciel, et, de ses injustices, Dieu s’est souvenu. Ap 18, 5 : Rak he fec’hedoù a zo ur bern o sevel betek an Neñv, ha Doue en deus bet koun eus he direizhderioù.
Traitez-la comme elle vous a traités, rendez-lui au double selon ses actes ; dans la coupe qu’elle a préparée, préparez-lui le double. Ap 18, 6 : Paeit dezhi hervez m’he deus paeet d’ar re all ! Roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet ! Er c’hop m’he deus mesket he gwin, meskit dezhi daou gement all !
À la mesure de la gloire et du luxe qu’elle a étalés, donnez-lui torture et deuil. Car elle dit dans son cœur : “Je trône, je suis reine, je ne suis pas veuve, je ne verrai jamais le deuil.” Ap 18, 7 : Kement hag he deus en em roet d’ar fouge ha d’ar pompadoù, kement-all roit dezhi a voureviadur hag a c’hañv dre ma lavar en he c’halon : ''Tronañ a ran azezet da rouanez, hag intañvez n’on ket, ha kañv ebet ne welin’',
C’est pourquoi des fléaux, en un seul jour, viendront sur elle : mort, deuil, famine, et elle sera brûlée au feu, car il est fort, le Seigneur Dieu qui l’a jugée. » Ap 18, 8 : dre-se, en un devezh hepken, e teuio warni gwalennoù : bosenn, ha kañv, ha naonegezh ; ha gant an tan e vo kuzumet rak galloudus eo an Aotrou Doue en deus he c’hondaonet ».
Alors, ils pleureront et se lamenteront sur elle, les rois de la terre qui se sont prostitués avec elle et qui ont partagé son luxe, quand ils verront la fumée de son incendie. Ap 18, 9 : Gouelañ a raio warni rouaned an douar, hag a oa kumpagnuned he riboderezh hag he fompadoù, pa welint ar moged eus an tan-gwall kroget enni.
Ils se tiendront à distance par peur de ses tortures, et ils diront : « Malheur ! Malheur ! la grande ville, Babylone, ville puissante : en une heure, ton jugement est arrivé ! » Ap 18, 10 : Hag en ur chom pell diouti gant aon rak he boureviadur, e lavarint : « Gwa ! Gwa ! Kêr vras, Babilon, kêr c’halloudus, rak en un eurvezh eo deuet warnout da varnedigezh ! »
Et les marchands de la terre pleurent et prennent le deuil à cause d’elle, puisque personne n’achète plus leur cargaison : Ap 18, 11 : Ha marc’hadourien an douar a leñv hag a hirvoud warni, rak o c’hargadoù a varc’hadourezhioù, n’eus den ebet ken evit o frenañ,
cargaison d’or, d’argent, de pierres précieuses et de perles, de lin fin, de pourpre, de soie et d’écarlate ; toutes sortes de bois odorants, d’objets en ivoire, en bois très précieux, en bronze, en fer et en marbre ; Ap 18, 12 : kargadoù aour, arc’hant, mein prizius, perlez ; gwiad lin, danvez moug, seiz, skarleg ; a bep seurt labourioù koad tuia, pezhioù en olifant, ardigelloù e koad prizius, en arem, en houarn, e marmor ;
cannelle, épices, parfums, baume et encens, vin, huile, fleur de farine et blé, bestiaux et moutons, chevaux et chariots, esclaves et marchandise humaine. Ap 18, 13 : kanell, amom, frondoù, mir, ezañs, gwin hag eoul, bleud hag ed, chatal ha deñved, kezeg ha kirri, sklaved ha marc’hadourezh-tud.
« Les fruits mûrs de tes convoitises sont partis loin de toi, tout ce qui était brillance et splendeur est perdu pour toi, et cela plus jamais ne se retrouvera. » Ap 18, 14 : Ar frouezh a roe plijadur d’az ene, a zo pellaet diouzhit ; ha kement ennout a oa flour ha splann a zo kollet evidout, ha biken ken ne vint kavet en-dro !
Les marchands qu’elle avait ainsi enrichis se tiendront à distance par peur de ses tortures, dans les pleurs et le deuil. Ap 18, 15 : Marc’hadourien an danvezioù-se, bet pinvidikaet ganti, a chomo pell diouti gant aon rak he boureviadur, en ur ouelañ hag en ur leñvañ,
Ils diront : « Malheur ! Malheur ! La grande ville, vêtue de lin fin, de pourpre et d’écarlate, toute parée d’or, de pierres précieuses et de perles, Ap 18, 16 : hag e lavarint : « Gwa ! Gwa ! Kêr Vras, a oa gwisket gant lin, ha moug, ha skarleg, a oa kinklet gant aour, ha mein prizius ha perlez,
car, en une heure, tant de richesses furent dévastées ! » Tous les capitaines de navires et ceux qui font le cabotage, les marins et tous les travailleurs de la mer se tenaient à distance, Ap 18, 17 : rak en un eurvezh eo bet drastet kement-all a binvidigezh ! ». Ha pep loman, ha pep ribler-aod ha merdead ha den o vevañ war ar mor a chome pell diouti,
et ils criaient en voyant la fumée de son incendie. Ils disaient : « Quelle ville fut comparable à la grande ville ? » Ap 18, 18 : hag e youc’hent en ur sellout ouzh moged an tan-gwall he deve, en ur lavarout : « Pehini a oa heñvel ouzh ar Gêr Veur ? ».
Et jetant de la poussière sur leur tête, ils criaient dans les pleurs et le deuil. Ils disaient : « Malheur ! Malheur ! La grande ville, dont l’opulence enrichissait tous ceux qui avaient des bateaux sur la mer : en une heure, elle a été dévastée ! » Ap 18, 19 : Hag o teurel poultr war o fenn, e krient a greiz gouelañ ha leñvañ : « Gwa ! Gwa ! Kêr Vras, a oa bet pinvidikaet enni diwar he madoù bras, ar re holl o deus listri war ar mor, rak en un eurvezh eo bet gwastet ! ».
Ciel, sois dans la joie à cause d’elle, ainsi que vous, les saints, les apôtres et les prophètes, car Dieu, en la jugeant, vous a rendu justice. Ap 18, 20 : Bez laouen abalamour dezhi, te, o Neñv, ha c’hwi, ar sent, an ebestel, an diouganerien, dre m’en deus Doue barnet ho kaoz dre ho tisrannañ diouti.
Alors un ange plein de force prit une pierre pareille à une grande meule, et la précipita dans la mer, en disant : « Ainsi, d’un coup, sera précipitée Babylone, la grande ville, on ne la retrouvera jamais plus. Ap 18, 21 : Un Ael galloudus a gemeras neuze ur maen, evel ur maen-milin bras, hag a daolas anezhañ er mor en ur lavarout : « Evel-se, a-benn-herr e vezo taolet d’an traoñ Babilon, ar Gêr Vras, ha ne vo ket kavet ken ».
La voix des joueurs de cithares et des musiciens, des joueurs de flûte et de trompette, chez toi ne s’entendra jamais plus. Aucun artisan d’aucun métier chez toi ne se trouvera jamais plus, et la voix de la meule chez toi ne s’entendra jamais plus. Ap 18, 22 : Kan an delennerien, ar sonerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vo ket klevet ennout ken ; nag an holl vicherourien a bep seurt micher ne vezint ket kavet ennout ken ; na trouz ar maen-milin ne vo ket klevet ennout ken ;
La lumière de la lampe chez toi ne brillera jamais plus. La voix du jeune époux et de son épouse chez toi ne s’entendra jamais plus. Pourtant, tes marchands étaient les magnats de la terre, et tes sortilèges égaraient toutes les nations ! Ap 18, 23 : na sklerijenn al lamp ne skedo ket ennout ken, na mouezh ar gwaz nevez hag ar plac’h nevez ne vezint ket klevet ennout ken. Rak da varc’hadourien a oa pennadurezhioù an douar, ha gant da strobinelloù eo bet lorbet an holl vroadoù ;
Mais c’est chez toi qu’on a trouvé le sang des prophètes et des saints, et de tous ceux qui furent immolés sur la terre. » Ap 18, 24 : hag ennout eo bet kavet gwad ar Brofeded hag ar Sent, gwad ar re holl a zo bet drouklazhet war an douar.
