Diskuliadur Sant Yann - Pennad 5
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22
Pennad 5
J’ai vu, dans la main droite de celui qui siège sur le Trône, un livre en forme de rouleau, écrit au-dedans et à l’extérieur, scellé de sept sceaux. Ap 5, 1 : Neuze e welis e dorn dehou an hini azezet war an tron, ul levr rollet, skrivet en diabarzh hag en diavaez, ha siellet gant seizh siell.
Puis j’ai vu un ange plein de force, qui proclamait d’une voix puissante : « Qui donc est digne d’ouvrir le Livre et d’en briser les sceaux ? » Ap 5, 2 : Hag e welis un ael galloudus o youc’hal a-bouez-penn : « Piv a zo dellezek da zigeriñ al levr ha da derriñ e sielloù ? »
Mais personne, au ciel, sur terre ou sous la terre, ne pouvait ouvrir le Livre et regarder. Ap 5, 3 : Met hini ebet ne c’helle nag en neñv, na war an douar, na dindan an douar, digeriñ al levr na sellout outañ.
Je pleurais beaucoup, parce que personne n’avait été trouvé digne d’ouvrir le Livre et de regarder. Ap 5, 4 : Ha kalz e ouelen o vezañ na oa bet kavet hini ebet dellezek da zigeriñ al levr ha da sellout outañ.
Mais l’un des Anciens me dit : « Ne pleure pas. Voilà qu’il a remporté la victoire, le lion de la tribu de Juda, le rejeton de David : il ouvrira le Livre aux sept sceaux. » Ap 5, 5 : Hag unan eus ar Gozhidi a lavaras din : « Na ouel ket ; setu m’en deus trec’het al Leon eus meuriad Youda, ar greskenn eus David, da zigeriñ al levr hag ar seizh siell anezhañ ».
Et j’ai vu, entre le Trône, les quatre Vivants et les Anciens, un Agneau debout, comme égorgé ; ses cornes étaient au nombre de sept, ainsi que ses yeux, qui sont les sept esprits de Dieu envoyés sur toute la terre. Ap 5, 6 : Neuze e welis e-kreiz an tron hag ar pevar Loen, hag e-kreiz ar Gozhidi, un Oan en e sav, evel lazhet, a zo dezhañ seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.
Il s’avança et prit le Livre dans la main droite de celui qui siégeait sur le Trône. Ap 5, 7 : Hag eñ da zont ha da resev al levr eus dorn dehou an Hini azezet war an tron.
Quand l’Agneau eut pris le Livre, les quatre Vivants et les vingt-quatre Anciens se jetèrent à ses pieds. Ils tenaient chacun une cithare et des coupes d’or pleines de parfums qui sont les prières des saints. Ap 5, 8 : Ha p’en devoe resevet al levr, e stouas ar pevar Loen hag ar pevar C’hozhiad warn-ugent dirak an Oan, pep hini o terc’hel un delenn ha kopoù aour leun a borfumoù - a zo pedennoù ar Sent.
Ils chantaient ce cantique nouveau : « Tu es digne, de prendre le Livre et d’en ouvrir les sceaux, car tu fus immolé, rachetant pour Dieu, par ton sang, des gens de toute tribu, langue, peuple et nation. Ap 5, 9 : Kanañ a reont ur c’han nevez o lavarout : « Dellezek oc’h, Aotrou, da resev al levr ha da derriñ e sielloù, dre ma-z oc’h bet lazhet ha m’hoc’h eus dasprenet ha gounezet da Zoue gant ho kwad, tud eus pep meuriad ha pep yezh, ha pep pobl ha pep broad,
Pour notre Dieu, tu en as fait un royaume et des prêtres : ils régneront sur la terre. » Ap 5, 10 : dre m’hoc’h eus graet anezho d’hon Doue ur rouantelezh a veleien da vezañ rouaned war an douar ».
Alors j’ai vu : et j’entendis la voix d’une multitude d’anges qui entouraient le Trône, les Vivants et les Anciens ; ils étaient des myriades de myriades, par milliers de milliers. Ap 5, 11 : Hag e welis, hag e klevis mouezh Aelez e-leizh en-dro d’an tron ha d’al Loened ha d’ar Gozhidi ; an niver anezho a oa milmiliadoù ha miliadoù,
Ils disaient d’une voix forte : « Il est digne, l’Agneau immolé, de recevoir puissance et richesse, sagesse et force, honneur, gloire et louange. » Ap 5, 12 : ha youc’hal a raent en ur lavarout : « Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnez, an nerzh, an enor, ar c’hloar, ar veuleudi ! »
Toute créature dans le ciel et sur la terre, sous la terre et sur la mer, et tous les êtres qui s’y trouvent, je les entendis proclamer : « À celui qui siège sur le Trône, et à l’Agneau, la louange et l’honneur, la gloire et la souveraineté pour les siècles des siècles. » Ap 5, 13 : Ha pep krouadur, en Neñv, war an douar ha dindan an douar, evel war ar mor, ha kement tra ’zo enno, a glevis o lavarout : « d’an Hini azezet war an tron ha d’an Oan, ar veuleudi, an enor, ar c’hloar hag ar galloud evit kantvedoù ar c’hantvedoù ».
Et les quatre Vivants disaient : « Amen ! » ; et les Anciens, se jetant devant le Trône, se prosternèrent. Ap 5, 14 : Hag ar pevar Loen a responte « Amen ! ». Hag ar Gozhidi a gouezhas d’an daoulin evit e azeuliñ.
