Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Diskuliadur Sant Yann » Pennad 20

Diskuliadur Sant Yann - Pennad 20

Levr : Diskuliadur Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Pennad 20



Alors j’ai vu un ange qui descendait du ciel ; il tenait à la main la clé de l’abîme et une énorme chaîne. Ap 20, 1 : Hag e welis un Ael o tiskenn eus an Neñv a zalc’he gantañ alc’hwez an Islonk hag ur chadenn vras en e zorn,

Il s’empara du Dragon, le serpent des origines, qui est le Diable, le Satan, et il l’enchaîna pour une durée de mille ans. Ap 20, 2 : ha pakañ a reas an Aerouant, ar Sarpant kozh, --a zo an Diaoul, hag ar Satan-- ; hag e chadennañ a reas evit mil bloavezh.

Il le précipita dans l’abîme, qu’il referma sur lui ; puis il mit les scellés pour que le Dragon n’égare plus les nations, jusqu’à ce que les mille ans arrivent à leur terme. Après cela, il faut qu’il soit relâché pour un peu de temps. Ap 20, 3 : Ha stlepel a reas anezhañ en Islonk, morailhañ ha siellañ warnañ, evit na douellfe mui ar Broadoù, betek fin ar mil bloavezh. Goude-se e tle bezañ dizereet evit ur pennadig.

Puis j’ai vu des trônes : à ceux qui vinrent y siéger fut donné le pouvoir de juger. Et j’ai vu les âmes de ceux qui ont été décapités à cause du témoignage pour Jésus, et à cause de la parole de Dieu, eux qui ne se sont pas prosternés devant la Bête et son image, et qui n’ont pas reçu sa marque sur le front ou sur la main. Ils revinrent à la vie, et ils régnèrent avec le Christ pendant mille ans. Ap 20, 4 : Ha gwelout a ris kadorioù-meur, ha tud o vont da azezañ warno a voe roet dezho galloud da varn, eneoù ar re a oa bet dibennet en abeg da desteni Jezuz ha da gomz Doue, ar re n’o devoa ket azeulet an euzhvil nag e skeudenn, na resevet e verk war o zal hag o dorn ; hag e voe roet buhez dezho, hag e renjont da rouaned gant ar C’hrist e-doug mil bloavezh.

Le reste des morts ne revint pas à la vie tant que les mille ans ne furent pas arrivés à leur terme. Telle est la première résurrection. Ap 20, 5 : Honnezh eo an adsavidigezh kentañ. Ar peurrest eus ar re varv ne voe ket roet buhez dezho betek fin ar mil bloavezh.

Heureux et saints, ceux qui ont part à la première résurrection ! Sur eux, la seconde mort n’a pas de pouvoir : ils seront prêtres de Dieu et du Christ, et régneront avec lui pendant les mille ans. Ap 20, 6 : Evurus ha santel an hini en deus perzh en adsavidigezh kentañ ! War ar re-se n’en deus an eil marv galloud ebet, met int a vo beleien Doue hag ar C’hrist ; ha ren a raint da rouaned gantañ e-pad ar mil bloavezh.

Et quand les mille ans seront arrivés à leur terme, Satan sera relâché de sa prison, Ap 20, 7 : Ha pa vo deuet fin ar mil bloavezh e vezo dichadennet Satan eus e doull-bac’h,

il sortira pour égarer les gens des nations qui sont aux quatre coins de la terre, Gog et Magog, afin de les rassembler pour la guerre ; ils sont aussi nombreux que le sable de la mer. Ap 20, 8 : hag e teuio er-maez da douellañ ar Broadoù a zo e pevar c’horn an douar, Gog ha Magog, evit o strollañ a-benn ar stourmad, ken niverus ha traezh ar mor...

Ils montèrent, couvrant l’étendue de la terre, ils encerclèrent le camp des saints et la Ville bien-aimée, mais un feu descendit du ciel et les dévora. Ap 20, 9 : Ha pignat a rejont da greiz ar vro da gelc’hiañ kamp ar Sent, ar Gêr garet ; met un tan a-berzh Doue a ziskennas eus an Neñv hag o lonkas.

Et le diable qui les égarait fut jeté dans l’étang de feu et de soufre, où sont aussi la Bête et le faux prophète ; ils y seront torturés jour et nuit pour les siècles des siècles. Ap 20, 10 : Hag an Diaoul, o zoueller, a voe stlapet e lenn an tan hag ar soufr, e-lec’h ma oa dija an Euzhvil hag ar falsprofed ; ha boureviet e vezint deiz ha noz, evit kantvedoù ar c’hantvedoù.

Puis j’ai vu un grand trône blanc et celui qui siégeait sur ce trône. Devant sa face, le ciel et la terre s’enfuirent : nulle place pour eux ! Ap 20, 11 : Hag e welis un tron bras gwenn-kann hag an hini azezet warnañ, hag e tec’has kuit a-zirazañ an douar hag an Neñv, ha ne voe ken kavet lec’h ebet dezho.

J’ai vu aussi les morts, les grands et les petits, debout devant le Trône. On ouvrit des livres, puis un autre encore : le livre de la vie. D’après ce qui était écrit dans les livres, les morts furent jugés selon leurs actes. Ap 20, 12 : Hag e welis ar re varv, ar re vras hag ar re vihan, en o sav dirak ar gador-veur ; ha levrioù a voe digoret, hag ul levr all a voe digoret, a zo hini ar Vuhez ; hag e voe barnet ar re varv diouzh ar pezh a oa skrivet el levrioù, pep hini hervez e oberoù.

La mer rendit les morts qu’elle retenait ; la Mort et le séjour des morts rendirent aussi ceux qu’ils retenaient, et ils furent jugés, chacun selon ses actes. Ap 20, 13 : Hag ar mor a roas en-dro ar re varv dalc’het ennañ. An Ankou hag an Hadez a roas en-dro ar re varv dalc’het ganto ; hag e voe barnet pep hini hervez e oberoù.

Puis la Mort et le séjour des morts furent précipités dans l’étang de feu – l’étang de feu, c’est la seconde mort. Ap 20, 14 : Hag an Ankou hag an Hadez a voe stlapet e lenn an tan ; --hennezh eo an eil marv, al lenn-se a dan-- ;

Et si quelqu’un ne se trouvait pas inscrit dans le livre de la vie, il était précipité dans l’étang de feu. Ap 20, 15 : ha kement hini ne voe ket kavet skrivet e anv e Levr ar Vuhez, a voe stlapet e lenn an tan.