Al lizher d’ar Romaned - Pennad 1
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad 1
PAUL, SERVITEUR du Christ Jésus, appelé à être Apôtre, mis à part pour l’Évangile de Dieu, à tous les bien-aimés de Dieu qui sont à Rome. Rm 1, 1 : Paol, servijer ar C’hrist Jezuz, galvet da vezañ abostol, ha dibabet evit embann Aviel Doue,
Cet Évangile, que Dieu avait promis d’avance par ses prophètes dans les saintes Écritures, Rm 1, 2 : ar c’heloù-mat-se en devoa prometet gwechall dre e Brofeded er Skriturioù Sakr.
concerne son Fils qui, selon la chair, est né de la descendance de David Rm 1, 3 : Bez’ emañ diwar-benn e Vab, hemañ bet ganet eus lignez David hervez ar gwad,
et, selon l’Esprit de sainteté, a été établi dans sa puissance de Fils de Dieu par sa résurrection d’entre les morts, lui, Jésus Christ, notre Seigneur. Rm 1, 4 : hag hervez ar spered – ar Spered Santel - ez eo an hini bet diskleriet gant galloud evel Mab Doue, p’eo bet adsavet a-douez ar re varv, da lavarout eo Jezuz Krist hon Aotrou.
Pour que son nom soit reconnu, nous avons reçu par lui grâce et mission d’Apôtre, afin d’amener à l’obéissance de la foi toutes les nations païennes, Rm 1, 5 : Drezañ eo hon eus bet gras ha karg a Abostol, evit prezeg ar sentidigezh ouzh ar feiz e-touez an holl bobloù pagan, evit gloar e anv,
dont vous faites partie, vous aussi que Jésus Christ a appelés. Rm 1, 6 : hag e-touez ar re-se emaoc’h c’hwi ivez, c’hwi hag a zo bet galvet evit bezañ da Jezuz Krist.
À vous qui êtes appelés à être saints, la grâce et la paix de la part de Dieu notre Père et du Seigneur Jésus Christ. Rm 1, 7 : Deoc’h-c’hwi holl a zo e Roma hag a zo karet-kenañ gant Doue, hag a zo galvet gantañ da vezañ e bobl santel, gras ha peoc’h a-berzh Doue hon Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz Krist.
Tout d’abord, je rends grâce à mon Dieu par Jésus Christ pour vous tous, puisque la nouvelle de votre foi se répand dans le monde entier. Rm 1, 8 : Ha da gentañ e rentan bennozh d’am Doue dre Jezuz Krist, diwar ho penn deoc’h-c’hwi holl, dre ma-z eo brudet ho feiz er bed a-bezh.
Car Dieu m’en est témoin, lui à qui je rends un culte spirituel en annonçant l’Évangile de son Fils : je fais sans cesse mémoire de vous, Rm 1, 9 : Rak Doue hag a servijan a greiz va c’halon o prezeg keloù mat e Vab, a zo test din ez eo dalc’hmat e ran memor ac’hanoc’h,
lorsqu’à tout moment, dans mes prières, je demande que, par la volonté de Dieu, l’occasion me soit bientôt donnée de venir enfin chez vous. Rm 1, 10 : en ur c’houlenn bepred digantañ em fedennoù ar c’hras da gaout erfin un degouezh mat, ma vez e youl, da vont betek ennoc’h.
J’ai en effet un très vif désir de vous voir, pour vous communiquer l’un ou l’autre don de l’Esprit, afin que vous en soyez fortifiés, – Rm 1, 11 : Rak c’hoant bras am eus d’ho kwelout, evit reiñ deoc’h un donezon speredel bennak, ma vezot kennerzhet,
je veux dire, afin que nous soyons réconfortés ensemble chez vous, par la foi que nous avons en commun, vous et moi. Rm 1, 12 : pe gentoc’h, ma vin-me frealzet en ho touez dre hor feiz kumun deoc’h-c’hwi ha din-me.
Je ne veux pas vous le laisser ignorer, frères : j’ai bien souvent eu l’intention de venir chez vous, et j’en ai été empêché jusqu’à maintenant ; je pensais obtenir chez vous quelque fruit comme chez les autres nations païennes. Rm 1, 13 : Ne fell ket din ho lezel hep gouzout, breudeur, eo meur a wech em eus mennet mont betek ennoc’h, nemet miret eo bet ouzhin betek-hen, rak fellout a rae din dastum en ho touez ivez ur frouezh bennak evel e-touez ar broadoù all.
J’ai des devoirs envers tous : Grecs et non-Grecs, savants et ignorants ; Rm 1, 14 : Dleet eo din bezañ d’ar C’hresianed koulz ha d’ar Varbared, d’ar re zesket koulz ha d’ar re zizesk.
de là cet élan qui me pousse à vous annoncer l’Évangile à vous aussi qui êtes à Rome. Rm 1, 15 : Ac’hano ar c’hoant bras am eus da brezeg an Aviel deoc’h ivez, tud Roma.
En effet, je n’ai pas honte de l’Évangile, car il est puissance de Dieu pour le salut de quiconque est devenu croyant, le Juif d’abord, et le païen. Rm 1, 16 : Rak n’em eus mezh ebet gant an Aviel : un nerzh Doue ez eo evit silvidigezh an neb a gred, ar Yuzev da gentañ hag ar Gresian ivez.
Dans cet Évangile se révèle la justice donnée par Dieu, celle qui vient de la foi et conduit à la foi, comme il est écrit : Celui qui est juste par la foi, vivra. Rm 1, 17 : Rak en Aviel en em ziskuilh reizhder Doue o tont deomp eus ar feiz evit kreskiñ er feiz, hervez ar pezh a zo skrivet : « An den reizh en devo buhez dre ar feiz ».
Or la colère de Dieu se révèle du haut du ciel contre toute impiété et contre toute injustice des hommes qui, par leur injustice, font obstacle à la vérité. Rm 1, 18 : Rak kounnar Doue en em ziskuilh eus lein an Neñv war bep direlijion ha pep direizhder a-berzh an dud a vez o terc’hel ar wirionez e prizon ar fallentez.
En effet, ce que l’on peut connaître de Dieu est clair pour eux, car Dieu le leur a montré clairement. Rm 1, 19 : Rak ar pezh a c’heller anavezout eus Doue en em ziskler d’o spered ; Doue en deus hen diskouezet dezho.
Depuis la création du monde, on peut voir avec l’intelligence, à travers les œuvres de Dieu, ce qui de lui est invisible : sa puissance éternelle et sa divinité. Ils n’ont donc pas d’excuse, Rm 1, 20 : Dre ar bed krouet, e vez gwelet gant spered an den natur diwelus Doue a-dreuz e oberoù, e c’halloud peurbadus hag e zoueelezh, e doare ma n’o deus an dud digarez ebet,
puisque, malgré leur connaissance de Dieu, ils ne lui ont pas rendu la gloire et l’action de grâce que l’on doit à Dieu. Ils se sont laissé aller à des raisonnements sans valeur, et les ténèbres ont rempli leurs cœurs privés d’intelligence. Rm 1, 21 : rak goude anavezout Doue n’o deus ket rentet dezhañ evel d’un Doue, na gloar na trugarez, met diheñchet o deus diwar ar skiant-vat en o arguzennoù, ha dallet eo bet gant an deñvalijenn o c’halonoù diboell.
Ces soi-disant sages sont devenus fous ; Rm 1, 22 : Pa fougeent bezañ tud fur ez int deuet da vezañ foll,
ils ont échangé la gloire du Dieu impérissable contre des idoles représentant l’être humain périssable ou bien des volatiles, des quadrupèdes et des reptiles. Rm 1, 23 : ha troket o deus gloar an Doue divarvel ouzh skeudennoù a ziskouez tud varvel, evned, loened pevarzroadek pe loened-stlej.
Voilà pourquoi, à cause des convoitises de leurs cœurs, Dieu les a livrés à l’impureté, de sorte qu’ils déshonorent eux-mêmes leur corps. Rm 1, 24 : En abeg da se en deus Doue o roet da c’hoantegezh o c’halonoù d’ober seurt loustoni ma tizenoront ganti o c’horfoù o-unan,
Ils ont échangé la vérité de Dieu contre le mensonge ; ils ont vénéré la création et lui ont rendu un culte plutôt qu’à son Créateur, lui qui est béni éternellement. Amen. Rm 1, 25 : int hag o deus kemmet en ur gaou gwirionez Doue, azeulet ha servijet ar c’hrouadurien kentoc’h eget o c’hrouer, an hini benniget da virviken, amen.
C’est pourquoi Dieu les a livrés à des passions déshonorantes. Chez eux, les femmes ont échangé les rapports naturels pour des rapports contre nature. Rm 1, 26 : En abeg da se eta en deus Doue o roet da c’hoantegezhioù mezhus : rak o merc’hed a zo deuet da dreiñ an darempredoù naturel e darempredoù enep-natur.
De même, les hommes ont abandonné les rapports naturels avec les femmes pour brûler de désir les uns pour les autres ; les hommes font avec les hommes des choses infâmes, et ils reçoivent en retour dans leur propre personne le salaire dû à leur égarement. Rm 1, 27 : Ha kenkoulz all, ar baotred, distaolet ganto an ober gant ur plac’h hervez an natur a zo bet entanet a c’hoant an eil evit egile, o vont paotr gant paotr d’ober traoù divalav hag o resev enno o-unan ar gopr dleet-mat d’o diheñchadurioù.
Et comme ils n’ont pas jugé bon de garder la vraie connaissance de Dieu, Dieu les a livrés à une façon de penser dépourvue de jugement. Ils font ce qui est inconvenant ; Rm 1, 28 : Dre n’o deus ket kavet mat mirout an anaoudegezh reizh eus Doue, Doue ivez en deus o roet d’o soñjoù direizh da vont d’ober ar pezh n’eo ket dereat,
ils sont remplis de toutes sortes d’injustice, de perversité, de soif de posséder, de méchanceté, ne respirant que jalousie, meurtre, rivalité, ruse, dépravation ; ils sont détracteurs, Rm 1, 29 : deuet int da vezañ leun a bep seurt direizhder, a fallagriezh, a zroukc’hoant, a zrougiezh, e-leizh o c’halon a avi, a vuntr, a dabut, a dromplezon, a falloni, droukprezegerien,
médisants, ennemis de Dieu, insolents, orgueilleux, fanfarons, ingénieux à faire le mal, révoltés contre leurs parents ; Rm 1, 30 : gwallvruderien, enebourien da Zoue, kunujennerien, brabañserien, tud rok, leun a itrik fall, disuj d’o zud,
ils sont sans intelligence, sans loyauté, sans affection, sans pitié. Rm 1, 31 : diskiant, disleal, digalon, didruez,
Ils savent bien que, d’après le juste décret de Dieu, ceux qui font de telles choses méritent la mort ; et eux, non seulement ils les font, mais encore ils approuvent ceux qui les font. Rm 1, 32 : daoust ma anavezont mat setañs Doue a ziskler ez eo dleet ar marv d’ar re a ra an traoù-se, emaint n’eo ket hepken oc’h ober anezho, met ouzhpenn-se o veuliñ ar re o gra.
💡 Titouroù ouzhpenn
🎙️ Diwar-benn an enrolladenn
An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Florent hag embannet d'an/ar 28/11/2025 war Bibl.bzh.
