Al lizher d’ar Romaned - Pennad 2
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad 2
De même, toi, l’homme qui juge, tu n’as aucune excuse, qui que tu sois : quand tu juges les autres, tu te condamnes toi-même car tu fais comme eux, toi qui juges. Rm 2, 1 : Setu perak n’eus digarez ebet evidout-te, o den a gav abeg er re all, piv bennak ez out, rak o varn ar re all e varnez a-enep dit, peogwir e rez kement-all, te barner da nesañ.
Or, nous savons que Dieu juge selon la vérité ceux qui font de telles choses. Rm 2, 2 : Rak gouzout a reomp emañ barnedigezh Doue o kouezhañ hervez ar wirionez war ar re a ra an traoù-se.
Et toi, l’homme qui juge ceux qui font de telles choses et les fais toi-même, penses-tu échapper au jugement de Dieu ? Rm 2, 3 : Hag e soñj ganit, o den a varn ar re all oc’h ober kement-se, te hag a ra ivez kement-all, e c’helli en em virout diouzh barn Doue ?
Ou bien méprises-tu ses trésors de bonté, de longanimité et de patience, en refusant de reconnaître que cette bonté de Dieu te pousse à la conversion ? Rm 2, 4 : Pe marteze e tisprizez teñzorioù e vadelezh, e basianted, e c’hortozerezh, hep anavezout emañ Doue gant ar vadelezh-se ouzh da vountañ d’ar binijenn ?
Avec ton cœur endurci, qui ne veut pas se convertir, tu accumules la colère contre toi pour ce jour de colère, où sera révélé le juste jugement de Dieu, Rm 2, 5 : Met gant ar c’halet hag an dibened ma-z eo da galon emaout o tastum war da benn da-unan ur bec’h a gounnar a-benn Deiz ar Gounnar pa ’n em ziskulio barnedigezh reizh Doue,
lui qui rendra à chacun selon ses œuvres. Rm 2, 6 : a rento da bep hini hervez e oberoù,
Ceux qui font le bien avec persévérance et recherchent ainsi la gloire, l’honneur et une existence impérissable, recevront la vie éternelle ; Rm 2, 7 : d’ar re a zalc’h gant an oberoù mat, en ur glask gloar, enor ha divarvelezh, e vo ar vuhez peurbadus,
mais les intrigants, qui se refusent à la vérité pour se donner à l’injustice, subiront la colère et la fureur. Rm 2, 8 : d’ar re avat a zo disuj, disent ouzh ar wirionez, met sentus ouzh an direizhder, e vo ar fulor hag ar vuanegezh.
Oui, détresse et angoisse pour tout homme qui commet le mal, le Juif d’abord, et le païen. Rm 2, 9 : Glac’har hag anken da gement ene-den en em ro d’an droug, d’ar Yuzev da gentañ, ha d’ar Gresian goude-se ;
Mais gloire, honneur et paix pour quiconque fait le bien, le Juif d’abord, et le païen. Rm 2, 10 : gloar, enor ha peoc’h da gement hini a ra ar mad, d’ar Yuzev da gentañ ha d’ar Gresian da c’houde.
Car Dieu est impartial. Rm 2, 11 : Rak Doue ne ra ket diouzh diavaezioù an dud.
En effet, tous ceux qui ont péché sans la loi de Moïse périront aussi sans la Loi ; et tous ceux qui ont péché en ayant la Loi seront jugés au moyen de la Loi. Rm 2, 12 : Neuze an neb en devo pec’het hep al Lezenn a yelo da get hep al Lezenn ; hag an neb en devo pec’het e-barzh al Lezenn, a vo barnet dre al Lezenn,
Car ce n’est pas ceux qui écoutent la Loi qui sont justes devant Dieu, mais ceux qui pratiquent la Loi, ceux-là seront justifiés. Rm 2, 13 : rak n’eo ket selaouerien al Lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al Lezenn a vo kavet reizh.
Quand des païens qui n’ont pas la Loi pratiquent spontanément ce que prescrit la Loi, eux qui n’ont pas la Loi sont à eux-mêmes leur propre loi. Rm 2, 14 : Neuze pa c’hoarvez da dud ar Broadoù a zo hep al Lezenn kas da benn dre natur gourc’hemennoù al Lezenn, ar re-se kuit da gaout al Lezenn, o deus ul lezenn drezo-unan.
Ils montrent ainsi que la façon d’agir prescrite par la Loi est inscrite dans leur cœur, et leur conscience en témoigne, ainsi que les arguments par lesquels ils se condamnent ou s’approuvent les uns les autres. Rm 2, 15 : Diskouez a reont gant-se ez eo skrivet gourc’hemennoù al Lezenn en o c’halonoù hag o c’houstiañs a ro testeni eus kement-se, evel ivez ar barnedigezhioù a zougont an eil re diwar-benn ar re all en ur damall pe en ur veuliñ.
Cela apparaîtra le jour où ce qui est caché dans les hommes sera jugé par Dieu conformément à l’Évangile que j’annonce par le Christ Jésus. Rm 2, 16 : Ya, en deiz-se e varno Doue mennadoù kuzh an dud hervez ar pezh a brezegan, dre ar C’hrist Jezuz.
Mais toi qui portes le nom de Juif, qui te reposes sur la Loi, qui mets ta fierté en Dieu, Rm 2, 17 : Ha te hag a vez anvet Yuzev, a glask da repoz el lezenn, a en em veul e Doue,
toi qui connais sa volonté et qui discernes l’essentiel parce que tu es à l’école de la Loi, Rm 2, 18 : a anavez e youl, a oar petra eo ar gwellañ, kenteliet ma-z out bet gant al Lezenn,
toi qui es convaincu d’être toi-même guide des aveugles, lumière de ceux qui sont dans les ténèbres, Rm 2, 19 : te a soñj bezañ heñcher an dalled, sklerijenn an dud en deñvalijenn,
éducateur des insensés, maître des tout-petits, toi qui es convaincu de posséder dans la Loi l’expression même de la connaissance et de la vérité, Rm 2, 20 : mestr-kelenner ar re zizesk, skolaer ar vugale, peogwir e perc’hennez gant al Lezenn diskleriadur ar ouiziegezh hag ar wirionez,
bref, toi qui instruis les autres, tu ne t’instruis pas toi-même ! toi qui proclames qu’il ne faut pas voler, tu voles ! Rm 2, 21 : te eta an hini a gelenn ar re all, n’en em gelennez ket da-unan. Prezeg a rez eo difennet laerezh hag e laerez-te !
toi qui dis de ne pas commettre l’adultère, tu le commets ! toi qui as horreur des idoles, tu pilles leurs temples ! Rm 2, 22 : Lavarout a rez eo arabat avoultriñ, hag e rez avoultriezh ! Argarzhiñ a rez an idoloù hag ez ez da skrapañ en o zemploù.
toi qui mets ta fierté dans la Loi, tu déshonores Dieu en transgressant la Loi, Rm 2, 23 : Fougeal a rez gant al Lezenn, met o terriñ al Lezenn-se e tizenorez Doue !
car, comme le dit l’Écriture, à cause de vous, le nom de Dieu est bafoué parmi les nations. Rm 2, 24 : Rak « anv Doue, en abeg deoc’h, a vez blasfemet e-touez ar Broadoù », eme ar Skritur.
Sans doute, la circoncision est utile si tu pratiques la Loi ; mais si tu transgresses la Loi, malgré ta circoncision tu es devenu non-circoncis. Rm 2, 25 : An amdroc’h a dalvez dit, a dra sur, ma virez al Lezenn, met ma torrez anezhi, n’out ken, goude ma-z out amdroc’het, nemet un den diamdroc’h.
À l’inverse si le non-circoncis garde les préceptes de la Loi, ne sera-t-il pas considéré comme s’il était circoncis ? Rm 2, 26 : Ha ma teu an den diamdroc’h da virout gourc’hemennoù al Lezenn, hag-eñ ne dalvezo ket e ziamdroc’h dezhañ kement hag un amdroc’h ?
Celui qui n’est pas circoncis dans son corps mais qui accomplit la Loi te jugera, toi qui transgresses la Loi tout en ayant la lettre de la Loi et la circoncision. Rm 2, 27 : Ya, an den-se diamdroc’h en e gorf hag a vir al Lezenn, az parno zoken, te hag a zo gant da lizherennoù ha da amdroc’h o terriñ al Lezenn.
Ce n’est pas ce qui est visible qui fait le Juif, ce n’est pas la marque visible dans la chair qui fait la circoncision ; Rm 2, 28 : Rak ar Yuzev n’eo ket an hini en em ziskouez bezañ Yuzev en diavaez, nag an amdroc’h n’eo ket an hini en em ziskouez er c’horf ;
mais c’est ce qui est caché qui fait le Juif : sa circoncision est celle du cœur, selon l’Esprit et non selon la lettre, et sa louange ne vient pas des hommes, mais de Dieu. Rm 2, 29 : ar gwir Yuzev eo an hini a zo Yuzev en diabarzh, hag ar gwir amdroc’h eo hini ar galon, hervez ar spered ha n’eo ket hervez al lizherenn : hennezh a resev e veuleudi n’eo ket digant an dud, met digant Doue.
💡 Titouroù ouzhpenn
🎙️ Diwar-benn an enrolladenn
An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Florent hag embannet d'an/ar 02/12/2025 war Bibl.bzh.
