Al lizher d’ar Romaned - Pennad 7
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad 7
Ne le savez-vous pas, frères – je parle à des gens qui s’y connaissent en matière de loi – : la loi n’a de pouvoir sur un être humain que durant sa vie. Rm 7, 1 : Daoust ha n’ouzoc’h ket, breudeur, - komz a ran ouzh tud a anavez an droed - n’he deus al Lezenn galloud war an den nemet e-keit ha m’emañ e buhez.
Ainsi, la femme mariée est liée par la loi à son mari s’il est vivant ; mais si le mari est mort, elle est dégagée de la loi du mari. Rm 7, 2 : Evel-se ur plac’h dimezet a zo liammet ouzh he den gant al Lezenn e-keit ha ma vev ; hogen ma teu he den da vervel, ez eo diliammet diouzh lezenn he fried.
Donc, du vivant de son mari, on la traitera d’adultère si elle appartient à un autre homme ; mais si le mari est mort, elle est libre à l’égard de la loi, si bien qu’elle ne sera pas adultère en appartenant à un autre. Rm 7, 3 : Neuze ’ta, e-keit ha ma-z eo bev he gwaz, e vo graet un avoultrez anezhi, ma teu da vezañ gwreg un all. Hogen ma c’hoarvez d’he gwaz mervel, ez adkav he frankiz e-keñver al lezenn-se, ha ne vo ket avoultrez o tont da vezañ gwreg un all.
De même, mes frères, vous aussi, vous avez été mis à mort par rapport à la loi de Moïse en raison du corps crucifié du Christ, pour que vous apparteniez à un autre, Celui qui est ressuscité d’entre les morts, afin que nous portions des fruits pour Dieu. Rm 7, 4 : Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo bet lakaet d’ar marv e-keñver al Lezenn, e korf ar C’hrist, evit dont da vezañ d’un all, d’an hini a zo dihunet a-douez ar re varv, evit dougen frouezh da Zoue.
En effet, quand nous étions encore des êtres charnels, les passions coupables provoquées par la Loi agissaient dans tous nos membres, pour nous faire porter des fruits de mort. Rm 7, 5 : Tra ma oamp e sujidigezh ar c’horf, e veze hor c’hoantegezhioù, mammenn a bec’hed diwar-bouez al Lezenn, o labourat en hon izili, evit hon lakaat da zougen frouezh a varv.
Mais maintenant, nous avons été dégagés de la Loi, étant morts à ce qui nous entravait ; ainsi, nous pouvons servir d’une façon nouvelle, celle de l’Esprit, et non plus à la façon ancienne, celle de la lettre de la Loi. Rm 7, 6 : Bremañ avat, ez omp distrob diouzh al Lezenn, marv ma-z omp d’ar pezh hon dalc’he prizoniet, hag e servijomp e yaouankiz ar spered ha n’eo ken e kozhni al lizherenn.
Que dire alors ? La Loi est-elle péché ? Pas du tout ! Mais je n’aurais pas connu le péché s’il n’y avait pas eu la Loi ; en effet, j’aurais ignoré la convoitise si la Loi n’avait pas dit : Tu ne convoiteras pas. Rm 7, 7 : Petra 'fell din lavarout ? E vefe al Lezenn pec’hed ? Doue ra viro ! Padal, n’em eus anavezet ar pec’hed nemet dre al Lezenn. N’em bije ket evit gwir anavezet an droukc’hoantegezh, ma n’he dije ket lavaret din al Lezenn : « Na zroukc’hoantai ket »!
Se servant de ce commandement, le péché a saisi l’occasion : il a produit en moi toutes sortes de convoitises. Sans la Loi, en effet, le péché est chose morte, Rm 7, 8 : Met ar pec’hed o kaout tro, en deus lakaet dre ar gourc’hemenn, a bep seurt c’hoantegezhioù da sevel ennon : rak anez al Lezenn n’eo ar pec’hed nemet ur c’horf marv.
et moi, jadis, sans la Loi, je vivais ; mais quand le commandement est venu, le péché est devenu vivant, Rm 7, 9 : Ya, buhez am boa pa oan gwechall hep al Lezenn ! Met pa-z eo deuet ar gourc’hemenn, en deus ar pec’hed adkavet buhez,
et pour moi ce fut la mort. Il se trouve donc que, pour moi, ce commandement qui devait mener à la vie a mené à la mort. Rm 7, 10 : ha me, mervel am eus graet ; ha c’hoarvezet eo bet gant ar gourc’hemenn bet graet evit reiñ ar vuhez, ma tegasfe din ar marv.
En effet, le péché a saisi l’occasion ; en se servant du commandement, il m’a séduit et, par lui, il m’a tué. Rm 7, 11 : Rak ar pec’hed o kaout tro vat gant ar gourc’hemenn, am zouellas hag am lazhas drezañ.
Ainsi, la Loi est sainte ; le commandement est saint, juste et bon. Rm 7, 12 : Al Lezenn neuze a zo santel, ha santel eo ar gourc’hemenn, ha reizh, ha mat.
Est-ce donc quelque chose de bon qui, pour moi, a été la mort ? Pas du tout : c’est le péché ! Pour qu’on voie bien qu’il est le péché, il s’est servi de quelque chose de bon pour causer ma mort ; ainsi, par le commandement, c’est le péché lui-même qui est devenu démesurément pécheur. Rm 7, 13 : Petra ’ta ! ar pezh a zo mat a zo deuet da vezañ evidon un abeg a varv ? N’eo ket. Met ar pec’hed ez eo, c’hoant gantañ d’en em ziskouez pec’hed, en deus gant un dra vat, roet din ar marv, en doare m’eo deuet ar pec’hed, diwar-bouez ar gourc’hemenn, da vezañ gwall-bec’her.
Nous savons bien que la Loi est une réalité spirituelle : mais moi, je suis un homme charnel, vendu au péché. Rm 7, 14 : Ya, gouzout a reomp ez eo al lezenn un dra speredel. Me avat a zo un den gant ur c’horf, gwerzhet d’ar pec’hed ha sujet dezhañ.
En effet, ma façon d’agir, je ne la comprends pas, car ce que je voudrais, cela, je ne le réalise pas ; mais ce que je déteste, c’est cela que je fais. Rm 7, 15 : Evit gwir, ar pezh a ran ne gomprenan ket : rak n’eo ket ar pezh a fell din eo an hini a ran, met ar pezh a gasaan eo se a ran.
Or, si je ne veux pas le mal que je fais, je suis d’accord avec la Loi : je reconnais qu’elle est bonne. Rm 7, 16 : Ma-z eo eta ar pezh na fell ket din an hini a ran,en em lakaan a-du gant al Lezenn en ur anzav ez eo hi un dra vat.
Mais en fait, ce n’est plus moi qui agis, c’est le péché, lui qui habite en moi. Rm 7, 17 : Met neuze n’eo ket me ken a ra kement a ran, hogen ar pec’hed a chom ennon.
Je sais que le bien n’habite pas en moi, c’est-à-dire dans l’être de chair que je suis. En effet, ce qui est à ma portée, c’est de vouloir le bien, mais pas de l’accomplir. Rm 7, 18 : Gwelout a ran n’emañ ket ar mad o chom ennon, da lavarout eo em c’horf ; rak c’hoantaat ober ar mad a zo em galloud, met e gas da benn n’emañ ket,
Je ne fais pas le bien que je voudrais, mais je commets le mal que je ne voudrais pas. Rm 7, 19 : peogwir n’eo ket ar mad a fell din an hini a ran, met an droug na fell ket din an hini eo a sevenan.
Si je fais le mal que je ne voudrais pas, alors ce n’est plus moi qui agis ainsi, mais c’est le péché, lui qui habite en moi. Rm 7, 20 : Ha ma-z eo ar pezh na fell ket din an hini a ran-me, n’eo ket me ken a ra kement a ran, met ar pec’hed a chom ennon.
Moi qui voudrais faire le bien, je constate donc, en moi, cette loi : ce qui est à ma portée, c’est le mal. Rm 7, 21 : Dizoleiñ a ran eta al lezenn-mañ : Pa fell din ober ar mad eo an droug a gavan dirazon.
Au plus profond de moi-même, je prends plaisir à la loi de Dieu. Rm 7, 22 : Rak an den diabarzh ennon e plij dezhañ lezenn Doue ;
Mais, dans les membres de mon corps, je découvre une autre loi, qui combat contre la loi que suit ma raison et me rend prisonnier de la loi du péché présente dans mon corps. Rm 7, 23 : met merzout a ran ul lezenn all em izili, unan a stourm enep lezenn va spered, hag am dalc’h prizoniad eus al lezenn-se a bec’hed a zo em izili.
Malheureux homme que je suis ! Qui donc me délivrera de ce corps qui m’entraîne à la mort ? Rm 7, 24 : Reuzeudik ma-z on-me ! Piv am dieubo eus ar c’horf am laka e-barzh ar marv-se ?
Mais grâce soit rendue à Dieu par Jésus Christ notre Seigneur ! Ainsi, moi, par ma raison, je suis au service de la loi de Dieu, et, par ma nature charnelle, au service de la loi du péché. Rm 7, 25 : Rentomp bennozh da Zoue dre Jezuz Krist hon Aotrou ! Neuze ’ta eo me va-unan a suj gant va spered da lezenn Doue, ha gant va c’horf da lezenn ar pec’hed.
