Al lizher d’ar Romaned - Pennad 4
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad 4
Que dirons-nous alors d’Abraham, notre ancêtre selon la chair ? Qu’a-t-il obtenu ? Rm 4, 1 : Petra lavarimp diwar-benn planedenn Abraham, hon tad hervez ar gwad ?
Si Abraham était devenu un homme juste par la pratique des œuvres, il aurait pu en tirer fierté, mais pas devant Dieu. Rm 4, 2 : Ma-z eo deuet Abraham da vezañ reizh diwar-bouez e oberoù en deus tro da fougeal. Met arabat dezhañ hen ober dirak Doue.
Or, que dit l’Écriture ? Abraham eut foi en Dieu, et il lui fut accordé d’être juste. Rm 4, 3 : Rak petra lavar ar Skritur ? « Krediñ a reas Abraham e Doue, hag an dra-se a voe kontet dezhañ da reizhder ».
Si quelqu’un accomplit un travail, son salaire ne lui est pas accordé comme un don gratuit, mais comme un dû. Rm 4, 4 : An hini a ra ul labour ne vez ket kontet dezhañ e c’hopr evel ur c’hras graet dezhañ ; met un dra dleet ez eo.
Au contraire, si quelqu’un, sans rien accomplir, a foi en Celui qui rend juste l’homme impie, il lui est accordé d’être juste par sa foi. Rm 4, 5 : An hini avat na ra labour ebet, nemet krediñ en hini a laka ar pec’her da vezañ reizh, e vez kontet dezhañ e feiz da reizhder.
C’est ainsi que le psaume de David proclame heureux l’homme à qui Dieu accorde d’être juste, indépendamment de la pratique des œuvres : Rm 4, 6 : Evel-se ivez David a ziskler evurus an den a vez lakaet reizhder war e gont, kuit da vezañ graet an oberoù :
Heureux ceux dont les offenses ont été remises, et les péchés, effacés. Rm 4, 7 : « Evurus ar re a zo bet distaolet o drougoberoù dezho, ha goloet o fec’hedoù.
Heureux l’homme dont le péché n’est pas compté par le Seigneur. Rm 4, 8 : Evurus an den ne vo kontet dezhañ pec’hed ebet ».
Cette béatitude-là concerne-t-elle seulement ceux qui ont la circoncision, ou bien aussi ceux qui ne l’ont pas ? Nous disons, en effet : « C’est pour sa foi qu’il a été accordé à Abraham d’être juste. » Rm 4, 9 : Ur seurt diskleriadur a eürusted, daoust hag e talv evit ar re amdroc’het hepken, pe evit ar re ziamdroc’h ivez ? Rak lavarout a reomp e voe kontet feiz Abraham da reizhder dezhañ.
Et quand cela lui fut-il accordé ? Après la circoncision ? ou avant ? Non pas après, mais avant. Rm 4, 10 : Met e peseurt stumm e voe kontet dezhañ ? Pa oa bet amdroc’het pe a-raok ? N’eo ket goude, met a-raok.
Et il reçut le signe de la circoncision comme la marque de la justice obtenue par la foi avant d’être circoncis. De cette façon, il est le père de tous ceux qui croient sans avoir la circoncision, pour qu’à eux aussi, il soit accordé d’être justes ; Rm 4, 11 : Ha resev a reas sin an amdroc’h evel ur merk eus ar reizhder en devoa bet dre e feiz, tra m’edo c’hoazh diamdroc’h ; ha gant se eo deuet da vezañ tad an holl dud o deus ar feiz, ha goude ma-z int diamdroc’h, evit ma vefe kontet ar feiz-se dezho da reizhder ;
et il est également le père des circoncis, ceux qui non seulement ont la circoncision, mais qui marchent aussi sur les traces de la foi de notre père Abraham avant sa circoncision. Rm 4, 12 : hag ivez da vezañ tad ar re amdroc’het, da lavarout eo, ar re n’int ket hepken tud amdroc’het a gorf, met ivez tud a gemer skouer war ar feiz-se en deus bet hon tad Abraham p’edo c’hoazh diamdroc’h.
Car ce n’est pas en vertu de la Loi que la promesse de recevoir le monde en héritage a été faite à Abraham et à sa descendance, mais en vertu de la justice obtenue par la foi. Rm 4, 13 : N’eo ket evit gwir diwar-bouez ul Lezenn eo bet graet da Abraham ha d’e ziskennadur ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh, met diwar-bouez ar reizhder o tont eus ar feiz.
En effet, si l’on devient héritier par la Loi, alors la foi est sans contenu, et la promesse, abolie. Rm 4, 14 : Rak ma-z eo an dud eus al Lezenn a vefe an heritourien, ne vefe ar feiz mat da netra hag ar bromesa ne dalvezfe da vann ebet.
Car la Loi aboutit à la colère de Dieu, mais là où il n’y a pas de Loi, il n’y a pas non plus de transgression. Rm 4, 15 : Met al Lezenn eo a laka kounnar Doue da sevel, rak e-lec’h n’eus ket a lezenn, n’eus torridigezh-lezenn ebet.
Voilà pourquoi on devient héritier par la foi : c’est une grâce, et la promesse demeure ferme pour tous les descendants d’Abraham, non pour ceux qui se rattachent à la Loi seulement, mais pour ceux qui se rattachent aussi à la foi d’Abraham, lui qui est notre père à tous. Rm 4, 16 : Gant se eta eo dre ar feiz ez omp heritourien, evit ma vo roet an hêrezh deomp dre c’hras hag evit ma teuio da wir ar bromesa graet da holl vugale Abraham, n’eo ket hepken da dud al Lezenn, met ivez d’ar re a gemer skouer war feiz Abraham. Eñ a zo hon tad deomp-ni holl,
C’est bien ce qui est écrit : J’ai fait de toi le père d’un grand nombre de nations. Il est notre père devant Dieu en qui il a cru, Dieu qui donne la vie aux morts et qui appelle à l’existence ce qui n’existe pas. Rm 4, 17 : evel ma-z eo skrivet : « Da lakaet em eus da vezañ tad da bobloù e-leizh », hon tad deomp-ni holl dirak an Hini en deus kredet Abraham ennañ, an Doue a ro buhez d’ar re varv hag a c’halv d’ar bezoud an traoù n’eus ket c’hoazh anezho.
Espérant contre toute espérance, il a cru ; ainsi est-il devenu le père d’un grand nombre de nations, selon cette parole : Telle sera la descendance que tu auras ! Rm 4, 18 : Oc’h esperout a-enep da bep esperañs e kredas, hag e teuas evel-se da vezañ tad da bobloù e-leizh, hervez ma voe lavaret dezhañ : « Evel-se e vo da ziskennadur ».
Il n’a pas faibli dans la foi quand, presque centenaire, il considéra que son corps était déjà marqué par la mort et que Sara ne pouvait plus enfanter. Rm 4, 19 : N’eas ket e feiz war semplaat diwar soñjal e oa erru marv e gorf, p’en devoa ur c’hant vloaz bennak pe dost, ha marv ivez korf Sara.
Devant la promesse de Dieu, il n’hésita pas, il ne manqua pas de foi, mais il trouva sa force dans la foi et rendit gloire à Dieu, Rm 4, 20 : Dirak promesa Doue ne chomas ket douetus na difeiz ; met gant e feiz e voe leuniet a c’halloud hag e rentas gloar da Zoue,
car il était pleinement convaincu que Dieu a la puissance d’accomplir ce qu’il a promis. Rm 4, 21 : peursur ma oa ez eo barrek Doue da seveniñ ar pezh en deus prometet.
Et voilà pourquoi il lui fut accordé d’être juste. Rm 4, 22 : Setu perak e voe kontet kement-se dezhañ da reizhder.
En disant que cela lui fut accordé, l’Écriture ne s’intéresse pas seulement à lui, Rm 4, 23 : Ha n’eo ket diwar e benn hepken ez eo bet skrivet e voe kontet e feiz da c’hounid dezhañ ;
mais aussi à nous, car cela nous sera accordé puisque nous croyons en Celui qui a ressuscité d’entre les morts Jésus notre Seigneur, Rm 4, 24 : diwar hor penn ivez ez eo bet skrivet : deomp ivez e tle bezañ kontet hor feiz da c’hounid deomp, ni hag a gred en Hini en deus adsavet a-douez ar re varv, Jezuz hon Aotrou,
livré pour nos fautes et ressuscité pour notre justification. Rm 4, 25 : bet lakaet d’ar marv evit hor pec’hedoù hag adsavet da vev evit hor santeladur.
