Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’ar Romaned » Pennad 10

Al lizher d’ar Romaned - Pennad 10

Levr : Al lizher d’ar Romaned
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16

Pennad 10



Frères, le vœu de mon cœur et ma prière à Dieu pour eux, c’est qu’ils obtiennent le salut. Rm 10, 1 : Breudeur, c’hoant va c’halon ha va fedenn evito da Zoue eo ma vint salvet.

Car je peux en témoigner : ils ont du zèle pour Dieu, mais un zèle que n’éclaire pas la pleine connaissance. Rm 10, 2 : Rak dougen a ran an testeni-se dezho o deus gred evit Doue, met n’eo ket unan a vefe gantañ skiant-vat.

En ne reconnaissant pas la justice qui vient de Dieu, et en cherchant à instaurer leur propre justice, ils ne se sont pas soumis à la justice de Dieu. Rm 10, 3 : N’o deus ket anavezet reizhder Doue, met klasket diazezañ o hini, n’o deus ket neuze pleget da reizhder Doue.

Car l’aboutissement de la Loi, c’est le Christ, afin que soit donnée la justice à toute personne qui croit. Rm 10, 4 : Rak finvez al Lezenn eo ar C’hrist evit reizhidigezh an neb a gred.

Au sujet de la justice qui vient de la Loi, Moïse écrit : L’homme qui mettra les commandements en pratique y trouvera la vie. Rm 10, 5 : Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al Lezenn, en devo buhez drezi an den a gas anezhi da benn.

Mais la justice qui vient de la foi parle ainsi : Ne dis pas dans ton cœur : « Qui montera aux cieux ? » – c’est-à-dire pour en faire descendre le Christ. Rm 10, 6 : Met ar reizhder o tont eus ar feiz a gomz evel-hen : « Na lavar ket ez kalon : Piv a bigno d’an Neñv » ? da lavarout eo piv a c’hello lakaat ar C’hrist da ziskenn ;

Ou bien : « Qui descendra au fond de l’abîme ? » – c’est-à-dire pour faire remonter le Christ d’entre les morts. Rm 10, 7 : na kennebeut-all na lavar ket : « Piv a ziskenno en islonk ? » da lavarout eo : piv a lakaio ar C’hrist da adsevel a-douez ar re varv ?

Mais que dit cette justice ? Tout près de toi est la Parole, elle est dans ta bouche et dans ton cœur. Cette Parole, c’est le message de la foi que nous proclamons. Rm 10, 8 : Petra 'ziskler eta ? « Tost dit emañ ar gomz, ez kenou hag ez kalon ». Ar gomz-se eo hini ar feiz a brezegomp ;

En effet, si de ta bouche, tu affirmes que Jésus est Seigneur, si, dans ton cœur, tu crois que Dieu l’a ressuscité d’entre les morts, alors tu seras sauvé. Rm 10, 9 : ha neuze ma anzavez gant da c’henou eo Jezuz eo an Aotrou, ha ma kredez gant da galon eo Doue en deus e zihunet a-douez ar re varv, e vi salvet.

Car c’est avec le cœur que l’on croit pour devenir juste, c’est avec la bouche que l’on affirme sa foi pour parvenir au salut. Rm 10, 10 : Gant ur galon o krediñ e c’hounezer silvidigezh.

En effet, l’Écriture dit : Quiconque met en lui sa foi ne connaîtra pas la honte. Rm 10, 11 : Hag-eñ ne lavar ket ar Skritur : « An neb a gredo ennañ n’en devo ket da ruziañ » ?

Ainsi, entre les Juifs et les païens, il n’y a pas de différence : tous ont le même Seigneur, généreux envers tous ceux qui l’invoquent. Rm 10, 12 : Ha n’eus aze diforc’h ebet etre Yuzev ha Gresian ; an holl o deus an hevelep Aotrou, pinvidik e-keñver kement hini a bed anezhañ.

En effet, quiconque invoquera le nom du Seigneur sera sauvé. Rm 10, 13 : Rak « kement hini a bedo anv an Aotrou a vezo salvet »!

Or, comment l’invoquer, si on n’a pas mis sa foi en lui ? Comment mettre sa foi en lui, si on ne l’a pas entendu ? Comment entendre si personne ne proclame ? Rm 10, 14 : Met penaos pediñ anezhañ ma ne greder ket c’hoazh ennañ ? Penaos krediñ hep bezañ klevet ? Ha penaos klevout ma n’eus den o prezeg ?

Comment proclamer sans être envoyé ? Il est écrit : Comme ils sont beaux, les pas des messagers qui annoncent les bonnes nouvelles! Rm 10, 15 : Ha penaos prezeg hep bezañ kaset da gentañ ? hervez ma lavar ar Skritur : « Na pegen kaer eo treid embannerien ar c’heloù mat ! »

Et pourtant, tous n’ont pas obéi à la Bonne Nouvelle. Isaïe demande en effet : Qui a cru, Seigneur, en nous entendant parler ? Rm 10, 16 : Met n’eo ket an holl o deus sentet ouzh ar C’heloù mat. Hag-eñ ne lavar ket Izaias : « Aotrou, piv en deus kredet en hor prezegerezh ? »

Or la foi naît de ce que l’on entend ; et ce que l’on entend, c’est la parole du Christ. Rm 10, 17 : Evel-se e teu ar feiz eus ar prezegerezh, hag ar prezegerezh eo komz ar C’hrist an danvez anezhañ.

Alors, je pose la question : n’aurait-on pas entendu ? Mais si, bien sûr ! Un psaume le dit : Sur toute la terre se répand leur message, et leurs paroles, jusqu’aux limites du monde. Rm 10, 18 : Met her goulenn a ran : Daoust ha n’o deus ket klevet ? Eo ! « O mouezh a zo aet war-raok dre an douar a-bezh hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed ».

Je pose encore la question : Israël n’aurait-il pas compris ? Moïse, le premier, dit : Je vais vous rendre jaloux par une nation qui n’en est pas une, par une nation stupide je vais vous exaspérer. Rm 10, 19 : Met her goulenn a ran : Israel n’en deus ket komprenet ? Dija e oa bet lavaret se gant Moizez : « Gwarizi a lakain da sevel ennoc’h ouzh ur vroad n’eo ket ur vroad ; a-enep ur vroad diskiant e vroudin ho tesped ».

Et Isaïe a l’audace de dire : Je me suis laissé trouver par ceux qui ne me cherchaient pas, je me suis manifesté à ceux qui ne me demandaient rien. Rm 10, 20 : Hag Izaias a zo taer a-walc’h da lavarout : « Kavet on bet gant ar re n’am c’hlaskent ket ; en em ziskouezet am eus d’ar re na raent goulenn ebet ».

Et à propos d’Israël, il dit : Tout le jour, j’ai tendu les mains vers un peuple qui refuse de croire et qui conteste. Rm 10, 21 : Met e-keñver Israel e lavar : « A-hed an deiz em eus astennet va daouarn war-zu ur bobl disuj ha disent ».