Al lizher d’ar Romaned - Pennad 9
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad 9
C'est la vérité que je dis dans le Christ, je ne mens pas, ma conscience m'en rend témoignage dans l'Esprit Saint : Rm 9, 1 : Ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran gaou ebet, ha va c’houstiañs a ro din testeni eus kement-se er Spered Santel :
j’ai dans le cœur une grande tristesse, une douleur incessante. Rm 9, 2 : Ya, tristidigezh vras am eus-me, ur gwask dibaouez d’am c’halon.
Moi-même, pour les Juifs, mes frères de race, je souhaiterais être anathème, séparé du Christ : Rm 9, 3 : Me garfe bezañ milliget me va-unan, disrannet diouzh ar C’hrist, evit mad va breudeur, tud va gouenn hervez ar c’horf,
ils sont en effet Israélites, ils ont l’adoption, la gloire, les alliances, la législation, le culte, les promesses de Dieu ; Rm 9, 4 : int-i an Israeliz, a zo bet roet dezho an advabelezh, ar c’hloar, an emglevioù, al Lezenn, al Liderezh, ar promesaoù,
ils ont les patriarches, et c’est de leur race que le Christ est né, lui qui est au-dessus de tout, Dieu béni pour les siècles. Amen. Rm 9, 5 : dezho ivez an Uheldadoù, a zo deuet diouto evit ar pezh a sell e gorf, ar C’hrist, eñ hag a zo a-us da bep tra, Doue benniget da virviken. Amen!
Cela ne veut pas dire que la parole de Dieu a été mise en échec, car ceux qui sont nés d’Israël ne sont pas tous Israël. Rm 9, 6 : N’eo ket en devefe Doue lezet e lavar da gouezhañ. Rak n’eo ket kement hini a zo bet ganet eus Israel a vefe Israel ;
Et tous ceux qui sont la descendance d’Abraham ne sont pas pour autant ses enfants, car il est écrit : C’est par Isaac qu’une descendance portera ton nom. Rm 9, 7 : na kennebeut-all, n’eo ket dre ma vefe unan bennak eus gwad Abraham e vefe bugel dezhañ. Met skrivet eo : « Dre anv Izaag e vo anvet da ziskennadur »,
Autrement dit, ce ne sont pas les enfants de la chair qui sont enfants de Dieu, mais ce sont les enfants de la promesse qui sont comptés comme descendance. Rm 9, 8 : da lavarout eo, n’eo ket bugale ar c’horf a vefe bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo hepken a zo kontet da ziskennadur dezhañ.
Car telle est la parole de la promesse : À la même époque, je reviendrai, et Sara aura un fils. Rm 9, 9 : Hag ar bromesa, setu dindan peseurt gerioù emañ : « War-dro ar c’houlz-mañ, a-benn bloaz, e teuin en-dro, ha Sara he devo ur mab ».
Et ce n’est pas tout ; il y a aussi Rébecca : elle ne s’était unie qu’à un seul homme, Isaac notre père. Rm 9, 10 : Ha n’eo ket se hepken, ouzhpenn a zo : Rebeka n’he deus koñsevet nemet ur wech eus Izaag hon Tad ;
Ses enfants n’avaient pas encore été mis au monde, et n’avaient donc fait ni bien ni mal ; or, afin que demeure le projet de Dieu qui relève de son choix Rm 9, 11 : met a-raok zoken d’he bugale bezañ bet ganet, pa n’o devoa graet c’hoazh na mad na droug ebet, evit ma chomfe frankiz gant dibab Doue,
et ne dépend pas des œuvres mais de celui qui appelle, il fut dit à cette femme : L’aîné servira le plus jeune, Rm 9, 12 : a zo diouzh youl an hini a c’halv, ha n’eo ket diouzh oberoù an dud, e voe lavaret dezhi : An henañ a servijo an eil-koshañ,
comme il est écrit : J’ai aimé Jacob, je n’ai pas aimé Ésaü. Rm 9, 13 : hervez ma-z eo skrivet « Jakob am eus karet, hag Ezaou n’em eus ket ».
Que dire alors ? Y a-t-il de l’injustice en Dieu ? Pas du tout ! Rm 9, 14 : Petra lavarout neuze ? Daoust ha direizh e vefe Doue ? N’hall ket bezañ !
En effet, il dit à Moïse : À qui je fais miséricorde, je ferai miséricorde ; pour qui j’ai de la tendresse, j’aurai de la tendresse. Rm 9, 15 : Rak lavarout a ra da Voizez : « Trugarez a ran d’an hini a fell din ober trugarez dezhañ, ha truez am eus ouzh an hini a fell din kaout truez outañ ».
Il ne s’agit donc pas du vouloir ni de l’effort humain, mais de Dieu qui fait miséricorde. Rm 9, 16 : Neuze ne zeu ket kement-se eus bolontez an den nag eus e strivadenn, met eus trugarez Doue.
En effet, l’Écriture dit au Pharaon : Si je t’ai suscité, c’est pour montrer en toi ma puissance, et pour que mon nom soit proclamé sur toute la terre. Rm 9, 17 : E-giz-se e lavar ar Skritur da Faraon : « Evit se end-eeun em eus da c’halvet da sevel, evit diskouez ennout va galloud, evit ma vo meulet va anv dre an douar a-bezh ».
Ainsi donc, il fait miséricorde à qui il veut, et il endurcit qui il veut. Rm 9, 18 : Neuze ’ta, hervez ma fell dezhañ, e ra da hemañ trugarez, hag e laka hennezh da galediñ.
Alors tu vas me dire : « Pourquoi Dieu adresse-t-il encore des reproches ? Qui, en effet, a pu s’opposer à sa volonté ? » Rm 9, 19 : Lavarout a ri din marteze : Perak e teufe c’hoazh da damall ? Rak piv a c’hell derc’hel penn ouzh e volontez ?
Mais toi, homme, qui es-tu donc, pour entrer en contestation avec Dieu ? L’œuvre dira-t-elle à l’ouvrier : « Pourquoi m’as-tu faite ainsi ? » Rm 9, 20 : O den ! Piv out-te eta evit tabutal gant Doue ? Hag-eñ e lavaro ar pod-pri d’an hini en deus e stummet : Perak ec’h eus va graet e-giz-se ?
Le potier n’est-il pas maître de son argile, pour faire avec la même pâte un objet pour un usage honorable et un autre pour un usage méprisable ? Rm 9, 21 : Hag-eñ n’en deus ket ar poder ar gwir d’ober eus an hevelep pri hemañ pompadus hag hennezh ordinal ?
Et si Dieu, voulant manifester sa colère et faire connaître sa puissance, a supporté avec beaucoup de patience des objets de colère voués à la perte, Rm 9, 22 : Pa felle da Zoue diskouez e gounnar ha diskleriañ e c’halloud, ma-z eo gwir en deus gouzañvet gant kalz a basianted al listri a gounnar prest da vont da goll,
s’il l’a fait, n’est-ce pas aussi pour faire connaître la richesse de sa gloire en faveur des objets de miséricorde que, d’avance, il a préparés pour la gloire ? Rm 9, 23 : evel-se ivez evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c’hloar e-keñver listri a drugarez ragaozet gantañ evit ar c’hloar,
Ces objets de miséricorde, c’est nous, qu’il a appelés non seulement d’entre les Juifs, mais aussi d’entre les nations, Rm 9, 24 : en deus hor galvet n’eo ket hepken eus a-douez ar Yuzevien, met ivez eus a-douez ar Broadoù.
comme précisément il le dit dans le livre du prophète d’Osée : Celui qu’on appelait « Pas-mon-peuple », je l’appellerai « Mon-peuple », celle qu’on appelait « Pas-aimée », je l’appellerai « Aimée ». Rm 9, 25 : Hag an dra-se eo ar pezh a lavar e Ozea : « Envel a rin va fobl an hini na oa ket va fobl, ha muiañ-karet an hini na oa ket ar vuiañ-karet ».
Et, là même où Dieu leur avait dit : « Vous n’êtes pas mon peuple », là ils seront appelés « fils du Dieu vivant ». Rm 9, 26 : Hag el lec’h-se ma oa bet lavaret dezho : « C’hwi n’oc’h ket va fobl, bez e vint anvet eno mibien an Doue bev ».
Quant à Isaïe, il s’exclame au sujet d’Israël : Même si le nombre des fils d’Israël est comme le sable de la mer, seul le reste d’Israël sera sauvé, Rm 9, 27 : Hag Izaias a youc’h kement-mañ a-zivout Israel : « Na pa vefe mibien Israel ken niverus ha traezh ar mor, e vo salvet ur restad hepken,
car le Seigneur réalisera sa parole jusqu’au bout et promptement sur la terre ! Rm 9, 28 : rak en-holl hag hep dale, an Aotrou a gaso e lavar da benn war an douar ».
Et comme Isaïe l’a dit par avance : Si le Seigneur de l’univers ne nous avait pas laissé une descendance, nous serions devenus comme Sodome, nous serions semblables à Gomorrhe. Rm 9, 29 : Hag evel m’en devoa diouganet Izaias : « Mar n’en dije ket Aotrou an Armeoù dalc’het deomp restad ul lignez, e vijemp deuet da vezañ evel Sodom, heñvel ouzh Gomora ».
Que dire alors ? Des païens qui ne cherchaient pas à devenir des justes ont obtenu de le devenir, mais il s’agissait de la justice qui vient de la foi. Rm 9, 30 : Petra lavarout erfin ? Ez eo bet gounezet ar reizhder, reizhder ar feiz, gant paganed n’her c’hlaskent ket ;
Israël, au contraire, qui cherchait à observer une Loi permettant de devenir juste, n’y est pas parvenu. Rm 9, 31 : hag Israel n’en deus ket tizhet seveniñ al Lezenn, tra ma klaske ul lezenn a reizhder.
Pourquoi ? Parce qu’au lieu de compter sur la foi, ils comptaient sur les œuvres. Ils ont buté sur la pierre d’achoppement Rm 9, 32 : Perak ? Dre na oa ket digant ar feiz e c’houlennent ar reizhder, met digant an oberoù. Aet int da strebotiñ ouzh ar maen-skoilh,
dont il est dit dans l’Écriture : Voici que je pose en Sion une pierre d’achoppement, un roc qui fait trébucher. Celui qui met en lui sa foi ne connaîtra pas la honte. Rm 9, 33 : hervez ma-z eo skrivet : « Setu ma lakaan e Sion ur maen-skoilh, hag ur roc’h a vo teuket outi gant an dud ; met an hini a gred ennañ n’en devo ket da ruziañ ».
