Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Yann » Pennad 10

An Aviel hervez Sant Yann - Pennad 10

Levr : An Aviel hervez Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 10



« Amen, amen, je vous le dis : celui qui entre dans l’enclos des brebis sans passer par la porte, mais qui escalade par un autre endroit, celui-là est un voleur et un bandit. Jn 10, 1 : « E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini na zeu ket dre an nor e kraou an deñved, met a bign dre ul lec’h all, hennezh a zo ul laer hag ur forbann.

Celui qui entre par la porte, c’est le pasteur, le berger des brebis. Jn 10, 2 : Met an hini a zeu e-barzh dre an nor eo pastor an deñved.

Le portier lui ouvre, et les brebis écoutent sa voix. Ses brebis à lui, il les appelle chacune par son nom, et il les fait sortir. Jn 10, 3 : Dezhañ e tigor ar porzhier hag an deñved a glev e vouezh ; e zeñved-eñ, o gervel a ra dre o anv, hag o c’has a ra er-maez.

Quand il a poussé dehors toutes les siennes, il marche à leur tête, et les brebis le suivent, car elles connaissent sa voix. Jn 10, 4 : Ha p’en devez lakaet er-maez e holl re, e kerzh en o raok hag an deñved a ya war e lerc’h dre ma-z anavezont e vouezh.

Jamais elles ne suivront un étranger, mais elles s’enfuiront loin de lui, car elles ne connaissent pas la voix des étrangers. » Jn 10, 5 : An diavaezour avat, n’eont ket war e lerc’h ; hogen tec’hout a reont dioutañ, dre n’anavezont ket mouezh an diavaezourien ».

Jésus employa cette image pour s’adresser à eux, mais eux ne comprirent pas de quoi il leur parlait. Jn 10, 6 : Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, int avat ne gomprenjont ket petra 'oa e gomzoù.

C’est pourquoi Jésus reprit la parole : « Amen, amen, je vous le dis : Moi, je suis la porte des brebis. Jn 10, 7 : Jezuz a lavaras eta adarre : « E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h :

Tous ceux qui sont venus avant moi sont des voleurs et des bandits ; mais les brebis ne les ont pas écoutés. Jn 10, 8 : An holl gement a zo deuet a-raok din, a zo laeron ha forbanned anezho ; met an deñved n’o deus ket o selaouet.

Moi, je suis la porte. Si quelqu’un entre en passant par moi, il sera sauvé ; il pourra entrer ; il pourra sortir et trouver un pâturage. Jn 10, 9 : Me eo an nor. An neb a yelo e-barzh drezon a vo salvet. Mont a raio e-barzh hag ez aio er-maez hag e kavo peurvan.

Le voleur ne vient que pour voler, égorger, faire périr. Moi, je suis venu pour que les brebis aient la vie, la vie en abondance. Jn 10, 10 : Al laer avat ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ ; me a zo deuet evit m’o devezo ar vuhez ha m’o devezo en-fonnus.

Moi, je suis le bon pasteur, le vrai berger, qui donne sa vie pour ses brebis. Jn 10, 11 : Me eo ar pastor mat. Ar pastor mat a ro e vuhez evit e zeñved.

Le berger mercenaire n’est pas le pasteur, les brebis ne sont pas à lui : s’il voit venir le loup, il abandonne les brebis et s’enfuit ; le loup s’en empare et les disperse. Jn 10, 12 : Met ar goprad, an hini n’eo ket ar pastor ha n’eo ket an deñved dezhañ, pa wel ar bleiz o tont, a zilez an deñved hag a dec’h ; hag ar bleiz a skrap hag a zistaol anezho a bep tu,

Ce berger n’est qu’un mercenaire, et les brebis ne comptent pas vraiment pour lui. Jn 10, 13 : rak ar goprad n’eo ken ha n’eo ket nec’het gant an deñved.

Moi, je suis le bon pasteur ; je connais mes brebis, et mes brebis me connaissent, Jn 10, 14 : Me eo ar mesaer mat ; hag anavezout a ran va deñved-me, ha va re-me am anavez,

comme le Père me connaît, et que je connais le Père ; et je donne ma vie pour mes brebis. Jn 10, 15 : evel ma-z on anavezet gant an Tad, ha ma-z eo an Tad anavezet ganin ; ha va buhez a roan evit va deñved.

J’ai encore d’autres brebis, qui ne sont pas de cet enclos : celles-là aussi, il faut que je les conduise. Elles écouteront ma voix : il y aura un seul troupeau et un seul pasteur. Jn 10, 16 : Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hloz-mañ : ar re-se ivez eo din o degas e-barzh ; ha klevout a raint va mouezh ha ne vo neuze nemet ur bagad, ur pastor hepken.

Voici pourquoi le Père m’aime : parce que je donne ma vie, pour la recevoir de nouveau. Jn 10, 17 : En abeg da gement-mañ e kar an Tad ac’hanon ma roan-me va buhez evit he c’hemerout a-nevez.

Nul ne peut me l’enlever : je la donne de moi-même. J’ai le pouvoir de la donner, j’ai aussi le pouvoir de la recevoir de nouveau : voilà le commandement que j’ai reçu de mon Père. » Jn 10, 18 : Den ebet n’he dilam diganin, met he reiñ a ran ac’hanon va-unan ; ar galloud am eus d’he reiñ hag ar galloud d’hec’h adkemerout a-nevez. Setu aze ar gourc’hemenn am eus resevet digant va Zad ».

De nouveau les Juifs se divisèrent à cause de ces paroles. Jn 10, 19 : Neuze e savas a-nevez disrann e-touez ar Yuzevien en abeg d’ar c’homzoù-se.

Beaucoup d’entre eux disaient : « Il a un démon, il délire. Pourquoi l’écoutez-vous ? » Jn 10, 20 : Ha kalz anezho a lavare : « Un droukspered a zo ennañ ; emañ o sodiñ ; perak her selaouit-hu ? ».

D’autres disaient : « Ces paroles ne sont pas celles d’un possédé… Un démon pourrait-il ouvrir les yeux des aveugles ? » Jn 10, 21 : Darn all avat a lavare : « Al lavaroù-se n’int ket re un den drouk-speredet. Daoust hag un droukspered a c’hell digeriñ o daoulagad d’an dalled ? »

Alors arriva la fête de la dédicace du Temple à Jérusalem. C’était l’hiver. Jn 10, 22 : C’hoarvezout a reas e Jeruzalem gouel an Dedi, hag ar goañv a oa anezhi.

Jésus allait et venait dans le Temple, sous la colonnade de Salomon. Jn 10, 23 : Edo Jezuz o vont-dont en Templ dindan porched Salomon.

Les Juifs firent cercle autour de lui ; ils lui disaient : « Combien de temps vas-tu nous tenir en haleine ? Si c’est toi le Christ, dis-le nous ouvertement ! » Jn 10, 24 : En em zastum a reas eta ar Yuzevien en-dro dezhañ hag e lavarjont dezhañ : « Betek pegoulz e talc’hi hor spered en entremar ? Ma-z out-te ar C’hrist, lavar deomp en-sklaer ».

Jésus leur répondit : « Je vous l’ai dit, et vous ne croyez pas. Les œuvres que je fais, moi, au nom de mon Père, voilà ce qui me rend témoignage. Jn 10, 25 : Ha Jezuz da respont dezho : « Hen lavaret em eus deoc’h, ha ne gredit ket ; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni diwar va fenn.

Mais vous, vous ne croyez pas, parce que vous n’êtes pas de mes brebis. Jn 10, 26 : Met c’hwi ne gredit ket, o vezañ n’oc’h ket eus va deñved.

Mes brebis écoutent ma voix ; moi, je les connais, et elles me suivent. Jn 10, 27 : Va deñved a selaou va mouezh ; hag o anavezout a ran, hag int a zeu war va lerc’h ;

Je leur donne la vie éternelle : jamais elles ne périront, et personne ne les arrachera de ma main. Jn 10, 28 : ha reiñ a ran dezho ar vuhez peurbadus ; ha biken ken ne 'z aint da goll, ha den n’o diframmo eus tre va daouarn.

Mon Père, qui me les a données, est plus grand que tout, et personne ne peut les arracher de la main du Père. Jn 10, 29 : An Tad hag en deus o roet din a zo brasoc’h eget an holl, ha n’eus hini a c’hell diframmañ tra a-dre daouarn an Tad.

Le Père et moi, nous sommes UN. » Jn 10, 30 : Me ha va Zad a zo unan ».

De nouveau, des Juifs prirent des pierres pour lapider Jésus. Jn 10, 31 : Ar Yuzevien adarre a zegasas mein evit e labezañ.

Celui-ci reprit la parole : « J’ai multiplié sous vos yeux les œuvres bonnes qui viennent du Père. Pour laquelle de ces œuvres voulez-vous me lapider ? » Jn 10, 32 : Respont a reas Jezuz dezho : « Kalz oberoù mat o tont eus va Zad am eus diskouezet deoc’h ; evit pehini eus an oberoù-se am labezit ? »

Ils lui répondirent : « Ce n’est pas pour une œuvre bonne que nous voulons te lapider, mais c’est pour un blasphème : tu n’es qu’un homme, et tu te fais Dieu. » Jn 10, 33 : Ar Yuzevien da respont dezhañ : « N’eo ket evit un oberenn vat bennak e taolomp mein ouzhit, met evit ur blasfem, dre m’en em lakaez, te hag a zo un den, da vezañ Doue ».

Jésus leur répliqua : « N’est-il pas écrit dans votre Loi : J’ai dit : Vous êtes des dieux ? Jn 10, 34 : Respont a reas Jezuz dezho : « Daoust ha n’eo ket skrivet en ho Lezenn : Lavaret em eus : Doueed oc’h ?

Elle les appelle donc des dieux, ceux à qui la parole de Dieu s’adressait, et l’Écriture ne peut pas être abolie. Jn 10, 35 : Ma ra ar Skritur doueed eus ar re-se e komze Doue outo, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ dianzavet ;

Or, celui que le Père a consacré et envoyé dans le monde, vous lui dites : “Tu blasphèmes”, parce que j’ai dit : “Je suis le Fils de Dieu”. Jn 10, 36 : penaos neuze d’an hini a zo bet santelaet gant an Tad ha kaset er bed gantañ, e lavarit-hu : Blasfemiñ a rez, dre m’em eus lavaret : Mab Doue ez on !

Si je ne fais pas les œuvres de mon Père, continuez à ne pas me croire. Jn 10, 37 : Mar ne ran ket oberoù va Zad, chomit hep va c’hrediñ ;

Mais si je les fais, même si vous ne me croyez pas, croyez les œuvres. Ainsi vous reconnaîtrez, et de plus en plus, que le Père est en moi, et moi dans le Père. » Jn 10, 38 : met ma ran, zoken ma n’am c’hredit ket, kredit en oberoù-se, evit ma ouiot ha ma-z anavezot emañ an Tad ennon ha me en Tad ».

Eux cherchaient de nouveau à l’arrêter, mais il échappa à leurs mains. Jn 10, 39 : Klask a raent adarre kregiñ ennañ, met en em silañ a reas a-dre o daouarn.

Il repartit de l’autre côté du Jourdain, à l’endroit où, au début, Jean baptisait ; et il y demeura. Jn 10, 40 : En em dennañ a reas adarre en tu all d’ar Jordan, e-lec’h ma veze Yann o vadeziñ er penn kentañ, hag e chomas eno.

Beaucoup vinrent à lui en déclarant : « Jean n’a pas accompli de signe ; mais tout ce que Jean a dit de celui-ci était vrai. » Jn 10, 41 : Tud e-leizh a zeuas d’e gaout, ha lavarout a raent : « Yann, gwir eo, n’en deus graet burzhud ebet ; met kement en deus lavaret diwar-benn hemañ a oa gwir ».

Et là, beaucoup crurent en lui. Jn 10, 42 : Ha kalz eno a gredas ennañ.



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Selaou an abadenn war RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'al Lun 27 a viz Ebrel 2026

📅 D'ar Sul 26 a viz Ebrel 2026
4e sul Fask

📅 D'ar Gwener 27 a viz Meurzh 2026

📅 D'ar Gwener 27 a viz Meurzh 2026

📅 D'al Lun 1 a viz Kerzu 2025

📅 D'ar Meurzh 13 a viz Mae 2025
Yann 10, 22-30 - Gant Guillemette In eo displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 12 a viz Mae 2025
Yann 10, 22-30 - Gant Guillemette In eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Sul 11 a viz Mae 2025
4e sul Fask
Yann 10, 27-30 - Gant Guillemette In eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Gwener 11 a viz Ebrel 2025
Yann 10, 31-42 - Gant Alan Le Verge hag Annick Miossec eo bet displeget an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 23 a viz Ebrel 2024
Yann 10, 22-30 - Gant Gwen eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 22 a viz Ebrel 2024
Yann 10, 1-10 - Gant Gwen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 21 a viz Ebrel 2024
Yann 10, 11-18 - Gant Gwen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 22 a viz Meurzh 2024
Yann 10, 31-42 - Gant Mariannick Trebaol eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 22 a viz Meurzh 2024
Yann 10, 31-42 - Gant Mariannick Trebaol eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 1 a viz Kerzu 2023
Yann 10, 11-16 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Sul 30 a viz Ebrel 2023
Yann 10, 1-11 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Gwener 31 a viz Meurzh 2023
Yn 10, 31-42 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Yaou 1 a viz Kerzu 2022
Yann 10, 11-16 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Meurzh 10 a viz Mae 2022
Yann 10, 22-30 - E-unan emañ Guillemette er mintin-mañ.
📅 D'al Lun 9 a viz Mae 2022
Yann 10, 1-10 - E-unan emañ Guillemette er mintin-mañ.
📅 D'ar Sul 8 a viz Mae 2022
Yann 10, 27-30 - E-unan emañ Guillemette er mintin-mañ.
📅 D'ar Gwener 8 a viz Ebrel 2022
Yann 10, 31-42 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Meurzh 27 a viz Ebrel 2021
Yn 10, 22-30 - E-unan emañ Dominique er mintin-mañ.
📅 D'al Lun 26 a viz Ebrel 2021
Yn 10, 1-10 - E-unan emañ Dominique er mintin-mañ.
📅 D'ar Sul 25 a viz Ebrel 2021
Yn 10, 11-18 - E-unan emañ Dominique er mintin-mañ.
📅 D'ar Gwener 26 a viz Meurzh 2021
Yn 10, 30-42 - An Aviel lennet gant Mariannick Trébaol.
📅 D'ar Gwener 3 a viz Ebrel 2020
Yn 10, 31-42 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Meurzh 14 a viz Mae 2019
Yn 10, 22-30 ha 15, 9-17 - An Aviel lennet gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h.
📅 D'al Lun 13 a viz Mae 2019
Yn 10, 1-10 - An Aviel lennet gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h.
📅 D'ar Sul 12 a viz Mae 2019
Yn 10, 27-30 - An Aviel lennet gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn