Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Yann » Pennad 6

An Aviel hervez Sant Yann - Pennad 6

Levr : An Aviel hervez Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 6



Après cela, Jésus passa de l’autre côté de la mer de Galilée, le lac de Tibériade. Jn 6, 1 : Goude-se e tremenas Jezuz en tu all da vor Galilea pe vor Tiberiad.

Une grande foule le suivait, parce qu’elle avait vu les signes qu’il accomplissait sur les malades. Jn 6, 2 : Ur bobl a dud a oa ouzh e heul, rak gwelout a raent ar burzhudoù a rae war ar re glañv.

Jésus gravit la montagne, et là, il était assis avec ses disciples. Jn 6, 3 : Hag o vezañ savet war ar menez, Jezuz a azezas eno gant e ziskibien.

Or, la Pâque, la fête des Juifs, était proche. Jn 6, 4 : Ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.

Jésus leva les yeux et vit qu’une foule nombreuse venait à lui. Il dit à Philippe : « Où pourrions-nous acheter du pain pour qu’ils aient à manger ? » Jn 6, 5 : Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout e oa ur bobl a dud o tont etrezek ennañ, a lavaras da Filip : « Pelec’h e prenimp bara d’ar re-mañ da zebriñ ? »

Il disait cela pour le mettre à l’épreuve, car il savait bien, lui, ce qu’il allait faire. Jn 6, 6 : Komz a rae evel-se evit e amprouiñ, rak eñ a ouie mat petra edo o vont d’ober.

Philippe lui répondit : « Le salaire de deux cents journées ne suffirait pas pour que chacun reçoive un peu de pain. » Jn 6, 7 : Filip a respontas dezhañ : « Daou c’hant dinerad bara, ne vezint ket a-walc’h evit m’en devo pep hini un tamm bihan ».

Un de ses disciples, André, le frère de Simon-Pierre, lui dit : Jn 6, 8 : Unan eus e ziskibien, Andrev, breur da Simon-Pêr, a lavaras dezhañ :

« Il y a là un jeune garçon qui a cinq pains d’orge et deux poissons, mais qu’est-ce que cela pour tant de monde ! » Jn 6, 9 : « Amañ ez eus ur c’hrennard a zo gantañ pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo se evit kement-all a dud ? »

Jésus dit : « Faites asseoir les gens. » Il y avait beaucoup d’herbe à cet endroit. Ils s’assirent donc, au nombre d’environ cinq mille hommes. Jn 6, 10 : Neuze Jezuz a lavaras : « Grit d’an dud mont en o gourvez ». Geot fonnus a oa el lec’h-se ; hag an dud eta a yeas en o gourvez, ur pemp mil bennak a wazed anezho.

Alors Jésus prit les pains et, après avoir rendu grâce, il les distribua aux convives ; il leur donna aussi du poisson, autant qu’ils en voulaient. Jn 6, 11 : Jezuz a gemeras ar baraennoù hag o vezañ lavaret ur bedenn a drugarez e roas anezho d’an dud ; hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma karjont.

Quand ils eurent mangé à leur faim, il dit à ses disciples : « Rassemblez les morceaux en surplus, pour que rien ne se perde. » Jn 6, 12 : P’o devoa bet o gwalc’h, e lavaras d’e ziskibien : « Dastumit an tammoù a zo manet evit na d-aio netra da goll ».

Ils les rassemblèrent, et ils remplirent douze paniers avec les morceaux des cinq pains d’orge, restés en surplus pour ceux qui prenaient cette nourriture. Jn 6, 13 : O dastum a rejont eta ha kargañ diwar ar pemp baraenn heiz, daouzek panerad a dammoù bet chomet gant ar re o devoa debret.

À la vue du signe que Jésus avait accompli, les gens disaient : « C’est vraiment lui le Prophète annoncé, celui qui vient dans le monde. » Jn 6, 14 : Hag an dud o welout ar sin bet graet gant Jezuz, a lavare : « Hemañ eo e gwirionez ar profed a zle dont er bed ».

Mais Jésus savait qu’ils allaient venir l’enlever pour faire de lui leur roi ; alors de nouveau il se retira dans la montagne, lui seul. Jn 6, 15 : Met Jezuz o c’houzout e oant war-nes dont d’e gemerout evit e lakaat da roue, en em dennas adarre war ar menez e-unan-penn.

Le soir venu, ses disciples descendirent jusqu’à la mer. Jn 6, 16 : Pa voe deuet an abardaez, e tiskennas e ziskibien betek ar mor ;

Ils s’embarquèrent pour gagner Capharnaüm, sur l’autre rive. C’était déjà les ténèbres, et Jésus n’avait pas encore rejoint les disciples. Jn 6, 17 : hag o vezañ pignet en ur vag, ez aent d’an tu all d’ar mor, war-zu Kafarnaoum ; an noz a oa diskennet dija he ne oa ket deuet Jezuz d’o c’haout en-dro.

Un grand vent soufflait, et la mer était agitée. Jn 6, 18 : Ar mor avat, dindan un avel vras o c’hwezhañ, a save e darzhioù.

Les disciples avaient ramé sur une distance de vingt-cinq ou trente stades (c’est-à-dire environ cinq mille mètres), lorsqu’ils virent Jésus qui marchait sur la mer et se rapprochait de la barque. Alors, ils furent saisis de peur. Jn 6, 19 : O vezañ roeñvet war-hed pemp warn-ugent pe dregont stadenn bennak, e weljont Jezuz o vale war ar mor hag o tostaat ouzh ar vag ; ha spontet e voent.

Mais il leur dit : « C’est moi. N’ayez plus peur. » Jn 6, 20 : Eñ avat a lavaras dezho : « Me eo, n’ho pet ket aon ».

Les disciples voulaient le prendre dans la barque ; aussitôt, la barque toucha terre là où ils se rendaient. Jn 6, 21 : Fellout a rae dezho e zegemer er vag ; ha kerkent en em gavas ar vag ouzh an aod, el lec’h ma-z aent.

Le lendemain, la foule restée sur l’autre rive se rendit compte qu’il n’y avait eu là qu’une seule barque, et que Jésus n’y était pas monté avec ses disciples, qui étaient partis sans lui. Jn 6, 22 : Antronoz, ar bobl a dud, hag a oa chomet en tu all d’ar mor, a daolas pled ne oa bet eno bag ebet nemet unan, ha ne oa ket pignet Jezuz enni gant e ziskibien, met e oa aet war-raok e ziskibien o-unan-penn heptañ ;

Cependant, d’autres barques, venant de Tibériade, étaient arrivées près de l’endroit où l’on avait mangé le pain après que le Seigneur eut rendu grâce. Jn 6, 23 : hogen bagoù all eus Tiberiad o vezañ degouezhet tost d’al lec’h m’o devoa debret ar bara goude d’an Aotrou bezañ lavaret ar bedenn a drugarez,

Quand la foule vit que Jésus n’était pas là, ni ses disciples, les gens montèrent dans les barques et se dirigèrent vers Capharnaüm à la recherche de Jésus. Jn 6, 24 : pa weljont eta n’edo ket Jezuz eno nag e ziskibien, e pignjont er bagoù hag e teujont betek Kafarnaoum o klask Jezuz.

L’ayant trouvé sur l’autre rive, ils lui dirent : « Rabbi, quand es-tu arrivé ici ? » Jn 6, 25 : Hag o vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ : « Rabbi, pegoulz out deuet amañ ? »

Jésus leur répondit : « Amen, amen, je vous le dis : vous me cherchez, non parce que vous avez vu des signes, mais parce que vous avez mangé de ces pains et que vous avez été rassasiés. Jn 6, 26 : Ha Jezuz da respont : « E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h ; va c’hlask a rit neket o vezañ m’hoc’h eus gwelet sinoù, met o vezañ m’hoc’h eus debret eus ar baraennoù ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h.

Travaillez non pas pour la nourriture qui se perd, mais pour la nourriture qui demeure jusque dans la vie éternelle, celle que vous donnera le Fils de l’homme, lui que Dieu, le Père, a marqué de son sceau. » Jn 6, 27 : Labourit neket evit ar vagadurezh a ya da goll, met evit an hini a bad betek ar vuhez peurbadus, an hini a vezo roet deoc’h gant Mab an Den ; rak eñ eo an hini en deus an Tad, Doue, e verket gant e siell! »

Ils lui dirent alors : « Que devons-nous faire pour travailler aux œuvres de Dieu ? » Jn 6, 28 : Lavarout a rejont eta dezhañ : « Petra ’zo d’ober evit seveniñ oberoù Doue ? »

Jésus leur répondit : « L’œuvre de Dieu, c’est que vous croyiez en celui qu’il a envoyé. » Jn 6, 29 : Jezuz a respontas dezho en ur lavarout : « Homañ eo oberenn Doue, krediñ en hini en deus kaset ».

Ils lui dirent alors : « Quel signe vas-tu accomplir pour que nous puissions le voir, et te croire ? Quelle œuvre vas-tu faire ? Jn 6, 30 : Neuze e lavarjont dezhañ : « Peseurt sin eta a rez evit ma welimp ha ma kredimp ennout ? Peseurt oberenn a rez ?

Au désert, nos pères ont mangé la manne ; comme dit l’Écriture : Il leur a donné à manger le pain venu du ciel. » Jn 6, 31 : Hon tadoù o deus debret ar manna er gouelec’h, hervez m’eo skrivet : Roet en deus dezho da zebriñ ur bara eus an Neñv ».

Jésus leur répondit : « Amen, amen, je vous le dis : ce n’est pas Moïse qui vous a donné le pain venu du ciel ; c’est mon Père qui vous donne le vrai pain venu du ciel. Jn 6, 32 : Jezuz a lavaras dezho : « E gwirionez, e gwirionez, n’eo ket Moizez en deus roet deoc’h ar bara eus an Neñv, met va Zad eo a ro deoc’h ar bara eus an Neñv, an hini gwirion.

Car le pain de Dieu, c’est celui qui descend du ciel et qui donne la vie au monde. » Jn 6, 33 : Rak bara Doue eo an hini a ziskenn eus an Neñv hag a ro buhez d’ar bed ».

Ils lui dirent alors : « Seigneur, donne-nous toujours de ce pain-là. » Jn 6, 34 : Lavarout a rejont dezhañ : « Aotrou, ro deomp bepred ar bara-se ».

Jésus leur répondit : « Moi, je suis le pain de la vie. Celui qui vient à moi n’aura jamais faim ; celui qui croit en moi n’aura jamais soif. Jn 6, 35 : Jezuz a respontas dezho : « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am c’haout, n’en devo ket naon ken, hag an hini a gred ennon n’en devo sec’hed biken ken.

Mais je vous l’ai déjà dit : vous avez vu, et pourtant vous ne croyez pas. Jn 6, 36 : Met lavaret em eus deoc’h hoc’h eus va gwelet ha na gredit ket.

Tous ceux que me donne le Père viendront jusqu’à moi ; et celui qui vient à moi, je ne vais pas le jeter dehors. Jn 6, 37 : Kement a vez roet din gant va Zad a zeuio davedon ; hag an hini a zeu davedon, me avat ne daolin ket anezhañ er-maez.

Car je suis descendu du ciel pour faire non pas ma volonté, mais la volonté de Celui qui m’a envoyé. Jn 6, 38 : Rak diskennet on eus an Neñv neket evit ober va youl-me, met youl an Hini en deus va c’haset.

Or, telle est la volonté de Celui qui m’a envoyé : que je ne perde aucun de ceux qu’il m’a donnés, mais que je les ressuscite au dernier jour. Jn 6, 39 : Hag homañ eo youl an Hini en deus va c’haset, na gollin netra eus kement en deus roet din, hogen ma adsavin anezho d’an deiz diwezhañ.

Telle est la volonté de mon Père : que celui qui voit le Fils et croit en lui ait la vie éternelle ; et moi, je le ressusciterai au dernier jour. » Jn 6, 40 : Rak homañ eo youl va Zad m’en devezo buhez peurbadus kement hini a wel ar Mab hag a gred ennañ ; ha ma adsavin anezhañ a varv da vev d’an deiz diwezhañ ».

Les Juifs récriminaient contre Jésus parce qu’il avait déclaré : « Moi, je suis le pain qui est descendu du ciel. » Jn 6, 41 : Grozmolat a rae ar Yuzevien diwar e benn, dre m’en devoa lavaret : « Me eo ar bara diskennet eus an Neñv ».

Ils disaient : « Celui-là n’est-il pas Jésus, fils de Joseph ? Nous connaissons bien son père et sa mère. Alors comment peut-il dire maintenant : “Je suis descendu du ciel” ? » Jn 6, 42 : Hag e lavarent : « Ha n’eo ket hennezh eo Jezuz, mab Jozef, a anavezomp mat e dad hag e vamm ? Penaos e lavar bremañ : Diskennet on eus an Neñv ? »

Jésus reprit la parole : « Ne récriminez pas entre vous. Jn 6, 43 : Jezuz a respontas hag a lavaras dezho : « Na c’hrozmolit ket etrezoc’h.

Personne ne peut venir à moi, si le Père qui m’a envoyé ne l’attire, et moi, je le ressusciterai au dernier jour. Jn 6, 44 : Den ebet ne c’hell dont davedon nemet sachet e vefe gant an Tad en deus va c’haset, ha me e adsavo a varv da vev d’an deiz diwezhañ.

Il est écrit dans les prophètes : Ils seront tous instruits par Dieu lui-même. Quiconque a entendu le Père et reçu son enseignement vient à moi. Jn 6, 45 : Skrivet eo er Brofeded : Holl e vezint kelennet gant Doue. Kement hini a selaou an Tad, hag a zesk digantañ, a zeu davedon.

Certes, personne n’a jamais vu le Père, sinon celui qui vient de Dieu : celui-là seul a vu le Père. Jn 6, 46 : N’eo ket en dije unan bennak gwelet an Tad ; nemet an hini a zo o tont eus Doue, hennezh hepken en deus gwelet an Tad.

Amen, amen, je vous le dis : il a la vie éternelle, celui qui croit. Jn 6, 47 : E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h : an hini a gred en deus ar vuhez peurbadus.

Moi, je suis le pain de la vie. Jn 6, 48 : Me eo bara ar vuhez.

Au désert, vos pères ont mangé la manne, et ils sont morts ; Jn 6, 49 : Ho tud kozh o deus debret ar manna er gouelec’h hag a zo marvet.

mais le pain qui descend du ciel est tel que celui qui en mange ne mourra pas. Jn 6, 50 : Evel-hen emañ ar bara a ziskenn eus an Neñv : ne varv ket an hini a zebr dioutañ.

Moi, je suis le pain vivant, qui est descendu du ciel : si quelqu’un mange de ce pain, il vivra éternellement. Le pain que je donnerai, c’est ma chair, donnée pour la vie du monde. » Jn 6, 51 : Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an Neñv. An neb a zebro eus ar bara-se, a vevo da viken ; hag ar bara a roin eo va c’horf evit buhez ar bed ».

Les Juifs se querellaient entre eux : « Comment celui-là peut-il nous donner sa chair à manger ? » Jn 6, 52 : Tabutal a rae neuze ar Yuzevien kenetrezo en ur lavarout : « Penaos e c’hell hemañ reiñ e gorf deomp da zebriñ ? »

Jésus leur dit alors : « Amen, amen, je vous le dis : si vous ne mangez pas la chair du Fils de l’homme, et si vous ne buvez pas son sang, vous n’avez pas la vie en vous. Jn 6, 53 : Lavarout a reas Jezuz dezho : « E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h : ma ne zebrit ket korf Mab an Den, ha ma n’evit ket e wad, n’ho pezo ket ar vuhez ennoc’h.

Celui qui mange ma chair et boit mon sang a la vie éternelle ; et moi, je le ressusciterai au dernier jour. Jn 6, 54 : An neb a zebr va c’horf hag a ev va gwad en deus buhez peurbadus ; ha me e zasorc’ho d’an deiz diwezhañ.

En effet, ma chair est la vraie nourriture, et mon sang est la vraie boisson. Jn 6, 55 : Rak va c’horf a zo magadurezh wirion ha va gwad evaj gwirion.

Celui qui mange ma chair et boit mon sang demeure en moi, et moi, je demeure en lui. Jn 6, 56 : An hini a zebr va c’horf hag a ev va gwad a chom ennon ha me ennañ.

De même que le Père, qui est vivant, m’a envoyé, et que moi je vis par le Père, de même celui qui me mange, lui aussi vivra par moi. Jn 6, 57 : Evel m’en deus va Zad hag a zo bev, va c’haset, hag evel ma vevan dre an Tad, evel-se an neb am debro, a vevo eñ ivez drezon-me.

Tel est le pain qui est descendu du ciel : il n’est pas comme celui que les pères ont mangé. Eux, ils sont morts ; celui qui mange ce pain vivra éternellement. » Jn 6, 58 : Evel-se emañ ar bara diskennet eus an Neñv. N’emañ ket evel an hini o deus debret ho tadoù ha n’en deus ket miret outo da vervel ; an neb a zebro eus ar bara-mañ a vevo da virviken ».

Voilà ce que Jésus a dit, alors qu’il enseignait à la synagogue de Capharnaüm. Jn 6, 59 : Lavarout a reas an traoù-se o kelenn en ur sinagogenn e Kafarnaoum.

Beaucoup de ses disciples, qui avaient entendu, déclarèrent : « Cette parole est rude ! Qui peut l’entendre ? » Jn 6, 60 : Kalz avat eus e ziskibien diwar e glevout a lavaras : « Tenn eo ar gomz-se, piv a c’hell he c’hlevout ? »

Jésus savait en lui-même que ses disciples récriminaient à son sujet. Il leur dit : « Cela vous scandalise ? Jn 6, 61 : Met Jezuz o c’houzout ennañ e-unan e c’hrozmole e ziskibien diwar-benn an dra-se, a lavaras dezho : « Ur skoilh evidoc’h eo kement-se ?

Et quand vous verrez le Fils de l’homme monter là où il était auparavant !... Jn 6, 62 : Ma welfec’h eta Mab an Den o pignat d’al lec’h ma-z edo diagent...

C’est l’esprit qui fait vivre, la chair n’est capable de rien. Les paroles que je vous ai dites sont esprit et elles sont vie. Jn 6, 63 : Ar spered eo a ro ar vuhez ; ar c’horf ne dalv ket. Ar c’homzoù am eus lavaret deoc’h a zo spered hag a zo buhez.

Mais il y en a parmi vous qui ne croient pas. » Jésus savait en effet depuis le commencement quels étaient ceux qui ne croyaient pas, et qui était celui qui le livrerait. Jn 6, 64 : Met en ho touez ez eus hiniennoù ha na gredont ket ». Rak gouzout a rae Jezuz adalek ar penn kentañ, pere a oa ar re na gredent ket, ha piv a oa an hini a zlee e werzhañ.

Il ajouta : « Voilà pourquoi je vous ai dit que personne ne peut venir à moi si cela ne lui est pas donné par le Père. » Jn 6, 65 : Ha lavarout a rae : « Setu perak em eus lavaret deoc’h ne c’hell nikun dont davedon, mar n’eo ket roet dezhañ gant va Zad ».

À partir de ce moment, beaucoup de ses disciples s’en retournèrent et cessèrent de l’accompagner. Jn 6, 66 : Diwar neuze, kalz eus e ziskibien a yeas war o c’hiz hag a baouezas da vont gantañ.

Alors Jésus dit aux Douze : « Voulez-vous partir, vous aussi ? » Jn 6, 67 : Jezuz a lavaras eta d’an Daouzek : « Ha c’hwi ivez, ha ne fell ket deoc’h mont kuit ? »

Simon-Pierre lui répondit : « Seigneur, à qui irions-nous ? Tu as les paroles de la vie éternelle. Jn 6, 68 : Respont a reas Simon-Pêr dezhañ : « Aotrou, da gaout piv ez afemp ? Komzoù ar vuhez peurbadus a zo ganit.

Quant à nous, nous croyons, et nous savons que tu es le Saint de Dieu. » Jn 6, 69 : Evidomp-ni hon eus kredet hag anavezet ez out-te Sant Doue ».

Jésus leur dit : « N’est-ce pas moi qui vous ai choisis, vous, les Douze ? Et l’un de vous est un diable ! » Jn 6, 70 : Jezuz da respont dezho : « Daoust ha n’eo ket me am eus ho tibabet ho taouzek ? Ha koulskoude unan ac’hanoc’h a zo un diaoul ».

Il parlait de Judas, fils de Simon Iscariote ; celui-ci, en effet, l’un des Douze, allait le livrer. Jn 6, 71 : Komz a rae eus Judaz, mab Simon Iskariot, rak hennezh eo a yae d’e werzhañ, evitañ da vezañ unan eus an Daouzek.