An Aviel hervez Sant Yann - Pennad 4
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21
Pennad 4
Les pharisiens avaient entendu dire que Jésus faisait plus de disciples que Jean et qu’il en baptisait davantage. Jésus lui-même en eut connaissance. Jn 4, 1 : Pa ouezas eta an Aotrou o devoa klevet ar Farizianed e c’houneze hag e vadeze muioc’h a ziskibien eget Yann.
– À vrai dire, ce n’était pas Jésus en personne qui baptisait, mais ses disciples. Jn 4, 2 : - bezañ ma ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze, met e ziskibien, -
Dès lors, il quitta la Judée pour retourner en Galilée. Jn 4, 3 : e kuitaas Bro-Judea hag e tistroas da Vro-C’halilea.
Or, il lui fallait traverser la Samarie. Jn 4, 4 : Rankout a rae neuze tremen dre Samaria.
Il arrive donc à une ville de Samarie, appelée Sykar, près du terrain que Jacob avait donné à son fils Joseph. Jn 4, 5 : En em gavout a ra eta en ur gêr eus Samaria, anvet Sikar, damdost d’an douaroù bet roet gant Jakob d’e vab Jozef.
Là se trouvait le puits de Jacob. Jésus, fatigué par la route, s’était donc assis près de la source. C’était la sixième heure, environ midi. Jn 4, 6 : Eno edo puñs Jakob. Ha Jezuz, skuizh gant an hent, a oa azezet evel-se war vord ar puñs. War-dro kreisteiz e oa anezhi.
Arrive une femme de Samarie, qui venait puiser de l’eau. Jésus lui dit : « Donne-moi à boire. » Jn 4, 7 : Ha sed ur vaouez eus Samaria, o tont da dennañ dour. Lavarout a reas Jezuz dezhi : « Ro din da evañ ».
– En effet, ses disciples étaient partis à la ville pour acheter des provisions. Jn 4, 8 : Rak e ziskibien a oa aet e kêr da brenañ boued.
La Samaritaine lui dit : « Comment ! Toi, un Juif, tu me demandes à boire, à moi, une Samaritaine ? » – En effet, les Juifs ne fréquentent pas les Samaritains. Jn 4, 9 : Met ar vaouez samariat-se a respontas dezhañ : « Penaos, te hag a zo Yuzev, a c’houlenn da evañ diganin-me, ur Samariadez ? » Rak ar Yuzevien n’o devez darempred ebet gant ar Samariz.
Jésus lui répondit : « Si tu savais le don de Dieu et qui est celui qui te dit : “Donne-moi à boire”, c’est toi qui lui aurais demandé, et il t’aurait donné de l’eau vive. » Jn 4, 10 : Jezuz a respontas en ur lavarout dezhi : « Ma anavezfes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit : Ro din da evañ, ez eo te az pije goulennet digantañ ha roet en dije dour bev dit-te ». -
Elle lui dit : « Seigneur, tu n’as rien pour puiser, et le puits est profond. D’où as-tu donc cette eau vive ? Jn 4, 11 : « Aotrou, emezi, n’ec’h eus netra da dennañ dour ha don eo ar puñs. Eus a-belec’h eta e tennez an dour bev-se ?
Serais-tu plus grand que notre père Jacob qui nous a donné ce puits, et qui en a bu lui-même, avec ses fils et ses bêtes ? » Jn 4, 12 : Ha te ’zo brasoc’h eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar puñs-mañ hag evet dioutañ e-unan, koulz hag e vugale hag e loened ? »
Jésus lui répondit : « Quiconque boit de cette eau aura de nouveau soif ; Jn 4, 13 : Respont a reas Jezuz dezhi o lavarout : « Kement hini a ev eus an dour-mañ en devo sec’hed c’hoazh ;
mais celui qui boira de l’eau que moi je lui donnerai n’aura plus jamais soif ; et l’eau que je lui donnerai deviendra en lui une source d’eau jaillissant pour la vie éternelle. » Jn 4, 14 : met an neb a evo eus an dour a roin-me dezhañ n’en devo mui sec’hed biken ken hag an dour a roin-me dezhañ a zeuio da vezañ ennañ ur vammenn-dour o strinkañ evit ar vuhez peurbadus ».
La femme lui dit : « Seigneur, donne-moi de cette eau, que je n’aie plus soif, et que je n’aie plus à venir ici pour puiser. » Jn 4, 15 : Ar vaouez a lavaras dezhañ : « Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na 'm bo ken a sec’hed, ha na vo ket ret din derc’hel da zont amañ da dennañ dour ».
Jésus lui dit : « Va, appelle ton mari, et reviens. » Jn 4, 16 : Jezuz a lavaras dezhi : « Kae da c’hervel da bried ha deus amañ en-dro ».
La femme répliqua : « Je n’ai pas de mari. » Jésus reprit : « Tu as raison de dire que tu n’as pas de mari : Jn 4, 17 : Ar vaouez a respontas : « Ne ’m eus pried ebet ». Ha Jezuz a lavaras dezhi : « Lavaret mat ac’h eus,
des maris, tu en as eu cinq, et celui que tu as maintenant n’est pas ton mari ; là, tu dis vrai. » Jn 4, 18 : n’em eus pried ebet, rak pemp pried ac’h eus bet hag an hini a zo ganit bremañ n’eo ket da bried eo ; gant se eo ar wirionez ac’h eus lavaret ».
La femme lui dit : « Seigneur, je vois que tu es un prophète !... Jn 4, 19 : « Aotrou, eme ar vaouez dezhañ, gwelout a ran ez out ur profed.
Eh bien ! Nos pères ont adoré sur la montagne qui est là, et vous, les Juifs, vous dites que le lieu où il faut adorer est à Jérusalem. » Jn 4, 20 : Hon Tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, c’hwi avat, ar Yuzevien, a lavar eo e Jeruzalem emañ al lec’h ma-z eus da azeuliñ ? » -
Jésus lui dit : « Femme, crois-moi : l’heure vient où vous n’irez plus ni sur cette montagne ni à Jérusalem pour adorer le Père. Jn 4, 21 : « Kred ac’hanon, maouez, eme Jezuz, dont a ra an eur na vo ken na war ar menez-mañ, nag e Jeruzalem ho po da azeuliñ an Tad.
Vous, vous adorez ce que vous ne connaissez pas ; nous, nous adorons ce que nous connaissons, car le salut vient des Juifs. Jn 4, 22 : C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket ; ni avat, a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silvidigezh re ro eus ar Yuzevien e teu.
Mais l’heure vient – et c’est maintenant – où les vrais adorateurs adoreront le Père en esprit et vérité : tels sont les adorateurs que recherche le Père. Jn 4, 23 : Met dont a ra an eur, ha bremañ eo dija, ma vo ar gwir azeulerien oc’h azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez ; rak an Tad ez eo ar seurt azeulerien-se emañ o klask.
Dieu est esprit, et ceux qui l’adorent, c’est en esprit et vérité qu’ils doivent l’adorer. » Jn 4, 24 : Spered eo Doue, hag ar re e azeul anezhañ o deus d’e azeuliñ e spered hag e gwirionez ».
La femme lui dit : « Je sais qu’il vient, le Messie, celui qu’on appelle Christ. Quand il viendra, c’est lui qui nous fera connaître toutes choses. » Jn 4, 25 : Hag ar vaouez da respont dezhañ : « Gouzout a ran emañ ar Mesiaz o tont, an hini a vez graet Krist anezhañ ; pa vo deuet hennezh e roio deomp pep tra da anaout ».
Jésus lui dit : « Je le suis, moi qui te parle. » Jn 4, 26 : Lavarout a reas Jezuz dezhi : « Me eo, me hag a gomz ouzhit ».
À ce moment-là, ses disciples arrivèrent ; ils étaient surpris de le voir parler avec une femme. Pourtant, aucun ne lui dit : « Que cherches-tu ? » ou bien : « Pourquoi parles-tu avec elle ? » Jn 4, 27 : War ar c’homzoù-se, e tegouezhas e ziskibien, ha souezhet e oant dre m’edo o komz gant ur vaouez. Hini ebet anezho koulskoude ne lavaras dezhañ : « Petra ’glaskez pe perak e komzez ganti ? »
La femme, laissant là sa cruche, revint à la ville et dit aux gens : Jn 4, 28 : Ar vaouez neuze a lezas eno he fod-dour, da vont e kêr ha da lavarout d’an dud :
« Venez voir un homme qui m’a dit tout ce que j’ai fait. Ne serait-il pas le Christ ? » Jn 4, 29 : « Deuit da welout un den hag en deus lavaret din kement am eus graet. Daoust hag hennezh n’eo ket ar C’hrist ? »
Ils sortirent de la ville, et ils se dirigeaient vers lui. Jn 4, 30 : Dont a rejont er-maez eus kêr da zont d’e gaout.
Entre-temps, les disciples l’appelaient : « Rabbi, viens manger. » Jn 4, 31 : E-pad ar c’heit-se e talc’he e ziskibien warnañ en ur lavarout : « Rabbi, debr ».
Mais il répondit : « Pour moi, j’ai de quoi manger : c’est une nourriture que vous ne connaissez pas. » Jn 4, 32 : Met eñ a respontas dezho : « Me am eus ur boued da zebriñ ha na anavezit ket ».
Les disciples se disaient entre eux : « Quelqu’un lui aurait-il apporté à manger ? » Jn 4, 33 : Hag an diskibien a lavare kenetrezo : « Daoust hag unan bennak en deus degaset dezhañ da zebriñ ? »
Jésus leur dit : « Ma nourriture, c’est de faire la volonté de Celui qui m’a envoyé et d’accomplir son œuvre. Jn 4, 34 : Lavarout a reas Jezuz dezho : « Va bevañs eo ober bolontez an Hini en deus va degaset, ha kas da benn e oberenn.
Ne dites-vous pas : “Encore quatre mois et ce sera la moisson” ? Et moi, je vous dis : Levez les yeux et regardez les champs déjà dorés pour la moisson. Dès maintenant, Jn 4, 35 : Hag-eñ ne lavarit ket : Pevar miz c’hoazh hag emañ an eost ? Setu ma lavaran deoc’h : Savit ho taoulagad ha gwelit ar maezioù : emaint o wennaat ha darev int evit an eost.
le moissonneur reçoit son salaire : il récolte du fruit pour la vie éternelle, si bien que le semeur se réjouit en même temps que le moissonneur. Jn 4, 36 : Dija en deus ar meder e c’hopr hag emañ o tastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, en doare m’en em laouenaio an hader kenkoulz hag ar meder.
Il est bien vrai, le dicton : “L’un sème, l’autre moissonne.” Jn 4, 37 : Rak amañ eo gwir ar c’hrennlavar : Unan a had, un all a ved.
Je vous ai envoyés moissonner ce qui ne vous a coûté aucun effort ; d’autres ont fait l’effort, et vous en avez bénéficié. » Jn 4, 38 : Ho kaset em eus da eostiñ ar pezh n’ho poa ket bet poan gantañ. Reoù all o deus poaniet ha c’hwi a zo aet da vediñ frouezh o foan ».
Beaucoup de Samaritains de cette ville crurent en Jésus, à cause de la parole de la femme qui rendait ce témoignage : « Il m’a dit tout ce que j’ai fait. » Jn 4, 39 : Kalz a Samariz eus ar gêr-se a gredas ennañ diwar gomz ar vaouez-se o reiñ an testeni-mañ : « Diskleriet en deus din kement am eus graet ».
Lorsqu’ils arrivèrent auprès de lui, ils l’invitèrent à demeurer chez eux. Il y demeura deux jours. Jn 4, 40 : O vezañ deuet eta d’e gaout, ar Samariz a bedas anezhañ da chom ganto. Ha chom a reas eno daou zevezh.
Ils furent encore beaucoup plus nombreux à croire à cause de sa parole à lui, Jn 4, 41 : Neuze kalz muioc’h c’hoazh a gredas ennañ en abeg d’e gomzoù e-unan,
et ils disaient à la femme : « Ce n’est plus à cause de ce que tu nous as dit que nous croyons : nous-mêmes, nous l’avons entendu, et nous savons que c’est vraiment lui le Sauveur du monde. » Jn 4, 42 : hag e lavarent d’ar vaouez : « N’eo ket mui diwar da lavaroù-te e kredomp ; rak ni hon-unan hon eus e glevet ha gouzout a reomp ez eo hemañ e gwirionez a zo Salver ar bed ! ».
Deux jours après, Jésus partit de là pour la Galilée. Jn 4, 43 : Goude an daou zevezh-se, ez eas kuit ac’hano evit mont da C’halilea.
– Lui-même avait témoigné qu’un prophète n’est pas considéré dans son propre pays. Jn 4, 44 : Rak Jezuz e-unan en devoa roet testeni ne vez ket ur profed prizet en e vro.
Il arriva donc en Galilée ; les Galiléens lui firent bon accueil, car ils avaient vu tout ce qu’il avait fait à Jérusalem pendant la fête de la Pâque, puisqu’ils étaient allés eux aussi à cette fête. Jn 4, 45 : P’en em gavas eta e Galilea, e voe degemeret mat gant Galileiz o vezañ m’o devoa gwelet an holl draoù en devoa graet e Jeruzalem e-pad ar Gouel ; rak int ivez a oa deuet d’ar Gouel.
Ainsi donc Jésus revint à Cana de Galilée, où il avait changé l’eau en vin. Or, il y avait un fonctionnaire royal, dont le fils était malade à Capharnaüm. Jn 4, 46 : Dont a reas adarre da Gana Galilea e-lec’h m’en devoa troet an dour e gwin. Hogen un ofisour d’ar roue a oa klañv e vab e Kafarnaoum.
Ayant appris que Jésus arrivait de Judée en Galilée, il alla le trouver ; il lui demandait de descendre à Capharnaüm pour guérir son fils qui était mourant. Jn 4, 47 : Hemañ pa glevas e oa deuet Jezuz eus Judea da C’halilea, a zeuas d’e gaout ouzh e bediñ da ziskenn evit yac’haat e vab, rak dare e oa da vervel.
Jésus lui dit : « Si vous ne voyez pas de signes et de prodiges, vous ne croirez donc pas ! » Jn 4, 48 : Jezuz a lavaras dezhañ : « Nemet e welfec’h sinoù ha burzhudoù ne gredit ket ».
Le fonctionnaire royal lui dit : « Seigneur, descends, avant que mon enfant ne meure ! » Jn 4, 49 : An ofisour roueel da respont : « Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va mab ». -
Jésus lui répond : « Va, ton fils est vivant. » L’homme crut à la parole que Jésus lui avait dite et il partit. Jn 4, 50 : « Kae, eme Jezuz, bev eo da vab ». Krediñ a reas an den er gomz en devoa Jezuz lavaret dezhañ hag ez eas kuit.
Pendant qu’il descendait, ses serviteurs arrivèrent à sa rencontre et lui dirent que son enfant était vivant. Jn 4, 51 : P’edo dija o tiskenn, e teuas e servijerien a-benn-hent dezhañ evit kemenn dezhañ e oa bev e vab.
Il voulut savoir à quelle heure il s’était trouvé mieux. Ils lui dirent : « C’est hier, à la septième heure, (au début de l’après-midi), que la fièvre l’a quitté. » Jn 4, 52 : Goulenn a reas outo da bet eur e oa en em gavet gwell ; hag e lavarjont dezhañ : « Dec’h, d’ar seizhvet eur ez eo aet an derzhienn dioutañ ».
Le père se rendit compte que c’était justement l’heure où Jésus lui avait dit : « Ton fils est vivant. » Alors il crut, lui, ainsi que tous les gens de sa maison. Jn 4, 53 : anavezout a reas an tad e oa d’an eur-se end-eeun, en devoa Jezuz lavaret dezhañ : « Bev eo da vab ». Hag e kredas, eñ hag e holl dud.
Tel fut le second signe que Jésus accomplit lorsqu’il revint de Judée en Galilée. Jn 4, 54 : Ober a reas Jezuz adarre an eil sin-se, goude distreiñ eus Judea da C’halilea.
