Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Yann » Pennad 3

An Aviel hervez Sant Yann - Pennad 3

Levr : An Aviel hervez Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 3



Il y avait un homme, un pharisien nommé Nicodème ; c’était un notable parmi les Juifs. Jn 3, 1 : E-touez ar Farizianed e oa un den anvet Nikodem, unan eus pennoù bras ar Yuzevien.

Il vint trouver Jésus pendant la nuit. Il lui dit : « Rabbi, nous le savons, c’est de la part de Dieu que tu es venu comme un maître qui enseigne, car personne ne peut accomplir les signes que toi, tu accomplis, si Dieu n’est pas avec lui. » Jn 3, 2 : Hemañ a zeuas e-pad an noz da gaout Jezuz hag a lavaras dezhañ : « Rabbi, gouzout a reomp ez out deuet a-berzh Doue, evel mestr-kelenner, rak den ne c’hell ober ar sinoù-se a rez-te, mar n’emañ ket Doue gantañ ».

Jésus lui répondit : « Amen, amen, je te le dis : à moins de naître d’en haut, on ne peut voir le royaume de Dieu. » Jn 3, 3 : Respont a reas Jezuz dezhañ : « E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, mar ne vez ket ganet unan bennak a-nevez eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout Rouantelezh Doue ».

Nicodème lui répliqua : « Comment un homme peut-il naître quand il est vieux ? Peut-il entrer une deuxième fois dans le sein de sa mère et renaître ? » Jn 3, 4 : Lavarout a reas Nikodem dezhañ : « Penaos e c’hell un den bezañ ganet hag eñ kozh ? Daoust hag e c’hell un eil gwech mont e korf e vamm evit bezañ ganet adarre ? »

Jésus répondit : « Amen, amen, je te le dis : personne, à moins de naître de l’eau et de l’Esprit, ne peut entrer dans le royaume de Dieu. Jn 3, 5 : Jezuz a respontas : « E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit : mar ne vez ket ganet unan bennak eus an dour hag ar Spered, ne c’hell ket mont e Rouantelezh Doue.

Ce qui est né de la chair est chair ; ce qui est né de l’Esprit est esprit. Jn 3, 6 : Kement a vez ganet eus ar c’horf a zo korf ; ha kement a vez ganet eus ar Spered a zo spered.

Ne sois pas étonné si je t’ai dit : il vous faut naître d’en haut. Jn 3, 7 : Na vez ket souezhet eta gant ar pezh am eus lavaret dit : Ret eo bezañ ganet a-nevez eus an nec’h.

Le vent souffle où il veut : tu entends sa voix, mais tu ne sais ni d’où il vient ni où il va. Il en est ainsi pour qui est né du souffle de l’Esprit. » Jn 3, 8 : C’hwezhañ a ra an avel e-lec’h ma kar ; klevout a rez he mouezh, met n’ouzez ket nag eus a belec’h e teu na da belec’h ez a. Evel-se e c’hoarvez gant kement den a zo ganet eus ar Spered ».

Nicodème reprit : « Comment cela peut-il se faire ? » Jn 3, 9 : Respont a reas Nikodem ha lavarout dezhañ : « Penaos e c’hell an traoù-se c’hoarvezout ? »

Jésus lui répondit : « Tu es un maître qui enseigne Israël et tu ne connais pas ces choses-là ? Jn 3, 10 : Ha Jezuz da respont dezhañ : « Te zo mestr-kelenner en Israel ha n’anavezez ket an traoù-se ?

Amen, amen, je te le dis : nous parlons de ce que nous savons, nous témoignons de ce que nous avons vu, et vous ne recevez pas notre témoignage. Jn 3, 11 : E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar dit : Diskleriañ a reomp ar pezh a ouzomp, ha reiñ a reomp testeni eus ar pezh a welomp ; met ne zegemerit ket hon testeni.

Si vous ne croyez pas lorsque je vous parle des choses de la terre, comment croirez-vous quand je vous parlerai des choses du ciel ? Jn 3, 12 : Mar ne gredit ket, pa gomzan deoc’h eus traoù douarel, penaos e kredot, pa gomzin deoc’h eus traoù an Neñv ?

Car nul n’est monté au ciel sinon celui qui est descendu du ciel, le Fils de l’homme. Jn 3, 13 : N’eus den ebet a ve pignet d’an Neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an Neñv, Mab an Den.

De même que le serpent de bronze fut élevé par Moïse dans le désert, ainsi faut-il que le Fils de l’homme soit élevé, Jn 3, 14 : Hag evel m’en deus Moizez uhelsavet an naer er gouelec’h, evel-se e rank bezañ uhelsavet Mab an Den,

afin qu’en lui tout homme qui croit ait la vie éternelle. Jn 3, 15 : evit m’en devo drezañ an neb a gred ennañ buhez peurbadus ».

Car Dieu a tellement aimé le monde qu’il a donné son Fils unique, afin que quiconque croit en lui ne se perde pas, mais obtienne la vie éternelle. Jn 3, 16 : « Rak kement en deus Doue karet ar bed ken en deus roet e Vab unganet evit na d-aio ket da goll an neb a gred ennañ, hogen m’en devo buhez peurbadus.

Car Dieu a envoyé son Fils dans le monde, non pas pour juger le monde, mais pour que, par lui, le monde soit sauvé. Jn 3, 17 : Evit gwir, Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.

Celui qui croit en lui échappe au Jugement ; celui qui ne croit pas est déjà jugé, du fait qu’il n’a pas cru au nom du Fils unique de Dieu. Jn 3, 18 : An neb a gred ennañ n’eo ket barnet ; an hini na gred ket avat a zo barnet a-vremañ o vezañ n’en deus ket kredet e anv Mab unganet Doue.

Et le Jugement, le voici : la lumière est venue dans le monde, et les hommes ont préféré les ténèbres à la lumière, parce que leurs œuvres étaient mauvaises. Jn 3, 19 : Rak homañ eo ar varnedigezh : deuet eo ar sklerijenn er bed, met an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklerijenn, dre ma oa fall o oberoù.

Celui qui fait le mal déteste la lumière : il ne vient pas à la lumière, de peur que ses œuvres ne soient dénoncées ; Jn 3, 20 : Rak piv bennak a ra an droug, a gasa ar sklerijenn ha ne gerzh ket da gaout ar sklerijenn gant aon na vefe dizoloet e oberoù.

mais celui qui fait la vérité vient à la lumière, pour qu’il soit manifeste que ses œuvres ont été accomplies en union avec Dieu. » Jn 3, 21 : Met an hini a ra ar wirionez a gerzh da gaout ar sklerijenn evit ma vo anavezet splann e oberoù evel graet e Doue ».

Après cela, Jésus se rendit en Judée, ainsi que ses disciples ; il y séjourna avec eux, et il baptisait. Jn 3, 22 : Goude-se e teuas Jezuz gant e ziskibien e Bro-Judea ; eno e chomas ganto hag e vadeze.

Jean, quant à lui, baptisait à Aïnone, près de Salim, où l’eau était abondante. On venait là pour se faire baptiser. Jn 3, 23 : Edo Yann ivez o vadeziñ en Enon, e-kichen Salim, rak kalz a zour a oa eno ; hag an dud a zeue da vezañ badezet.

En effet, Jean n’avait pas encore été mis en prison. Jn 3, 24 : Rak Yann ne oa ket bet taolet c’hoazh er prizon.

Or, il y eut une discussion entre les disciples de Jean et un Juif au sujet des bains de purification. Jn 3, 25 : Hogen arguzerezh a savas etre diskibien Yann hag ur Yuzev diwar-benn puridigezh.

Ils allèrent trouver Jean et lui dirent : « Rabbi, celui qui était avec toi de l’autre côté du Jourdain, celui à qui tu as rendu témoignage, le voilà qui baptise, et tous vont à lui ! » Jn 3, 26 : Dont a rejont da gaout Yann hag e lavarjont dezhañ : « Rabbi, an hini a oa ganit en tu all d’ar Jordan hag ac’h eus roet testeni dezhañ, setu eñ o vadeziñ hag an holl da vont davetañ ».

Jean répondit : « Un homme ne peut rien s’attribuer, sinon ce qui lui est donné du Ciel. Jn 3, 27 : Respont a reas Yann en ur lavarout dezho : « Ne c’hell den kaout tra ebet nemet roet e ve bet dezhañ eus an Neñv.

Vous-mêmes pouvez témoigner que j’ai dit : Moi, je ne suis pas le Christ, mais j’ai été envoyé devant lui. Jn 3, 28 : C’hwi hoc’h-unan a ro testeni em eus lavaret kement-mañ : Me n’on ket ar C’hrist, met degaset on bet en e raok.

Celui à qui l’épouse appartient, c’est l’époux ; quant à l’ami de l’époux, il se tient là, il entend la voix de l’époux, et il en est tout joyeux. Telle est ma joie : elle est parfaite. Jn 3, 29 : An hini a zo gantañ ar wreg yaouank eo ar pried ; met mignon an den yaouank p’emañ aze ouzh e selaou, a gav levenez gant mouezh an den yaouank ; hag honnezh eta eo al levenez am eus-me en he leunder.

Lui, il faut qu’il grandisse ; et moi, que je diminue. Jn 3, 30 : Dezhañ eo da greskiñ ha din-me da vihanaat ».

Celui qui vient d’en haut est au-dessus de tous. Celui qui est de la terre est terrestre, et il parle de façon terrestre. Celui qui vient du ciel est au-dessus de tous, Jn 3, 31 : An hini o tont eus an nec’h a zo a-us d’an holl ; an hini o tont eus an douar a zo douarel, hag a gomz eus an douar. An hini o tont eus an Neñv a zo a-us d’an holl ;

il témoigne de ce qu’il a vu et entendu, et personne ne reçoit son témoignage. Jn 3, 32 : testeniañ a ra ar pezh en deus gwelet ha klevet, met den ebet ne zegemer e desteni.

Mais celui qui reçoit son témoignage certifie par là que Dieu est vrai. Jn 3, 33 : An hini avat a zegemer e desteni a laka da wir ez eo gwirion Doue.

En effet, celui que Dieu a envoyé dit les paroles de Dieu, car Dieu lui donne l’Esprit sans mesure. Jn 3, 34 : Rak an hini a zo bet kaset gant Doue, a lavar komzoù Doue, ha Doue n’en deus ket muzuliet dezhañ donezon ar Spered.

Le Père aime le Fils et il a tout remis dans sa main. Jn 3, 35 : An Tad a gar ar Mab, ha lakaet en deus pep tra etre e zaouarn.

Celui qui croit au Fils a la vie éternelle ; celui qui refuse de croire le Fils ne verra pas la vie, mais la colère de Dieu demeure sur lui. » Jn 3, 36 : An hini a gred er Mab, en deus ar vuhez peurbadus ; met an hini na gred ket er Mab, ne welo ket ar Vuhez ; warnañ e chom kounnar Doue.