Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Yann » Pennad 5

An Aviel hervez Sant Yann - Pennad 5

Levr : An Aviel hervez Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 5



Après cela, il y eut une fête juive, et Jésus monta à Jérusalem. Jn 5, 1 : Goude-se en em gavas ur gouel gant ar Yuzevien hag e pignas Jezuz da Jeruzalem.

Or, à Jérusalem, près de la porte des Brebis, il existe une piscine qu’on appelle en hébreu Bethzatha. Elle a cinq colonnades, Jn 5, 2 : Bez’ ez eus e Jeruzalem, e-tal Dor an Deñved, ul lenn a vez anvet Betsata en hebraeg, hag he deus pemp porched.

sous lesquelles étaient couchés une foule de malades, aveugles, boiteux et impotents. [ 3b- 4] Jn 5, 3 : Dindano e veze gourvezet un niver bras a dud klañv, dalled, kammed, seizidi, hag a c’hortoze bouilh an dour.

Car un ange descendait de temps en temps dans le lac, et agitait l'eau ; et celui qui y descendait le premier après que l'eau avait été agitée était guéri, quelle que fût sa maladie. Jn 5, 4 : [ Rak bep an amzer e tiskenne Ael an Aotrou el lenn hag e teue an dour da fiñval. Kentañ hini a ziskenne e-barzh goude bouilh an dour, a veze pareet eus e gleñved, n’eus forzh pehini e vije bet dalc’het gantañ. ]

Il y avait là un homme qui était malade depuis trente-huit ans. Jn 5, 5 : Hogen bez’ e oa eno un den hag a oa gant e gleñved abaoe eizh vloaz ha tregont.

Jésus, le voyant couché là, et apprenant qu’il était dans cet état depuis longtemps, lui dit : « Veux-tu être guéri ? » Jn 5, 6 : Jezuz ouzh e welout gourvezet, hag o c’houzout e oa klañv abaoe pell amzer dija, a lavaras dezhañ : « Ha c’hoant ac’h eus da vezañ pareet ? »

Le malade lui répondit : « Seigneur, je n’ai personne pour me plonger dans la piscine au moment où l’eau bouillonne ; et pendant que j’y vais, un autre descend avant moi. » Jn 5, 7 : Hag ar c’hlañvour da respont dezhañ : « Aotrou, n’em eus den d’am zeurel el lenn pa vez bouilh gant an dour. E-pad m’emaon o vont, un all a ziskenn araozon ».

Jésus lui dit : « Lève-toi, prends ton brancard, et marche. » Jn 5, 8 : Lavarout a reas Jezuz dezhañ : « Sav, kemer da gravazh ha kerzh ».

Et aussitôt l’homme fut guéri. Il prit son brancard : il marchait ! Or, ce jour-là était un jour de sabbat. Jn 5, 9 : Kerkent e voe yac’haet an den-se ; sammañ a reas e gravazh hag eñ da vale. Hogen ur Sabad e oa an deiz-se.

Les Juifs dirent donc à cet homme que Jésus avait remis sur pieds : « C’est le sabbat ! Il ne t’est pas permis de porter ton brancard. » Jn 5, 10 : Hag ar Yuzevien a lavaras d’an hini a oa bet pareet : « Ar Sabad eo ; n’ec’h eus ket droed da zougen da gravazh ».

Il leur répliqua : « Celui qui m’a guéri, c’est lui qui m’a dit : “Prends ton brancard, et marche !” » Jn 5, 11 : Hemañ avat a respontas dezho : « An hini en deus va fareet, eo hennezh en deus lavaret din : Kemer da gravazh ha kerzh ».

Ils l’interrogèrent : « Quel est l’homme qui t’a dit : “Prends ton brancard, et marche” ? » Jn 5, 12 : Goulenn a rejont outañ : « Piv eo an den-se en deus lavaret dit : Kemer da gravazh ha kerzh ? »

Mais celui qui avait été rétabli ne savait pas qui c’était ; en effet, Jésus s’était éloigné, car il y avait foule à cet endroit. Jn 5, 13 : Met an hini a oa bet yac’haet ne ouie ket piv e oa, rak Jezuz a oa en em laeret kuit, dre ma oa tud e-leizh eno.

Plus tard, Jésus le retrouve dans le Temple et lui dit : « Te voilà guéri. Ne pèche plus, il pourrait t’arriver quelque chose de pire. » Jn 5, 14 : Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en Templ hag a lavaras dezhañ : « Setu te pareet ; a-vremañ diwall a bec’hiñ gant aon na c’hoarvezfe gwashoc’h ganit ».

L’homme partit annoncer aux Juifs que c’était Jésus qui l’avait guéri. Jn 5, 15 : An den neuze a yeas kuit da lavarout d’ar Yuzevien e oa Jezuz en devoa e bareet.

Et ceux-ci persécutaient Jésus parce qu’il avait fait cela le jour du sabbat. Jn 5, 16 : Setu perak ar Yuzevien a glaske a-enep da Jezuz, o vezañ m’en devoa graet kement-se un deiz Sabad.

Jésus leur déclara : « Mon Père est toujours à l’œuvre, et moi aussi, je suis à l’œuvre. » Jn 5, 17 : Met Jezuz a respontas dezho : « Va Zad betek vremañ ne baouez ket da labourat ; me ivez a labour eveltañ ».

C’est pourquoi, de plus en plus, les Juifs cherchaient à le tuer, car non seulement il ne respectait pas le sabbat, mais encore il disait que Dieu était son propre Père, et il se faisait ainsi l’égal de Dieu. Jn 5, 18 : Rak-se ar Yuzevien a glaske muioc’h c’hoazh e lakaat d’ar marv, n’eo ket hepken en abeg dezhañ terriñ ar Sabad, met c’hoazh dre ma rae e Dad eus Doue, oc’h en em lakaat evel-se par da Zoue.

Jésus reprit donc la parole. Il leur déclarait : « Amen, amen, je vous le dis : le Fils ne peut rien faire de lui-même, il fait seulement ce qu’il voit faire par le Père ; ce que fait celui-ci, le Fils le fait pareillement. Jn 5, 19 : Neuze Jezuz a gomzas outo hag a lavaras : « E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h : ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet ar pezh a wel an Tad oc’h ober ; rak ar pezh a vez graet gantañ, ar Mab her gra en hevelep doare.

Car le Père aime le Fils et lui montre tout ce qu’il fait. Il lui montrera des œuvres plus grandes encore, si bien que vous serez dans l’étonnement. Jn 5, 20 : Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ holl gement a ra e-unan ; ha diskouez a raio c’hoazh dezhañ oberoù brasoc’h eget ar re-mañ, deoc’h-c’hwi da estlammiñ.

Comme le Père, en effet, relève les morts et les fait vivre, ainsi le Fils, lui aussi, fait vivre qui il veut. Jn 5, 21 : Evel ma tihun an Tad ar re varv ha ma ro dezho buhez, evel-se ar Mab ivez a ro buhez d’ar re a fell dezhañ.

Car le Père ne juge personne : il a donné au Fils tout pouvoir pour juger, Jn 5, 22 : An Tad ne varn den ebet, met roet en deus pep barnerezh d’ar Mab ;

afin que tous honorent le Fils comme ils honorent le Père. Celui qui ne rend pas honneur au Fils ne rend pas non plus honneur au Père, qui l’a envoyé. Jn 5, 23 : d’an holl da enoriñ ar Mab, evel ma-z enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, ne enor ket an Tad en deus e gaset.

Amen, amen, je vous le dis : qui écoute ma parole et croit en Celui qui m’a envoyé, obtient la vie éternelle et il échappe au jugement, car déjà il passe de la mort à la vie. Jn 5, 24 : « E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h, an hini a selaou va c’homzoù hag a gred en Hini en deus va c’haset, en deus buhez peurbadus, ne gouezh ket dindan ar varnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.

Amen, amen, je vous le dis : l’heure vient – et c’est maintenant – où les morts entendront la voix du Fils de Dieu, et ceux qui l’auront entendue vivront. Jn 5, 25 : E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h : dont a ra an eur, ha bremañ eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue ; hag ar re he c’hlevo o devo buhez.

Comme le Père, en effet, a la vie en lui-même, ainsi a-t-il donné au Fils d’avoir, lui aussi, la vie en lui-même ; Jn 5, 26 : Rak evel m’en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, evel-se d’ar Mab ivez en deus roet kaout ar vuhez ennañ e-unan.

et il lui a donné pouvoir d’exercer le jugement, parce qu’il est le Fils de l’homme. Jn 5, 27 : Ha roet en deus dezhañ ar galloud da varn, dre ma-z eo Mab an Den.

Ne soyez pas étonnés ; l’heure vient où tous ceux qui sont dans les tombeaux entendront sa voix ; Jn 5, 28 : Na vezit ket souezhet gant se eta, rak dont a ra an eur ma vo klevet e vouezh gant ar re holl a zo er bezioù ha ma teuint er-maez,

alors, ceux qui ont fait le bien sortiront pour ressusciter et vivre, ceux qui ont fait le mal, pour ressusciter et être jugés. Jn 5, 29 : ar re o devo graet ar mad oc’h adsevel evit ar vuhez, ar re o devo graet an droug oc’h adsevel evit bezañ barnet.

Moi, je ne peux rien faire de moi-même ; je rends mon jugement d’après ce que j’entends, et mon jugement est juste, parce que je ne cherche pas à faire ma volonté, mais la volonté de Celui qui m’a envoyé. Jn 5, 30 : Ne c’hellan ober netra drezon va-unan ; diouzh ma klevan e varnan ; ha reizh eo va barnedigezh, rak n’eo ket va youl-me a glaskan, met youl an Hini en deus va c’haset.

Si c’est moi qui me rends témoignage, mon témoignage n’est pas vrai ; Jn 5, 31 : « Ma roan testeni diwar va fenn va-unan, va zesteni n’eo ket diouzh ar gwir ;

c’est un autre qui me rend témoignage, et je sais que le témoignage qu’il me rend est vrai. Jn 5, 32 : met un all a zo hag a zoug testeni diwar va fenn, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro diwar va fenn.

Vous avez envoyé une délégation auprès de Jean le Baptiste, et il a rendu témoignage à la vérité. Jn 5, 33 : Kaset hoc’h eus kannaded da gaout Yann, ha roet en deus testeni d’ar wirionez.

Moi, ce n’est pas d’un homme que je reçois le témoignage, mais je parle ainsi pour que vous soyez sauvés. Jn 5, 34 : Evidon-me, n’eo ket digant un den e resevan testeni ; met lavarout a ran an traoù-mañ evit ho silvidigezh ;

Jean était la lampe qui brûle et qui brille, et vous avez voulu vous réjouir un moment à sa lumière. Jn 5, 35 : Yann a oa ar c’houlaouenn o teviñ hag o skediñ ; ha c’hwi a zo bet fellet deoc’h evit ur pennad en em laouenaat ouzh he sklerijenn.

Mais j’ai pour moi un témoignage plus grand que celui de Jean : ce sont les œuvres que le Père m’a donné d’accomplir ; les œuvres mêmes que je fais témoignent que le Père m’a envoyé. Jn 5, 36 : Evidon-me am eus un testeni brasoc’h eget hini Yann ; rak an oberoù en deus va Zad roet din da gas da benn, an oberoù a ran, int-i o-unan a ro testeni diwar va fenn ez eo an Tad en deus va c’haset.

Et le Père qui m’a envoyé, lui, m’a rendu témoignage. Vous n’avez jamais entendu sa voix, vous n’avez jamais vu sa face, Jn 5, 37 : Hag an Tad hag en deus va c’haset, hennezh en deus roet testeni diwar va fenn. Biskoazh n’hoc’h eus klevet e vouezh, na biskoazh n’hoc’h eus gwelet e zremm,

et vous ne laissez pas sa parole demeurer en vous, puisque vous ne croyez pas en celui que le Père a envoyé. Jn 5, 38 : ha ne lakait ket e gomz da chom ennoc’h, pa-z eo gwir ne gredit ket en den-se en deus kaset anezhañ.

Vous scrutez les Écritures parce que vous pensez y trouver la vie éternelle ; or, ce sont les Écritures qui me rendent témoignage, Jn 5, 39 : Furchal a rit ar Skriturioù, dre ma kav deoc’h kaout enno ar vuhez peurbadus ; hag int ivez a ro testeni diwar va fenn.

et vous ne voulez pas venir à moi pour avoir la vie ! Jn 5, 40 : Ha koulskoude ne fell ket deoc’h dont davedon evit kaout ar vuhez.

La gloire, je ne la reçois pas des hommes ; Jn 5, 41 : Ne dennan ket va gloar eus an dud ;

d’ailleurs je vous connais : vous n’avez pas en vous l’amour de Dieu. Jn 5, 42 : met gouzout a ran n’hoc’h eus ket karantez Doue ennoc’h.

Moi, je suis venu au nom de mon Père, et vous ne me recevez pas ; qu’un autre vienne en son propre nom, celui-là, vous le recevrez ! Jn 5, 43 : Deuet on en anv va Zad, ha n’am degemerit ket ; ma teufe unan all bennak en e anv e-unan, e tegemerfec’h anezhañ.

Comment pourriez-vous croire, vous qui recevez votre gloire les uns des autres, et qui ne cherchez pas la gloire qui vient du Dieu unique ? Jn 5, 44 : Penaos e c’hellfec’h krediñ, c’hwi hag a denn ho kloar an eil eus egile ha na glaskit ket ar c’hloar a zeu eus an Doue n’eus nemetañ ?

Ne pensez pas que c’est moi qui vous accuserai devant le Père. Votre accusateur, c’est Moïse, en qui vous avez mis votre espérance. Jn 5, 45 : Na gredit ket evelato ez eo me ho tamallo dirak an Tad ; ho tamaller eo Moizez e-unan, an hini a esperit ennañ.

Si vous croyiez Moïse, vous me croiriez aussi, car c’est à mon sujet qu’il a écrit. Jn 5, 46 : Ma kredfec’h e Moizez, e kredfec’h ennon ivez, rak diwar va fenn en deus skrivet hennezh.

Mais si vous ne croyez pas ses écrits, comment croirez-vous mes paroles ? » Jn 5, 47 : Hogen mar ne gredit ket en e skridoù-eñ, penaos e kredfec’h em c’homzoù-me ? »