Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre du Deutéronome » Chapitre 4

Livre du Deutéronome - Chapitre 4

Levr : Levr an Adlezenn
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Chapitre 4



Maintenant, Israël, écoute les décrets et les ordonnances que je vous enseigne pour que vous les mettiez en pratique. Ainsi vous vivrez, vous entrerez, pour en prendre possession, dans le pays que vous donne le Seigneur, le Dieu de vos pères. Dt 4, 1 : Bremañ, Israel, selaou al lezenn-où hag an urzhioù a zeskan deoc’h hiziv, evit ma heuliot anezho. Evel-se e vevot hag ec’h antreot er vro a ro deoc’h an Aotrou, Doue ho Tadoù da vezañ perc’henn anezhi.

Vous n’ajouterez rien à ce que je vous ordonne, et vous n’y enlèverez rien, mais vous garderez les commandements du Seigneur votre Dieu tels que je vous les prescris. Dt 4, 2 : Na stagot netra ouzh ar pezh a c’hourc’hemennan deoc’h ha ne zilamot netra diouto, hogen mirout a reot gourc’hemennoù an Aotrou, ho Toue, e-giz m’o c’hemennan deoc’h.

Vous voyez de vos propres yeux ce que le Seigneur a fait à Baal-Péor : tous les hommes qui avaient suivi le Baal de Péor, le Seigneur ton Dieu les a retranchés de toi et les a exterminés. Dt 4, 3 : Ho taoulagad o deus gwelet pezh en deus graet an Aotrou e Baalfegor, penaos kement den a yae war-lerc’h Baalfegor a voe distrujet gant an Aotrou, da Zoue, eus ho touez.

Mais vous qui êtes restés attachés au Seigneur votre Dieu, vous êtes tous vivants aujourd’hui ! Dt 4, 4 : Met c’hwi, hag a zo stag ouzh an Aotrou, ho Toue, a zo bev, holl ac’hanoc’h, hiziv.

Voyez, je vous enseigne les décrets et les ordonnances que le Seigneur mon Dieu m’a donnés pour vous, afin que vous les mettiez en pratique dans le pays où vous allez entrer pour en prendre possession. Dt 4, 5 : Setu, desket em eus deoc’h reolioù ha setañsoù evel m’en deus gourc’hemennet din an Aotrou, va Doue, evit o heuliañ e-kreiz ar vro emaoc’h o vont e-barzh d’he ferc’hennañ.

Vous les garderez, vous les mettrez en pratique ; ils seront votre sagesse et votre intelligence aux yeux de tous les peuples. Quand ceux-ci entendront parler de tous ces décrets, ils s’écrieront : « Il n’y a pas un peuple sage et intelligent comme cette grande nation ! » Dt 4, 6 : O mirout a reot hag e heuliot anezho ; hag evel-se e viot fur ha skiantek dirak daoulagad ar pobloù. Pa glevo ar re-mañ komz eus an holl lezennoù-se e lavarint : "N’eus nemet ur bobl fur ha skiantek hag ar vroad-se an hini eo !"

Quelle est en effet la grande nation dont les dieux soient aussi proches que le Seigneur notre Dieu est proche de nous chaque fois que nous l’invoquons ? Dt 4, 7 : Rak pehini eo e gwirionez ar vroad vras hag a vefe an doueoù anezhi ken tost-all, evel ma-z eo tost deomp an Aotrou, hon Doue, ken lies gwech ma pedomp anezhañ ?

Et quelle est la grande nation dont les décrets et les ordonnances soient aussi justes que toute cette Loi que je vous donne aujourd’hui ? Dt 4, 8 : Ha pehini eo ar vroad vras hag a vefe ken reizh he lezennoù hag hec’h urzhioù evel al Lezenn-mañ en he fezh a ginnigan deoc’h hiziv ?

Mais prends garde à toi : garde-toi de jamais oublier ce que tes yeux ont vu ; ne le laisse pas sortir de ton cœur un seul jour. Enseigne-le à tes fils, et aux fils de tes fils. Dt 4, 9 : Met taol evezh mat ouzhit-te da-unan. N’a ket da ankounac’haat an traoù-se o deus gwelet da zaoulagad ha d’o lezel, e deiz ebet eus da vuhez, da vont er-maez eus da galon. Er c’hontrol, desk anezho d’az mibien ha da vibien da vibien.

Le jour où tu étais debout en présence du Seigneur ton Dieu au mont Horeb, ce jour-là le Seigneur m’avait dit : « Rassemble le peuple auprès de moi, je leur ferai entendre mes paroles pour que, tout au long de leur vie sur la terre, ils apprennent à me craindre et qu’ils l’apprennent aussi à leurs fils. » Dt 4, 10 : D’an deiz m’en em zalc’hjout dirak an Aotrou, da Zoue, en Horeb, e lavaras an Aotrou din : Dastum din ar bobl, hag e rin dezho klevout va c’homzoù, ma teskint va doujañ en holl zeizioù ma vevint war an douar, ha d’o mibien o deskint,

Vous vous êtes donc approchés et tenus debout, au pied de la montagne. Et la montagne était en feu, embrasée jusqu’en plein ciel, parmi les ténèbres des nuages et de la nuée obscure. Dt 4, 11 : hag e oac’h tostaet hag en em zalc’het e-traoñ ar menez, hag ar menez a zeve, entanet, betek kalon an Neñvoù, gant teñvalijenn, koumoul ha mougenn.

Alors, le Seigneur vous a parlé du milieu du feu ; le son de ses paroles, vous l’entendiez, mais vous n’avez vu aucune forme ; rien qu’une voix ! Dt 4, 12 : Hag e komzas an Aotrou ouzhoc’h a-greiz an tan : trouz ar c’homzoù a glevec’h, ha skeudenn ebet ne welec’h, nemet ur vouezh !

Il vous a révélé son Alliance, les Dix Paroles qu’il vous a ordonné de mettre en pratique. Et il les a écrites sur deux tables de pierre. Dt 4, 13 : Hag e tisklêrias deoc’h e emglev a c’hourc’hemenne deoc’h heuliañ : an dek lavarenn, a skrivas war div daolenn vein.

Et à moi, en ce temps-là, le Seigneur ordonna de vous enseigner les décrets et les ordonnances, afin que vous les mettiez en pratique dans le pays où vous allez passer pour en prendre possession. Dt 4, 14 : Ha din e c’hourc’hemennas an Aotrou er mare-se deskiñ deoc’h reolennoù ha setañsoù, evit o heuliañ er vro e oac’h o vont e-barzh d’he ferc’hennañ.

Prenez bien garde à vous-mêmes : vous n’avez vu aucune forme le jour où le Seigneur vous a parlé à l’Horeb du milieu du feu. Dt 4, 15 : Diwallit mat hoc’h eneoù ; peogwir n’ho poa gwelet skeudenn ebet en deiz ma komzas an Aotrou ouzhoc’h war an Horeb a-greiz an tan,

N’allez pas vous corrompre en vous fabriquant une idole, une statue de quelque forme que ce soit, représentant homme ou femme, Dt 4, 16 : n’it ket da "en em vreinañ", en ur ober delwenn pe skeudenn idol ebet o taolenniñ par pe barez,

bête qui marche sur la terre, oiseau qui vole dans le ciel, Dt 4, 17 : na taolenniñ nep loen a zo war an douar, taolennadur nep evn askellek o nijal en oabl,

bestiole qui rampe sur le sol, poisson qui vit dans les eaux sous la terre. Dt 4, 18 : taolennadur nep stlejvil war an douar, taolennadur nep pesk a zo en doureier edan an douar.

Prends garde lorsque tu lèves les yeux vers le ciel et que tu vois le soleil, la lune et les étoiles, toute l’armée des cieux ! Ne te laisse pas égarer, ne te prosterne pas devant eux pour les servir. Ceux-là, le Seigneur les a donnés en partage à tous les peuples qui sont sous le ciel. Dt 4, 19 : N’it ket da sevel ho taoulagad etrezek an neñv, da sellout ouzh an heol, ouzh al loar, ouzh ar stered, ouzh holl strollad an Neñvoù, hag en em lezel da stouiñ outo ha d’o servijañ : lodet int bet gant an Aotrou, da Zoue, d’an holl bobloù a zo dindan an Neñvoù.

Tandis que vous, le Seigneur vous a pris et fait sortir de l’Égypte, cette fournaise à fondre le fer. Il vous a pris pour que vous deveniez son peuple, son héritage, comme vous l’êtes encore aujourd’hui. Dt 4, 20 : Ho kemeret en deus an Aotrou hag ho tennet eus forn houarn an Egipt, evit bezañ Pobl e hêrezh, evel m’emaoc’h hiziv.

Mais le Seigneur s’est irrité contre moi à cause de vous et il a juré que je ne passerais pas le Jourdain, que je n’entrerais pas dans le bon pays que le Seigneur te donne en héritage. Dt 4, 21 : Met an Aotrou en deus kounnaret ouzhin abalamour deoc’h, ha touet na dremenjen ket ar Yordan, n’ajen ket d’ar vro gaer emañ an Aotrou, ho Toue, o reiñ dit evel hêrezh.

Oui, je vais mourir ici, sur cette terre, je ne passerai pas le Jourdain, tandis que vous, vous le passerez et vous posséderez ce bon pays-là ! Dt 4, 22 : Mervel a rin er vro-mañ ; ne dremenin ket ar Yordan, met c’hwi a dremeno hag a berc’henno ar vro gaer-se.

Gardez-vous d’oublier l’Alliance que le Seigneur votre Dieu a conclue avec vous : ne vous faites pas une idole, pas une image de quoi que ce soit ; c’est le commandement du Seigneur ton Dieu ! Dt 4, 23 : Diwallit da ankounac’haat emglev an Aotrou, ho Toue, en deus divizet ganin, nag ober delwennoù, skeudennoù, eus un dra bennak en deus difennet an Aotrou, ho Toue.

Car le Seigneur ton Dieu est un feu dévorant, c’est un Dieu jaloux ! Dt 4, 24 : An Aotrou, da Zoue, a zo un tan debrer, un Doue gwarizius.

Quand tu auras engendré des fils et des petits-fils, quand vous aurez vieilli dans ce pays, alors, si vous vous corrompez en fabriquant une idole, une image de quoi que ce soit, si vous faites ce qui est mal aux yeux du Seigneur ton Dieu, au point de l’indigner, Dt 4, 25 : P’az po bet mibien ha bugale vihan, hag e vi kozh er vro, m’en em vreinit dre ober delwennoù, skeudennoù un dra bennak, oc’h ober an droug ouzh daoulagad an Aotrou, ho Toue, ouzh hen hegasiñ,

alors – j’en prends aujourd’hui à témoin contre vous les cieux et la terre – aussitôt vous disparaîtrez totalement de la surface du pays dont vous allez prendre possession en passant le Jourdain ; vous n’y prolongerez pas vos jours, car vous serez totalement détruits ! Dt 4, 26 : e ran testoù enep deoc’h hiziv an Neñvoù hag an douar e vefec’h rasket buan a-ziwar an douar, ma tremenit ar Yordan betek ennañ, evit e berc’hennañ. Ne rafec’h ket hiroc’h deizioù warnañ, rak distrujet e vefec’h.

Le Seigneur vous dispersera parmi les peuples ; il ne restera de vous qu’un petit nombre parmi les nations où le Seigneur vous aura conduits. Dt 4, 27 : Ho strewiñ a rafe an Aotrou e-mesk ar pobloù, ha ne vanfec’h, a dud, nemet un niver bihan, e-mesk ar pobloù, e-lec’h en dije ho kaset an Aotrou.

Là-bas, vous servirez des dieux, ouvrages de mains humaines, en bois et en pierre, qui ne voient pas, n’entendent pas, ne mangent pas, ne sentent pas. Dt 4, 28 : Hag e servijfec’h eno doueoù graet gant daouarn an den, e koad hag e maen, ha na welont, na glevont, na zebront, na santont ket.

Alors, de là-bas, tu rechercheras le Seigneur ton Dieu, et tu le trouveras si tu le cherches de tout ton cœur et de toute ton âme. Dt 4, 29 : Klask a reot ale-hont an Aotrou, ho Toue, hag e kavot anezhañ gant ma vo kehelet ganit a holl galon, a holl ene.

Quand tu seras dans la détresse, quand tout cela te sera arrivé, dans la suite des temps, tu reviendras alors jusqu’au Seigneur ton Dieu et tu écouteras sa voix. Dt 4, 30 : En anken e vi kavet gant an holl gomzoù-mañ, ha diwezhatoc’h, gant an amzer, e tistroi davet an Aotrou hag e senti ouzh e vouezh.

Car le Seigneur ton Dieu est un Dieu miséricordieux : il ne t’abandonnera pas, il ne te détruira pas, il n’oubliera pas l’Alliance jurée à tes pères. Dt 4, 31 : Rak un Doue truezus eo an Aotrou, da Zoue. N’az tilezo ket, n’az tistrujo ket, ha n’ankounac’haio ket emglev da hendadoù, en devoa touet dezho.

Interroge donc les temps anciens qui t’ont précédé, depuis le jour où Dieu créa l’homme sur la terre : d’un bout du monde à l’autre, est-il arrivé quelque chose d’aussi grand, a-t-on jamais connu rien de pareil ? Dt 4, 32 : Goulenn digant an amzerioù tremenet a zo bet a-raok dit, adal an deiz ma krouas Doue an den war an douar : eus an eil penn d’an oabl d’egile, ha bez’ e voe biskoazh netra ken bras ? Ha bez’ e voe klevet netra heñvel ?

Est-il un peuple qui ait entendu comme toi la voix de Dieu parlant du milieu du feu, et qui soit resté en vie ? Dt 4, 33 : Ha bez’ ez eus ur bobl bennak a gement en divije klevet mouezh Doue o komz eus a-greiz an tan, evel m’ac’h eus klevet, hag a vije chomet bev ?

Est-il un dieu qui ait entrepris de se choisir une nation, de venir la prendre au milieu d’une autre, à travers des épreuves, des signes, des prodiges et des combats, à main forte et à bras étendu, et par des exploits terrifiants – comme tu as vu le Seigneur ton Dieu le faire pour toi en Égypte ? Dt 4, 34 : Ha bez’ ez eus un doue bennak hag a vije deuet da glask ur vroad eus a-greiz un all, a-dreuz amprouennoù, sinoù, burzhudoù ha stourmadoù, gant un dorn kreñv ha dre nerzh e vrec’h, gant spontadegoù bras-meurbet, evel m’en deus an Aotrou, ho Toue, graet evidoc’h en Egipt, dindan ho taoulagad ?

Il t’a été donné de voir tout cela pour que tu saches que c’est le Seigneur qui est Dieu, il n’y en a pas d’autre. Dt 4, 35 : Dit-te eo bet diskouezet kement-se evit ma oufes ez eo an Aotrou ar gwir Zoue, ha n’eus, hini all ebet nemetañ.

Du haut du ciel, il t’a fait entendre sa voix pour t’instruire ; sur la terre, il t’a fait voir son feu impressionnant, et tu as entendu ce qu’il te disait du milieu du feu. Dt 4, 36 : Eus an Neñvoù en deus bet roet dit e vouezh da glevout evit reiñ kentel dit ; ha war an douar en deus diskouezet dit e dan bras. Ha klevet ec’h eus e gomzoù eus a-greiz an tan.

Parce qu’il a aimé tes pères et qu’il a choisi leur descendance, en personne il t’a fait sortir d’Égypte par sa grande force, Dt 4, 37 : Dre ma kare da Dadoù eo en deus dibabet o lignez en o goude, hag en deus graet dit dont dirazañ eus an Egipt gant galloud bras, ha diberc’hennet en deus dirazout broadoù brasoc’h ha

pour chasser devant toi des nations plus grandes et plus puissantes, te faire entrer dans leur pays et te le donner en héritage, comme cela se réalise aujourd’hui. Dt 4, 38 : galloudusoc’h egedout, ha graet dit antren en o bro evit he reiñ dit en hêrezh, evel m’emañ kont bepred en deiz a hiziv.

Sache donc aujourd’hui, et médite cela en ton cœur : c’est le Seigneur qui est Dieu, là-haut dans le ciel comme ici-bas sur la terre ; il n’y en a pas d’autre. Dt 4, 39 : Anavez eta hiziv, ha moull kement-mañ ez kalon : an Aotrou eo a zo Doue, en Neñvoù en nec’h, evel m’emañ war an Douar, hag hini all ebet nemetañ.

Tu garderas les décrets et les commandements du Seigneur que je te donne aujourd’hui, afin d’avoir, toi et tes fils, bonheur et longue vie sur la terre que te donne le Seigneur ton Dieu, tous les jours. Dt 4, 40 : Mir e lezennoù hag e urzhioù a roan dit abalamour dit-te ha d’az pugale war da lerc’h da gaout eurvad ha buhez hir war an douar a ro dit-te an Aotrou, da Zoue, da virviken.

Alors, Moïse réserva trois villes au-delà du Jourdain, à l’orient, Dt 4, 41 : Neuze e tibabas Moizez teir c’hêr en tu all d’ar Yordan, ouzh ar Sav-heol.

pour servir de refuge au meurtrier qui aurait tué involontairement son prochain, sans jamais avoir eu de haine contre lui. En se réfugiant dans l’une de ces villes, le meurtrier aura la vie sauve. Dt 4, 42 : Hag e tec’ho di ar muntrer en devo lazhet e nesañ hep gouzout dezhañ, hep bezañ bet kasoni outañ a-ziagent ; tec’hout a raio da unan eus ar c’hêrioù-mañ, hag e vevo :

Ces villes étaient Bècèr au désert dans le pays du Plateau pour les gens de Roubène, Ramoth-de-Galaad pour les gens de Gad, et Golane en Bashane pour ceux de Manassé. Dt 4, 43 : Bezer, er gouelec’h, e bro ar gompezenn, evit Rubeniz ; Ramot, er Galaad, evit Gadiz ; ha Golan, er Basan, evit Manaseiz.

Voici la Loi que Moïse exposa devant les fils d’Israël. Dt 4, 44 : Sed aze al lezenn a lakaas Moizez dirak bugale Israel.

Ce sont les édits, les décrets et les ordonnances proclamés par Moïse aux fils d’Israël, à leur sortie d’Égypte. Dt 4, 45 : Sed aze an testenioù, ar reolennoù, ar setañsoù a lavaras Moizez da vugale Israel deuet er-maez eus an Egipt,

Cela se passait au-delà du Jourdain, dans la vallée en face de Beth-Péor, au pays de Séhone, roi des Amorites, qui habitait à Heshbone. Moïse et les fils d’Israël l’avaient vaincu à leur sortie d’Égypte et Dt 4, 46 : en tu all d’ar Yordan, en draonienn a-dal da Vet-Peor, e bro Sehon, roue an Amoriz, a oa o chom en Hesbon, hag a oa bet pilet gant Moizez ha gant bugale Israel pa oant o tont eus an Egipt.

ils avaient pris possession de son pays ainsi que du pays d’Og, roi de Bashane. Séhone et Og étaient les deux rois des Amorites qui habitaient au-delà du Jourdain, au soleil levant. Dt 4, 47 : Ar re-mañ a berc’hennas e vro ha bro Og, roue ar Basan. O-daou a oa rouaned Amoreat, en tu-hont d’ar Yordan ouzh ar Sav-heol,

Leurs territoires s’étendaient d’Aroër, au bord des gorges de l’Arnon, jusqu’à la montagne de Sihone, c’est-à-dire l’Hermon, Dt 4, 48 : adalek Aroer, a zo war ribl froud Arnon, betek menez Sien, pe Hermon,

et comprenaient aussi toute la Araba au-delà du Jourdain, à l’est, jusqu’à la mer de la Araba, au bas des pentes du Pisga. Dt 4, 49 : hag an holl maezioù en tu all d’ar Yordan ouzh ar Reter, betek mor ar maezioù, e-traoñ diribinoù ar Pisga.



💡 Informations supplémentaires

🤝 Page des partenaires

🌐 À-propos de la traduction en breton

La traduction du Livre du Deutéronome en breton proposée par Bibl.bzh est basée sur le travail mené par les prêtres Pêr ar Gall et Job Lec'hvien, travail qu'ils ont édité sous la forme de cinq livres aux éditions An tour Tan en 1981. Il s'agit d'une traduction littérale de la source hébraïque appelée la Massorah, qui date de trois siècles après Jésus-Christ. Job Lec’hvien à la fin de sa vie (à partir de 2012 jusqu'en 2014) a revu tous les textes pour réduire la rigidité des traductions littérales depuis l'hébreu et afin de les améliorer pour la liturgie. Une version complète de la Bible a été éditée avec cette traduction par les éditions Penkermin en 2018. Cette traduction d'origine a été révisée et éditée par différents chrétiens bretons pour Bibl.bzh en 2025.

La traduction de la Bible en breton que nous vous présentons sur Bibl.bzh est le fruit d’un travail de plusieurs décennies par différents prêtres brittophones (voir la liste sur notre Foire aux questions), relue et corrigée par le comité « Bodad Santel » et encore améliorée pour Bibl.bzh par différents chrétiens bretons.

⇧ Retourner en haut de page