Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Zacharie » Chapitre 14

Livre de Zacharie - Chapitre 14

Levr : Diougan Zakarias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 14



Voici qu’un jour vient pour le Seigneur, où l’on partagera tes dépouilles au milieu de toi, Jérusalem. Za 14, 1 : Setu ma teu Deiz an Aotrou ma vo lodennet ez kreiz da zibourc’hioù.

Je rassemblerai toutes les nations devant Jérusalem pour le combat ; la ville sera prise, les maisons pillées, les femmes violées ; la moitié de la ville partira en exil, mais le reste du peuple ne sera pas retranché de la ville. Za 14, 2 : Ha bodañ a rin an holl vroadoù etrezek Jeruzalem evit an emgann. Kemeret e vo ar Gêr ha graet ar skrapadeg en tiez, ha gwallet ar gwragez. Un hanter eus Kêr a yelo d’an harlu, met ar restad eus an dud ne vo dilamet ket eus Kêr.

Alors le Seigneur sortira pour combattre avec les nations, comme lorsqu’il combat au jour de la bataille. Za 14, 3 : Neuze eo an Aotrou a yelo war-raok evit stourm ouzh ar broadoù-se evel en deiz ma stourm, e deiz an emgann.

Ses pieds se poseront, ce jour-là, sur le mont des Oliviers qui est en face de Jérusalem, à l’orient. Et le mont des Oliviers se fendra par le milieu, d’est en ouest ; il deviendra une immense vallée. Une moitié de la montagne reculera vers le nord, et l’autre vers le sud. Za 14, 4 : Hag e pozo e dreid, en deiz-se, war Venez an Olivez, a zo a-enep da Jeruzalem, ouzh ar Reter. Ha Menez an Olivez a faouto dre an hanter eus ar Sav-heol d’ar C’huzh-heol, en un draonienn vras ; hag un hanter eus ar Menez a dec’ho etrezek an hanternoz hag an hanter all etrezek ar c’hreisteiz.

Vous fuirez la vallée de mes montagnes, car elle atteindra Yasol. Vous fuirez comme vous avez fui devant le tremblement de terre, au temps d’Ozias, roi de Juda. Alors le Seigneur mon Dieu viendra, et tous les saints avec lui. Za 14, 5 : Hag e tec’hot diouzh traonienn va menezioù, rak tizhout a ray traonienn va menezioù betek Iasol; tec’hel a reot evel m’ho poa tec’het rak ar c’hren-douar, e deizioù Ozias, roue Youda. Hag e teuio an Aotrou, va Doue, hag e holl sent gantañ.

Ce jour-là, il n’y aura pas de lumière, mais du froid et du gel. Za 14, 6 : Hag e c’hoarvezo en Deiz-se na vo ken na yenien na frim.

Ce sera un jour unique – le Seigneur le connaît –, il n’y aura pas le jour puis la nuit, mais à l’heure du soir, la lumière. Za 14, 7 : Hag e vo un deiz hep e bar - anavezet eo gant an Aotrou ! - ne vo ennañ na deiz na noz ; ha diouzh an abardaez e vo sklerijenn.

Ce jour-là, des eaux vives sortiront de Jérusalem, moitié vers la mer orientale, moitié vers la mer occidentale : il en sera ainsi en été, comme en hiver. Za 14, 8 : Hag e c’hoarvezo en Deiz-se, ma strinko dourioù bev eus Jeruzalem, an hanter war-du mor ar sav-heol, hag an hanter all war-du mor ar c’huzh-heol ; hag e vo dour en hañv evel er goañv,

Alors le Seigneur deviendra roi sur toute la terre ; ce jour-là, le Seigneur sera unique, et unique, son nom. Za 14, 9 : an Aotrou a zeuio da vezañ roue war an douar a-bezh ; en deiz-se e vo Aotrou an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.

Tout le pays sera changé en plaine, depuis Guéba jusqu’à Rimmone, au sud de Jérusalem. Jérusalem sera surélevée, demeurant habitée au même lieu, depuis la porte de Benjamin jusqu’à l’emplacement de l’ancienne porte, jusqu’à la porte des Angles, et depuis la tour de Hananéel jusqu’aux pressoirs du roi. Za 14, 10 : Ar vro a-bezh a droio da vezañ ur gompezenn, eus Gabaa betek Remon, e kreisteiz Jeruzalem. Houmañ avat a vo uhelaet hag annezet en he lec’h, a-dal Dor Beniamin betek tachenn an Nor gentañ, betek dor ar C’hornioù, hag a-dal tour Hananeel betek Gwaskelloù ar Roue.

On y habitera, il n’y aura plus d’anathème : Jérusalem sera habitée en sécurité. Za 14, 11 : An dud a chomo enni ha ne vo ken skoet anaoue outi, met annezet e vo Jeruzalem er surentez.

Et voici le fléau dont le Seigneur frappera tous les peuples qui auront combattu contre Jérusalem : il fera pourrir la chair de chacun quand il sera encore debout sur ses pieds ; ses yeux pourriront dans leurs orbites, sa langue pourrira dans sa bouche. Za 14, 12 : Hag houmañ eo ar walenn a skoio an Aotrou gant an holl bobloù o devo brezeliet a-enep Jeruzalem ; lakaat a ray o c’hig da vreinañ, ha goude ma vint en o sav war o zreid ; o daoulagad a vreino en o zoulloù ; o zeod a vreino en o genou.

Il arrivera, en ce jour-là, que le Seigneur provoquera une grande panique parmi eux. Chacun empoignera son compagnon et ils lutteront corps à corps. Za 14, 13 : Hag e c’hoarvezo en deiz-se ma vo en o mesk ur spouron bras a-berzh an Aotrou : pep unan a grogo e dorn egile, hag e savo pep unan e zorn enep egile.

Juda aussi combattra avec Jérusalem. Les richesses de toutes les nations d’alentour seront rassemblées, or, argent, vêtements, en énorme quantité. Za 14, 14 : Youda ivez a stourmo e Jeruzalem, hag e vo dastumet pinvidigezhioù an holl vroadoù a-ziwar-dro, aour, arc’hant, dilhad, bern war vern.

Un fléau semblable atteindra les chevaux, les mulets, les chameaux, les ânes et toutes les bêtes qui se trouveront dans leurs camps : ce sera le même fléau. Za 14, 15 : Hag heñvel e vo ar walenn skoet gant ar c’hezeg, ar muled, ar c’hañvaled, an ezen hag an holl loened a vo e kampoù ar re-mañ, ur walenn heñvel ouzh ar walenn-se !

Alors tous les survivants des nations qui auront marché contre Jérusalem monteront année après année se prosterner devant le Roi Seigneur de l’univers, et célébrer la fête des Tentes. Za 14, 16 : Hag e c’hoarvezo gant restadoù ar broioù a vo aet enep Jeruzalem, ma savint a vloaz da vloaz evit stouiñ dirak Aotrou an armeoù ha lidañ Gouel an Teltennoù.

Mais pour les familles de la terre qui ne monteront pas se prosterner à Jérusalem devant le Roi Seigneur de l’univers, la pluie ne tombera pas. Za 14, 17 : Hag e c’hoarvezo, mar ne sav ket da Jeruzalem unan eus kerentiezhioù an douar evit stouiñ dirak ar Roue, Aotrou an armeoù, ne vo ket glav evitañ.

Et si la famille d’Égypte ne veut pas monter, si elle ne vient pas, alors fondra sur elle le fléau dont le Seigneur frappera les nations qui ne monteront pas célébrer la fête des Tentes. Za 14, 18 : Ha mar ne sav ket kerentiezhioù an Egipt ha mar ne zeu ket, e kouezho warni ar walenn a skoio an Aotrou gant ar broadoù na savint ket evit lidañ Gouel an Teltennoù.

Tel sera le châtiment de l’Égypte et le châtiment de toutes les nations qui ne monteront pas célébrer la fête des Tentes. Za 14, 19 : Hennezh a vo ar c’hastiz a gouezho war an Egipt ha war an holl vroadoù na savint ket evit lidañ gouel an Teltennoù.

Ce jour-là, les grelots des chevaux porteront l’inscription « Consacré au Seigneur » ; les marmites, dans la Maison du Seigneur, seront comme des coupes d’aspersion devant l’autel. Za 14, 20 : En deiz-se war gleierigoù ar c’hezeg e vo skrivet : "Tra santel d’an Aotrou" ; hag e Templ an Aotrou e vo ar c’haoterioù ken sakr hag ar piñsinoù-dour dirak an Aoter.

Toute marmite, à Jérusalem et en Juda, sera consacrée au Seigneur de l’univers ; tous ceux qui offrent un sacrifice viendront les prendre pour cuire ce qu’ils présentent. Il n’y aura plus de marchand dans la Maison du Seigneur de l’univers, en ce jour-là. Za 14, 21 : Ha pep kaoter e Jeruzalem hag e Youda a vo sakret da Aotrou an armeoù ; ha kement hini a zeuio evit un aberzh a gemero diouto evit ar poazhadur. Ha ne vo ken a varc’hadour e ti Aotrou an armeoù, en Deiz-se !