Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Zacharie » Chapitre 8

Livre de Zacharie - Chapitre 8

Levr : Diougan Zakarias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 8



Parole du Seigneur de l’univers : Za 8, 1 : Komz an Aotrou a zeuas dindan ar gerioù-mañ :

Ainsi parle le Seigneur de l’univers : J’éprouve pour Sion un amour jaloux, j’ai pour elle une ardeur passionnée. Za 8, 2 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Gwarizi am eus evit Sion, gwarizi vras ha gant gwrez vras em eus gwarizi eviti.

Ainsi parle le Seigneur : Je suis revenu vers Sion, et je fixerai ma demeure au milieu de Jérusalem. Jérusalem s’appellera : « Ville de la loyauté », et la montagne du Seigneur de l’univers : « Montagne sainte ». Za 8, 3 : Evel-hen e komz an Aotrou : Distroet on da Sion, hag e chomin e-kreiz Jeruzalem, hag e vo galvet Jeruzalem Kêr a fealded, ha menez Aotrou an armeoù, Menez santel.

Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Les vieux et les vieilles reviendront s’asseoir sur les places de Jérusalem, le bâton à la main, à cause de leur grand âge ; Za 8, 4 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Paotred kozh ha merc’hed kozh a vezo c’hoazh en o c’hoazez war plasennoù Jeruzalem, pep hini gant e vazh en e zorn en abeg da niver bras e zeizioù.

les places de la ville seront pleines de petits garçons et de petites filles qui viendront y jouer. Za 8, 5 : Ha plasennoù Kêr a vo leun a baotredigoù hag a verc’hedigoù o c’hoari war he flasennoù.

Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Si tout cela paraît une merveille aux yeux des survivants de ce temps-là, ce sera aussi une merveille à mes yeux – oracle du Seigneur de l’univers. Za 8, 6 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Ma seblant an dra-se bezañ re vurzhudus evit ar restad eus ar bobl-mañ en deizioù-se, daoust ha dirak va daoulagad ivez ez eo un dra vurzhudus ? - Diougan Aotrou an armeoù -

Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Voici que je sauve mon peuple, en le ramenant du pays de l’orient et du pays de l’occident. Za 8, 7 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Setu ma salvan va fobl eus bro ar Sav-heol hag eus bro ar C’huzh-heol.

Je les ferai venir pour qu’ils demeurent au milieu de Jérusalem. Ils seront mon peuple, et moi, je serai leur Dieu, dans la loyauté et dans la justice. Za 8, 8 : O degas a rin en-dro da chom e kreiz Jeruzalem ; int a vo va fobl ha me a vo o Doue, e gwirionez hag e pep reizhder.

Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Que vos mains se fortifient, vous qui entendez en ces jours ces paroles sorties de la bouche des prophètes le jour où furent posées les fondations de la Maison du Seigneur pour rebâtir son Temple. Za 8, 9 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Ra gennerzho ho taouarn, c’hwi hag a glev en deizioù-mañ ar c’homzoù bet lavaret gant genou ar brofeded abaoe an deiz m’eo bet diazezet Ti Aotrou an armeoù, evit adsavidigezh an Templ.

Car, avant ces jours-ci, il n’y avait pas de profit pour les hommes, pas de profit pour les bêtes. On ne pouvait aller et venir en paix, à cause de l’adversaire : j’avais dressé tous les hommes les uns contre les autres. Za 8, 10 : Rak a-raok an deizioù-se ne oa gopr evit den ebet, na gopr evit loen ebet, ha ne oa peoc’h ebet evit an hini a oa o vont hag o tont en abeg d’an enebour ; rak laosket em boa an holl dud an eil re enep ar re all.

Mais maintenant, moi, je n’agis plus comme aux jours passés pour le reste de ce peuple – oracle du Seigneur de l’univers. Za 8, 11 : Met bremañ n’on ken evel en deizioù diagent e-keñver ar restad eus ar bobl-mañ, - eme Aotrou an armeoù.

Oui, il y aura une semence de paix : la vigne donnera son fruit, la terre donnera son produit, le ciel donnera sa rosée. J’accorderai tout cela en partage au reste de ce peuple. Za 8, 12 : Rak un had a beoc’h a zo : ar gwini a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag an neñv a roio e c’hlizh ; lakaat a rin ar restad eus ar bobl-mañ da berc’hennañ kement-se.

Comme vous étiez une malédiction parmi les nations, maison de Juda et maison d’Israël, ainsi je vous sauverai et vous serez une bénédiction. Ne craignez pas, et que vos mains se fortifient ! Za 8, 13 : Hag evel ma oac’h ur vallozh e-touez ar broadoù, tiegezh Youda ha tiegezh Israel, evel-se e salvin ac’hanoc’h hag e vezot ur bennozh. N’ho pet ket aon ! D’ho taouarn da gennerzhañ !

Car, ainsi parle le Seigneur de l’univers : Comme j’avais résolu de vous faire du mal parce que vos pères m’avaient irrité, et je n’ai pas fléchi – déclare le Seigneur de l’univers –, Za 8, 14 : Rak evel-hen e komz Aotrou an armeoù : evel m’am boa divizet ober droug deoc’h, pa veze ho tadoù ouzh va hegañ, eme Aotrou an armeoù, ha ma n’em eus ket bet a geuz,

ainsi, en ces jours, je me suis ravisé et j’ai résolu de faire du bien à Jérusalem et à la maison de Juda. Ne craignez pas ! Za 8, 15 : evel-se, e troan va menoz hag e tivizan en deizioù-mañ ober vad da Jeruzalem ha da diegezh Youda : N’ho pet ket aon !

Voici les paroles que vous mettrez en pratique : chacun dira la vérité à son prochain ; au tribunal vous rendrez des jugements de paix dans la vérité. Za 8, 16 : Sed amañ petra a dleit ober : lavarit ar wirionez an eil d’egile, rentit ouzh ho torojoù barnedigezhioù a beoc’h ;

Ne méditez pas en votre cœur du mal contre votre prochain, n’aimez pas le faux serment, car tout cela, je le hais – oracle du Seigneur. Za 8, 17 : na itrikit ket en ho kalon an droug an eil enep egile ; ha na garit ket al leoù gaouiat. Rak kement-se holl eo ar pezh a gasaan, diougan an Aotrou.

La parole du Seigneur de l’univers me fut adressée : Za 8, 18 : Komz an Aotrou a zeuas din dindan ar gerioù-mañ :

Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Le jeûne du quatrième mois, le jeûne du cinquième, du septième et du dixième mois deviendront pour la maison de Juda allégresse, réjouissance et belles fêtes. Aimez la vérité et la paix ! Za 8, 19 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Yun ar pevare miz, yun ar pempvet, yun ar seizhvet ha yun an dekvet a zeuio da vezañ evit tiegezh Youda laouenidigezh, joa, gouelioù a eurvad. Karit avat ar wirionez hag ar peoc’h.

Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Voici que, de nouveau, des peuples afflueront, des habitants de nombreuses villes. Za 8, 20 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Dont a raio c’hoazh pobladoù hag annezidi kêrioù bras.

Les habitants d’une ville iront dans une autre ville et diront : « Allons apaiser la face du Seigneur, allons chercher le Seigneur de l’univers ! Quant à moi, j’y vais. » Za 8, 21 : Hag ez aio annezidi ur gêr da gaout re un all, en ur lavarout : Deomp eta da bediñ dremm Aotrou an armeoù ; me fell din mont, me ivez.

Des peuples nombreux et des nations puissantes viendront à Jérusalem chercher le Seigneur de l’univers et apaiser sa face. Za 8, 22 : Evel-se pobloù niverus ha broadoù galloudus a zeuio da glask Aotrou an armeoù e Jeruzalem ha da zaspediñ dremm an Aotrou.

Ainsi parle le Seigneur de l’univers : En ces jours-là, dix hommes de toute langue et de toute nation saisiront un Juif par son vêtement et lui diront : « Nous voulons aller avec vous, car nous avons appris que Dieu est avec vous. » Za 8, 23 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : En deizioù-se, e krogo dek den eus holl yezhoù ar broadoù e pastell gwiskamant ur Yuzev en ur lavarout : Ni fell deomp mont ganeoc’h, rak klevet hon eus emañ Doue ganeoc’h.