Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Zacharie » Chapitre 2

Livre de Zacharie - Chapitre 2

Levr : Diougan Zakarias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 2



Je levai les yeux et voici ce que j’ai vu : c’était quatre cornes. Za 2, 1 : Sevel a ris neuze va zaoulagad hag ur weledigezh am boe : setu ma oa pevar c’horn.

Je dis à l’ange qui me parlait : « Ces cornes, que sont-elles ? » Il me répondit : « Ce sont les cornes qui ont dispersé Juda, Israël et Jérusalem. » Za 2, 2 : Hag e lavaris d’an Ael a gomze ganin : "Petra eo ar re-mañ ?" Respont a reas din : "Int -i eo ar c’hernioù o deus stlabezet Youda, Israel ha Jeruzalem.

Puis le Seigneur me fit voir quatre forgerons. Za 2, 3 : Ha goude-se an Aotrou am lakaas da welout pevar govelier.

Et je dis : « Ceux-ci, que viennent-ils faire ? » Il me répondit : « Les cornes ont dispersé Juda, au point que personne n’osait plus relever la tête ; mais ceux-ci sont venus pour effrayer et faire trembler les cornes des nations qui se sont levées contre le pays de Juda afin de le disperser. » Za 2, 4 : Hag e lavaris : "Petra 'zeu d’ober ar re-mañ ?" Respont a reas din : "Ar re-mañ eo ar c’hernioù o deus stlabezet Youda, ken ne c’hell den ebet ken sevel e benn ; met ar re-mañ zo deuet evit o spontañ, evit diskar kernioù ar broadoù o deus savet o c’horn enep bro Youda evit he stlabezañ. "

Je levai les yeux et voici ce que j’ai vu : un homme qui tenait à la main une chaîne d’arpenteur. Za 2, 5 : Sevel a ris neuze va daoulagad hag ur weledigezh am boe. Ha setu un den en doa en e zorn ur gordenn-vuzuliañ !

Je lui demandai : « Où vas-tu ? » Il me répondit : « Je vais mesurer Jérusalem, pour voir quelle est sa largeur et quelle est sa longueur. » Za 2, 6 : Hag e lavaris dezhañ : "Da belec’h ez ez ?" Respont a reas din : "Da vuzuliañ Jeruzalem, evit gwelout pegement eo e led ha pegement e hed ".

L’ange qui me parlait était en train de sortir, lorsqu’un autre ange sortit le rejoindre Za 2, 7 : Ha setu ma oa aze en e sav an Ael a gomze ganin, tra ma teue er-maez un Ael all en arbenn dezhañ.

et lui dit : Cours, et dis à ce jeune homme : Jérusalem doit rester une ville ouverte, à cause de la quantité d’hommes et de bétail qui la peupleront Za 2, 8 : Lavarout a reas dezhañ : "Red war-raok, ha komz evel-hen ouzh an den yaouank-mañ : Evel ur gêr digor e vo annezet Jeruzalem, en abeg d’an niverus ma vo an dud hag al loened o chom en he c’hreiz".

Quant à moi, je serai pour elle – oracle du Seigneur – une muraille de feu qui l’entoure, et je serai sa gloire au milieu d’elle. Za 2, 9 : Ha me a vo eviti, diougan an Aotrou, ur ramparzh-tan en-dro dezhi, hag e teuin da vezañ Klod en he c’hreiz".

Allez ! Allez ! Quittez en hâte le pays du nord – oracle du Seigneur ! Aux quatre vents des cieux je vous avais dispersés – oracle du Seigneur ! Za 2, 10 : Ole ! O ! Tec’hit eus bro an hanternoz, diougan an Aotrou, peogwir em eus ho tasstrewet e pevar avel an neñv, diougan an Aotrou.

Allez ! Sion, sauve-toi, toi qui es installée à Babylone. Za 2, 11 : Ole ! Sion, en em denn, te hag a zo o chom e Merc’h Babel.

Car ainsi parle le Seigneur de l’univers, lui dont la Gloire m’a envoyé aux nations qui vous dépouillèrent : Celui qui vous touche, touche à la prunelle de mon œil. Za 2, 12 : Rak evel-hen e komz Aotrou an armeoù d’ar broadoù o deus ho tibourc’het : An neb a stok ouzhoc’h a stok ouzh mab va lagad !

Oui, me voici, sur elles je vais lever la main : elles deviendront le butin de leurs esclaves. Alors vous saurez que le Seigneur de l’univers m’a envoyé ! Za 2, 13 : Setu ma savan va dorn enep dezho ha dibourc’het e vezint gant o sklaved. Hag e ouiot eo Aotrou an armeoù en deus va c’haset !

Chante et réjouis-toi, fille de Sion ; voici que je viens, j’habiterai au milieu de toi – oracle du Seigneur. Za 2, 14 : Youc’h a joa hag en em laouena, merc’h Sion, rak setu ma teuan da chom ez kreiz, diougan an Aotrou.

Ce jour-là, des nations nombreuses s’attacheront au Seigneur ; elles seront pour moi un peuple, et j’habiterai au milieu de toi. Alors tu sauras que le Seigneur de l’univers m’a envoyé vers toi. Za 2, 15 : Broadoù niverus en em stago ouzh an Aotrou, en deiz-se, hag a zeuio da vezañ evitañ ur bobl, ha chom a raint ez kreiz. Ha gouzout a ri ez eo Aotrou an armeoù en deus va c’haset davedout.

Le Seigneur prendra possession de Juda, son domaine sur la terre sainte ; il choisira de nouveau Jérusalem. Za 2, 16 : Hag an Aotrou en devo Youda da hêrezh, evel e lodenn war an Douar Santel, ha dibab a raio c’hoazh Jeruzalem.

Que tout être de chair fasse silence devant le Seigneur, car il se réveille et sort de sa Demeure sainte. Za 2, 17 : Tavit ! Boudoù-kig, dirak an Aotrou ! Rak emañ o tihuniñ en e Chomadur Santel.