Livre de Zacharie - Chapitre 3
Chapitre 3
Le Seigneur me fit voir Josué, le grand prêtre, qui se tenait devant l’ange du Seigneur, tandis que le Satan était debout à sa droite pour l’accuser. Za 3, 1 : Hag e tiskouezas din Josoua, ar beleg meur, en e sav dirak Ael an Aotrou, hag ar Satan en e sav a-zehoù dezhañ evit e damall.
Le Seigneur dit au Satan : « Que le Seigneur te réprime, Satan ; que le Seigneur te réprime, lui qui a fait choix de Jérusalem. Josué n’est-il pas un tison tiré du feu ? » Za 3, 2 : Hag e lavaras Ael an Aotrou d’ar Satan : "An Aotrou d’az tizarbenno, Satan ! Ya, ra vi dizarbennet gant an Aotrou, eñ hag a zibab Jeruzalem ! Hag eñ n’eo ket hemañ un etev saveteet eus an tan !"
Or Josué, debout devant l’ange, était vêtu d’habits sordides. Za 3, 3 : Hogen Josoua a oa gwisket gant dilhad lous pa ’n em zalc’he dirak an Ael.
Le Seigneur reprit et dit à ceux qui se tenaient devant lui : « Enlevez-lui ses habits sordides. » Puis il dit à Josué : « Vois, je passe sur ta faute et je te revêts de parures. » Za 3, 4 : Hemañ en em lakaas da gomz en ur lavarout d’ar re en em zalc’he dirazañ : "Tennit kuit e zilhad lous diwarnañ !" Hag e lavaras da Josoua : "Gwel ! Lakaet em eus da bec’hed da vont kuit diwarnout !"
Il reprit : « Mettez sur sa tête un turban immaculé. » Ils mirent sur sa tête un turban immaculé, ils le revêtirent d’habits, et l’ange du Seigneur se tenait là. Za 3, 5 : Ha lavarout a reas : "Lakait un talgen naet war e benn, ha gwiskit warnañ dilhad gouel". Hag e voe lakaet un talgen naet war e benn ha gwisket dezhañ dilhad all, tra ma oa aze en e sav Ael an Aotrou.
L’ange du Seigneur donna cet avertissement à Josué : Za 3, 6 : Ha neuze Ael an Aotrou a roas da Josoua ar c’hemenn-mañ :
Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Si tu marches dans mes voies, si tu gardes mes observances, tu gouverneras ma maison, tu garderas mes parvis et je te ferai accéder au rang de ceux qui se tiennent là. Za 3, 7 : Evel-hen e lavar Aotrou an armeoù : ma kerzhez em hentoù ha ma virez va reoliadurezh, eo te a c’houarno va Zi, eo te a ziwallo va leurioù, hag e roin dit dor-digor e-touez ar re en em zalc’h amañ.
Écoute donc, Josué, grand prêtre, toi et tes compagnons qui siègent devant toi, écoute, car ces hommes sont un signe : voici que je fais venir mon serviteur le « Germe » ; Za 3, 8 : Selaou eta, beleg-meur Josoua, te ha da geneiled a azez dirazout, - rak tud a rakwelerezh ez int -, setu ma lakaan da zont va servijer "Kellid".
voici la pierre que je dépose devant Josué : sur cette seule pierre il y a des yeux au nombre de sept ; voici que je grave moi-même son inscription – oracle du Seigneur de l’univers – et j’ôterai la faute de ce pays, en un seul jour. Za 3, 9 : Rak setu ar maen a lakaan dirak Josoua : war ar maen-se nemetañ ez eus seizh lagad. Setu ma-z engravan ennañ, ma va-unan, e enskrivadur – Diougan Aotrou an armeoù -, hag e tilamin kuit pec’hed ar vro-mañ en un devezh.
Ce jour-là – oracle du Seigneur de l’univers –, vous vous inviterez l’un l’autre sous la vigne et sous le figuier. Za 3, 10 : En deiz-se – Diougan Aotrou an armeoù – en em gouviot an eil egile dindan ar winienn ha dindan ar wezenn-fiez.
