Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Zacharie » Chapitre 6

Livre de Zacharie - Chapitre 6

Levr : Diougan Zakarias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 6



De nouveau, je levai les yeux et voici ce que j’ai vu : quatre chars qui s’élançaient d’entre les deux montagnes ; et ces montagnes étaient de bronze. Za 6, 1 : Sevel a ris adarre va daoulagad hag em boe ur weledigezh : pevar c’harr o tifourkañ a-dre an daou venez, hag ar menezioù-mañ a oa menezioù arem.

Le premier char avait des chevaux roux ; le deuxième char, des chevaux noirs ; Za 6, 2 : Ouzh ar c’harr kentañ e oa kezeg rous, ouzh an eil karr kezeg du,

le troisième char, des chevaux blancs, et le quatrième char, des chevaux tachetés, vigoureux. Za 6, 3 : ouzh an trede karr kezeg gwenn, ouzh ar pevare karr kezeg brizh, kreñv-meurbet.

Je demandai à l’ange qui me parlait : « Ceux-ci, que sont-ils, mon Seigneur ? » Za 6, 4 : Hag e komzis, o lavarout d’an ael a zivize ganin : "Petra eo ar re-se, va Aotrou ?"

L’ange me répondit : « Ce sont les quatre vents du ciel qui s’élancent après s’être tenus devant le Maître de toute la terre. » Za 6, 5 : Hag e respontas an ael hag e lavaras din : "Ar re-se eo ar pevar avel eus an neñv a zo o vont war raok, goude bezañ aet d’en em ziskouez dirak Aotrou an douar a-bezh.

Les chevaux noirs s’élançaient vers la terre du nord ; les blancs s’élançaient à leur suite, et les chevaux tachetés s’élançaient vers la terre du midi. Za 6, 6 : Ar c’harr en deus kezeg du a zo o vont etrezek bro an hanternoz, ar re wenn a ya d’o heul, hag ar re vrizh war-du bro ar c’hreisteiz.

Vigoureux, ils s’élançaient, impatients de parcourir la terre. Alors le Seigneur leur ordonna : « Allez parcourir la terre. » Et ils parcoururent la terre. Za 6, 7 : Ar re rous a ya war-raok gant nerzh o kinnig bale dre an douar. Hag e lavaras: "Kit ! baleit dre an douar !" Hag ez ejont da vale dre an douar.

Il m’appela et me dit : « Vois, ceux qui s’élancent vers la terre du nord font descendre mon Souffle sur la terre du nord. » Za 6, 8 : Hag e huchas warnon, hag e komzas ouzhin en ur lavarout : "Sell ! Ar re a zo aet etrezek bro an hanternoz a zistan va spered e bro an hanternoz".

La parole du Seigneur me fut adressée : Za 6, 9 : Komz an Aotrou a voe kaset din evit lavarout din :

Fais une collecte auprès des déportés, auprès de Heldaï, auprès de Tobie et auprès de Yedaya. Toi-même, tu viendras, ce jour-là, tu viendras à la maison de Josias, fils de Sophonie, où ils sont arrivés de Babylone. Za 6, 10 : Kemer digant an harluidi, digant Holdai, digant Tobia, digant Yedaia, mont a ri da-unan hiziv hag antren e ti Josias, mab Sofonia, a zo o paouez dont eus Babilon.

Tu prendras l’argent et l’or pour en faire des couronnes ; tu les mettras sur la tête de Josué, fils de Josédeq, le grand prêtre. Za 6, 11 : Kemer a ri arc’hant hag aour, evit ober kurunennoù hag o lakaat war benn Josoua, mab Yosedek ar beleg-bras, ha war benn Zorobabel, mab Salatiel.

Puis tu lui parleras pour dire ceci : Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Voici un homme dont le nom est « Germe » ; de lui, quelque chose va germer, car il reconstruira le Temple du Seigneur. Za 6, 12 : Hag e komzi outañ en ur lavarout : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Setu un den a zo "Kellid" e anv, hag eus al lec’h m’emañ e kellido, hag e savo Templ an Aotrou.

C’est lui qui reconstruira le Temple du Seigneur, c’est lui qui sera vêtu de majesté. Il siégera sur son trône, il aura le pouvoir ; un prêtre aussi siégera sur son trône : il y aura une volonté de paix entre eux deux. Za 6, 13 : Eñ eo a savo Templ an Aotrou, hag eñ eo a zougo ar c’hloar hag a azezo hag a reno war e dron; hag e vo ur beleg all a vo a-zehou dezhañ, hag etrezo o daou e vo emglev ha peoc’h.

Quant aux couronnes, elles deviendront, pour Hélem, Tobie, Yedaya, et pour Hèn, fils de Sophonie, un mémorial dans le Temple du Seigneur. Za 6, 14 : Hag ar c’hurunennoù a vo evit Helem, hag evit Tobia, hag evit Yedaia, hag evit Hen, mab Sefania, un eñvoradur e Templ an Aotrou".

Alors ceux qui sont au loin viendront reconstruire le Temple du Seigneur, et vous saurez que le Seigneur de l’univers m’a envoyé vers vous. Cela arrivera si vous écoutez vraiment la voix du Seigneur votre Dieu. Za 6, 15 : Hag ar re a zo pell a zeuio hag a gemero perzh e savidigezh Templ an Aotrou. Hag e ouiot eo Aotrou an armeoù en deus va c’haset davedoc’h. Ya, kement-se a c’hoarvezo mar selaouit e gwirionez mouezh an Aotrou, ho Toue.