Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Zacharie » Chapitre 4

Livre de Zacharie - Chapitre 4

Levr : Diougan Zakarias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 4



L’ange qui me parlait revint et me réveilla comme on réveille un homme de son sommeil. Za 4, 1 : Hag e tistroas davedon an Ael en devoa komzet ouzhin ha va dihuniñ a reas evel un den a zihuner eus e gousk.

Il me dit : « Que vois-tu ? » Je répondis : « Je vois un chandelier tout en or, avec un vase à son sommet, surmonté de sept lampes et de sept canaux pour ces lampes ; Za 4, 2 : Hag e lavaras din : "Petra welez ?" Respont a ris : "Gwelout a ran aze ur c’hantolor a zo aour en e-bezh, gant ur voullenn en e veg. Seizh lamp a zo outañ ha pep unan eus ar seizh a resev eoul eus ar voullenn a zo en e veg.

sur lui, il y a deux oliviers, l’un à la droite du vase et l’autre à sa gauche. » Za 4, 3 : Ha div wezenn-olivez a zo ivez en e-gichen, unan a-zehou eus ar voullenn hag eben a-gleiz".

Prenant la parole, je dis à l’ange qui me parlait : « Qu’est-ce que cela, mon Seigneur ? » Za 4, 4 : Hag e lavaris neuze d’an Ael a gomze ganin : "Petra eo an traoù-mañ, Aotrou ?"

L’ange qui me parlait me répondit : « Ne le sais-tu pas ? » Je dis : « Non, mon Seigneur. » Za 4, 5 : An Ael a gomze ganin a respontas en ur lavarout : "Ha n’ouzout ket petra eo an traoù-mañ ?" - "Nann, ma Aotrou", emezon.

Alors il reprit et me dit : Voici la parole que le Seigneur adresse à Zorobabel : « Ni par la bravoure ni par la force, mais par mon Esprit seulement ! » – déclare le Seigneur de l’univers. Za 4, 6 : Respont a reas en ur lavarout din : "Setu komz an Aotrou da Zorobabel evit lavarout dezhañ : N’eo ket gant ar galloud na gant an nerzh, met gant va spered hepken e trec’hi, eme Aotrou an armeoù.

Qui es-tu, grande montagne ? Devant Zorobabel, te voici une plaine ! Il en extrait la première pierre, parmi les acclamations : La grâce, la grâce sur elle ! Za 4, 7 : Piv out-te, Menez bras ? Dirak Zorobabel e teui da vezañ ur gompezenn ! Tennañ a raio dioutañ maen-korn al lein, en ur youc’hal : Bennozh, bennozh Doue warni !

La parole du Seigneur me fut adressée : Za 4, 8 : Hag e teuas din komz an Aotrou evit lavarout din :

Les mains de Zorobabel ont fondé cette Maison ; ses mains l’achèveront. Alors vous saurez que le Seigneur de l’univers m’a envoyé vers vous ! Za 4, 9 : Daouarn Zorobabel o deus diazezet font an Ti-mañ, hag e zaouarn a beurechuo, evit ma ouezi eo Aotrou an armeoù en deus e gaset davedoc’h.

Qui donc méprisait le jour des modestes commencements ? Qu’on se réjouisse plutôt en voyant le fil à plomb dans la main de Zorobabel ! Quant aux sept lampes, ce sont les yeux du Seigneur, eux qui parcourent toute la terre. Za 4, 10 : Piv eta en deus disprizet an deiz ma oa bihan an traoù ? D’an dud da laouenaat bremañ en ur welout an neudenn-blom e dorn Zorobabel. Evit ar seizh-se avat, ez int daoulagad an Aotrou o vont-dont dre holl war an douar".

Je pris encore la parole et je lui dis : « Que sont ces deux oliviers, sur la droite du chandelier et sur sa gauche ? » Une seconde fois je lui demandai : Za 4, 11 : Hag e respontis, hag e lavaris dezhañ : "Petra eo an div olivezenn, en tu dehou d’ar c’hantolor hag en tu kleiz ?"

« Que sont donc ces deux branches d’olivier qui, par deux conduits en or, font couler de l’or ? » Za 4, 12 : Hag o komz un eil gwech e c’houlennis c’hoazh outañ : "Petra eo an daou skourr olivez a laka dre an div gorzenn aour, eoul alaouret da zeverañ ?"

Il me répondit : « Ne le sais-tu pas ? » Je dis : « Non, mon Seigneur. » Za 4, 13 : Ha respont a reas din en ur lavarout : "N’ouzout ket petra int ?" Hag e lavaris : "Nann, Aotrou !"

Alors il me dit : « Ce sont les deux hommes qui ont reçu l’onction et qui se tiennent devant le Maître de toute la terre. » Za 4, 14 : Lavarout a reas neuze : "Int-i a zo an daou vab sakret gant an eoul fresk, en em zalc’h en o sav e-kichen Aotrou an douar a-bezh".