Livre de Zacharie - Chapitre 7
Chapitre 7
La quatrième année du roi Darius, le quatrième jour du neuvième mois, le mois de Kisléou, la parole du Seigneur fut adressée à Zacharie. Za 7, 1 : Ha setu, d’ar pevare bloaz eus ar roue Darius, e voe komz an Aotrou gant Zakarias, ar bevar eus an navet miz, hini Kasleu.
Béthel envoya Sar-Écer et Réguem-Mélek avec ses gens pour apaiser la face du Seigneur Za 7, 2 : Kaset en devoa Betel Shareser ha Regem-Melek hag e dud evit habaskaat dremm an Aotrou,
et demander aux prêtres attachés à la Maison du Seigneur de l’univers, ainsi qu’aux prophètes : « Dois-je pleurer au cinquième mois, en m’imposant des privations comme je le fais depuis tant d’années ? » Za 7, 3 : en ur lavarout da veleien Ti Aotrou an armeoù ha d’ar brofeded, ar c’homzoù-mañ: "Hag-eñ e tlean gouelañ d’ar pempvet miz ha yunañ evel ’m eus graet abaoe kement a vloavezhioù ?"
Alors, la parole du Seigneur de l’univers me fut adressée : Za 7, 4 : Ha komz Aotrou an armeoù a zeuas din evel-hen :
Dis à tous les gens du pays et aux prêtres : Quand vous avez jeûné en vous lamentant aux cinquième et septième mois, et cela depuis soixante-dix ans, était-ce bien mon jeûne que vous pratiquiez ? Za 7, 5 : Komz ouzh ar bobl a-bezh hag ouzh beleien ar vro evit lavarout dezho : p’hoc’h eus yunet ha leñvet d’ar pempvet ha d’ar seizhvet miz, ha kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ ez eo evidon-me hoc’h eus yunet ?
Et quand vous mangez, quand vous buvez, n’est-ce pas vous qui mangez, vous qui buvez ? Za 7, 6 : Ha p' hoc’h eus debret hag evet, hag-eñ n’eo ket c’hwi a zebre ha c’hwi ar re a eve ?
Ces paroles ne sont-elles pas ce que le Seigneur avait proclamé par les prophètes de jadis, quand Jérusalem était habitée et tranquille, avec ses villes d’alentour, quand le Néguev était habité, ainsi que le Bas-Pays ? Za 7, 7 : Hag-eñ n’eo ket ar c’homzoù-se en deus kriet deoc’h an Aotrou dre ar brofeded a-wechall, pa oa Jeruzalem annezet sioul, evel ar c’hêrioù tro-zro, pa oa annezet an Negeb hag ar Sefela ?"
La parole du Seigneur fut adressée à Zacharie : Za 7, 8 : Komz an Aotrou a zeuas da Zakarias dindan ar gerioù-mañ :
Ainsi parlait le Seigneur de l’univers. Il disait : Rendez une justice vraie ; que chacun ait pour son frère amour et tendresse. Za 7, 9 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù, lavarout a ra : Barnit hervez ar wirionez, ha grit gant madelezh ha truez an eil e-keñver egile.
La veuve et l’orphelin, l’étranger et le pauvre, ne les opprimez pas ; que personne de vous ne médite en son cœur du mal contre son frère. Za 7, 10 : Na dennit ket drouk-c’hounid eus an intañvez, an emzivad, an estrañjour, ar paour, n’ijinit ket an droug en ho kalonoù an eil enep egile.
Mais ils ont refusé de prêter attention : ils ont présenté des nuques rebelles ; ils se sont bouché les oreilles pour ne pas entendre ; Za 7, 11 : Met ne felle ket dezho teurel pled ; diskouezet o deus din ur skoaz disentus ; ha pounneraet o deus o divskouarn evit chom hep klevout.
ils ont rendu leur cœur aussi dur qu’un diamant, pour ne pas écouter l’instruction et les paroles que le Seigneur de l’univers leur avait adressées en son Esprit, par les prophètes de jadis. Grande fut alors l’irritation du Seigneur de l’univers. Za 7, 12 : Graet o deus o c’halonoù kalet evel diamant evit chom hep klevout al Lezenn hag ar c’homzoù en devoa lavaret an Aotrou dre e spered, dre c’henou ar brofeded kentañ. Ha fulor bras a voe neuze a-berzh Aotrou an armeoù.
Tout comme j’ai lancé des appels qu’ils n’ont pas écoutés, ainsi lanceront-ils des appels que je n’écouterai pas, dit le Seigneur de l’univers. Za 7, 13 : Hag evel-hen e voe : evel ma oa bet kriet dezho ha n’o devoa ket selaouet, evel-se e krient ha ne selaouen ket, eme Aotrou an armeoù.
Je les ai dispersés parmi toutes sortes de nations qu’ils ne connaissaient pas. Le pays fut dévasté derrière eux : plus personne pour aller et venir. Ainsi, d’une terre de délices ont-ils fait une désolation ! Za 7, 14 : Hag em eus o gwentet dre an holl vroadoù n’anavezent ket, ha gwastet eo bet ar vro war o lerc’h, hep den o vont pe o tont ; hag eus un douar a zudi o deus graet un drastidigezh.
