Deuxième lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 2
Chapitre 2
J’ai pris la décision de ne pas retourner chez vous dans un climat de tristesse. 2Co 2, 1 : Divizet em boa eta ennon va-unan chom hep mont en-dro betek ennoc’h em zristidigezh.
Car si moi je vous attriste, qui peut me réjouir, sinon celui que j’ai attristé ? 2Co 2, 2 : Rak ma ran-me poan deoc’h, piv neuze a roio din levenez ? An hini em bo graet poan dezhañ ?
Et si j’ai écrit comme je l’ai fait, c’est précisément pour éviter qu’en arrivant je sois attristé par ceux qui auraient dû me donner de la joie ; car je suis convaincu, en ce qui vous concerne, que ma joie est aussi votre joie à tous. 2Co 2, 3 : M’em eus skrivet al lizher-se eo evit na vefen ket glac’haret, ur wech degouezhet, gant ar re a zlefe reiñ din levenez. Rak krediñ a ran diwar ho penn deoc’h-c’hwi holl, e lakait c’hwi holl ivez va levenez da vezañ hoc’h hini.
Ainsi, c’est dans une grande détresse et le cœur serré que je vous ai écrit, et en versant beaucoup de larmes, non pas pour vous attrister, mais pour que vous sachiez quel immense amour j’ai pour vous. 2Co 2, 4 : Gant mantridigezh vras hag anken em c’halon em boa skrivet an traoù-se deoc’h, gant forzh daeroù em daoulagad, ne oa ket evit ober poan deoc’h, met evit reiñ deoc’h da anavezout ar garantez vras-meurbet am eus en ho keñver.
Si quelqu’un a causé de la tristesse, ce n’est pas à moi seul, mais, sans vouloir exagérer, c’est à vous tous, dans une certaine mesure. 2Co 2, 5 : Ha ma-z eus bet un den evit bezañ pennkaoz a dristidigezh n’eo ket me va-unan-penn en deus doaniet, met c’hwi holl, ul lod ac’hanoc’h da vihanañ, evit chom er wirionez.
Pour celui-là, la sanction infligée par la majorité doit suffire, 2Co 2, 6 : Trawalc’h eo bet d’an den-se ar c’hastiz en deus resevet digant an darn vrasañ ac’hanoc’h,
si bien que vous devez, au contraire, plutôt lui faire grâce et le réconforter, pour éviter qu’il ne sombre dans une tristesse excessive. 2Co 2, 7 : en doare ma tleit kentoc’h bremañ e bardoniñ hag e frealziñ gant aon na gouezhfe an den-se en ur glac’har re vras.
Je vous exhorte donc à faire prévaloir envers lui une attitude de charité. 2Co 2, 8 : Ho pediñ a ran eta da lakaat en e geñver ar garantez da drec’hiñ.
Et voici également pourquoi je vous ai écrit : je voulais vérifier si vous êtes, en tout point, obéissants. 2Co 2, 9 : Ar c’hoant-se am boa ivez en ur skrivañ deoc’h va lizher, arnodiñ ho fealded ha gouzout ha sentus ez oc’h e pep tra.
Quand vous faites grâce à quelqu’un, je le fais, moi aussi ; et moi, quand j’ai fait grâce – si j’ai fait grâce en quelque chose – c’était à cause de vous sous le regard du Christ, 2Co 2, 10 : D’an hini a bardonit e pardonan me ivez, rak me ivez, ar pezh am eus pardonet, e kement ha m’em boa da bardoniñ, eo en abeg deoc’h em eus her graet, dindan sell ar C’hrist,
pour ne pas nous laisser dominer par Satan, dont nous connaissons bien les intentions. 2Co 2, 11 : evit na vefemp ket touellet gant Satan ; e ratozhioù a anavezomp re-holl.
Quand je suis arrivé à Troas pour annoncer l’Évangile du Christ, la porte m’était grande ouverte dans le Seigneur ; 2Co 2, 12 : Degouezhet e oan eta e Troias evit prezeg eno Aviel ar C’hrist, ha daoust ma ’n em zigore din un dachenn vras en Aotrou,
mais je n’ai pas pu avoir l’esprit tranquille, car je ne trouvais pas Tite mon frère ; alors j’ai fait mes adieux, et je suis parti pour la Macédoine. 2Co 2, 13 : ne oa ket va spered e peoc’h, o vezañ n’em boa ket kavet eno Titos, va breur. Neuze em eus lavaret kenavo dezho evit mont da Vakedonia.
Rendons grâce à Dieu qui nous entraîne sans cesse en son cortège triomphal dans le Christ, et qui répand par nous en tout lieu le parfum de sa connaissance. 2Co 2, 14 : Ra vo bennozh da Zoue, eñ hag a ro deomp e pep amzer kaout an trec’h er C’hrist, hag a skuilh drezomp e pep lec’h porfum e anaoudegezh.
Car nous sommes pour Dieu la bonne odeur du Christ, parmi ceux qui accueillent le salut comme parmi ceux qui vont à leur perte ; 2Co 2, 15 : Rak c’hwezh-vat ar C’hrist ez omp e gwirionez evit servij Doue, e-keñver ar re en em salv, evel e-keñver ar re en em goll ;
pour les uns, c’est un parfum de mort qui conduit à la mort ; pour les autres, un parfum de vie qui conduit à la vie. Et qui donc est capable de cela ? 2Co 2, 16 : evit ar re-mañ, ez omp ur c’hwezh a varv ouzh o c’has d’ar marv ; evit ar re-se, ur c’hwezh a vuhez ouzh o c’has d’ar vuhez. Met evit ur seurt labour, piv ’zo a-walc’h ?
En effet, nous ne sommes pas comme tous ces gens qui sont des trafiquants de la parole de Dieu ; au contraire, c’est avec sincérité, c’est de la part de Dieu, et devant Dieu, que dans le Christ nous parlons. 2Co 2, 17 : N’omp ket da vihanañ evel kalz a reoù all a vez o veskañ Komz Doue. Ni avat eo gant lealded, evel kannaded a-berzh Doue, e komzomp er C’hrist.
