Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Deuxième lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens » Chapitre 7

Deuxième lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 7

Levr : An eil lizher d’ar Gorintiz
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13

Chapitre 7



Ayant reçu de telles promesses, mes bien-aimés, purifions-nous donc de toute souillure de la chair et de l’esprit ; achevons de nous sanctifier dans la crainte de Dieu. 2Co 7, 1 : Peogwir hon eus seurt promesaoù, va re vuiañ-karet, en em naetaomp eus pep loustoni a gorf hag a spered en ur gas da benn hor santeladur e doujañs Doue.

Faites-nous bon accueil : nous n’avons fait de tort à personne, nous n’avons corrompu personne, nous n’avons exploité personne. 2Co 7, 2 : Roit deomp plas en ho kalonoù ! N’hon eus graet gaou ouzh den ebet, n’hon eus rivinet den ebet, n’hon eus tennet drouk-gounid eus den ebet.

Je ne parle pas pour condamner, car – je l’ai déjà dit – vous êtes dans nos cœurs à la vie, à la mort. 2Co 7, 3 : N’eo ket evit ho kondaoniñ e lavaran an dra-se. Rak evel m’em eus lavaret deoc’h dija, emaoc’h en hor c’halonoù, din da vervel pe da vevañ.

Grande est l’assurance que j’ai devant vous, grande est ma fierté à votre sujet, je me sens pleinement réconforté, je déborde de joie au milieu de toutes nos détresses. 2Co 7, 4 : Fiziañs vras am eus ennoc’h ; kalz a lorc’h am eus ganeoc’h. Karget on a frealzidigezh, emaon e barr al levenez e-kreiz va holl diaesterioù.

En fait, à notre arrivée en Macédoine, dans notre faiblesse nous n’avons pas eu le moindre répit mais nous étions dans la détresse à tout moment : au-dehors, des conflits, et au-dedans, des craintes. 2Co 7, 5 : Evit gwir, ur wech en em gavet e Makedonia, an den paour a zo ac’hanon n’en deus anavezet diskuizh ebet. E-kreiz reuzioù a bep seurt e oamp : stourmadoù en diavaez, nec’hamantoù en diabarzh.

Pourtant, Dieu, lui qui réconforte les humbles, nous a réconfortés par la venue de Tite, 2Co 7, 6 : Met an Doue hag a ro frealz d’an dud izel, en deus hor frealzet gant donedigezh Titos,

et non seulement par sa venue, mais par le réconfort qu’il avait trouvé chez vous : il nous a fait part de votre grand désir de nous revoir, de votre désolation, de votre zèle pour moi, et cela m’a donné encore plus de joie. 2Co 7, 7 : ha n’eo ket gant e zonedigezh hepken, met c’hoazh gant ar frealzidigezh en devoa bet e-unan diganeoc’h : rak diskleriet en deus deomp ho c’hoant bras, ho kouelvan, ho youl-vat em c’heñver, en doare m’eo bet kresket din va levenez.

En effet, même si je vous ai attristés par ma lettre, je ne le regrette pas ; et même si j’ai pu le regretter – car je vois bien que cette lettre vous a attristés, au moins pour un moment –, 2Co 7, 8 : Neuze m’em eus ho toaniet gant va lizher, n’em eus keuz ebet. Ha m’em eus bet keuz, -rak gwelout a ran ez oc’h bet glac’haret gant al lizher-se, ha goude na vefe bet nemet evit ur pennad-,

je me réjouis maintenant, non de ce que vous avez été attristés, mais parce que cette tristesse vous a conduits au repentir. En effet, elle a été vécue selon Dieu, si bien que vous n’avez subi aucun dommage à cause de nous. 2Co 7, 9 : em eus joa bremañ avat gant se, n’eo ket o vezañ m’oc’h bet glac’haret, met o vezañ m’oc’h bet lakaet gant an dristidigezh-se da gaout keuz. Evel-se eo bet ho tristidigezh unan hervez Doue, ha n’hoc’h eus bet koll ebet eus hor perzh.

Car une tristesse vécue selon Dieu produit un repentir qui mène au salut, sans causer de regrets, tandis que la tristesse selon le monde produit la mort. 2Co 7, 10 : Rak an dristidigezh hervez Doue a laka an ene da gaout keuz evit e silvidigezh, ur c’heuz ha n’eus war e lerc’h kerseenn ebet. Tristidigezh ar bed, hi avat, a ro ar marv.

Mais la tristesse vécue selon Dieu, voyez ce qu’elle a produit chez vous. Quel empressement ! Quelles excuses ! Quelle indignation ! Quelle crainte ! Quel désir ! Quel zèle ! Quelle juste punition ! En tous points, vous avez prouvé que vous étiez irréprochables dans cette affaire. 2Co 7, 11 : Sellit eta petra he deus an dristidigezh-se hervez Doue degaset deoc’h : nag a gred ? Petra lavaran ? nag a zigarezioù, nag a daerijenn, nag a nec’hamant, nag a c’hoant, nag a verv, pebezh kastiz ! Diskouezet hoc’h eus e pep stumm e oac’h direbech en afer-se.

Bref, même si je vous ai écrit, ce n’est pas à cause de l’offenseur ni à cause de l’offensé, mais pour rendre manifeste à vos yeux devant Dieu l’empressement que vous avez pour nous. 2Co 7, 12 : Neuze m’em eus skrivet deoc’h, n’eo ket en abeg d’an dismegañser na d’an hini dismegañset, met evit m’en em ziskouezfe en ho touez dirak Doue, ar gred hoc’h eus en hor c’heñver.

Voilà ce qui fait notre réconfort. En plus de ce réconfort, nous nous sommes réjouis, encore bien davantage, en voyant la joie de Tite : son esprit a été pleinement tranquillisé par vous tous. 2Co 7, 13 : Ha gant se omp bet frealzet. En tu-hont d’ar frealz-se evidomp hon-unan, hon eus bet brasoc’h levenez c’hoazh o welout joa Titos a zo bet kennerzhet e spered ganeoc’h-c’hwi holl.

Devant lui j’avais montré quelque fierté à votre sujet, et je n’ai pas eu à en rougir ; à vous, nous avons toujours parlé en vérité ; de même, notre fierté devant Tite est apparue fondée en vérité. 2Co 7, 14 : Ha m’em boa en em veulet un tammig dirazañ diwar ho penn, n’em eus ket bet a geuz ; rak evel m’hon eus lavaret deoc’h ar wirionez bepred e pep tra, evel-se ez eo en em gavet gwirion ar pezh hor boa fougeet gantañ dirak Titos.

Et sa tendresse à votre égard grandit encore quand il se souvient de votre obéissance à tous, comment vous l’avez accueilli avec crainte et profond respect. 2Co 7, 15 : Hag e garantez a gresk c’hoazh en ho keñver pa zeu da soñj dezhañ eus ho sentidigezh hag eus an doare m’hoc’h eus e zegemeret gant doujañs ha resped.

Quelle joie pour moi d’avoir pleine confiance en vous ! 2Co 7, 16 : En em laouenaat a ran pa c’hellan e pep tra kaout fiziañs ennoc’h.