Deuxième lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 9
Chapitre 9
Au sujet du service destiné aux fidèles de Jérusalem, je n’ai plus besoin de vous écrire, 2Co 9, 1 : Evit ar pezh a sell ar sikour da reiñ d’ar sent, n’em eus ket ezhomm da skrivañ deoc’h diwar e benn.
car je connais votre ardeur et, pour vous, j’en tire fierté devant les Macédoniens. Je leur dis que la Grèce se tient prête depuis l’an dernier, et votre zèle a stimulé la plupart d’entre eux. 2Co 9, 2 : Rak anavezout a ran gred ho kalon ha diwar e benn e veulan ac’hanoc’h dirak Makedoniz : Ac’haia, emezon, a zo prest abaoe warlene ! Ya, ho kaloniezh he deus broudet al lodenn vrasañ.
Je vous envoie cependant les frères pour que la fierté que nous mettons en vous ne soit pas, sur ce point-là, vidée de son sens ; je vous les envoie pour que vous vous teniez prêts comme je le disais, 2Co 9, 3 : Kaset em eus deoc’h koulskoude hor breudeur, evit na vo ket dislavaret war ar poent-se ar veuleudi am eus roet deoc’h, hag evit ma vezot prest, evel ma ’m eus lavaret e vefec’h.
et pour éviter que, si jamais des Macédoniens viennent avec moi et ne vous trouvent pas prêts, cette situation ne tourne à notre honte – sans parler de la vôtre ! 2Co 9, 4 : Anez da se, lakaomp e teufe ganin Makedoniz hag e kavfent ac’hanoc’h dibrest, neuze ar surentez kaer-se diskouezet ganeomp a drofe d’hor mezh, kuit da lavarout e vefe ivez d’hoc’h hini.
J’ai donc estimé nécessaire d’inviter les frères à nous devancer chez vous, et à organiser d’avance votre largesse, promise depuis longtemps : ainsi, quand elle sera préparée, ce sera une vraie largesse, et non une mesquinerie. 2Co 9, 5 : Soñjet em eus eta e oa ret din pediñ hor breudeur da vont a-raok deomp betek ennoc’h, evit ragaozañ an donezon-se bet dija kemennet ganeoc’h ; evel-se e vo prest pep tra, en doare ma vo gwir largentez ha n’eo ket tostoni.
Rappelez-vous le proverbe : “À semer trop peu, on récolte trop peu ; à semer largement, on récolte largement”. 2Co 9, 6 : Gouvezit an dra-se : An hini a had rouez a vedo rouez ivez ; hag an hini a had stank a vedo stank ivez.
Que chacun donne comme il a décidé dans son cœur, sans regret et sans contrainte, car Dieu aime celui qui donne joyeusement. 2Co 9, 7 : Da bep unan da reiñ hervez m’en devo kavet mat en e galon, ha n’eo ket gant keuz pe dre heg : rak Doue a gar an neb a ro gant levenez.
Et Dieu est assez puissant pour vous donner toute grâce en abondance, afin que vous ayez, en toute chose et toujours, tout ce qu’il vous faut, et même que vous ayez en abondance de quoi faire toute sorte de bien. 2Co 9, 8 : A-hent-all, barrek eo Doue d’ho kargañ gant donezonoù a bep seurt, evit m’ho pefe bepred hag e pep tra, kement hoc’h eus ezhomm ha ma chomfe c’hoazh peadra evit oberoù mat a bep seurt,
L’Écriture dit en effet de l’homme juste : Il distribue, il donne aux pauvres ; sa justice demeure à jamais. 2Co 9, 9 : hervez ar pezh a zo skrivet : « Gant largentez en deus roet d’ar beorien, e reizhder a bad da virviken ».
Dieu, qui fournit la semence au semeur et le pain pour la nourriture, vous fournira la graine ; il la multipliera, il donnera la croissance à ce que vous accomplirez dans la justice. 2Co 9, 10 : An hini a ro had d’an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a bourchaso had deoc’h ivez, had fonnus, hag a lakaio da baotaat frouezh ho reizhder.
Il vous rendra riches en générosité de toute sorte, ce qui suscitera notre action de grâce envers Dieu. 2Co 9, 11 : Pinvidikaet e pep doare, e c’hellot neuze reiñ gant pep largentez, hag houmañ a lakaio hor grasoù da sevel etrezek Doue.
Car notre collecte est un ministère qui ne comble pas seulement les besoins des fidèles de Jérusalem, mais déborde aussi en une multitude d’actions de grâce envers Dieu. 2Co 9, 12 : Evel-se ar sikour-se, ar brofadenn-se, goude respont gant leunder da ezhommoù ar Sent, a vo en tu-hont da se un abeg evito da rentañ grasoù e-leizh da Zoue.
Les fidèles apprécieront ce ministère à sa valeur, et ils rendront gloire à Dieu pour cette soumission avec laquelle vous professez l’Évangile du Christ, et pour la générosité qui vous met en communion avec eux et avec tous. 2Co 9, 13 : O kaout gant ho sikour ur merk anat eus ho karantez, e veulint Doue evit ar sentidigezh a zisklerit e-keñver Aviel ar C’hrist, hag evit brokusted hoc’h aluzon en o c’heñver evel e-keñver an holl.
En priant pour vous, ils vous manifesteront leur attachement à cause de la grâce incomparable que Dieu vous a faite. 2Co 9, 14 : Hag o fedenn evidoc’h a vo hini kalonoù teneraet gant gwel ar c’hras dreist-par skuilhet warnoc’h gant Doue.
Rendons grâce à Dieu pour le don ineffable qu’il nous fait. 2Co 9, 15 : Grasoù da Zoue evit e zonezon dilavarus !
