Deuxième lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 8
Chapitre 8
Frères, nous voulons vous faire connaître la grâce que Dieu a accordée aux Églises de Macédoine. 2Co 8, 1 : Fellout a ra deomp, breudeur, reiñ deoc’h da anavezout ar c’hras en deus graet Doue da Ilizoù Makedonia,
Dans les multiples détresses qui les mettaient à l’épreuve, l’abondance de leur joie et leur extrême pauvreté ont débordé en trésors de générosité. 2Co 8, 2 : e-kreiz an trubuilhoù niverus a oa ouzh o gwaskañ, eo bet o joa trec’h da bep tra ; hag eus o faourentez bras-kenañ o deus skuilhet teñzorioù a largentez.
Ils y ont mis tous leurs moyens, et davantage même, j’en suis témoin ; spontanément, 2Co 8, 3 : Rak, hervez o galloud, hen testeniañ a ran, hag en tu-hont d’o galloud zoken, eus o fenn o-unan,
avec grande insistance, ils nous ont demandé comme une grâce de pouvoir s’unir à nous pour aider les fidèles de Jérusalem. 2Co 8, 4 : o deus hon aspedet ha goulennet start diganeomp kaout ar c’hras da gemer perzh er garitez-se a brienter evit ar Sent.
Au-delà même de nos espérances, ils se sont eux-mêmes donnés d’abord au Seigneur, et ensuite à nous, par la volonté de Dieu. 2Co 8, 5 : Hag o vont en tu-hont d’ar pezh a esperemp, o deus en em roet d’an Aotrou da gentañ, ha deomp ivez goude-se, dre youl Doue.
Et comme Tite avait déjà commencé, chez vous, cette œuvre généreuse, nous lui avons demandé d’aller jusqu’au bout. 2Co 8, 6 : En askont da se, hon eus goulennet digant Titos, en devoa dija kroget ganti, kas da benn en ho touez ivez, an oberenn-se a garitez.
Puisque vous avez tout en abondance, la foi, la Parole, la connaissance de Dieu, toute sorte d’empressement et l’amour qui vous vient de nous, qu’il y ait aussi abondance dans votre don généreux ! 2Co 8, 7 : Ha peogwir emaoc’h er penn kentañ evit pep tra, feiz, helavarded, anaoudegezh, gred leun, karantez tremenet eus hor c’halon en hoc’h hini, eo ret deoc’h ivez bezañ er penn kentañ evit ar garitez-se.
Ce n’est pas un ordre que je donne, mais je parle de l’empressement des autres pour vérifier l’authenticité de votre charité. 2Co 8, 8 : N’eo ket un urzh a roan deoc’h ; met dre ginnig deoc’h, evel ur skouer, gred ar re all, e fell din arnodiñ ha gwirion eo ho karantez.
Vous connaissez en effet le don généreux de notre Seigneur Jésus Christ : lui qui est riche, il s’est fait pauvre à cause de vous, pour que vous deveniez riches par sa pauvreté. 2Co 8, 9 : Anavezout a rit karitez hon Aotrou Jezuz Krist : abalamour deoc’h, goude ma oa pinvidik, ez eo en em c’hraet paour, evit ho pinvidikaat dre e baourentez.
Au sujet de cette collecte, je donne mon avis, car cela vous est utile, à vous qui, dès l’année dernière, avez pris l’initiative non seulement de la réaliser, mais encore de la décider. 2Co 8, 10 : Un ali eo eta a roan deoc’h amañ. Ha sed ar pezh a zo a-walc’h evidoc’h-c’hwi hag a zo bet ar re gentañ, a-dal warlene, o kas war-raok an oberenn-se ha zoken o kaout ar mennad anezhi.
Et maintenant, allez jusqu’au bout de la réalisation : comme vous avez mis votre ardeur à prendre cette décision, ainsi vous irez jusqu’au bout, selon vos moyens. 2Co 8, 11 : Bremañ eta eo deoc’h d’ober ha da gas an traoù da benn, en doare ma responto hoc’h oberoù, hervez ho kalloud, da vrokusted ho mennad.
Car s’il y a de l’ardeur, on est bien reçu avec ce que l’on a, peu importe ce que l’on n’a pas. 2Co 8, 12 : Pa roer un dra bennak a galon, e vez deuet mat ar pezh a vez. N’eus ket avat da reiñ ar pezh n’hon eus ket.
Il ne s’agit pas de vous mettre dans la gêne en soulageant les autres, il s’agit d’égalité. 2Co 8, 13 : Rak evit divec’hiañ ar re all, n’hoc’h eus ket d’en em lakaat c’hwi hoc’h-unan en diaezamant : ar pezh a zo d’ober eo ma vo ingalded.
Dans la circonstance présente, ce que vous avez en abondance comblera leurs besoins, afin que, réciproquement, ce qu’ils ont en abondance puisse combler vos besoins, et cela fera l’égalité, 2Co 8, 14 : En degouezh-mañ, eo d’ho puilhentez da reiñ pourvez d’o faourentez, evit ma teuio ivez o fuilhentez-int da sikour ho paourentez-c’hwi. En doare-se e vo kempouez gant an traoù,
comme dit l’Écriture à propos de la manne : Celui qui en avait ramassé beaucoup n’eut rien de trop, celui qui en avait ramassé peu ne manqua de rien. 2Co 8, 15 : hervez ma-z eo skrivet : « An hini en devoa dastumet kalz, n’en devoa mann ebet a re, hag an hini en devoa dastumet nebeut ne vanke dezhañ netra ».
Je rends grâce à Dieu qui a mis dans le cœur de Tite le même empressement à votre égard : 2Co 8, 16 : Bennozh da Zoue a laka en ho keñver e kalon Titos an hevelep gred hag ennon.
il a accueilli notre demande, et il a été tellement empressé qu’il est parti chez vous spontanément. 2Co 8, 17 : Respontet en deus d’hor goulenn : kentoc’h c’hoazh, mall warnañ, en deus divizet anezhañ e-unan mont du-se.
Nous avons envoyé avec lui le frère dont toutes les Églises chantent la louange à cause de son annonce de l’Évangile 2Co 8, 18 : Kas a reomp gantañ ar breur a vez graet e veuleudi dre an holl Ilizoù a-zivout an Aviel.
– ajoutons que ce frère a été désigné par les Églises pour être notre compagnon de voyage, dans cette œuvre de bonté, ce service que nous accomplissons pour la gloire du Seigneur et selon notre ardent désir. 2Co 8, 19 : Ouzhpenn-se, eñ eo an hini a zo bet dibabet gant an Ilizoù da vezañ hor c’humpagnun en hor beajoù evit an oberenn-se a garitez, en em roomp dezhi evit gloar an Aotrou e-unan hag evit respont da c’hoant hor c’halon.
Nous voulons par là éviter tout reproche à cause des grosses sommes dont nous assurons le service ; 2Co 8, 20 : Gant se e fell deomp en em ziwall diouzh pep rebech e-keñver an arc’hant bras-se hon eus d’ober war e dro ;
en effet, nous nous appliquons à bien agir, non seulement aux yeux du Seigneur, mais aussi aux yeux des hommes. 2Co 8, 21 : rak evezh-mat a lakaomp d’ober ar pezh a zo mat, n’eo ket hepken da sell an Aotrou, met ivez da sell an dud.
Nous avons encore envoyé avec eux un autre de nos frères dont nous avons souvent, en bien des cas, vérifié l’empressement, un empressement encore plus fort aujourd’hui à cause de la grande confiance qu’il a en vous. 2Co 8, 22 : Ganto ivez e kasomp ar breur-se deomp hon eus alies, e kalz a draoù, arnodet e c’hred, hag en em ziskouez en degouezh a-vremañ kalz gredusoc’h c’hoazh en abeg d’ar fiziañs vras en deus ennoc’h.
En ce qui concerne Tite, c’est mon compagnon et mon collaborateur auprès de vous ; quant à nos frères, ils sont les envoyés des Églises, ils sont la gloire du Christ. 2Co 8, 23 : Evit ar pezh a sell ouzh Titos, eñ eo va c’heveler ha va c’henlabourer en ho keñver ; hag evit hor breudeur, ez int kannaded an Ilizoù, gloar ar C’hrist.
Donnez-leur donc, à la face des Églises, la preuve de votre amour, de ce qui fait ma fierté à votre sujet. 2Co 8, 24 : Roit eta dezho dirak an Ilizoù, ar brouenn eus ho karantez ha diskouezit hon eus bet digarez mat d’en em veuliñ dirazo diwar ho penn.
