Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre des Actes des Apôtres » Chapitre 10

Livre des Actes des Apôtres - Chapitre 10

Levr : Oberoù an Ebestel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Chapitre 10



Il y avait à Césarée un homme du nom de Corneille, centurion de la cohorte appelée Italique. Ac 10, 1 : Un den a oa o chom e Kaesarea, e anv Kornelios, kantener ar gohortenn anvet Italiat,

C’était quelqu’un de grande piété qui craignait Dieu, lui et tous les gens de sa maison ; il faisait de larges aumônes au peuple juif et priait Dieu sans cesse. Ac 10, 2 : anezhañ un den deol, doujer-Doue, evel e holl diegezh. Boazet e oa d’ober kalz aluzonoù d’ar bobl, ha pediñ a rae Doue dalc’hmat.

Vers la neuvième heure du jour, il eut la vision très claire d’un ange de Dieu qui entrait chez lui et lui disait : « Corneille ! » Ac 10, 3 : Gwelout a reas en ur weledigezh anat, war-dro an navet eur eus an devezh, Ael an Aotrou oc’h antren d’e gaout hag o lavarout dezhañ : « Kornelios ! »

Celui-ci le fixa du regard et, saisi de crainte, demanda : « Qu’y a-t-il, Seigneur ? » L’ange lui répondit : « Tes prières et tes aumônes sont montées devant Dieu pour qu’il se souvienne de toi. Ac 10, 4 : Eñ, o vezañ paret e sell outañ, a grogas ar spont ennañ hag a lavaras : « Petra 'zo, Aotrou ? » Hag e respontas dezhañ an Ael : « Da bedennoù ha da aluzonoù a zo pignet davet Doue da vezañ un eñvoradur dirazañ.

Et maintenant, envoie des hommes à Jaffa et fais venir un certain Simon surnommé Pierre : Ac 10, 5 : Bremañ eta, kas tud da Jope da gerc’hat un den e anv Simon hag e lesanv Pêr.

il est logé chez un autre Simon qui travaille le cuir et dont la maison est au bord de la mer. » Ac 10, 6 : Ostiz eo e ti ur c’hourrezer anvet Simon, ha ti hemañ a zo war ribl ar mor ».

Après le départ de l’ange qui lui avait parlé, il appela deux de ses domestiques et l’un des soldats attachés à son service, un homme de grande piété. Ac 10, 7 : Pa voe aet kuit an Ael a gomze outañ, e c’halvas Kornelios daou eus e vevelien hag ur soudard deol eus ar re a veze dalc’hmat gantañ.

Leur ayant tout expliqué, il les envoya à Jaffa. Ac 10, 8 : Ha goude bezañ dezrevellet pep tra dezho, e kasas anezho da Jope.

Le lendemain, tandis qu’ils étaient en route et s’approchaient de la ville, Pierre monta sur la terrasse de la maison, vers midi, pour prier. Ac 10, 9 : Antronoz, tra m’edont gant o hent ha ma tostaent ouzh kêr, e pignas Pêr war al leurdoenn. war-dro ar c’hwec’hvet eur da bediñ.

Saisi par la faim, il voulut prendre quelque chose. Pendant qu’on lui préparait à manger, il tomba en extase. Ac 10, 10 : Dont a reas naon dezhañ hag e c’hoantaas debriñ un dra bennak. Neuze e-keit ha m’edod oc’h aozañ boued dezhañ, e c’hoarvezas gantañ bezañ goursavet :

Il contemplait le ciel ouvert et un objet qui descendait : on aurait dit une grande toile tenue aux quatre coins, et qui se posait sur la terre. Ac 10, 11 : gwelout a reas an neñv digor, hag un dra par d’un doubier vras, o tiskenn betek an douar war-bouez he fevar c’horn.

Il y avait dedans tous les quadrupèdes, tous les reptiles de la terre et tous les oiseaux du ciel. Ac 10, 12 : Hag e-barzh edo an holl bevarzroadeged ha loened-stlej eus an douar, hag an holl evned eus an neñv.

Et une voix s’adressa à lui : « Debout, Pierre, offre-les en sacrifice, et mange ! » Ac 10, 13 : Hag ur vouezh a lavaras outañ : « Deus ’ta, Pêr, lazh ha debr ! »

Pierre dit : « Certainement pas, Seigneur ! Je n’ai jamais pris d’aliment interdit et impur ! » Ac 10, 14 : Met Pêr a respontas : « Tamm ebet, Aotrou, rak biskoazh n’em eus debret eus kement a zo saotret ha dic’hlan ».

À nouveau, pour la deuxième fois, la voix s’adressa à lui : « Ce que Dieu a déclaré pur, toi, ne le déclare pas interdit. » Ac 10, 15 : Hag ar vouezh adarre, un eil gwech, a lavaras dezhañ : « Ar pezh en deus Doue glanaet, arabat dit-te e lakaat da saotret ».

Cela se produisit par trois fois et, aussitôt après, l’objet fut emporté au ciel. Ac 10, 16 : Ha kement-se a c’hoarvezas dre deir gwech, ha kerkent e voe dilamet an dra d’an Neñv.

Comme Pierre était tout perplexe sur ce que pouvait signifier cette vision, voici que les envoyés de Corneille, s’étant renseignés sur la maison de Simon, survinrent à la porte. Ac 10, 17 : E-pad m’edo Pêr o c’houlenn outañ e-unan petra 'oa ar weledigezh-se o paouez c’hoarvezout gantañ, setu ar wazed kaset gant Kornelioz, goulennet ganto ti Simon, en em gave dirak an nor-borzh.

Ils appelèrent pour demander : « Est-ce que Simon surnommé Pierre est logé ici ? » Ac 10, 18 : Gervel a rejont ha goulenn daoust hag edo Simon, lesanvet Pêr, o lojañ eno.

Comme Pierre réfléchissait encore à sa vision, l’Esprit lui dit : « Voilà trois hommes qui te cherchent. Ac 10, 19 : Evel m’edo Pêr o prederiañ bepred war e weledigezh, e lavaras dezhañ ar Spered : « Setu gwazed ouzh da glask.

Eh bien, debout, descends, et pars avec eux sans hésiter, car c’est moi qui les ai envoyés. » Ac 10, 20 : Deus ’ta, diskenn ha kae war-raok hep termal, rak me eo am eus o c’haset ».

Pierre descendit trouver les hommes et leur dit : « Me voici, je suis celui que vous cherchez. Pour quelle raison êtes-vous là ? » Ac 10, 21 : Pêr o vezañ diskennet da gaout ar wazed, a lavaras dezho : « Setu ! Me eo an hini a glaskit. Dre beseurt abeg emaoc’h amañ ? »

Ils répondirent : « Le centurion Corneille, un homme juste, qui craint Dieu, et à qui toute la nation juive rend un bon témoignage, a été averti par un ange saint de te faire venir chez lui et d’écouter tes paroles. » Ac 10, 22 : Int a respontas : « Ar c’hantener Kornelioz, den reizh ha doujer-Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet roet dezhañ gant un Ael santel ar c’hemenn d’az kerc’hat d’e di ha da glevout ar c’homzoù a lavarez ».

Il les fit entrer et leur donna l’hospitalité. Le lendemain, il se mit en route avec eux ; quelques frères de Jaffa l’accompagnèrent. Ac 10, 23 : Pêr neuze o galvas e-barzh hag a roas herberc’h dezho. Antronoz ez eas kuit ganto, hag hiniennoù eus ar vreudeur eus Jope a yeas ivez en hent gantañ.

Le jour suivant, il entra à Césarée. Corneille les attendait, et avait rassemblé sa famille et ses amis les plus proches. Ac 10, 24 : An deiz war-lerc’h e antree e Kaesarea. Kornelios a oa ouzh o gortoz, goude bezañ galvet en-dro dezhañ e gerent hag e vignoned tostañ.

Comme Pierre arrivait, Corneille vint à sa rencontre et, tombant à ses pieds, il se prosterna. Ac 10, 25 : D’ar c’houlz ma teue Pêr e-barzh an ti, ez eas Kornelios en arbenn dezhañ, hag o kouezhañ e-harz e dreid e stouas dirazañ.

Mais Pierre le releva en disant : « Lève-toi. Je ne suis qu’un homme, moi aussi. » Ac 10, 26 : Met Pêr a reas dezhañ sevel en ur lavarout : « Sav en-dro. Me ivez a zo den ».

Tout en conversant avec lui, il entra et il trouva beaucoup de gens réunis. Ac 10, 27 : Hag en ur zivizout gantañ ez eas tre. Kavout a ra bodet ur c’halz a dud hag e lavar dezho :

Il leur dit : « Vous savez qu’un Juif n’est pas autorisé à fréquenter un étranger ni à entrer en contact avec lui. Mais à moi, Dieu a montré qu’il ne fallait déclarer interdit ou impur aucun être humain. Ac 10, 28 : « C’hwi oar ez eo difennet groñs ouzh ur Yuzev daremprediñ un estren pe mont en e di. Met Doue a zo o paouez diskouez din-me ne zleer ket lakaat den ebet saotret pe dic’hlan.

C’est pourquoi, quand vous m’avez envoyé chercher, je suis venu sans réticence. J’aimerais donc savoir pour quelle raison vous m’avez envoyé chercher. » Ac 10, 29 : Setu perak hep termal ez on aet war-raok pa-z eur deuet d’am c’herc’hat. Goulenn a ran eta : Evit peseurt abeg hoc’h eus kaset tud d’am gervel ? »

Corneille dit alors : « Il y a maintenant quatre jours, j’étais en train de prier chez moi à la neuvième heure, au milieu de l’après-midi, quand un homme au vêtement éclatant se tint devant moi, Ac 10, 30 : Kornelios a respontas : « Ar pevare devezh emañ d’an eur-mañ, m’edon o pediñ d’an navet eur em zi, ha setu m’en em gavas ur gwaz dirazon gant dilhad lugernus.

et me dit : “Corneille, ta prière a été exaucée, et Dieu s’est souvenu de tes aumônes. Ac 10, 31 : Hag e lavaras : "Kornelios, selaouet eo bet da bedenn ha da aluzonoù a zo bet eñvoret dirak Doue.

Envoie donc quelqu’un à Jaffa pour convoquer Simon surnommé Pierre ; il est logé chez un autre Simon qui travaille le cuir et dont la maison est au bord de la mer.” Ac 10, 32 : Kas tud da Jope da gerc’hat Simon, lesanvet Pêr : emañ o lojañ e ti ar c’hivijer Simon, war ribl ar mor".

Je t’ai donc aussitôt envoyé chercher, et toi, en venant, tu as bien agi. Maintenant donc, nous sommes tous là devant Dieu pour écouter tout ce que le Seigneur t’a chargé de nous dire. » Ac 10, 33 : Diouzhtu eta em eus kaset tud d’az kerc’hat, ha te ac’h eus graet mat o tont. Ha bremañ emaomp ni holl dirazout evit klevout kement a zo bet gourc’hemennet dit gant Doue ».

Alors Pierre prit la parole et dit : « En vérité, je le comprends, Dieu est impartial : Ac 10, 34 : Pêr neuze, o’ n em lakaat da gomz, a lavaras : « E gwirionez, gwelout a ran anat ne ra ket Doue a ziforc’h etre an dud,

il accueille, quelle que soit la nation, celui qui le craint et dont les œuvres sont justes. Ac 10, 35 : met e kement broad a zo, an neb en deus doujañs outañ hag a ra diouzh ar reizh, a zo deuet mat gantañ.

Telle est la parole qu’il a envoyée aux fils d’Israël, en leur annonçant la bonne nouvelle de la paix par Jésus Christ, lui qui est le Seigneur de tous. Ac 10, 36 : Kaset en deus e gomz da vugale Israel o kemenn dezho keloù mat ar peoc’h dre Jezuz Krist. Eñ eo Aotrou pep tra.

Vous savez ce qui s’est passé à travers tout le pays des Juifs, depuis les commencements en Galilée, après le baptême proclamé par Jean : Ac 10, 37 : C’hwi ivez a oar petra ’zo c’hoarvezet dre vro Judea a-bezh, penaos Jezuz eus Nazared a grogas da gentañ gant Galilea goude ar vadeziant bet prezeget gant Yann,

Jésus de Nazareth, Dieu lui a donné l’onction d’Esprit Saint et de puissance. Là où il passait, il faisait le bien et guérissait tous ceux qui étaient sous le pouvoir du diable, car Dieu était avec lui. Ac 10, 38 : penaos Doue en deus e olevet gant ar Spered Santel ha gant galloud, eñ en deus tremenet oc’h ober ar mad hag o pareañ ar re holl a oa kouezhet dindan galloud an Diaoul, rak Doue a oa gantañ.

Et nous, nous sommes témoins de tout ce qu’il a fait dans le pays des Juifs et à Jérusalem. Celui qu’ils ont supprimé en le suspendant au bois du supplice, Ac 10, 39 : Ha ni a zo testoù eus kement tra en deus graet e bro ar Yuzevien hag e Jeruzalem, eñ hag o deus lakaet d’ar marv dre e stagañ ouzh ar c’hoad.

Dieu l’a ressuscité le troisième jour. Il lui a donné de se manifester, Ac 10, 40 : Hennezh eo en deus Doue dasorc’het, d’an trede deiz, ha roet dezhañ en em ziskouez,

non pas à tout le peuple, mais à des témoins que Dieu avait choisis d’avance, à nous qui avons mangé et bu avec lui après sa résurrection d’entre les morts. Ac 10, 41 : n’eo ket d’ar bobl a-bezh, met da destoù bet dibabet en a-raok gant Doue, deomp-ni hag hon eus debret hag evet gantañ goude dezhañ adsevel a-douez ar re varv.

Dieu nous a chargés d’annoncer au peuple et de témoigner que lui-même l’a établi Juge des vivants et des morts. Ac 10, 42 : Ha gourc’hemennet en deus deomp prezeg d’ar bobl ha testeniañ ez eo eñ a zo bet diazezet gant Doue da varner ar re vev hag ar re varv.

C’est à Jésus que tous les prophètes rendent ce témoignage : Quiconque croit en lui reçoit par son nom le pardon de ses péchés. » Ac 10, 43 : Dezhañ e toug testeni an holl brofeded e resevo dre e anv ar pardon eus e bec’hedoù kement hini a gred ennañ ».

Pierre parlait encore quand l’Esprit Saint descendit sur tous ceux qui écoutaient la Parole. Ac 10, 44 : Edo c’hoazh Pêr o komz evel-se pa gouezhas ar Spered Santel war ar re holl a selaoue ar Gomz.

Les croyants qui accompagnaient Pierre, et qui étaient juifs d’origine, furent stupéfaits de voir que, même sur les nations, le don de l’Esprit Saint avait été répandu. Ac 10, 45 : Hag e voe sebezet an holl grederien amdroc’het a oa deuet gant Pêr o welout e oa bet skuilhet war dud ar Broadoù ivez, donezon ar Spered Santel.

En effet, on les entendait parler en langues et chanter la grandeur de Dieu. Pierre dit alors : Ac 10, 46 : Rak o c’hlevout a raent o komz yezhoù hag oc’h embann braster Doue. Neuze e tisklerias Pêr :

« Quelqu’un peut-il refuser l’eau du baptême à ces gens qui ont reçu l’Esprit Saint tout comme nous ? » Ac 10, 47 : « Daoust hag e c’hell unan bennak nac’hañ dour ar vadeziant d’ar re-mañ hag o deus resevet ar Spered Santel kenkoulz ha ni hon-unan ? »

Et il donna l’ordre de les baptiser au nom de Jésus Christ. Alors ils lui demandèrent de rester quelques jours avec eux. Ac 10, 48 : Hag e roas urzh d’o badeziñ e anv Jezuz Krist. E bediñ a rejont neuze da chom ganto un nebeut devezhioù.