Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre des Actes des Apôtres » Chapitre 7

Livre des Actes des Apôtres - Chapitre 7

Levr : Oberoù an Ebestel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Chapitre 7



Le grand prêtre demanda : « Cela est-il exact ? » Ac 7, 1 : Ar beleg bras a lavaras : « Daoust hag evel-se emañ an traoù ? »

Étienne dit alors : « Frères et pères, écoutez ! Le Dieu de gloire est apparu à notre père Abraham, quand il était en Mésopotamie avant de venir habiter Harrane, Ac 7, 2 : Eñ a respontas : « Breudeur ha tadoù, selaouit. Doue ar c’hloar en em roas da welout d’hon tad Abraham, pa-z edo e Mesopotamia, kent dezhañ dont da chom da C’harran.

et il lui a dit : Sors de ton pays et de ta parenté, et va dans le pays que je te montrerai. Ac 7, 3 : Hag e lavaras dezhañ : "Kae er-maez eus da vro hag eus da gerentiezh, ha deus d’ar vro a ziskouezin dit".

Alors, étant sorti du pays des Chaldéens, il vint habiter Harrane ; après la mort de son père, Dieu le fit émigrer de là-bas vers le pays où vous-mêmes habitez maintenant. Ac 7, 4 : Neuze ez eas er-maez eus bro-Galdeiz hag e teuas da chom da C’harran. Hag ac’hano, war-lerc’h marv e dad, e voe lakaet gant Doue da dremen d’ar vro-mañ e-lec’h m’emaoc’h-c’hwi o chom bremañ.

Et là, il ne lui donna rien en héritage, pas même de quoi poser le pied. Mais il promit de lui donner ce pays en possession ainsi qu’à sa descendance après lui, alors qu’il n’avait pas encore d’enfant. Ac 7, 5 : Ha ne roas dezhañ enni domani ebet, na zoken peadra da lakaat e droad warni. Met prometiñ a reas reiñ ar vro-mañ e perc’henniezh dezhañ ha d’e ziskennadur war e lerc’h, daoust ma ne oa bugel ebet dezhañ.

Dieu lui déclara que ses descendants seraient des immigrés en terre étrangère, que l’on en ferait des esclaves et qu’on les maltraiterait pendant quatre cents ans. Ac 7, 6 : Hag e tisklerias Doue dezhañ e vefe e ziskennadur o kaout annez en ur vro estren, ha lakaet da sklaved ha gwallgaset e-doug pevar c’hant vloaz.

“Mais, dit Dieu, la nation dont ils seront esclaves, moi, je la jugerai, et après cela ils sortiront et ils me rendront un culte en ce lieu.” Ac 7, 7 : Met ar vroad ma vezint bet sklavourien dezhi a varnin-me, a lavaras Doue ; ha goude-se ez aint er-maez anezhi, hag el lec’h-mañ e tiskouezint doujañs din.

Et Dieu lui donna l’alliance de la circoncision. Ainsi, Abraham engendra Isaac et le circoncit le huitième jour. Isaac fit de même pour Jacob, et Jacob pour les douze patriarches. Ac 7, 8 : Reiñ a reas dezhañ emglev an amdroc’hadur ; hag evel-se ez engehentas Izaag, hag e amdroc’has anezhañ d’an eizhvet deiz, hag Izaag a reas kement-all da Jakob, ha Jakob d’an daouzek uheldad.

Les patriarches, jaloux de Joseph, le vendirent pour être conduit en Égypte. Mais Dieu était avec lui, Ac 7, 9 : An uheldadoù, gwarizi enno ouzh Yozef, a werzhas anezhañ da vezañ kaset d’an Egipt. Met Doue a oa gantañ ;

et il le tira de toutes ses épreuves. Il lui donna grâce et sagesse devant Pharaon, roi d’Égypte, et celui-ci le mit à la tête de l’Égypte et de toute la maison royale. Ac 7, 10 : e ziframmañ a reas eus e holl drubuilhoù ha reiñ dezhañ gras ha furnez dirak Faraon, roue an Egipt, hag e lakaas anezhañ da c’houarnour war vro Egipt ha war e di a-bezh.

Puis une famine arriva sur toute l’Égypte et Canaan, ainsi qu’une grande détresse, et nos pères ne trouvaient plus de nourriture. Ac 7, 11 : Dont a reas neuze naonegezh war holl vro Egipt ha war vro Ganaan, ha reuz bras. Hag hon tadoù ne gavent ken a vagadurezh ;

Quand Jacob apprit qu’il y avait du blé en Égypte, il y envoya nos pères une première fois. Ac 7, 12 : met pa glevas Jakob e oa bevañs en Egipt, e kasas hon tadoù ur wech kentañ.

À la deuxième fois, Joseph se fit reconnaître par ses frères, et ainsi, son origine fut dévoilée à Pharaon. Ac 7, 13 : D’an eil gwech en em roas Yozef da anavezout d’e vreudeur hag e voe diskouezet da Faraon orin Yozef.

Joseph envoya chercher son père Jacob et toute sa parenté, à savoir soixante-quinze personnes. Ac 7, 14 : Kas a reas Yozef neuze da gerc’hat Jakob e dad hag e holl gerentiezh, pemzek ha tri-ugent a dud anezhi.

Jacob, alors, descendit en Égypte ; il y mourut, ainsi que nos pères. Ac 7, 15 : Diskenn a reas Jakob da vro Egipt ; mervel a reas, eñ hag hon tadoù.

Ils furent transportés à Sichem et déposés dans le tombeau qu’Abraham avait acheté à prix d’argent aux fils de Hemmor, à Sichem. Ac 7, 16 : Dezouget e voe o c’horfoù da Sikem, ha lakaet er bez en devoa prenet Abraham gant arc’hant, digant mibien Hemmor e Sikem.

Comme approchait le temps où devait s’accomplir la promesse par laquelle Dieu s’était engagé envers Abraham, le peuple devint fécond et se multiplia en Égypte, Ac 7, 17 : Dre ma tostae koulz ar bromesa en devoa Doue graet dre le da Abraham, ez eas war gresk hag e teuas ar bobl da vezañ niverus en Egipt,

jusqu’à ce qu’un autre roi qui n’avait pas connu Joseph arrive au pouvoir en Égypte. Ac 7, 18 : betek ma savas da roue war vro Egipt, ur roue all n’anaveze ket Yozef.

Ayant pris des dispositions perverses contre notre peuple, il maltraita nos pères, au point de leur faire abandonner leurs nouveaux-nés pour qu’ils ne puissent pas vivre. Ac 7, 19 : Hemañ, oc’h ober gant gwidre ouzh hor gouenn, a wallgasas hon tadoù, evit na c’hellfent ket chom bev.

C’est à ce moment que Moïse vint au monde ; il était beau sous le regard de Dieu. Il fut élevé pendant trois mois dans la maison de son père, Ac 7, 20 : D’ar c’houlz-se e voe ganet Moizez, kenedus dirak Doue. Maget e voe tri mizvezh e ti e dad.

puis abandonné. La fille de Pharaon le recueillit et l’éleva comme son propre fils. Ac 7, 21 : Met evel ma oa bet dilezet er-maez, e voe kemeret gant merc’h Faraon hag e savas anezhañ evel ur mab dezhi hec’h-unan.

Moïse fut éduqué dans toute la sagesse des Égyptiens ; il était puissant par ses paroles et par ses actes. Ac 7, 22 : Ha Moizez a voe desket dezhañ holl furnez an Egiptiz, ha barrek e oa en e gomzoù hag en e oberoù.

Comme il avait atteint l’âge de quarante ans, la pensée lui vint d’aller visiter ses frères, les fils d’Israël. Ac 7, 23 : « A-greiz ma tizhe an oad a zaou-ugent vloaz, e savas en e spered ar mennozh d’ober ur weladenn d’e vreudeur, mibien Israel.

Voyant que l’un d’entre eux était maltraité, il prit sa défense et frappa l’Égyptien pour venger celui qui était agressé. Ac 7, 24 : O welout unan anezho gwallgaset, e tifennas anezhañ, hag e tialas an den mac’homet en ur lazhañ an Egiptiad.

Il pensait que ses frères comprendraient que Dieu leur donnait, par lui, le salut ; mais eux ne comprirent pas. Ac 7, 25 : Soñjal a rae dezhañ e komprenfe e vreudeur e oa Doue a roe dezhañ, dre e zaouarn, silvidigezh. Met int-i ne gomprenjont ket.

Le lendemain, il se fit voir à eux pendant qu’ils se battaient, et il essayait de rétablir la paix entre eux en leur disant : « Vous êtes frères : pourquoi vous faire du mal les uns aux autres ? » Ac 7, 26 : Rak antronoz e welas hiniennoù oc’h en em gannañ hag e klaske lakaat ar peoc’h etrezo en ur lavarout : Gwazed, breudeur ez oc’h. Perak en em ober droug an eil d’egile ?

Mais celui qui maltraitait son compagnon repoussa Moïse en disant : Qui t’a établi chef et juge sur nous ? Ac 7, 27 : Neuze an hini a rae droug d’e gumpagnun e zizarbennas en ur lavarout : Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp ?

Veux-tu me tuer comme tu as tué hier l’Égyptien ? Ac 7, 28 : Daoust ha va lazhañ a fell dit evel m’ec’h eus lazhet dec’h an Egiptiad ?

À ces mots, Moïse s’enfuit, et il séjourna en immigré dans le pays de Madiane, où il engendra deux fils. Ac 7, 29 : Tec’hout a reas Moizez diwar ar gomz-se, ha mont a reas da chom da Vro-Vadian, e-lec’h ma voe tad da zaou vab.

Quarante années s’écoulèrent ; un ange lui apparut au désert du mont Sinaï dans la flamme d’un buisson en feu. Ac 7, 30 : A-benn daou-ugent vloaz en em ziskouezas dezhañ e gouelec’h Menez Sinai, un ael e-kreiz flamm ar bod entanet.

Ayant vu, Moïse s’étonna de la vision, et lorsqu’il s’approcha pour regarder, la voix du Seigneur se fit entendre : Ac 7, 31 : Moizez o welout se a voe souezhet gant an arvest. Met evel ma tostae da sellout gwelloc’h e teuas dezhañ mouezh an Aotrou :

Je suis le Dieu de tes pères, le Dieu d’Abraham, d’Isaac et de Jacob. Moïse se mit à trembler, et il n’osait plus regarder. Ac 7, 32 : Me eo Doue da dadoù, Doue Abraham, Izaag ha Jakob. Spouronet holl, Moizez ne grede ket sellout.

Le Seigneur lui dit : Retire les sandales de tes pieds, car le lieu où tu te tiens est une terre sainte. Ac 7, 33 : Neuze Doue a lavaras dezhañ : Tenn da sandalennoù diouzh da dreid, rak al lec’h-m’emaout warnañ a zo un douar sakr.

J’ai vu, oui, j’ai vu la misère de mon peuple qui est en Égypte ; j’ai entendu leurs gémissements et je suis descendu pour les délivrer. Et maintenant, va ! Je t’envoie en Égypte. Ac 7, 34 : Sellet em eus ha gwelet reuz va fobl en Egipt, hag he hirvoud am eus klevet. Ha diskennet on d’o dieubiñ. Ha bremañ, deus, ma kasin ac’hanout da vro-Egipt.

Ce Moïse que l’on avait rejeté en disant : Qui t’a établi chef et juge ?, Dieu l’a envoyé comme chef et libérateur, avec l’aide de l’ange qui lui était apparu dans le buisson. Ac 7, 35 : Ar Moizez-se, hag o devoa dinac’het o lavarout : Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner, hennezh eo an hini en deus Doue kaset da vestr ha da zasprener, dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er bod.

C’est lui qui les a fait sortir en faisant des prodiges et des signes au pays d’Égypte, à la mer Rouge, et au désert pendant quarante ans. Ac 7, 36 : Eñ eo an hini o c’hasas er-maez dre ober burzhudoù ha sinoù e Bro Egipt, er Mor Ruz hag er gouelec’h e-pad daou-ugent bloavezh.

C’est ce Moïse qui a dit aux fils d’Israël : Dieu suscitera pour vous, du milieu de vos frères, un prophète comme moi. Ac 7, 37 : Eñ, Moizez, eo an hini en deus lavaret da vibien Israel : Doue a lakaio da sevel a-douez ho preudeur, un diouganer eveldon.

C’est lui qui était présent lors de l’assemblée au désert, avec l’ange qui lui parlait sur le mont Sinaï et avec nos pères : il reçut des paroles vivantes pour nous les donner, Ac 7, 38 : Eñ eo an hini a oa gant an ael a gomze outañ war Venez Sina, ha war un dro a oa gant hon Tadoù, e koulz ar vodadeg er gouelec’h, eñ a zegemeras ar c’homzennoù bev evit o reiñ deomp.

mais nos pères n’ont pas voulu lui obéir bien plus, ils le repoussèrent. De cœur ils retournaient en Égypte, Ac 7, 39 : Met outañ ne fellas ket d’hon Tadoù bezañ sentus, hogen e zizarbenn a rejont evit distreiñ a galon d’an Egipt.

quand ils dirent à Aaron : Fabrique-nous des dieux qui marcheront devant nous. Car ce Moïse qui nous a fait sortir du pays d’Égypte, nous ne savons pas ce qui lui est arrivé. Ac 7, 40 : Hag e lavarjont da Aaron : Gra deomp doueed a valeo dirazomp, rak ar Moizez-se hag en deus hor c’haset er-maez eus an Egipt, n’ouzomp ket petra ’zo c’hoarvezet gantañ.

Et en ces jours-là, ils fabriquèrent un veau et offrirent un sacrifice à cette idole : ils se réjouissaient de l’œuvre de leurs mains ! Ac 7, 41 : Ober a rejont ul leue en devezhioù-se, ha kinnig ur sakrifis d’an idolenn. En em laouenaat a raent gant labour o daouarn ;

Alors Dieu se détourna et les laissa rendre un culte à l’armée du ciel, comme il est écrit dans le livre des prophètes : Des victimes et des sacrifices, m’en avez-vous présentés pendant quarante ans au désert, maison d’Israël ? Ac 7, 42 : met Doue en em zistroas diouto hag e tilezas anezho da lidañ armead an Neñv, evel m’eo skrivet e levr an Diouganerien : Daoust ha profoù-loened hag aberzhoù hoc’h eus kinniget din e-pad daou-ugent bloavezh er gouelec’h, tiegezh Israel ?

Mais vous avez porté la tente de Molok et l’étoile de votre dieu Réphane, ces images que vous avez fabriquées pour vous prosterner devant elles. Je vous déporterai au-delà de Babylone ! Ac 7, 43 : Met douget hoc’h eus warnoc’h teltenn Moloc’h ha steredenn doue Refan, ar skeudennoù-se ho poa graet evit o azeuliñ. Rak-se, ho tennañ a rin eus ho tiez d’ho kas d’an tu-hont da Vabilon.

Nos pères, dans le désert, avaient la tente du Témoignage. Elle avait été faite d’après les ordres de Celui qui parlait à Moïse et qui lui en avait montré le modèle. Ac 7, 44 : Teltenn an Testeni o devoa hon Tadoù, er gouelec’h, evel m’en devoa divizet an hini a gemenne da Voizez hec’h ober diouzh ar patrom en devoa gwelet.

Après avoir reçu cette tente, nos pères, avec Josué, la firent entrer dans le pays que les nations possédaient avant que Dieu les chasse loin du visage de nos pères. Cela dura jusqu’au temps de David. Ac 7, 45 : Ha bet degemeret gant hon Tadoù, e voe degaset ganto, dindan renerezh Josoua, e-barzh ar vro gounezet war ar broadoù skarzhet kuit dirazo gant Doue. Hag evel-se betek amzer David.

Celui-ci trouva grâce devant Dieu et il pria afin de trouver une demeure au Dieu de Jacob. Ac 7, 46 : Hemañ a gavas grad dirak Doue hag a c’houlennas digantañ kavout ur chomadur da Zoue Jakob.

Mais ce fut Salomon qui lui construisit une maison. Ac 7, 47 : Salomon avat eo an hini a savas dezhañ un ti.

Pourtant, le Très-Haut n’habite pas dans ce qui est fait de main d’homme, comme le dit le prophète : Ac 7, 48 : Met an Uhel-meurbet n’eo ket e tiez graet gant dorn an den e rafe e chomadur, diouzh ma lavar ar profed :

Le ciel est mon trône, et la terre, l’escabeau de mes pieds. Quelle maison me bâtirez-vous, dit le Seigneur, quel sera le lieu de mon repos ? Ac 7, 49 : An Neñv a zo din un tron, hag an douar ur skabell d’am zreid. Peseurt ti e c’hellfec’h sevel din, eme an Aotrou ? Ha pehini a vo lec’h va diskuizh ?

N’est-ce pas ma main qui a fait tout cela ? Ac 7, 50 : Daoust ha n’eo ket va dorn en deus graet kement-se holl ?

Vous qui avez la nuque raide, vous dont le cœur et les oreilles sont fermés à l’Alliance, depuis toujours vous résistez à l’Esprit Saint ; vous êtes bien comme vos pères ! Ac 7, 51 : Tud kalet ho choug ha diamdroc’h ho kalonoù, c’hwi hoc’h eus dalc’hmat enebet ouzh ar Spered Santel ! Evel ho Tadoù, evel-se c’hwi ivez !

Y a-t-il un prophète que vos pères n’aient pas persécuté ? Ils ont même tué ceux qui annonçaient d’avance la venue du Juste, celui-là que maintenant vous venez de livrer et d’assassiner. Ac 7, 52 : Pehini eus an diouganerien n’o deus ket ho Tadoù e heskinet ? Lazhet o deus ar re a ziougane donedigezh an Den just, an hini hoc’h eus c’hwi bremañ treitouret ha drouklazhet,

Vous qui aviez reçu la loi sur ordre des anges, vous ne l’avez pas observée. » Ac 7, 53 : c’hwi hag hoc’h eus degemeret al Lezenn dre vinistrerezh an Aelez ha n’hoc’h eus ket he miret ! »

Ceux qui écoutaient ce discours avaient le cœur exaspéré et grinçaient des dents contre Étienne. Ac 7, 54 : O klevout se e skrije o c’halonoù gant ar gounnar hag e skrignent dent en e enep.

Mais lui, rempli de l’Esprit Saint, fixait le ciel du regard : il vit la gloire de Dieu, et Jésus debout à la droite de Dieu. Ac 7, 55 : Met eñ, leun gant ar Spered Santel, paret e sell a-bann etrezek an Neñv, a welas neuze gloar Doue ha Jezuz en e sav a-zehou da Zoue.

Il déclara : « Voici que je contemple les cieux ouverts et le Fils de l’homme debout à la droite de Dieu. » Ac 7, 56 : « Setu, emezañ, ma welan an Neñvoù digor ha Mab an den en e sav a-zehou da Zoue ».

Alors ils poussèrent de grands cris et se bouchèrent les oreilles. Tous ensemble, ils se précipitèrent sur lui, Ac 7, 57 : En ur grial a-bouez-penn e stouvent o divskouarn, hag holl a-unan en em daoljont outañ.

l’entraînèrent hors de la ville et se mirent à le lapider. Les témoins avaient déposé leurs vêtements aux pieds d’un jeune homme appelé Saul. Ac 7, 58 : Hag o vezañ e vountet er-maez eus Kêr, en em lakjont d’e veinata. An testoù a lakaas o gwiskamantoù e-harz treid ur paotr yaouank anvet Saoul.

Étienne, pendant qu’on le lapidait, priait ainsi : « Seigneur Jésus, reçois mon esprit. » Ac 7, 59 : Ha labezañ a raent Stefan e-keit ma rae ar c’halvadenn-mañ : « Aotrou Jezuz, degemer va spered ».

Puis, se mettant à genoux, il s’écria d’une voix forte : « Seigneur, ne leur compte pas ce péché. » Et, après cette parole, il s’endormit dans la mort. Ac 7, 60 : Neuze o vezañ pleget e zaoulin, e youc’has en ur griadenn vras : « Aotrou, na laka ket war o c’hont ar pec’hed-se ». Hag o lavarout kement-se ez eas en e gousk.