Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre des Actes des Apôtres » Chapitre 2

Livre des Actes des Apôtres - Chapitre 2

Levr : Oberoù an Ebestel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Chapitre 2



Quand arriva le jour de la Pentecôte, au terme des cinquante jours, ils se trouvaient réunis tous ensemble. Ac 2, 1 : Ha peurdremenet an amzer a-benn deiz ar Pantekost, edont holl bodet a-gevret en hevelep lec’h.

Soudain un bruit survint du ciel comme un violent coup de vent : la maison où ils étaient assis en fut remplie tout entière. Ac 2, 2 : A-daol trumm e c’hoarvezas o tont eus an Neñv, un trouz evel hini ur barr-avel a leunias en e bezh an ti ma oant azezet ennañ.

Alors leur apparurent des langues qu’on aurait dites de feu, qui se partageaient, et il s’en posa une sur chacun d’eux. Ac 2, 3 : Hag e weljont, oc’h en em rannañ dirazo, teodoù evel teodoù-tan, a zeuas da bozañ, unan war bep hini anezho.

Tous furent remplis d’Esprit Saint : ils se mirent à parler en d’autres langues, et chacun s’exprimait selon le don de l’Esprit. Ac 2, 4 : Ha leuniet e voe an holl gant ar Spered Santel, hag en em lakaat a rejont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da lavarout.

Or, il y avait, résidant à Jérusalem, des Juifs religieux, venant de toutes les nations sous le ciel. Ac 2, 5 : Bez e oa o chom e Jeruzalem, Yuzevien, gwazed deol deuet eus kement broad a zo dindan an Neñv.

Lorsque ceux-ci entendirent la voix qui retentissait, ils se rassemblèrent en foule. Ils étaient en pleine confusion parce que chacun d’eux entendait dans son propre dialecte ceux qui parlaient. Ac 2, 6 : Goude d’an trouz-se c’hoarvezout, en em zastumas an engroez, ha strafuilhet e voent, dre ma kleve pep hini anezho an Ebestel o komz en e yezh e-unan.

Dans la stupéfaction et l’émerveillement, ils disaient : « Ces gens qui parlent ne sont-ils pas tous Galiléens ? Ac 2, 7 : En o estlamm hag en o souezh e lavarent : « An holl re-mañ a zo o komz, daoust ha n’int ket Galileiz ?

Comment se fait-il que chacun de nous les entende dans son propre dialecte, sa langue maternelle ? Ac 2, 8 : Penaos eta pep hini ac’hanomp a glev anezho en hor yezh c’henidik ?

Parthes, Mèdes et Élamites, habitants de la Mésopotamie, de la Judée et de la Cappadoce, de la province du Pont et de celle d’Asie, Ac 2, 9 : Parted, Meded hag Elamiz, tud o chom e Mezopotamia, Judea ha Kapadokia, Pontos hag Azia,

de la Phrygie et de la Pamphylie, de l’Égypte et des contrées de Libye proches de Cyrène, Romains de passage, Ac 2, 10 : Frigia ha Pamfilia, Egipt hag al lodenn-se eus Libia tost da Girene, Romaned o tremen dre amañ,

Juifs de naissance et convertis, Crétois et Arabes, tous nous les entendons parler dans nos langues des merveilles de Dieu. » Ac 2, 11 : Yuzevien ha proselited, Kretiz hag Arabed, klevout a reomp anezho o tiskleriañ en hor yezhoù, oberoù meur Doue ».

Ils étaient tous dans la stupéfaction et la perplexité, se disant l’un à l’autre : « Qu’est-ce que cela signifie ? » Ac 2, 12 : An holl a oa sabatuet, hag en o sebez e lavarent an eil d’egile :

D’autres se moquaient et disaient : « Ils sont pleins de vin doux ! » Ac 2, 13 : « Petra eo kement-mañ ? » Re all a lavare, goap ganto : « Leun-barr int gant gwin dous ! »

Alors Pierre, debout avec les onze autres Apôtres, éleva la voix et leur fit cette déclaration : « Vous, Juifs, et vous tous qui résidez à Jérusalem, sachez bien ceci, prêtez l’oreille à mes paroles. Ac 2, 14 : Met Pêr, en e sav gant an Unnek, a savas e vouezh hag a zisklerias dezho : « Gwazed Judea, ha c’hwi holl o chom e Jeruzalem, gouezit kement-mañ ha digorit ho tivskouarn d’am c’homzoù.

Non, ces gens-là ne sont pas ivres comme vous le supposez, car c’est seulement la troisième heure du jour. Ac 2, 15 : Rak n’eo ket mezv ar re-mañ, evel m’emaoc’h-c’hwi o soñjal. Gant an trede eurvezh eus an deiz emaomp nemetken.

Mais ce qui arrive a été annoncé par le prophète Joël : Ac 2, 16 : An dra-mañ eo avat ar pezh en deus diouganet ar profed Joel :

Il arrivera dans les derniers jours, dit Dieu, que je répandrai mon Esprit sur toute créature : vos fils et vos filles prophétiseront, vos jeunes gens auront des visions, et vos anciens auront des songes. Ac 2, 17 : « Ha setu, en amzerioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep den, hag e tiougano ho mibien hag ho merc’hed ; hag ho tud yaouank o devo gweledigezhioù, hag ho tud kozh o devo huñvreoù ;

Même sur mes serviteurs et sur mes servantes, je répandrai mon Esprit en ces jours-là, et ils prophétiseront. Ac 2, 18 : ha war va servijerien ha va servijerezed e skuilhin eus va Spered en deizioù-se ha diouganañ a raint.

Je ferai des prodiges en haut dans le ciel, et des signes en bas sur la terre : du sang, du feu, un nuage de fumée. Ac 2, 19 : Diskouez a rin burzhudoù en neñv, ouzh krec’h, ha sinoù war an douar, ouzh traoñ, gwad ha tan ha bouilhadoù moged ;

Le soleil sera changé en ténèbres, et la lune sera changée en sang, avant que vienne le jour du Seigneur, jour grand et manifeste. Ac 2, 20 : an heol a droio e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz an Aotrou, an deiz bras ha lugernus.

Alors, quiconque invoquera le nom du Seigneur sera sauvé. Ac 2, 21 : Ha kement hini a c’halvo warnañ anv an Aotrou a vo salvet ».

Hommes d’Israël, écoutez les paroles que voici. Il s’agit de Jésus le Nazaréen, homme que Dieu a accrédité auprès de vous en accomplissant par lui des miracles, des prodiges et des signes au milieu de vous, comme vous le savez vous-mêmes. Ac 2, 22 : Gwazed Israel, selaouit ar c’homzoù-mañ : Jezuz a Nazared, an den-se en deus Doue roet testeni a-du gantañ, dirazoc’h, gant an oberoù galloudus, ar burzhudoù hag ar sinoù, a zo bet graet drezañ gant Doue en ho touez, evel m’her gouzoc’h, c’hwi hoc’h-unan.

Cet homme, livré selon le dessein bien arrêté et la prescience de Dieu, vous l’avez supprimé en le clouant sur le bois par la main des impies. Ac 2, 23 : Hennezh, hag a oa bet gwerzhet hervez ar mennad bet divizet gant Doue en e ragouiziegezh, hoc’h eus staget ouzh ar Groaz ha lakaet d’ar marv dre zaouarn tud difeiz.

Mais Dieu l’a ressuscité en le délivrant des douleurs de la mort, car il n’était pas possible qu’elle le retienne en son pouvoir. Ac 2, 24 : Ha Doue en deus adsavet ha dieubet anezhañ diouzh ereoù ar marv, dre ma n’helle ket bezañ e chomfe e dalc’h ar marv.

En effet, c’est de lui que parle David dans le psaume : Je voyais le Seigneur devant moi sans relâche : il est à ma droite, je suis inébranlable. Ac 2, 25 : Rak David a lavar diwar e benn : « Gwelout a raen dibaouez an Aotrou dirazon, rak a-zehou din emañ, evit na vezin ket brallet.

C’est pourquoi mon cœur est en fête, et ma langue exulte de joie ; ma chair elle-même reposera dans l’espérance : Ac 2, 26 : En abeg da se he deus en em laouenaet va c’halon, hag en deus tridet va zeod gant ar joa. Ha va c’horf ivez a ziskuizho en esperañs.

tu ne peux m’abandonner au séjour des morts ni laisser ton fidèle voir la corruption. Ac 2, 27 : Rak ne lezi ket va ene en ifernioù, ha ne ri ket d’az Sant gwelout ar vreinadurezh.

Tu m’as appris des chemins de vie, tu me rempliras d’allégresse par ta présence. Ac 2, 28 : Graet ac’h eus din anavezout hentoù ar vuhez, ha va leuniañ a ri a levenez gant da splannder ».

Frères, il est permis de vous dire avec assurance, au sujet du patriarche David, qu’il est mort, qu’il a été enseveli, et que son tombeau est encore aujourd’hui chez nous. Ac 2, 29 : Breudeur, aotre am eus da lavarout gant hardizhegezh diwar-benn hon uheldad David, ez eo marvet, ez eo bet lakaet en ur bez, hag emañ e volz en he sav bepred en hon touez betek hiziv.

Comme il était prophète, il savait que Dieu lui avait juré de faire asseoir sur son trône un homme issu de lui. Ac 2, 30 : Met o vezañ diouganet hag o c’houzout en devoa Doue prometet dezhañ dre le e lakfe d’azezañ war e dron ur mab eus e wad,

Il a vu d’avance la résurrection du Christ, dont il a parlé ainsi : Il n’a pas été abandonné à la mort, et sa chair n’a pas vu la corruption. Ac 2, 31 : e rakwelas hag e kemennas dasorc’hidigezh ar C’hrist, pa n’eo ket bet hemañ dilezet en Hadez, ha n’en deus ket e gorf gwelet ar vreinadurezh.

Ce Jésus, Dieu l’a ressuscité ; nous tous, nous en sommes témoins. Ac 2, 32 : Hennezh, Jezuz, eo an hini en deus Doue lakaet da adsevel da vev, ar pezh ez omp ni-holl an testoù anezhañ.

Élevé par la droite de Dieu, il a reçu du Père l’Esprit Saint qui était promis, et il l’a répandu sur nous, ainsi que vous le voyez et l’entendez. Ac 2, 33 : Ha bremañ uhelsavet gant dorn dehou Doue, en deus resevet digant an Tad ar Spered Santel bet prometet gantañ, hag e skuilhet en deus, evel ma welit ha ma klevit c’hwi hoc’h-unan.

David, en effet, n’est pas monté au ciel, bien qu’il dise lui-même : Le Seigneur a dit à mon Seigneur : “Siège à ma droite, Ac 2, 34 : Rak David n’eo ket pignet d’an Neñvoù, ha lavarout a ra e-unan koulskoude : avaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : Azez en tu dehou din,

jusqu’à ce que j’aie placé tes ennemis comme un escabeau sous tes pieds.” Ac 2, 35 : ken em bo graet eus da enebourien, ur skabell evit da dreid.

Que toute la maison d’Israël le sache donc avec certitude : Dieu l’a fait Seigneur et Christ, ce Jésus que vous aviez crucifié. » Ac 2, 36 : Ra ouezo eta, sur hag asur, holl diegezh Israel en deus Doue graet Aotrou ha Krist, ar Jezuz-se hoc’h eus c’hwi staget ouzh ar Groaz.

Les auditeurs furent touchés au cœur ; ils dirent à Pierre et aux autres Apôtres : « Frères, que devons-nous faire ? » Ac 2, 37 : O klevout ar c’homzoù-se e voe treuzet o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an Ebestel all : « Breudeur ! Petra hon eus-ni da ober ?

Pierre leur répondit : « Convertissez-vous, et que chacun de vous soit baptisé au nom de Jésus Christ pour le pardon de ses péchés ; vous recevrez alors le don du Saint-Esprit. Ac 2, 38 : Ha Pêr a respontas dezho : « Ho pet keuz, ha ra ’n em lakaio pep hini da vezañ badezet en anv Jezuz Krist evit kaout ar pardon eus ho pec’hedoù, hag e resevot ar Spered Santel e donezon.

Car la promesse est pour vous, pour vos enfants et pour tous ceux qui sont loin, aussi nombreux que le Seigneur notre Dieu les appellera. » Ac 2, 39 : Rak evidoc’h eo ar bromesa, hag evit ho pugale, hag evit ar re a zo pell, hag an niver anezho a vo ken bras ha ma plijo gant an Aotrou hon Doue o gervel ».

Par bien d’autres paroles encore, Pierre les adjurait et les exhortait en disant : « Détournez-vous de cette génération tortueuse, et vous serez sauvés. » Ac 2, 40 : Gant kalz a gomzoù all c’hoazh e pede start anezho, hag o atize, en ur lavarout : « Tec’hit diouzh ar rummad fallakr-mañ »

Alors, ceux qui avaient accueilli la parole de Pierre furent baptisés. Ce jour-là, environ trois mille personnes se joignirent à eux. Ac 2, 41 : Ar re a zegemeras a galon vat e gomzoù a voe badezet ; hag en deiz-se, war-dro tri mil den a yeas da greskiñ niver an Diskibien ».

Ils étaient assidus à l’enseignement des Apôtres et à la communion fraternelle, à la fraction du pain et aux prières. Ac 2, 42 : Aketus e vezent da selaou kelennadurezh an Ebestel, da virout ar genunaniezh etrezo, da gemer perzh e Rannadur ar Bara hag er pedennoù.

La crainte de Dieu était dans tous les cœurs à la vue des nombreux prodiges et signes accomplis par les Apôtres. Ac 2, 43 : E pep ene e save doujañs Doue, ha kalz burzhudoù ha sinoù a veze graet gant an Ebestel.

Tous les croyants vivaient ensemble, et ils avaient tout en commun ; Ac 2, 44 : An holl grederien a veve a-gevret ha pep tra a oa boutin kenetrezo.

ils vendaient leurs biens et leurs possessions, et ils en partageaient le produit entre tous en fonction des besoins de chacun. Ac 2, 45 : Gwerzhañ a raent o domanioù hag o madoù, hag ar priz anezho a rannent etre an holl, hervez ezhommoù pep hini.

Chaque jour, d’un même cœur, ils fréquentaient assidûment le Temple, ils rompaient le pain dans les maisons, ils prenaient leurs repas avec allégresse et simplicité de cœur ; Ac 2, 46 : Bemdez, holl a-unvouezh, e vezent aketus da zaremprediñ an Templ, hag ivez da rannañ ar Bara en o ziez ; kemer a raent o boued gant levenez hag eeunded a galon,

ils louaient Dieu et avaient la faveur du peuple tout entier. Chaque jour, le Seigneur leur adjoignait ceux qui allaient être sauvés. Ac 2, 47 : en ur veuliñ Doue ; ha deuet mat e oant d’an holl bobl. Hag an Aotrou a greske bemdez o strollad gant an dud salvet gantañ.