Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre des Actes des Apôtres » Chapitre 26

Livre des Actes des Apôtres - Chapitre 26

Levr : Oberoù an Ebestel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Chapitre 26



Alors Agrippa s’adressa à Paul : « Tu es autorisé à plaider ta cause. » Après avoir levé la main, Paul présenta sa défense : Ac 26, 1 : Agrippa a lavaras da Paol : « Aotreet eo dit komz evit difenn da gaoz ». Neuze Paol, o vezañ astennet e zorn en em zidamallas evel-hen :

« Sur tous les points dont je suis accusé par les Juifs, je m’estime heureux, roi Agrippa, d’avoir à présenter ma défense aujourd’hui devant toi, Ac 26, 2 : « Diwar-benn an holl draoù o deus tamallet din ar Yuzevien, roue Agrippa, en em gavan evurus da c’hellout hiziv en em zifenn dirazout,

d’autant plus que tu es un connaisseur de toutes les coutumes des Juifs et de tous leurs débats. Voilà pourquoi je te prie de m’écouter avec patience. Ac 26, 3 : dreist-holl o vezañ ma-z anavezez holl gustumoù ha tabutoù ar Yuzevien. Dre-se az pedan d’am selaou gant pasianted.

Ce qu’a été ma vie depuis ma jeunesse, comment dès le début j’ai vécu parmi mon peuple et à Jérusalem, cela, tous les Juifs le savent. Ac 26, 4 : Ar pezh m’eo bet va buhez adalek va yaouankiz, penaos adalek an deroù em eus bevet e-kreiz va fobl hag e Jeruzalem, an holl Yuzevien her goar.

Ils me connaissent depuis longtemps, et ils témoigneront, s’ils le veulent bien, que j’ai vécu en pharisien, c’est-à-dire dans le groupe le plus strict quant à notre pratique religieuse. Ac 26, 5 : Va anavezout a reont a bell 'zo, hag e c’hellont, ma fell dezho, testeniañ em eus bevet hervez ar gostezenn ar strishañ eus hor relijion, evel ur Farizianed.

Et maintenant, si je suis là en jugement, c’est parce que je mets mon espérance en la promesse faite par Dieu à nos pères, Ac 26, 6 : Ha bremañ c’hoazh, en abeg d’un esperañs am eus er bromesa graet gant Doue d’hon Tadoù, ez eo ma-z on lakaet dirak ul lez-varn,

promesse dont nos douze tribus espèrent l’accomplissement, elles qui rendent un culte à Dieu jour et nuit avec persévérance. C’est pour cette espérance, ô roi, que je suis accusé par les Juifs. Ac 26, 7 : ar bromesa-se hag o deus hon daouzek meuriad, pa zalc’hont noz-deiz da veuliñ Doue, an esperañs d’he gwelout o tont da wir. En abeg d’an esperañs-se end-eeun ez on, o Roue, tamallet gant ar Yuzevien.

Pourquoi, chez vous, juge-t-on incroyable que Dieu ressuscite les morts ? Ac 26, 8 : Perak e seller en ho touez evel tra digredus, e c’hellfe Doue adsevel ar re varv da vev ?

Pour moi, j’ai pensé qu’il fallait combattre très activement le nom de Jésus le Nazaréen. Ac 26, 9 : Evidon-me em boa soñjet da gentañ e tleen stourm e pep doare a-enep anv Jezuz an Nazaredad,

C’est ce que j’ai fait à Jérusalem : j’ai moi-même emprisonné beaucoup de fidèles, en vertu des pouvoirs reçus des grands prêtres ; et quand on les mettait à mort, j’avais apporté mon suffrage. Ac 26, 10 : ar pezh am eus graet e Jeruzalem. Ha kalz eus ar sent am eus serret er prizonioù gant ar galloud am boa resevet digant an Arc’hbeleien, ha pa veze meneg d’o lazhañ, e saven va mouezh a-du.

Souvent, je passais de synagogue en synagogue et je les forçais à blasphémer en leur faisant subir des sévices ; au comble de la fureur, je les persécutais jusque dans les villes hors de Judée. Ac 26, 11 : Hag alies o vont dre ar sinagogennoù e felle din dre o c’hastizañ, o rediañ da vallozhiñ, ha pennfollet dreist-kont en o c’heñver, e heskinen anezho betek er c’hêrioù a-ziavaez-bro.

C’est ainsi que j’allais à Damas muni d’un pouvoir et d’une procuration des grands prêtres ; Ac 26, 12 : En doare-se edon o vont da Zamask, gant galloud hag aotre an Arc’hbeleien,

en plein midi, sur la route, ô roi, j’ai vu, venant du ciel, une lumière plus éclatante que le soleil, qui m’enveloppa, moi et ceux qui m’accompagnaient. Ac 26, 13 : pa welis, o Roue, e-kreiz an deiz, war an hent, o tont eus an neñv ha trec’h da splannder an heol, ur sklerijenn o tarzhañ en-dro din hag en-dro d’ar re a gerzhe ganin.

Tous, nous sommes tombés à terre, et j’ai entendu une voix qui me disait en araméen : “Saul, Saul, pourquoi me persécuter ? Il est dur pour toi de résister à l’aiguillon.” Ac 26, 14 : Kouezhañ a rejont holl d’an douar, hag e klevis ur vouezh o lavarout din e hebraeg : Saoul, Saoul, perak am heskinez ? Kalet eo dit gwinkal enep ar broud.

Et moi je dis : “Qui es-tu, Seigneur ?” Le Seigneur répondit : “Je suis Jésus, celui que tu persécutes. Ac 26, 15 : Me a respontas : Piv out-te, Aotrou ? Hag an Aotrou a lavaras : Me eo Jezuz an hini a heskinez !

Mais relève-toi, et tiens-toi debout ; voici pourquoi je te suis apparu : c’est pour te destiner à être serviteur et témoin de ce moment où tu m’as vu, et des moments où je t’apparaîtrai encore, Ac 26, 16 : Met sav, en em laka war da dreid. Rak setu amañ evit petra em eus en em ziskouezet dit, evit da lakaat da servijer ha da dest eus ar weledigezh ac’h eus va gwelet enni, hag eus ar re en em ziskouezin c’hoazh ganto dit-te.

pour te délivrer de ton peuple et des non-Juifs. Moi, je t’envoie vers eux, Ac 26, 17 : Da ziwall a rin diouzh ar bobl ha diouzh ar Baganed-se az kasan daveto,

pour leur ouvrir les yeux, pour les ramener des ténèbres vers la lumière et du pouvoir de Satan vers Dieu, afin qu’ils reçoivent, par la foi en moi, le pardon des péchés et une part d’héritage avec ceux qui ont été sanctifiés.” Ac 26, 18 : da zigeriñ o daoulagad, d’o lakaat da zistreiñ diouzh an deñvalijenn d’ar sklerijenn ha diouzh galloud Satan war-zu Doue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag ul lod-hêrezh e-touez ar sent, dre ar feiz ennon-me.

Dès lors, roi Agrippa, je n’ai pas désobéi à cette vision céleste, Ac 26, 19 : Diwar neuze, Roue Agrippa, n’on ket bet disent ouzh ar weledigezh neñvel-se.

mais j’ai parlé d’abord aux gens de Damas et à ceux de Jérusalem, puis à tout le pays de Judée et aux nations païennes ; je les exhortais à se convertir et à se tourner vers Dieu, en adoptant un comportement accordé à leur conversion. Ac 26, 20 : Met er c’hontrol, d’ar re a oa e Damask da gentañ, ha goude-se d’ar re a oa e Jeruzalem, hag e holl gorn-bro Judea ha d’ar Baganed em eus prezeget e oa ret kaout keuz ha distreiñ ouzh Doue, oc’h en em ren diouzh ur gwir binijenn.

Voilà pourquoi les Juifs se sont emparés de moi dans le Temple, pour essayer d’en finir avec moi. Ac 26, 21 : Setu perak o deus ar Yuzevien kroget ennon e-barzh an Templ ha klasket va lazhañ.

Fort du secours que j’ai reçu de Dieu, j’ai tenu bon jusqu’à ce jour pour rendre témoignage devant petits et grands. Je n’ai rien dit en dehors de ce que les prophètes et Moïse avaient prédit, Ac 26, 22 : Met o vezañ bet dindan warez Doue betek hiziv, em eus kendalc’het da zougen testeni dirak ar re vihan kenkoulz hag ar re vras, hep lavarout netra estreget ar pezh o deus diskleriet an Diouganerien ha Moizez evel tra da c’hoarvezout :

à savoir que le Christ, exposé à la souffrance et premier ressuscité d’entre les morts, devait annoncer la lumière à notre peuple et aux nations. » Ac 26, 23 : da lavarout eo, e ranke ar C’hrist gouzañv poan, hag ur wech adsavet, ar c’hentañ a-douez ar re varv, e tlee embann ar sklerijenn d’ar bobl ha d’ar Baganed ».

Il en était là de sa défense, quand Festus s’écria : « Tu délires, Paul ! Ta grande érudition te fait délirer ! » Ac 26, 24 : A-greiz ma lavare an dra-se en e zifennadur, setu Festos, a vouezh kreñv, da lavarout : « Koll a rez da benn, Paol. Da zeskadurezh vras az laka da dreiñ da foll ! »

Mais Paul répliqua : « Je ne délire pas, Très excellent Festus ! Mais je parle un langage de vérité et de bon sens. Ac 26, 25 : Met Paol da respont : « N’on ket foll, Festos enorus-meurbet, met komzoù a wirionez hag a skiant-vat eo ar re a zistagan.

Le roi, à qui je m’adresse avec assurance, est au courant de ces événements ; je suis convaincu qu’aucun d’eux ne lui a échappé, car ce n’est pas dans un coin perdu que cela s’est fait. Ac 26, 26 : An traoù-se n’int ket traoù dianav d’ar Roue a gomzan outañ gant pep surentez, rak gouzout mat a ran n’eus mann ebet eus an traoù-se a vefe chomet hep bezañ anavezet gantañ, n’eo ket en ur c’horn kuzh bennak int c’hoarvezet.

Roi Agrippa, crois-tu aux prophètes ? Je sais bien que tu y crois. » Ac 26, 27 : Ha krediñ a rez er Brofeded, Roue Agrippa ? Gouzout a ran e kredez ».

Agrippa dit alors à Paul : « Encore un peu, et tu me persuades de me faire chrétien ! » Ac 26, 28 : Neuze Agrippa da respont da Paol : « War-bouez nebeut, gant da brouennoù, e rafes ac’hanon ur c’hristen ! »

Paul répliqua : « Plaise à Dieu que, tôt ou tard, non seulement toi, mais encore tous ceux qui m’écoutent aujourd’hui, vous deveniez tel que je suis – sauf les chaînes que voici ! » Ac 26, 29 : Ha Paol da lavarout : « Pe war-bouez nebeut e vefe, pe war-bouez kalz, ra blijo gant Doue ober e teufe n’eo ket te hepken, met ivez ar re holl a zo hiziv ouzh va selaou, da vezañ evel ma-z on-me va-unan, en ur lakaat er-maez a gont ar chadennoù-mañ ! »

Le roi se leva, puis le gouverneur, ainsi que Bérénice et ceux qui étaient assis avec eux. Ac 26, 30 : Neuze ez eas en e sav ar Roue evel ar gouarnour ha Berenike, hag ar re a oa azezet en o ser.

S’étant retirés, ils se disaient entre eux : « Cet homme ne fait rien qui mérite la mort ou la prison. » Ac 26, 31 : Oc’h en em dennañ kuit e tivizent kenetrezo en ur lavarout : « N’eus bet graet gant an den-se netra dellezek a varv pe a chadennoù ».

Et Agrippa dit à Festus : « Cet homme aurait pu être relâché, s’il n’en avait pas appelé à l’empereur. » Ac 26, 32 : Agrippa, diouzh e du, a lavaras da Festos : « Tu a vije bet da zieubiñ an den-se, panevet m’en deus graet galv da Gaesar ».