Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre des Actes des Apôtres » Chapitre 12

Livre des Actes des Apôtres - Chapitre 12

Levr : Oberoù an Ebestel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Chapitre 12



À cette époque, le roi Hérode Agrippa se saisit de certains membres de l’Église pour les mettre à mal. Ac 12, 1 : War-dro ar c’houlz-se e taolas ar roue Herodez e zaouarn war darn eus tud an Iliz d’o gwallgas.

Il supprima Jacques, frère de Jean, en le faisant décapiter. Ac 12, 2 : Lakaat a reas d’ar marv dre ar c’hleze, Jakez, breur Yann.

Voyant que cette mesure plaisait aux Juifs, il décida aussi d’arrêter Pierre. C’était les jours des Pains sans levain. Ac 12, 3 : O welout e oa deuet mat an dra-se d’ar Yuzevien, e reas c’hoazh tapout krog e Pêr ivez. An devezhioù dic’hoell e oa.

Il le fit appréhender, emprisonner, et placer sous la garde de quatre escouades de quatre soldats ; il voulait le faire comparaître devant le peuple après la Pâque. Ac 12, 4 : Lakaet harz warnañ, e taolas anezhañ en toull-bac’h, ha roet da ziwall da bevar skouadenn a bevar soudard pep hini, gant ar mennad d’e zegas goude ar Pask dirak ar bobl.

Tandis que Pierre était ainsi détenu dans la prison, l’Église priait Dieu pour lui avec insistance. Ac 12, 5 : Pêr eta a oa miret en toull-bac’h, met pedenn an Iliz a veze dizehan o sevel evitañ war-zu Doue.

Hérode allait le faire comparaître. Or, Pierre dormait, cette nuit-là, entre deux soldats ; il était attaché avec deux chaînes et des gardes étaient en faction devant la porte de la prison. Ac 12, 6 : Neuze, en nozvezh-se end-eeun, a-raok an deiz ma tlee Herodez e gas dirak al lez-varn, edo Pêr kousket etre daou soudard, ereet e oa gant div chadenn, ha gwarded dirak an nor a ziwalle an toull-bac’h.

Et voici que survint l’ange du Seigneur, et une lumière brilla dans la cellule. Il réveilla Pierre en le frappant au côté et dit : « Lève-toi vite. » Les chaînes lui tombèrent des mains. Ac 12, 7 : Ha setu un Ael eus an Aotrou o tont, hag ur sklerijenn da lugerniñ e-barzh ar prizon. O skeiñ gant Pêr en e gostez e tihunas anezhañ, o lavarout : « Sav prim ! » Hag e kouezhas ar chadennoù diouzh e zaouarn.

Alors l’ange lui dit : « Mets ta ceinture et chausse tes sandales. » Ce que fit Pierre. L’ange ajouta : « Enveloppe-toi de ton manteau et suis-moi. » Ac 12, 8 : An Ael neuze a lavaras dezhañ : « Kemer da c’houriz ha laka da sandalennoù ouzh da dreid ». Pezh a reas. Hag an Ael dezhañ c’hoazh : « Taol da vantell warnout, ha deus war va lerc’h ! »

Pierre sortit derrière lui, mais il ne savait pas que tout ce qui arrivait grâce à l’ange était bien réel ; il pensait qu’il avait une vision. Ac 12, 9 : Ha mont a rae er-maez war e lerc’h, ha ne ouie ket e oa gwirion ar pezh a c’hoarveze dre an Ael, met kavout a rae dezhañ en devoa ur weledigezh.

Passant devant un premier poste de garde, puis devant un second, ils arrivèrent au portail de fer donnant sur la ville. Celui-ci s’ouvrit tout seul devant eux. Une fois dehors, ils s’engagèrent dans une rue, et aussitôt l’ange le quitta. Ac 12, 10 : O vezañ tremenet hebiou d’ar warded kentañ ha d’an eil re, ez errujont gant an nor-houarn a gas e kêr. Houmañ, anezhi hec’h-unan, a zigoras dirazo. Aet er-maez ez ejont war-raok betek penn ar straed, met kerkent ez eas an Ael kuit dioutañ.

Alors, se reprenant, Pierre dit : « Vraiment, je me rends compte maintenant que le Seigneur a envoyé son ange, et qu’il m’a arraché aux mains d’Hérode et à tout ce qu’attendait le peuple juif. » Ac 12, 11 : Pêr neuze distroet ennañ e-unan a lavaras : « Bremañ e welan e gwirionez en deus an Aotrou kaset e Ael ha va diframmet diouzh dorn Herodez ha diouzh kement a c’hortoze pobl ar Yuzevien ».

S’étant repéré, il se rendit à la maison de Marie, la mère de Jean surnommé Marc, où se trouvaient rassemblées un certain nombre de personnes qui priaient. Ac 12, 12 : Hag o vezañ adkavet e hent ez eas war-zu ti Mari, mamm Yann, lesanvet Mark, e-lec’h ma oa bodet kalzik tud, hag int o pediñ.

Il frappa au battant du portail : une jeune servante nommée Rhodè s’approcha pour écouter. Ac 12, 13 : Skeiñ a reas ouzh dor ar porched, hag ur vatezh, hec’h anv Rode, a dostaas da selaou.

Elle reconnut la voix de Pierre et, dans sa joie, au lieu d’ouvrir la porte, elle rentra en courant annoncer que Pierre était là, devant le portail. Ac 12, 14 : Oc’h anavezout mouezh Pêr, gant al levenez a oa enni, ne zigoras ket an nor, met redek a reas da gas keloù edo Pêr aze e-harz ar porched.

On lui dit : « Tu délires ! » Mais elle soutenait qu’il en était bien ainsi. Et eux disaient : « C’est son ange. » Ac 12, 15 : Int avat a lavaras dezhi : « Follez ! » Met hi a zalc’he da ziskleriañ e oa se. Int neuze da lavarout : « E ael an hini eo ! »

Cependant Pierre continuait à frapper ; ayant ouvert, ils le virent et furent dans la stupéfaction. Ac 12, 16 : Pêr diouzh e du a gendalc’he da skeiñ. P’o devoe digoret, e weljont e oa eñ evit gwir, ha sabatuet e chomjont.

D’un geste de la main, il leur demanda le silence et leur raconta comment le Seigneur l’avait fait sortir de la prison. Il leur dit alors : « Annoncez-le à Jacques et aux frères. » Puis il sortit et s’en alla vers un autre lieu. Ac 12, 17 : Eñ avat a reas sin dezho gant e zorn da devel hag a zanevellas dezho penaos en devoa an Aotrou e vleinet er-maez eus an toull-bac’h. Hag e lavaras : « Kasit ar c’heloù-se da Jakez ha d’ar vreudeur ». Hag o vezañ kuitaet ez eas d’ul lec’h all.

Au lever du jour, il y eut une belle agitation chez les soldats : qu’était donc devenu Pierre ? Ac 12, 18 : Pa voe deuet an deiz, n’eo ket un dister a strafuilh a savas e-touez ar soudarded, da c’houzout petra e oa deuet Pêr da vezañ.

Hérode le fit rechercher, sans réussir à le trouver. Ayant fait comparaître les gardes, il donna l’ordre de les emmener au supplice. Puis, de Judée, il descendit à Césarée, où il séjourna. Ac 12, 19 : Herodez a lakaas klask warnañ, met o vezañ chomet hep e gavout, e c’houlennataas ar warded hag e roas urzh d’o c’has d’ar marv. Ha diskennet eus bro Judea da Gaezareia e chomas eno.

Hérode était en conflit aigu avec les habitants de Tyr et de Sidon. S’étant mis d’accord, ceux-ci vinrent se présenter devant lui. Après avoir gagné à leur cause Blastos, le chambellan du roi, ils sollicitaient une solution pacifique, car leur contrée dépendait du domaine royal pour son approvisionnement. Ac 12, 20 : Bez’ e oa dizemglev bras etrezañ ha Turiz-Sidoniz. A-unvennad e teuas ar re-mañ d’e gaout ; o vezañ lakaet diouzh o zu Blastoz, kambrelan ar roue, e c’houlennent ar peoc’h, rak bevañs o bro a zeue eus hini ar roue.

Au jour fixé, Hérode, ayant revêtu les habits royaux et siégeant à la tribune, se mit à les haranguer. Ac 12, 21 : D’an deiz divizet, Herodez, gwisket gantañ e zilhad-roue, a yeas d’azezañ war al leurenn, hag e-pad ma prezegenne dezho

Le peuple l’acclamait à grands cris : « C’est la voix d’un dieu, et non d’un homme ! » Ac 12, 22 : e youc’he ar bobl : « Mouezh un doue ez eo, n’eo ket hini un den ! »

Mais soudain, l’ange du Seigneur le frappa, parce qu’il n’avait pas rendu gloire à Dieu. Rongé par les vers, il expira. Ac 12, 23 : War an taol e skoas gantañ Ael an Aotrou, en abeg ma n’en devoa ket roet gloar da Zoue. Ha deuet da vezañ krignet gant ar preñved e rentas e huanad diwezhañ.

La parole de Dieu était féconde et se multipliait. Ac 12, 24 : Met Komz Doue a yae war gresk ha fonnusaat a rae ar grederien.

Barnabé et Saul, une fois leur service accompli en faveur de Jérusalem, s’en retournèrent à Antioche, en prenant avec eux Jean surnommé Marc. Ac 12, 25 : Barnaba ha Saoul avat, kaset da benn o c’hefridi, a zistroas diouzh Jeruzalem, en ur gemer ganto Yann lesanvet Mark.