Livre des Actes des Apôtres - Chapitre 3
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Chapitre 3
Pierre et Jean montaient au Temple pour la prière de l’après-midi, à la neuvième heure. Ac 3, 1 : Pêr ha Yann a oa o pignat d’an Templ evit pedenn an navet eurvezh.
On y amenait alors un homme, infirme de naissance, que l’on installait chaque jour à la porte du Temple, appelée la « Belle-Porte », pour qu’il demande l’aumône à ceux qui entraient. Ac 3, 2 : Ha setu ma tegased un den kamm e zivhar adal e c’hanedigezh, a veze lakaet bemdez e-kichen an nor eus an Templ a vez anvet an Nor Gaer, evit goulenn an aluzon digant ar re a yae e-barzh.
Voyant Pierre et Jean qui allaient entrer dans le Temple, il leur demanda l’aumône. Ac 3, 3 : An den, o welout Pêr ha Yann war-nes mont e-barzh an Templ, a c’houlennas aluzon diganto.
Alors Pierre, ainsi que Jean, fixa les yeux sur lui, et il dit : « Regarde-nous ! » Ac 3, 4 : Pêr o vezañ paret e sell warnañ, kenkoulz ha Yann, a lavaras : « Sell ouzhomp ! »
L’homme les observait, s’attendant à recevoir quelque chose de leur part. Ac 3, 5 : Eñ avat e chome stag e zaoulagad outo, o c’hortoz kaout un dra bennak diganto.
Pierre déclara : « De l’argent et de l’or, je n’en ai pas ; mais ce que j’ai, je te le donne : au nom de Jésus Christ le Nazaréen, lève-toi et marche. » Ac 3, 6 : Met Pêr a lavaras : « Arc’hant pe aour n’am eus ket, met ar pezh am eus a roan dit : e anv Jezuz Krist an Nazaredad, kerzh ! ».
Alors, le prenant par la main droite, il le releva et, à l’instant même, ses pieds et ses chevilles s’affermirent. Ac 3, 7 : Hag o kregiñ ennañ dre e zorn dehou, e savas anezhañ ; war an taol e teuas startijenn en e dreid hag en e zaou ufern.
D’un bond, il fut debout et il marchait. Entrant avec eux dans le Temple, il marchait, bondissait, et louait Dieu. Ac 3, 8 : Hag en ul lamm e voe en e sav ha setu ma kerzhe. Antren a reas ganto e-barzh an Templ, o vale hag o lammat hag o veuliñ Doue.
Et tout le peuple le vit marcher et louer Dieu. Ac 3, 9 : An holl dud a welas anezhañ o vale hag o veuliñ Doue.
On le reconnaissait : c’est bien lui qui était assis à la « Belle-Porte » du Temple pour demander l’aumône. Et les gens étaient frappés de stupeur et désorientés devant ce qui lui était arrivé. Ac 3, 10 : E anavezout a raent mat : ya, hennezh a oa an hini a c’houlenne an aluzon azezet dirak Dor Gaer an Templ. Hag e oant leun a spont hag a estlamm dirak ar pezh a oa c’hoarvezet gantañ.
L’homme ne lâchait plus Pierre et Jean. Tout le peuple accourut vers eux au Portique dit de Salomon. Les gens étaient stupéfaits. Ac 3, 11 : O vezañ ma talc’he tost da Bêr ha da Yann, e teredas an holl dud estlammet bras daveto, war-zu ar porched a vez graet anezhañ porched Salomon.
Voyant cela, Pierre interpella le peuple : « Hommes d’Israël, pourquoi vous étonner ? Pourquoi fixer les yeux sur nous, comme si c’était en vertu de notre puissance personnelle ou de notre piété que nous lui avons donné de marcher ? Ac 3, 12 : O welout se, Pêr a gomzas ouzh ar bobl : « Israeliz, perak oc’h souezhet gant an dra-mañ, perak e troit ho selloù war-zu ennomp evel pa vije dre hor galloud hon-unan pe hon doujañs-Doue hor bije e lakaet da vale ?
Le Dieu d’Abraham, d’Isaac et de Jacob, le Dieu de nos pères, a glorifié son serviteur Jésus, alors que vous, vous l’aviez livré, vous l’aviez renié en présence de Pilate qui était décidé à le relâcher. Ac 3, 13 : Doue Abraham, Izaag ha Jakob, Doue hon Tadoù, en deus roet gloar d’e servijer Jezuz, an hini hoc’h eus c’hwi lakaet etre daouarn Pilat ha dinac’het dirazañ, pa felle da hemañ e lezel da vont.
Vous avez renié le Saint et le Juste, et vous avez demandé qu’on vous accorde la grâce d’un meurtrier. Ac 3, 14 : C’hwi avat eo ar Sant, an den Just hoc’h eus dinac’het, endra m’hoc’h eus goulennet ma vefe laosket deoc’h digastiz ur muntrer.
Vous avez tué le Prince de la vie, lui que Dieu a ressuscité d’entre les morts, nous en sommes témoins. Ac 3, 15 : Pennrener ar Vuhez eo an hini hoc’h eus lazhet, eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da adsevel a-douez ar re varv, ar pezh ez omp-ni an testoù anezhañ.
Tout repose sur la foi dans le nom de Jésus Christ : c’est ce nom lui-même qui vient d’affermir cet homme que vous regardez et connaissez ; oui, la foi qui vient par Jésus l’a rétabli dans son intégrité physique, en votre présence à tous. Ac 3, 16 : Ha dre ar feiz en e anv eo bet pareet an den-mañ a welit hag a anavezit ; ya, an anv-se en deus roet startijenn dezhañ ; ar feiz ennañ he deus addegaset ennañ dirazoc’h-holl, ar yec’hed parfet-se.
D’ailleurs, frères, je sais bien que vous avez agi dans l’ignorance, vous et vos chefs. Ac 3, 17 : Ha bremañ, breudeur, gouzout a ran eo dre ziouiziegezh hoc’h eus graet an traoù-se, c’hwi kenkoulz hag ho renerien.
Mais Dieu a ainsi accompli ce qu’il avait d’avance annoncé par la bouche de tous les prophètes : que le Christ, son Messie, souffrirait. Ac 3, 18 : Met Doue en deus gant se kaset da benn ar pezh en devoa ragembannet dre c’henou an holl brofeded, e tlee e Grist gouzañv poan.
Convertissez-vous donc et tournez-vous vers Dieu pour que vos péchés soient effacés. Ac 3, 19 : Ho pet keuz eta, ha distroit outañ evit ma vo diverket ho pec’hedoù,
Ainsi viendront les temps de la fraîcheur de la part du Seigneur, et il enverra le Christ Jésus qui vous est destiné. Ac 3, 20 : ha ma teuio a-berzh an Aotrou amzervezh ar Frealz, pa gaso deoc’h an hini a zo bet rakdivizet da Vesiaz evidoc’h, Jezuz.
Il faut en effet que le ciel l’accueille jusqu’à l’époque où tout sera rétabli, comme Dieu l’avait dit par la bouche des saints, ceux d’autrefois, ses prophètes. Ac 3, 21 : Da hemañ e tle an Neñv reiñ degemer, betek mare nevezidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet anezhi dre c’henou e brofeded santel eus an amzer gozh.
Moïse a déclaré : Le Seigneur votre Dieu suscitera pour vous, du milieu de vos frères, un prophète comme moi : vous l’écouterez en tout ce qu’il vous dira. Ac 3, 22 : Rak Moizez da gentañ en deus lavaret : Lakaat a raio an Aotrou hon Doue da sevel a-douez ho preudeur un diouganer heñvel ouzhin : e selaou a reot war gement tra a lavaro deoc’h ;
Quiconque n’écoutera pas ce prophète sera retranché du peuple. Ac 3, 23 : hogen kement hini na selaouo ket an diouganer-se a vo kaset da get eus a-douez ar bobl.
Ensuite, tous les prophètes qui ont parlé depuis Samuel et ses successeurs, aussi nombreux furent-ils, ont annoncé les jours où nous sommes. Ac 3, 24 : Goude-se an holl brofeded adalek Samouel hag ar re all o deus komzet war e lerc’h, o deus ivez kemennet an devezhioù-mañ.
C’est vous qui êtes les fils des prophètes et de l’Alliance que Dieu a conclue avec vos pères, quand il disait à Abraham : En ta descendance seront bénies toutes les familles de la terre. Ac 3, 25 : C’hwi eo mibien an Diouganerien hag an Emglev en deus Doue divizet gant ho Tadoù, p’en deus lavaret da Abraham : En da ziskennadur e vo benniget holl vroioù an douar.
C’est pour vous d’abord que Dieu a suscité son Serviteur, et il l’a envoyé vous bénir, pourvu que chacun de vous se détourne de sa méchanceté. » Ac 3, 26 : Evidoc’h da gentañ eo en deus Doue adsavet e servijer hag e gaset d’ho pennigañ, dre lakaat pep hini ac’hanoc’h da zistreiñ diouzh e walloberoù ».
