Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre de l’Apocalypse » Chapitre 13

Livre de l’Apocalypse - Chapitre 13

Levr : Diskuliadur Sant Yann
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Chapitre 13



Alors, j’ai vu monter de la mer une Bête ayant dix cornes et sept têtes, avec un diadème sur chacune des dix cornes et, sur les têtes, des noms blasphématoires. Ap 13, 1 : Hag e welis o sevel eus ar mor, un euzhvil gant dek korn ha seizh penn, ha war e gerniel dek talgen, ha war e bennoù anvioù a vlasfemerezh.

Et la Bête que j’ai vue ressemblait à une panthère ; ses pattes étaient comme celles d’un ours, et sa gueule, comme celle d’un lion. Le Dragon lui donna sa puissance et son trône, et un grand pouvoir. Ap 13, 2 : Hag an euzhvil a welis a oa heñvel ouzh ul loupard ; e dreid evel re un arzh, hag e c’henou evel hini ul leon. Hag an Aerouant a roas dezhañ e nerzh, e dron, hag e c’halloud bras.

L’une de ses têtes était comme blessée à mort, mais sa plaie mortelle fut guérie. Émerveillée, la terre entière suivit la Bête, Ap 13, 3 : Hag unan eus e bennoù a oa evel gloazet d’ar marv, met e c’hloaz varvus a voe pareet. Hag estlammet, an douar a-bezh a yeas da heul an euzhvil.

et l’on se prosterna devant le Dragon parce qu’il avait donné le pouvoir à la Bête. Et, devant elle, on se prosterna aussi, en disant : « Qui est comparable à la Bête, et qui peut lui faire la guerre ? » Ap 13, 4 : Stouiñ a reas an dud dirak an Aerouant dre m’en devoa roet e c’halloud d’an euzhvil, ha stouiñ a rejont dirak an euzhvil, en ur lavarout : « Piv a zo heñvel ouzh an euzhvil, ha piv a c’hell stourm outañ ? ».

Il lui fut donné une bouche qui disait des énormités, des blasphèmes, et il lui fut donné pouvoir d’agir pendant quarante-deux mois. Ap 13, 5 : Ha roet e voe dezhañ digeriñ e c’henou da lavarout lorc’hajoù ha blasfemoù, ha roet ivez galloud dezhañ da labourat e-pad daou viz ha daou-ugent.

Elle ouvrit la bouche pour proférer des blasphèmes contre Dieu, pour blasphémer contre son nom et sa demeure, contre ceux qui demeurent au ciel. Ap 13, 6 : Hag e tigoras e c’henou da zistagañ blasfemoù enep Doue, da vlasfemiñ enep e anv hag e deltenn, enep ar re o deus o zeltenn en Neñv.

Il lui fut donné de faire la guerre aux saints et de les vaincre, il lui fut donné pouvoir sur toute tribu, peuple, langue et nation. Ap 13, 7 : Hag aotreet e voe dezhañ ober brezel ouzh ar Sent ha trec’hiñ warno ; ha roet e voe galloud war bep meuriad, pep pobl, pep yezh ha pep broad.

Ils se prosterneront devant elle, tous ceux qui habitent sur la terre, et dont le nom n’est pas inscrit dans le livre de vie de l’Agneau immolé, depuis la fondation du monde. Ap 13, 8 : Dirazañ e stouo holl annezerien an douar, kement hini n’eo ket bet skrivet e anv adal diazezidigezh ar bed, war Levr ar Vuhez an Oan bet lazhet.

Si quelqu’un a des oreilles, qu’il entende. Ap 13, 9 : An neb en deus divskouarn, ra glevo !

Si quelqu’un doit aller en captivité, il ira en captivité ; si quelqu’un doit être tué par l’épée, il sera tué par l’épée. C’est ici qu’on reconnaît la persévérance et la foi des saints. Ap 13, 10 : An neb a gas d’ar chadennoù a yelo d’ar chadennoù ; an neb a lazh gant ar c’hleze a rank bezañ lazhet ivez gant ar c’hleze ! Eno emañ dalc’hegezh ha feiz ar Sent.

Puis, j’ai vu monter de la terre une autre Bête ; elle avait deux cornes comme un agneau, et elle parlait comme un dragon. Ap 13, 11 : Neuze e welis un euzhvil all o sevel eus an douar, a zo dezhañ daou gorn heñvel ouzh re un oan, nemet e komze evel un aerouant.

Elle exerce tout le pouvoir de la première Bête en sa présence, amenant la terre et tous ceux qui l’habitent à se prosterner devant la première Bête, dont la plaie mortelle a été guérie. Ap 13, 12 : Hag ober a ra gant holl c’halloud an euzhvil kentañ evit servij hemañ hag e laka an douar hag e annezerien da adoriñ an euzhvil kentañ a zo bet pareet dezhañ e c’hloaz varvus.

Elle produit de grands signes, jusqu’à faire descendre le feu du ciel sur la terre aux yeux des hommes : Ap 13, 13 : Hag ober a ra burzhudoù bras, kement ha lakaat an tan da ziskenn eus an Neñv war an douar evit servij an dud.

elle égare les habitants de la terre par les signes qu’il lui a été donné de produire en présence de la Bête ; elle dit aux habitants de la terre de dresser une image en l’honneur de la première Bête qui porte une plaie faite par l’épée mais qui a repris vie. Ap 13, 14 : Ha touellañ a ra annezerien an douar gant ar burzhudoù-se a zo bet roet dezhañ ober evit servij an euzhvil, en ur lavarout dezho sevel ur skeudenn d’an euzhvil a zo bet gloazet gant ar c’hleze hag en deus adkavet ar vuhez.

Il lui a été donné d’animer l’image de la Bête, au point que cette image se mette à parler, et fasse tuer tous ceux qui ne se prosternent pas devant elle. Ap 13, 15 : Ha roet e voe dezhañ bevaat skeudenn an euzhvil kement ha ma komzfe ar skeudenn, hag ober ma vefe lazhet ar re n’afent ket d’an daoulin dirak skeudenn an euzhvil.

À tous, petits et grands, riches et pauvres, hommes libres et esclaves, elle fait mettre une marque sur la main droite ou sur le front, Ap 13, 16 : Ha lakaat a ra an holl, an dud uhel hag an dud izel, ar binvidien hag ar beorien, an dud dieub hag ar sklaved, da resev ur merk war o dorn dehou pe war o zal,

afin que personne ne puisse acheter ou vendre, s’il ne porte cette marque-là : le nom de la Bête ou le chiffre de son nom. Ap 13, 17 : na c’hello den ebet prenañ pe werzhañ, nemet en devo warnañ ar merk, anv an euzhvil pe niver e anv.

C’est ici qu’on reconnaît la sagesse. Celui qui a l’intelligence, qu’il se mette à calculer le chiffre de la Bête, car c’est un chiffre d’homme, et ce chiffre est six cent soixante-six. Ap 13, 18 : Amañ eo ret kaout finesa ! An neb a zo speredek, ra gonto niver an euzhvil, rak un niver a zen ez eo, hag an niver-se eo c’hwech kant c’hwec’h ha tri-ugent, 666.